Salaun / Derrien, 1902  (p. 152-156)


PEMZEKVET PENNAD


————
Epad an emgann


Ne c’hellan ket kounta d’ehoc’h aman kement tra a galoun a oue great epad emgann Kergidu ; pep hini a reaz ar pez a ioa dleet, ar pez a c’hellet da c’houlen diganthan. Evelato e rankan lavaret d’ehoc’h ar pez a reaz eur vandenn merc’hed deuet d’hon heul. Micher ar merc’hed eo aoza boed er gear, diouall ho bugale, penselia dillad ho zud, ne ket avad beza o vrezellekaat gand zoudarded, guir eo an dra-ze. Mez e Kergidu, n’oa ket ar memez tra. Eno, enn hon touez-ni, n’oa soudard ebed, den a vrezel ebed ; eno n’oamp nemet tud euz ar vro, en em zestumet evit difenn hor feiz, hor Roue, hon tud hag hor bro, hag ar merc’hed-se enn hon touez a ioa evel pa vichent er gear. Eur vad vraz a rechont d’eomp. Epad an emgann, pa velent unan-bennag diskaret, ez eant varzu ennhan d’hen destum, d’hen digas gantho a gostez evit her prederia, evel eur breur, pe e viche anavezet gantho pe ne viche ket ; avoualac’h oa d’ezhan beza a du ganeomp-ni. N’o doa ket a aoun na rak Canclaux na rak he ganoliou. Kaer a ioa tenna, ne reant van ; digas a reant gantho an hini mac’hagnet, ha goude beza great d’ezhan guella ma c’hellent, her lakeant e kirri o doa klasket, var golo fresk o doa kerc’het. Nann, her lavaret a ran, ne oufe den, nemed her guelet en defe, anaout ar vad a reaz d’eomp merc’hed deuet gand ho zud euz a Gastel, a Rosko, a Enez-Vaz, a Blougouloum, a Blouenan, etc.

Evit-ho da veza deuet da brederia an dud glazet epken, an dra-ze ne vire ket outho, e fesoun, da c’hoari ho zaol pa viche red. Diou blac’h iaouank, euz a Arvor-Gleder, a iea da Gervrenn da brederia daou baganad a Blouneour-Dreaz kouezet enn emgann ; unan anezho a ioa torret he c’hinou gand eun tenn fuzil ; egile a ioa toullet he gostez gand eun tamm mindraill. Pemp pe c’houeac’h soudard a gouezaz varnho araok m’o doa gellet mont betek an ti, hag o doa c’hoant da beur-achui an daou baganad. Mez ar c’hoant-se n’oa ket c’hoant an diou blac’h iaouank. Lakaat a rechont an daou c’hlazet var an douar, hag, unan anezho, gand eur forc’h, eben gand eur peul, ec’h en em lakechont d’en em ganna a vad a enep ar zoudarded. Harpa mad a rechont ive, rak derc’hel a rechont ken a en em gavaz eun ugent bennag ac’hanomp-ni gantho. Ouc’h hor guelet, ar zoudarded a spountaz, ha, p’en em gafchomp gant-ho, n’oa ken nemed an diou blac’h iaouank hag an daou baganad glazet.

Ouc’hpenn m’oa deuet eur vaouez bennag d’hon heul, oa deuet c’hoaz ganeomp meur a velek. Oh ! mac’h oufac’h pegement a vad a ra da galoun eur zoudard kristen, derc’hent an emgann, enn dervez araok mont d’ar bed-all marteze, kaout azindan he zourn eur belek evit rei d’ezhan, enn hano Doue, ar pardoun euz he bec’hejou ! Mac’h oufac’h an dra-ze, ne ve ket kement a c’hlabouz ganeoc’h divar gount ar veleien.

Enn amzer goz, ar veleien a ioa karet ha doujet gand kement hini a anzave beza kristen mad. Deski a reant d’ar bobl lezennou Doue, her pellaat a reant diouc’h fals-kredennou an dud dizakret. Abalamour da ze eo o doa drouk outho an dud fall a ioa e penn an dispac’h, rak ar re-man a c’houie ne deuchent ket abenn euz a dud ar vro, epad ma chommche enn ho zouez beleien hervez kaloun Doue ; ha setu perak oant en em lakeat da harlui anezho.

En hon amzer-ni, eur belek a dal nebeut, pe netra zoken, eme eur rumm dud. Perak ? Abalamour ma ne gavont ket mad an traou a reont. Ar pez a ra ar veleien ne ket mad ? Traou diskiant eo lavaret an traou-ze. Daoust ha breman kerkouls hag aziagent, ar veleien n’int ket karget da ziskleria d’an oll lezennou an Aviel ? Daoust ha n’int ket karget da ziouall an denved roet d’ezho da viret, evel m’hel lavar hor Zalver J.-C. ? Hag e viot souezet neuze o klevet anezho o krial : Harz ar bleiz ! pa deuio an dud fall da esa diskrisienna euz ho kaloun karantez an Aoutrou Doue ? Nann. Enn ilizou, kerkouls ha dre oll, ar veleien a dle krial, hag a grio bepred a enep an dud fall hag ar fals-kredennou. Guechall, evit serri ho ginou outho, evit miret outho da brezek gourc’hemennou Doue ha re an Iliz, e veze trouc’het ho gouzouk outho ; breman ez euz c’hoant da viret ar memez tra. Peur e teuio adarre ar c’hiz koz da zibenna ar veleien ? Kentoc’h eget na sonj da gals marteze. Da c’hedal ar veleien a gendalc’ho da brezek lezennou Doue hag a lavaro marteze da veur a republikan : Te a zo laer... Te a zo den fall...

Re hirr e chomman da gomz d’ehoc’h divar-benn ar veleien, rak an dud vad n’o deuz ket izomm a guzul, hag ar re fall ne zistroint ket. Burzudusa ma kavan eo seul-vui ma vez sot ha diskiant ar pez a vez lavaret divar ho fenn, seul-buannoc’h a-ze ne vez kredet ken. Daoust ha ne ket bet dre ar vro, epad ar brezel diveza ker glac’haruz, ar brud oa ar veleien eo a gase arc’hant d’ar Prus evit ober brezel d’ar Franz, int-hi hag a ioa ho breudeur oc’h en em ganna a eneb hon enebourien, int-hi hag a varve hiniennou anezho eat da heul ar zoudarded ? Mad, an dra-ze a zo bet kredet !!!

Henvel a c’hellan d’ehoc’h tri belek hag a ioa deuet d’hon heul : an Aoutrou Breton, persoun Sibiril, an Aoutrou Cren, kure Guinevez-Lochrist, hag an Aoutrou Goachet, kure Guitevede. Beza oa c’hoaz re-all, ne hanvan d’ehoc’h nemed ar re a ioa euz hor bro-ni. Ne d’an ket aman da lavaret d’ehoc’h ar vad o doa great ar veleien-ze d’eomp ; ho kaloun her lavaro d’ehoc’h guelloc’h eget va c’homzou. Kriz eo mervel e kougn eur park, e kreiz ar vouillenn pe var an erc’h, eur vouled er penn, eur vreac’h torret, an divesker bruzunet, ar c’horf kilvisiet a daoliou kleze pe a daoliou baionnettez. Nag e ra vad d’ar galoun kaout neuze eur belek enn ho kichenn, eur mignoun hag a lavar d’ehoc’h : « Bezet dinec’h, va breur, ho pec’hejou a zo pardounet d’ehoc’h. Doue a zo digor frank dor he varadoz evit o tigemer, rak mervel a rit evit ho relijion hag evit ho pro. » Ha ma teu ho lagad da drei varzu ho parrez, varzu ar gear, ar belek a anavezo ar pez a fell d’ehoc’h, hag a lavaro d’ehoc’h c’hoas : « Ia, ia, va mignoun, me a ielo da lavaret d’ho mamm : Kenavezo er baradoz, evidoc’h ! »

Komzou er c’hiz-se a skuill nerz ha zoken eun tamm levenez e kaloun ar zoudard paour a vel neuze, eb en em glemm, heur ar maro o seni evithan, pell dioc’h he vro.

Mac’h en em gannemp-ni a galoun, arabat eo d’ehoc’h kredi n’en em zifenne ket ar republikaned guella ma c’hellent. Setu aman eun taol hag en diskouezo d’ehoc’h. Kountet eo bet dign gand an Aoutrou Postec, persoun koz Sant-Kadou, e kever Sizun, breman o chomm, enn he gozni, e ti an Aoutrou Abgrall, persoun Lannilis [1], rak e Kergidu edo ganeomp-ni ive Ian Bostec. Neuze oa iaouank-flamm, ha, p’her gueliz, oa reuget he rokedenn, hag an tamm a nije gand an avel adren he gein. Nebeut goude emgann Kergidu e oue paket gand an archerien ha kaset da zoudard pell dioc’h he vro ; kaset e oue da Fontaineblo. — Ha setu perak, abaoue, he vignouned o deuz, dre farz, hen leshanvet Fontaineblo. — Mez ne zaleaz ket da zigampa ac’hano ep lavaret kenavezo d’he gabiten ; distrei a reaz da Vitevede, he vro, hag a benn daou viz goude-ze, edo adarre enn hon touez-ni.

Mad, an Aoutrou Postec en deuz lavaret dign edont o tont divar dro Loklouer varzu Kroaz-Mean, hen, Eozen Roue, a Gervengant, ha Glaoda he vreur. Araok treuzi an hent braz, Glaoda Roue a zavaz var eur c’hleuz da zellet a dro-var-dro gand aoun na vichent kouezet e kreiz eun toullad republikaned. Ne glevet trouz ebed. Kenta tiz o doue, Ian Bostec hag Eozen Roue, oue guelet Glaoda o viza, ha ker buan an tenn er meaz. Tenna en doa great var eur zoudard hag a rede varlerc’h Eli Bertevas, euz a vaner Pont-Plenkoet. Biza mad en doa great, rak diskar en doa great he zen d’an traon. Ker buan ha m’her guelaz o ruilla, ec’h en em lakeaz da grial a-bouez penn ouc’h Eli :

— Chomm a za ! chomm a za ! lazet eo ar zoudard ganen-me. Lazet n’oa ket, n’en doa great nemed terri he c’har outhan. Ker buan ha ma klevaz ar zoudard Glaoda o krial, e tistroaz varzu ennhan. Sevel a reaz var he c’hoazez, kregi a reaz enn he fuzil ha biza a reaz d’he dro. Biza mad ha skei eeun a reaz, rak terri a reaz he benn ouc’h Glaoda, a gouezaz divar ar c’hleuz, maro-mik, e-harz treid he vreur ha Iann Bostec.

Ha ne ket kement-se diskouez ioul ha kaloun ? Beza diskaret d’an traon gand eur c’har frigaset, kaout penn avoualac’h c’hoaz goude-ze evit kregi enn he fuzil ha tenna var an hini en doa her glazet, ha ne ket an dra-ze en em ganna a zevri ha betek an huanad diveza ? Ha ne d’eo ket an dra-ze rei d’an enebour bazad evit bazad, pe, evit lavaret guell, tenn evit tenn ? Eo, eun dra galounek eo kement-se, red eo hen anzao.

Ni, her gouzout a rit, ne vanke ket a galoun d’eomp ken nebeut. N’em euz ket a c’hoant da lavaret d’ehoc’h ar pez a reaz pep hini ac’hanomp, re am befe da ober ; evelato e rankan kounta d’ehoc’h ar pez a reaz eun tammik martolod divar dro Penn-Poul, e Kastel. Ne gredan ket en diviche ouc’hpenn c’houezek vloaz. Eur flotantenn mezer-glaz a ioa var he gein, eun turban ruz enn dro d’he groaz-lez hag eur bonned plad martolod var he benn. Edomp er goasa euz an emgann ; digouezet oa neuze var an dachenn, ar Prat gand he zoudarded hag he ganoliou ; dallet e vezemp gand ar boulejou o koueza varnomp ; koueza a rea an dud d’an douar n’oa ket dioc’h kount. Mad, hennez, ar martolod iaouank-se, a ioa gand he drompill, ha ne ehane da zeni kaer a ioa tenna, kaer o doa mont d’an douar, ar re a ioa en he gichenn. Kaout a rea d’ezhan e rea vad d’eomp, hag, e guirionez, me gaf dign soun an drompill a lakea ac’hanomp da zevel var on treid. Eur pennad mad oa bet o seni, hag atao e valee er penn araok pa deuaz eur vouled da skei var he zourn deou, d’he frigasa ha da stlapa he drompill pell diouthan. Va martolod ne reaz van ebed. Sellet a reaz enn dro d’ezhan da c’houzout e peleac’h oa strinket he drompill ; mont a reaz d’he destum, kregi a reaz ennhi gand he zourn kleiz, hag en em lakaat a reaz adarre da zeni evel pa ne viche c’hoarvezet netra ebed ganthan. Piou a lavaro n’oa ket a galoun e kreiz ar martolod iaouank-se ?


————
  1. An Aoutrou Postec a zo maro abaoue m’eo skrivet an dra-man. Lennet eo bet d’ezhan evelato Emgann Kergidu, hag e lavare, en eur mousc’hoarzin : Guir eo ar pez a gountez, dom Lan, mez perak komz ac’hanoun-me ?