Salaun / Derrien, 1902  (p. 122-127)


UNNEKVET PENNAD


————
Plougerne


Ne d’ea ket an traou evelato dre oll er memez tra. E meur a leac’h, ar veleien o doa kemeret an teac’h araok ma voa deuet d’ho c’hlask evit ho c’has da eur gear-bennag da doui senti ouc’h lezennou ar republik. Setu petra a c’hoarvezaz e Plougerne. An Aoutrou de Poulpiguet hag he gureed, a ioa eat lod anezho er meaz euz ar vro, lod-all a ioa kuzet mad enn tiez gand an dud a feiz a Blougerne.

Ar republikaned, o kaout ti goullo, a zonjaz e viche eaz meurbed d’ezho lakaat da bersoun enn eur barrez ker braz ha ker brudet ha Plougerne, unan euz ar veleien laosk o doa touet senti ouc’h he lezennou. Dont a rejont da Blougerne gand eur belek hanvet Gall. — Ne oufen ket lavaret d’ehoc’h a beleac’h e voa, nag e peleac’h edo aziaraok. — En em gaout a reaz e Plougerne gand eur vanden vrao a zoudardet, eur zulvez vintin, var dro nav heur. Mont a reaz var eeun d’an iliz, hag er segreteri e kavaz ar pez a ioa red evit oferenna. Ne gavaz ket a viskamanchou kaer, va c’hredi a c’hellit, rak ar re-ze a ioa bet destumet kempenn hag a ioa kuzet mad. An traou disterra, ar re ne dalie ket ar boan ho gorren, a ioa lezet var an dispalu. Kaout a reaz diou kazul dislivet, eur gamps intret hag eur c’halur houarn hanter-diarc’hantet. N’oa ket kals a dra, avoualac’h oa evit eur persoun intru. Kerkent ha m’en em gavaz enn iliz, ec’h en em lakeaz da viska he zillad oferenna ; epad m’edo oc’h en em viska, kloc’h ofern a oue sounet, hag ar zoudardet a iea, dre ar bourk, da lavaret d’an dud edo ar persoun nevez o vont da oferenna. Kaer oue sini ar c’hloc’h ha gervel an dud, den na deuaz var dro. Eun heur hed-a-hed oa bet ar persoun intru er segreteri, he zillad oferenna var he gein, o c’hedal tud da zont d’he ofern. Den na deuaz er meaz euz he di ; ne oue ket zoken kavet eur bugel da respount ouc’h an ofern. O velet kement-se, ha skuiz o c’hedal, me gred (ne gaf ket dign e viche dre vez e viche bet, avad, rak an nep a nac’h he relijion hag he Zoue, n’en deuz mez dirak netra), ar persoun intru a lavaraz da gabiten ar zoudardet oa guell d’ezho lezer an ofern a gostez ha mont d’an ti-kear evit lakaat var baper oa hen guir bersoun Plougerne. Ar c’habiten a ioa nec’het avoualac’h o velet ne deue den var dro an iliz, hag a respountaz :

— Ia, guelloc’h eo d’eomp. Eno da viana e kavimp tud, rak ma ne deu ket ar pennou braz anezho ho-unan, me a gaso va zoudardet d’ho c’herc’hat ; an urz-se a zo roet dign e Lesneven.

Ar pez a oue lavaret a oue great. Ar persoun Gall a ziviskaz he zillad oferenna, hag a ieaz da gaout ar zoudardet d’an ti-kear.

Ker goullo oa an ti-kear evel an iliz ; n’oa ket eur penn kristen ennhan. Neuze ez eaz drouk er c’habiten hag e c’hourmennaz da lod euz he zoudardet mont da ober tro ar bourk, ha digas gantho ar goazed a gafchent enn ho c’hear. Ar zoudardet a ieaz da ober tro ar bourk, mez dre ma’z eant e kavent komzou rok ; den na deuaz gantho, hag an oll a zelle a gorn outho. O velet kement-se, e krogaz aoun ennho hag e tistrojont da gaout ho c’habiten. Heman a grogaz aoun ennhan ive, o klevet peger rok oa an dud. Petra oa hen hag he zoudardet etre daouarn Plougerneiz, mac’h en em zavont en he enep ?

Nann, den n’en em zavaz ; pep hini a jommaz sioul ha didrouz enn he di. Kenteliet mad oa bet an oll var an dra-man. Gouzout a reat pegen didruez ha peger kriz e veze ar republikaned, dreist pep tra pa veze roet abek d’ezho. Den ne lavaraz goal-gomz, mez den ebed ive na deuaz muioc’h var ho zro enn ti-kear, eget n’oa bet enn iliz.

O velet-se, ar c’habiten a gasaz pevar zoudard var varc’h da Lesneven da gerc’hat soudardet-all hag a lakeaz taboulinat dre ar bourk e viche barnet raktal d’ar maro an nep a esache ober an disterra drouk d’he zoudardet. Lakaat a reaz ouc’hpenn divazoulenna ar c’hleier, gant aoun na vichent sounet, epad an noz, da c’hervel ar barrisioniz da zont d’ar bourk varnezhan. Goude-ze e lakeaz pevar zoudard, daou var loan ha daou var droad, da ober goard var an ti-kear, el leac’h m’edo o krena gand he bersoun intru. Ar re a ra fall a vez aounik. Den ne reaz van dre Blougerne ; pep hini a ieaz d’he vele, glac’haret evit guir, mez leun a fizianz e Doue.

Antronoz vintin, da beder heur, oa chaok ha glabouz dre vourk Plougerne. Petra ioa ’ta a nevez ? N’oa netra a nevez nemed m’oa deuet, en dro-man, eur strollad mad a zoudardet da Blougerne. Etre mil ha daouzek-kant a ioa anezho, hag ouc’hpenn eur pez kanol hag en doa eur ginou du. Breman n’o deuz ken a aoun, ha setu perak e reont kement a drouz. Evit dihuna an oll er bourk hag e tro-var-dro, pemp soudard a zavaz enn tour ha gantho peb a vorzol houarn evit skei var ar c’hleier, rak, evel a ouzoc’h, n’oa bazoulenn ebed ennho. A benn eur pennad goude an traou-ze, var dro eur c’houeac’h heur bennag, ar persoun Gall a ieaz d’an iliz, forz soudardet enn dro d’ezhan. Hag hen a lavaraz he ofern ? Ne oufen ket her lavaret d’ehoc’h, rak den euz a Blougerne na ieaz var he lerc’h. Marteze enn dro-man unan-bennag euz ar zoudardet en doa respountet he ofern d’ezhan.

Var dro eiz heur e oue dijuni. Eun daol a ioa savet e porz ti-kear ; kement tra vad a oue kavet e pep ti a oue digaset di : guin ha guin-ardant a oue a forz, ha, pa zavaz ar zoudardet diouc’h au daol, oa ker ruz ho fenn ha kribell eur c’hillok. Goude-ze e ouent kaset, etre teir lodenn, da ober tro ar barrez evit digas gantho d’ar bourk ar pennou brasa euz ar barrez hag ho lakaat da anaout ar persoun intru Gall, evit persoun guirion Plougerne.

Teir heur goude kresteiz oa pa zistrochont enn dro, ha n’oa den ebed gantho. Dre ma’z eant, e kavent enn tiez tud rok, hag a lavare d’ezho : « Grit hervez ho faltazi gand ho persoun ; lakit-hen enn hon iliz, mar kirit, pa’z eo guir oc’h ar vistri ; evidon-me ne dign ket var dro. Me ne ran droug ebed d’ehoc’h, ha ma esait ober droug d’in-me, abarz nebeut parrez Plougerne a zo var zao, hag hini ac’hanoc’h ne d’ai e beo ac’halenn. » Ar c’homzou-ze a dorraz var ar zoudardet. Eur guchenn vrao oant, evit guir, met petra oa mil pe daouzek-kant den etre daouarn Plougerneiz, ma viche eat drouk mad ennho ?

O velet an dro a gemere an traou, an hini a ioa e penn an oll zoudardet, ar c’holonel, pe n’ounn ket petra oa, a skrivaz, var eun tamm paper hag her stagaz ouc’h moger ti-kear ha var dor an iliz, ar c’homzou-man en doa lakeat da daboulinat araok dre gement kougn a ioa er bourg : « Plougerneiz, goazed ha merc’hed, rei a rear d’ehoc’h da anaout eo lakeat da bersoun d’ehoc’h, a berz ar Republik, ar Gall, belek sentuz ouc’h lezennou he vro. An nep a ielo a eneb-d’han, a ielo a enep lezennou ar c’houarnamant, hag a vezo barnet, gant ruzder, evel eun torfetour. Diskleria a rear d’ehoc’h c’hoaz, e chommo aman, e Plougerne, d’hen diouall, pevar c’hant soudard hag a vezo bevet ha paet divar ho koust. Kemennet hoc’h gant lealded, d’ehoc’h eo da ziouall. »

Evit komz er c’his-ze, araok mont kuit, ar c’holonel a ranke beza c’hoenn enn he lerou. Aoun en doa rak Plougerneiz ; ma n’en em zave den eneb-d’han, den ken nebeut na blege d’ezhan. Eun nozvez bennag marteze an oll a c’helle en em zevel a eneb ar zoudardet, ha neuze...

Evel a lavaraz ar c’holonel a c’hoarvezaz : pevar c’hant soudard a jommaz e Plougerne da ziouall ar persoun intru, ha bemdez, d’ho guelet ha da c’houzout penaoz ez ea an traou, e teue euz a Lesneven eur c’hant pe eur c’hant-hanter-all hag a ranket da veva ive kerkouls hag ar re a jomme er bourk. Ar c’holonel avad ne deue ket var dro, re a aoun en doa rak Plougerneiz, a ioa chommet ker rok dirazhan. Va c’hredi a c’hellit, meur a vennek a goustaz da Blougerneiz bevanz ha lojeiz ar zoudardet-se, rak ne ket an traou falla a zebrent nag a event. Evelato, Plougerneiz a jommaz sioul. An Aoutrou Poulpiquet, persoun Plougerne, bet abaoue eskop Kemper, Per Abian, ar mear hag ar pennou kenta euz ar barrez, a ioa en em glevet da jomm stard ha kren enn ho feiz ep esa enebi ouc’h ar re a gase an traou enn dro er vro hag a ioa an nerz gantho. Sonjal a rea d’ezho ne badche ket pell ar goall draou-ze ; kaout a rea d’ezho e viche abarz nebeut skubet an dud fall-se divar an douar, evel ma kas an avel da netra ar c’hoummoull a laka avechou du an oabl. Fazia a reant. Mez piou, d’ar mareou-ze, en diviche kredet e viche deuet hor bro baour da veza ken difeiz, ker zot, ken diskiant, ker kounnaret ha ker kriz ? N’euz forz, en em glevet oat da jomm sioul, ha den ne finvaz e Plougerne.

Souezet hoc’h marteze o klevet kement-se, hag o velet n’euz en em gavet drouk ebed gand ar re a jomme ep senti ouc’h ar republikaned ? Arabad eo d’ehoc’h beza. Ar pez a zo bet kaoz ma’z euz bet kement a drubuill e kals a barresiou, eo ma kavet ennho tud hag a iea a du gant an dispac’herien, tud hag a felle d’ezho en em binvidikaat divar goust an nesa ha divar goust an ilizou, pe en em zaotri e pep viltansou. Ia, avoualac’h oa eun den fall er c’his-se enn eur barrez, hag e viche bet eur c’hi-koun e viche zoken, evit hada an tan var he lerc’h ha lakaat pep tra en diroll. Hogen e Plougerne, a drugare Doue, ne oue kavet den ebed evel-se. Paour ha pinvidik, eno ec’h en em glevet-oll hag ec’h en em garet er guel a Zoue.

Na dit ket da gredi ken nebeut e viche bet an aoun pe ar spount o viret ouc’h Plougerneiz da herzel ouc’h ar republikaned ! Nann, den e Plougerne n’en doa aoun, den na grene. Oll e voat prest da vont d’an emgann ma viche red. An oll a jomme sioul, abalamour ma c’houient oa kuzet mad ho beleien ha ma chomchent gant-ho keit ha ma viche izomm.

Dre gement-man e velit oa feiz, ha feiz doun ha stard, e kaloun Plougerneiz. Doue, a gaf dign, n’en deuz ket ankounac’heat madouberou ar re goz, rak abaoue ar feiz ne deuz great nemed en em astenn hag en em grenvaat muioc’h mui e Plougerne. Ha mar hoc’h euz c’hoant da glask tud da vont a du gand an dud difeiz ha dizoue, evel ma’z euz kals herrio, na dit ket da glask da Blougerne. Ma n’am c’hredit ket, kountit, mar kirit, ped a vugale Plougerne, beleien, leanezed, frered, a zo e Breiz hag er broiou-all o prezeg an Aviel hag o teski d’ar vugale lezennou Jesus-Christ, hag e velfot eo atao grichennet mad ar feiz e Plougerne.

Abalamour d’ar pez a lavaran d’ehoc’h, den ’ta na finvaz e parrez Plougerne. Evelato ar zoudardet hag ho fersoun intru a jommaz eno pevar miz penn-da-benn. Bep sul, ha bemdez zoken er penn kenta, ar persoun intru a zoune he gloc’h evit kemenn d’an oll edo o vont da lavaret he ofern ; den ne deue var he dro na da zul na da bemdez. Skuiz o velet e varve tud, ho lakeat enn douar, hag e c’hane bugale ep ma teue den d’her c’hlask ; inouet o lavaret he ofern eb den ouc’h her selaou, ar persoun intru a ieaz kuit eur vintinvez. Den ne c’houie da beleac’h oa eat. Lod a lavar oa deuet Doue da bikat he galoun o velet feiz stard Plougerneiz, rak gouzout ervad a rea oa kuzet, dre ar vro, beleien hag a gofesea an dud araok mervel hag a vadeze ar vugale en eur zont var an douar ; salo e ve guir ? Ar pez a zo guir avad, eo tri dervez goude, ar zoudardet a ieaz ive enn ho hent, na den goude-ze ne deuaz da ober nec’h da baotred Plougerne.


————
DAOUZEKVET PENNAD


————
Plougouloum, — Sibiril, — Kleder, — Plouescat
Guinevez, — Trelez


Etre Kastel ha Lesneven ne deaz ket an traou evel e Plougerne. Dre eno e voat kouezet a daol var ar veleien, ep m’en doa den klevet hano a netra. Setu ama penaoz e c’hoarvezaz an dra-ze :

Lavaret am euz d’ehoc’h dija, ha n’em c’hretfoc’h ket muioc’h breman eget a ziagent, oa an divroidi eo ar re a rea ar muia drouk hag an traou goasa enn hor bro. Ar pez a c’hoarvezaz etre Lesneven ha Kastel enn diskouezo d’ehoc’h c’hoaz koulskoude eur veach-all.

Eun den hanvet Tunk, euz n’ounn dare pe vro, a ioa deuet abaoue eun daou pe dri bloaz bennag da lavaret d’an Arvoriz enn doa prenet an aod a zo dirag Guinevez, Trelez ha Goulc’hen, hag a ia euz a Blouescat da Blouneour-Dreaz. Evit diskuez oa perc’henn d’ar gompezenn-ze, ec’h en em lakeaz da ober dre an treaz kleuziou evit merka ar pez a ioa d’ezhan, ha kanoliou bian evit ober holenn, var he veno. Ne deuaz ket an traou da vad ganthan. Lod a lavar e savaz ar veleien a dro-var-dro en he eneb, abalamour ma kavent guelloc’h guelet ar gompezenn dreaz-se o chomm da letoun da beuri gand loened ar beorien, eget he guelet perc’hennet gand eun den epken, a c’helle he c’hloza pe he fermi da unan-bennag, ha, dre-ze, miret ouc’h ar paour da gaout he vioc’hik hag eur banne leaz da zouba he vern. Lod-all a lavar ne c’hellaz ket dont a-benn da ober holenn hervez he vennoz, hag en doa enn aner dispignet forz