Salaun / Derrien, 1902  (p. 247-256)



PEVARE PENNAD VARN-UGENT


————
Penn-an-Neac’h, e Plouenan. — An Aoutrou Gall. — An Aoutrou Coarigou


Ar c’habiten hag he zoudarded ne zalejont ket d’en em gaout dirak dor borz Penn-an-Neac’h, rak, evel ma’m beuz her lavaret d’eoc’h, n’edont ket ouc’hpenn tri c’hant paz dioc’h an ti.

Ar c’habiten a c’hourc’hemennaz d’he zoudarded en em ranna a vandennou a c’houeac’h, evit kelc’ha an ti tro-var-dro. Hen a zalc’he ugent gant-han evit mont ebarz.

Digeri a reaz an or, treuzi a reaz ar porz, mont a reaz betek dor an ti ; serret oa. Trouz ha kabal a gleve enn diabarz ; e fesoun oa bet guelet o tont.

— Digeri, emez-han a vouez huel ha rok, ha digeri buan, pe ni a zivarc’ho, pe ni a dorro an or var-n-oc’h. An or a oue digoret, ha kenta velaz ar zoudarded, oue an Aoutrou Gall, persoun Plouenan, enn he za sounn diraz-ho, an ear dinec’h ha dispount d’ezhan.

— Deuit ebarz enn ti, emez-han ; n’ho pezet ket aoun. Me a oar petra glaskit ; beleien ha ne fell ket d’ezho senti ouc’h ho lezennou diroll ha difeiz. Mad, aman e kafot daou velek ha ne blegint biken. Me, an Aoutrou Gall, guir bersoun Plouenan, hag an Aoutrou Coarigou, belek koz leanezed kouent Santez-Ursula, e Kastel. A galoun vad, evit difenn hor feiz koz, hor beuz kinniget hor buez da Zoue abaoue m’eo deuet an dispac’h vraz-man. Setu ni aman, dare da vont d’hoc’h heul. Deuit heb aoun enn ti, ne harzimp ket, ne dec’himp ket kennebeut. Mez, mar d’eo ni a glaskit, na rit drouk ebed da hini euz a dud an ti-man.

Belek Doue, ha ne gomze ket evel he vestr Jesus pa oue gueachall guerzed gand Judaz ?

Eb lavaret ger, ar zoudarded hag ho c’habiten a lammaz enn ti a-daol, a grogaz enn daou velek hag a stagaz ho daouarn d’ezho adren ho c’hein.

Hag int-hi a ioa aounik, paotred ar Republik !

— Ne ket avoualac’h kement-man, eme ar c’habiten, pa vele n’oa ket an daou velek evit ober drouk ebed d’ezhan, c’hoaz a vank d’eomp.

— Pa’z eo guir eo ni a glaskit, eme an Aoutrou Gall, lezit e peoc’h tud an ti-man. Ni hon daou, an Aoutrou Coarigou ha me, a zo kaoz m’emaomp aman. Deuet omp enn ti-man da c’houlen eun tamm bara da derri hor naoun, hag an dud-man a zo bet madelezuz avoualac’h evit rei d’eomp. E peleac’h eman an drouk e kement-se ? D’ar brasa torfetourien e vez roet ho boued, ha difennet e ve rei d’eomp-ni ?

— Ne ket ouc’h tud an ti-man e sellan breman, eme ar c’habiten. Eun all henvel ouz-hoc’houi eo a glaskan. Ha n’oac’h ket tri aman, er mintin-man ?

— Klaskit, eme an Aoutrou Coarigou, d’he dro. Aman n’euz breman nemed omp-ni hon daou, diou vaouez, pemp kraouadur hag eur mevel koz. Ar mevelien-all a zo eat da gerc’hat lann da bilat d’ar chatal.

— Me a ia da c’houzout. — Kere, deuz aman, er penn d’an neac’h euz an ti, ha lavar hag ar re-man eo ar re a gomzez anezho d’eomp.

Ar c’here a ioa choumet e kichen an or ; n’en d-oa ket kredet sevel d’ar penn huella. Daoust hag eun tamm kaloun a zo c’hoaz enn he greiz ? Daoust ha c’hoant en deuz da zont var he giz d’ar gear araok peur-achui he drubarderez ? Nann, rak dioc’h-tu ma oue galvet, e teuaz araok, hag en eur zellet iud ouc’h an Aoutrou Gall :

— Me am boa lavaret, emez-han, hen talveschenn d’eoc’h d’am zro. Abarz ma teufot da glask ac’hanoun-me da ober va fask, e devezo, me gred, kanet ar goukouk.

— Lez da jaok, eme ar c’habiten, ha lavar d’eomp hag ar re-man eo ar re ac’h euz diskuliet d’eomp.

— Ia, ar re-man int, el leal.

— Tri a ioa, a lavarez ?

— Ia, an Aoutrou Go n’eman ket aman.

— Lavar d’eomp, sitoian belek, eme ar c’habiten d’an Aoutrou Gall, lavar d’eomp e peleac’h eman egile, pe, bremaik, me a lakaio an tan enn ti-man, ha, mard-eman kuzet aman, e vezo rostet mesk-e-mesk gand al logod hag ar razed.

Guelit penaoz e komze ar seurt tud-se ouc’h eur belek !

An Aoutrou Gall en doue aoun, rak, her gouzout a rea, ar zitoianed ne varc’hateant ket kement-se evit lakaat an tan e tiez ar goueriaded. Abalamour da-ze e respountaz raktal :

— Me her lavaro d’eoc’h : Eun heur zo eo eat ac’halen da ober eur gevridi.

— Ah ! tonner ! eme ar c’habiten ; hennez a rank beza an hini hon deuz guelet du-hont er goaremm. Ma’m biche gouezet !... Mez lezit-hen, ne gollo netra evit gortoz, ni her c’havo abred pe zivezad.

Nann, an Aoutrou Go ne oue ket paket ; chom a c’hellaz a-zindan guz, ha, pa deuaz ar peoc’h, e oue beleget. Marvet eo persoun iliz kathedral Kastel. Lod ac’hanoc’h o deuz hen anavezet kerkouls ha me.

— Breman, perc’henn an ti-man, digasit d’eomp da zibri ha da efa, rak, abaoue Taole, n’hor beuz bet tamm na banne, abaoue Pont-Eoun.

— C’houi, va zoudarded, kasit an daou velek-man a-ze, er gampr adren, ha stagit anezho mad ouc’h eur strapenn gren evit miret out-ho da gemeret an teac’h. Daou ac’hanoc’h a joumo d’ho diouall ; ni aman a ia da zibri ha da efa ; pa vezo leun hor c’hof, daou-all a ielo enn ho leac’h. Alo ! traou var an daol !

Aman e rankan lavaret d’eoc’h eur gomz-bennag divar-benn tud Penn-an-Neac’h.

Savet ez-iaouank e doujanz hag e karantez Doue, Per hag Anna ar Zant a gollaz abred ho zad hag ho mamm, sammet, ho daou, en eur ober eiz dervez, gand eur barrad klenved tomm. Per, he-unan, a joumaz klan, toc’hor zo-ken oa bet. Eur pennad araok mervel, tersienn ho mamm a gouezaz ; gervel a reaz he merc’h d’he c’haout : « Anna, emezhi, gouzout a ran eo ho prasa c’hoant mont da leanez e kouent Kastel ; aotreet hor boa, ho tad ha me, e vichac’h eat goude an eost a zeu ; breman e rankan en em zislavaret. Anna, chomit gand ho preur, n’hen dilezit ket ; n’en deuz tad ebed mui, abarz nemeur n’en devezo mamm ebed ken nebeut ; lezet e viot evel daou vinor paour var an douar. C’houi eo ar gosa, evesait ho preur. Klevet a rear goal-vrud euz ar Broiou-huel ; tud fall a zo enn hon touez ha ne c’houlennont ket guell eget sacha ar iaouankiz d’ho heul. Evesait ive-ta ho preur, kelennit-hen e kenkaz ma teufe da fazia var he hent ; skiant ha deskadurez avoualac’h hoc’h euz evit-se. Chomit gant-han. Na it d’ar gouent nemed a-benn eur blavez-bennag aman, goude m’ho pezo her griziennet stard er mad. Ober a refot ar pez a c’houlennan diganeoc’h, ha neket-ta, Anna ? » — « Ia, va mamm, eme hou-man, en eur vouela. » — « Deuit da rei eur pok d’ign, va merc’h. Bennoz Doue ra gouezo var-n-hoc’h, va merc’h Anna ! Poaniuz eo da eur vamm lezer var he lerc’h he bugale, evelato breman e c’hellan mervel e peoc’h... Klaskit d’ign va c’hroaz vinniget, evit ma vezo va zaol lagad kerkouls ha va huanad diveza evit Jesus va Zalver. »

Ar maro ne zaleaz ket da zont da ober he dro, ha setu daou vinor e Penn-an-Neac’h. — Anna e doa naontek vloaz, ha Per seitek-hanter. — Ne c’houfac’h gouzout ar c’haon e oue e Penn-an-Neac’h pa skoaz ar maro he daol ? An amezeien zoken a gave truezuz braz guelet eun tiegez evel hini Penn-an-Neac’h o choum etre daouarn tud ker iaouank.

An anterramant a oue great antronoz e bered Plouenan. Rannet e viche bet ho kaloun m’ho piche klevet an hirvoud hag ar c’haon a oue eno ! Ar barrez a-bez a ioa en em zestumet enn dro d’ar vinorez keaz, evit lavaret a-unan gant-hi eur beden var bez he mamm ha kemeret perz enn he glac’har. Per, siouaz ! skoet gant ar c’hlenved, en doa ranket chom er gear var he vele. Ar barrez a ioa, enn he leac’h, enn dro d’he c’hoar.

Anna, gand he c’herent hag he amezeien, a zistroaz da Benn-an-Neac’h. Pebez taol enn he c’haloun kaout he zi goullo !... C’houi, hag am zelaou, ha kollet hoc’h euz unan-bennag euz ho tud-nez ? Neuze e c’houzoc’h, guell eged na c’houfen hen diskleria d’eoc’h, ar pez a zamme hag a c’hlac’hare kaloun ar vinorez-man, pa en em gavaz distro euz an iliz d’he zi ; pa velaz goullo ar skaon m’oa boazet he mamm da veza azezet varn-hi, he mamm edo o paouez lakaat er bez !...

Kaloun eur Breizad a c’hell beza ankeniet, glac’haret, brevet ; mez ne vez jamez diskaret ; he feiz hen dalc’h enn he za enn eur ziskouez d’ezhan an env, el leac’h m’eman he vro. Gouzout a ra euz eun Doue, eun Tad, azioc’h he benn, ha ne sko nemed evit hor brasa mad.

En eur zont enn ti, Anna a ieaz var eeun d’ar gampr da gaout guele he breur Per, hag, en eur gregi enn he zourn gand eun ear kalounek hag hanter-laouen :

— Me gred, va breur Per, emez-hi, eo achu hon dizeur. Me am beuz pedet Doue ker kalounek, ma ne zaleot ket da barea. Da c’hedal ma c’helfot sevel, me a gaso an traou enn dro, guella ma c’hellign. Na d-it ket d’en em zoania re, me ne d’ign ket breman d’ar gouent, me a joumo ganeoc’h, ha me gred e roio Doue d’eomp c’hoaz eaz, hor bara er bed-man, da c’hortoz mont d’ar Baradoz da gaout hon tad hag hor mamm.

Per a bareaz. Kenteliet gand he c’hoar Anna, ha, dreist-oll, gand an Aoutrou Gall, he bersoun, e teuaz da veza skouer ar vro. Ne glevet ken hano nemed euz he ear vrao hag euz he vrud mad. Ne veze ket guelet, evel, siouaz ! ma veler breman re aliez tud iaouank, o reded an hostaleuriou hag an tavarniou, oc’h efa banne gand he-man, banne gand hen-hont ; ne veze ket guelet o tistrei kartou nag o ruilla dominoiou, pell enn noz, evel ma veler enn amzer-man, bugale a renk huel zoken, var ho meno. Nann : goude an ofern hag ar gousperou, goude he foar pe he varc’had, e tistroe dioc’htu d’ar gear da evesaat he diegez hag he labour. — Goude gousperou, bep sul, ez ea da lavaret he Ze profundis var bez he dad hag he vamm, hag ac’hano e teue var eeun da Benn-an-Neac’h. Eno e tremene an abardavez, o kaozeal gand he c’hoar hag he amezeien.

Na d-it ket da gredi evelato e viche tiegez Penn-an-Neac’h evel eur gouent ; nann. Eno e c’hoarzet muioc’h ha kalounekoc’h eget e meur a leac’h. Per hag he amezeien, kelc’het enn dro d’an daol en hanv, a gounte pep hini he stropad, pep hini he farz, speredeka ma c’helle ; ha meur a gofad c’hoarzin a veze great e Penn-an-Neac’h bep sul da bardavez. Antronoz vintin e savet iac’h euz ar guele, ar spered skanv ha gae, ar c’horf didorr, ha, d’al lun, ec’h en em roet adarre d’al labour ker kalounek ha biskoaz. Ha ne ket guelloc’h kement-se eged na d-eo sevel d’al lun vintin, ar gouzouk dizec’h, ar penn pounner ha divoued, ar c’horf brevet, evel ma c’hoarvez gand ar re a dremen ho nosveziou enn hostaleuriou, oc’h efa hag o c’hoari ?

A-benn nebeut blaveziou, Per a gavaz eur vaouez euz he zoare, eur vaouez leal hag a zoujanz Doue evel-d’han. He hano oa Mari Kreac’h, merc’h da C’hlaoda ar C’hreac’h, euz a vilin Kerc’hoant, e parrez Kastel.

Anna ar Zant, ho c’hoar, a joumaz daou pe dri miz gant-ho, evit diskouez da Vari ar C’hreac’h doare ha giz Penn-an-Neac’h. Goude-ze e c’houlennaz digant he breur he lezer da vont d’ar gouent, evel m’edo he c’hoant pell a ioa.

Per a garie he c’hoar, boazet oa diout-hi, kalz anaoudegez vad en d-oa d’ezhi ; biannaat a rea he galoun pa sonje e rankche dispartia ; evelato, he feiz hag he relijion a oue krenvoc’h eged he garantez hag he anaoudegez-vad. Respount a reaz d’ezhi :

— Anna, c’houi epken a c’hoar peger braz glac’har eo gan-en ho kuelet o vont kuit ; evelato, e lavarign d’eoc’h : Ho polontez ha bolontez Doue ra vezo great !

Eiz dervez goude-ze, Anna a ioa e kouent an Ursulinezed e Kastel.

Per ar Zant ha Mari Kreac’h a vevaz er brasa karantez an eil gand egile. Pemp bugel a roaz d’ezho an Aoutrou Doue, tri map ha diou verc’h. Bennoz an env a goueze varn-ho, var ho douarou ha var ho loened. Madou ar bed-man a greske founnuz etre ho daouarn : pinvidik oant hervez giz ar vro. Siouaz ! eurusted ar bed-man a zo bresk !

Eun dervez, Per a ioa eat, gand he jao, da gerc’hat eur c’harrad bezin digaset d’ezhan da Dreiz-ar-Gordenn gand eur vak a Garantek. Tri loan euz ar re vella a ioa stag gant-han ouc’h he garr ; edo erru d’ar gear gand he garrad, edo o sevel dioc’h maner Kerlaodi, pa lammaz enn hent, enn eun taol krenn, divar ar c’hleuz, eur c’hi chase hag a ranke beza o reded varlerc’h eur c’had-bennag. Al loen blenier, a ioa Roundell he hano, en doue aoun hag a droaz var he giz ; al loen kleür a reaz ar memez tra. Per a zalc’he mad d’he ziblenn hag a grie avoualac’h ouc’h he gezek. Mez enn aner her grea ; kezek spountet n’int ket eaz da zerc’hel. Dont a rechont ho daou var ar gazek-limoun ; Per a oue stropet e mesk ar sternach, ar c’har a droc’holiaz. Paket etre ar rod hag ar c’hleuz, edo hanter-varo pa deuaz tud, a gleve an trouz, d’hen tenna ac’hano. Eun truez oa he velet ! Anat oa d’an oll ne d-ache ket a-bell. Ar goad a rechette a-leiz he c’hinou ; a veac’h ma c’hellaz lavaret : Enn hano Doue, klaskit ar belek d’am c’haout da zelaou va c’hofesion, da rei d’ign va Zakramanchou diveza. Lavarit da Vari, va fried, dont var va zremenvan.

Great e oue he lavar. Persoun Plouenan a deuaz var varc’h ha d’an daou-lamm. Rei a reaz d’ezhan, en hano Jesus-Christ, ar pardoun euz he bec’hejou... Mari Kreac’h en em gavaz ive, he daoulagad ruz gand an daelou, hag he skiant evel hanter-gollet. Per a ioa dilavar... En em deuler a reaz var-n-ezhan en eur grial :

— Per, Per, va fried, paour, me a zo aman enn ho kichen :

Per, evel p’en diviche klevet he mouez, a zigoraz he zaoulagad ; eur zell a garantez hag a deneredigez a reaz out-hi, mez n’oa evit lavaret ger. A-benn eur pennad, evelato, e tislounkaz eur c’hinaouad-all a c’hoad, ha neuze e c’hellaz lavaret :

— Mari, va fried karantezuz, kenavezo er bed-all a rankan da lavaret d’eoc’h ; kelennit mad hor bugale ; pedit Doue evidoun-me...

Hag e tennaz he huanad diveza.

Mari Kreac’h a joumaz ive-ta intanvez gand he femp kraouadur.

Enn amzer-ze, an dispac’h a rea freuz e Franz ; ne zaleaz ket d’en em skigna e Breiz-Izel. An ilizou a oue laeret, ar venec’h hag al leanezed a oue lakeat er meaz euz ho c’houentchou ; an noblanz koz a rankaz kuitaat ho bro, pe mont d’ar prizoun, hag aliez d’ar maro. Anna ar Zant, ken euruz kouskoude enn he c’houent e Kastel, a rankaz, evel ar re-all, kemeret an teac’h. Dont a reaz da di he breur, da Benn-an-Neac’h.

Siouaz ! eur skabell c’houllo a gavaz enn ti, skabell he breur ! Anaout a rea he varo, evit guir, rak kemennet oa bet d’ezhi penaoz oa marvet ha pe zeiz oa bet lakeat er bez ; hag hi hag he c’hoarezed leanezed o doa pedet Doue a galoun evit peoc’h he ene. Evelato ar guel kenta euz an ti e doa tremenet enn-han he iaouankiz gand eur breur ker karet a ieaz dre he c’haloun. Mez ne zaleaz ket da zont enn-hi he-unan. En em voestlet oa da Zoue, ne dlie eta ober van ebed euz a draou ar bed-man. Abalamour da-ze ec’h en em roaz d’al labour kalounekoc’h ha goasoc’h eged plac’h an ti ; ar pep diesa, ar pep poaniusa a glaske atao da ober.

N’oa ket avoalac’h c’hoaz kement-se : bemdez, goude mern, e testume ar vugale a dro-var-dro enn he c’hampr, hag eno e teske d’ezho ho fedennou, e rea d’ezho katekiz hag ec’h alie anezho da bellaat dioc’h an dud fall a rede ar vro en eur brezek a enep ar veleien hag a enep relijion Jesus-Christ. Ha den ne c’hoar pegement a vad e deuz great enn he c’harter epad m’eo bet lezet. — Paolik ar Sann a ioa unan euz ar re a heulie he skol, ha guelet hoc’h euz great gant pegement a nerz en deuz harpet ouc’h an dispac’herien ha peger kalounek eo eat dirak Doue.

Pa rankaz an Aoutrou Gall, persoun Plouenan, kemeret an teac’h, evit mad, hag en em zerc’hel strisoc’h a-zindan guz, e kreskaz c’hoaz he labour. He c’hoar-gaer Mari Kreac’h hag hi en em glevaz evit ober eun toull-kuz da rei lojeiz d’ar veleien harluet. En em lakaat a reant e tal da goll ho madou hag ho buez ; an dra-ze ne rea man ; gloar Doue, mad ar relijion, silvidigez an eneou, a glaskent araok pep tra. Ar gristenien genta, enn amzer goz, ha n’o doa-hi ket great ar memez tra evit ar verzerien ?

Ar veleien a veze aliesa e Penn-an-Neac’h, oa an Aoutrou Gall, persoun ar barrez, hag an Aoutrou Coarigou, araok an dispac’h-man, belek kouent leanezed Santez-Ursula, e Kastel, el leac’h m’oa bet leanez Anna ar Zant. Eno e vezent kavet pa veze izoum anezho evit rei Sakramant ar Vadiziant d’ar vugale, pe Sakramant an Nouen d’ar re glan. Ne c’houfet biken lavaret pegement a vad o deuz great an daou velek santel-ze e Plouenan hag er parreziou-all a dro-var-dro. Da bed n’o deuz ket digoret dor ar Baradoz ? Mil bennoz d’ezho !

An Aoutrou Go, nevez great avieler gand an Aoutrou Delamarche, eskop Kastel, araok m’en d-oa ranket kemeret an teac’h ha mont da Vro-Zaoz, el leac’h m’eo marvet, evel a c’houzoc’h, a ioa deuet d’ho c’haout evit en em guzet he-unan, hag ive evit ho zikour, hervez he c’halloud, enn ho labourou hag enn ho foaniou.

Marteze e kavo d’eoc’h em beuz kountet kals re a draou divar-benn tiegez Penn-an-Neac’h ? Pep hini a zonjo ar pez a garo. Evidoun-me, n’oun ket inouet ; va c’haloun, a gaf d’ign, a astenn o komz a dud henvel ouc’h tud Penn-an-Neac’h. Marteze eo abalamour n’euz ken ar seurt tud-se breman var an douar, siouaz !

Setu a-ze petra eo tiegez Penn-an-Neac’h ; setu a-ze an diou vaouez a gase an traou enn dro pa deuaz kere Pount-Eoun da lakaat ar spount hag ar rann-galoun enn-han.

Pa c’houlennaz kabiten ar zoudarded da zibri ha da efa, Anna ha Mari a hastaz a-fo digas d’ezhan ar pez a c’houlenne, evit miret ouc’h drouk da vont enn-han, gand aoun na viche krisoc’h e kenver an Aoutrou Gall hag an Aoutrou Coarigou. Goude beza debret hag efet, e oue great eun tamm enklask dre an ti ; mez an enklask ne badaz ket pell, pe abalamour m’o doa kredet an Aoutrou Gall, pe abalamour ma vire ho banneou out-ho da velet sklear.

E keit-se e tostea an noz ; poent oa en em denna d’ar gear. Hag ouc’hpenn eun dro vraoik avoualac’h o doa great. Ma n’o doa ket gellet paka paotred Treger, o doa da viana da gas d’ho jeneral daou velek dizent, kavet gant-ho kuzet enn eun ti. Araok mont er meaz euz an ti, ar c’habiten a zistroaz ouc’h Anna ha Mari, en eur lavaret d’ezho :

— Krena a dle var he dreid an nep piou bennag a zizent ouc’h ar Republik ; hag ar Republik a zifenn rei golo d’ar veleien pennou-fall a ia enep-d’hi ha ne heuliont ket he lezenn.

Goude-ze, leun ho c’hof ha tomm d’ho fenn, ar zoudarded hag ho c’habiten, en em lakeaz enn hent da vont var-zu Kastel. Dek anezho a ioa araok, ar re-all a ioa varlerc’h. E kreiz, ho daouarn liammet stard ha stag an eil ouc’h egile, edo an Aoutrou Gall hag an Aoutrou Coarigou. Kredi a c’hellit, an daou-man n’oant ket laouen ; gouzout a reant ar pez a c’hoarvesche gant-ho ; n’oant ket a-zindan zivin, n’o doa nemed ar maro da c’hortoz. Ne zigalounekaont ket evelato ; mez ar maro a zo ien d’an oll, hag abalamour da-ze, n’oant ket evit miret ouc’h eun tamm enkrez. Evit en em grenvaat enn hent, e lavarent ho fedennou, mez kerkent ha ma savent ho mouez eun tamm huelloc’h, e vezent broudet a daoliou bek fuzil.

Lavaret e viche e rea poan-galoun d’ar zoudarded klevet daou velek o pedi Doue.

Edont o vont dre an hent braz var eeun da vaner Kerandraon, el leac’h m’oa bet o chom an Aoutrou de Kermoysan, pa velaz eur zoudard eun den divar ar meaz, e kreiz eur park, oc’h esa tenna panez a daoliou tranch, rak skournet kalet oa an douar ha n’oat evit ober seurt gand ar bal. Ar c’houeriad a ioa gant-han eur rokedenn lien guenn. Pleget var he labour, ne zelle ket ouc’h an dud a iea dre an hent braz.

— Kabiten ! kabiten ! eme unan euz ar zoudarded, ha ne velit-hu ket du-hount e kreiz ar park ?

— Petra ?

— Eur banniel guenn o sevel hag o tiskenn.

— Eur banniel ! E peleac’h ?

— A-hount, er park.

— Hennez a zo eur paour keaz bennag o klask eun tamm boued d’he loened.

— C’houi, kabiten, a zo re laosk an tamm ac’hanoc’h. Hennez en deuz lakeat eur rokedenn venn evit goapaat ac’hanomp-ni. Daoust hag ar banniel guenn hag hen a dlefe para c’hoaz var douar Franz ? Ha ne c’houzoc’h ket eo barnet d’ar malloz abaoue an deiz m’eo bet lakeat d’ar maro ar roue Louis XVI ?

— Ha petra fell d’id a rafenn-me d’an den-ze ?

— Petra ? Ne ket diez her gouzout : her c’has gand eun teun fuzil pe zaou da gaout he Roue, perc’henn ha patrom ar banniel guenn.

— Ia, ia, eme ar zoudarded a-unan, guir a lavar hor c’hamarad ; tennomp var-n-ezhan, evel d’ar guenn, ha pa ne ve ken nemed evit diskarga hor fuziliou, ha dreist-oll, evit diskouez d’hor jeneral Canclaux hor beuz renket tenna, evit en em zifenn.

— Guir a livirit, eme ar c’habiten. Red eo d’eoc’h divergla ho fuziliou en eur denna var ar c’houeriad-man. Canclaux a velo dre gement-se hon deuz bet beac’h enn tu-bennag.

Ker buan ar zoudarded a ioa a renk, a-hed ar c’hleuz, var an hent braz. Al labourer keaz, dispount, dinec’h, a skoe, guella ma c’helle, taoliou tranch enn douar evit kaout eur banezen-bennag. Ne zonje ket edo ken tost ar maro d’ezhan.

Ar zoudarded a vizaz en eur c’hoapaat, o paria piou a skoche an eeuna var ar penn ; ar vro a grozaz gand trouz an tennou fuzil, ar paour keaz koueriad a gouezaz var he banez ; pemzek pe ugent bouled en doa bet... Eun tamm ruilladenn a reaz, mez goude-ze ne finvaz ken...

Draillet oa he gorf !

Hag an Aoutrou Gall, hag an Aoutrou Coarigou, a ranke chom var an hent braz eb gellout rei tamm sikour ebed d’ho c’henvroad !...