Salaun / Derrien, 1902  (p. 272-293)



C’HOUEC’HVED PENNAD VARN-UGENT


————
An Aoutrou Branellec. — An Itroun Le Guen


Setu me eat, ha neket-ta, pell divar hent braz Kastel. Petra fell d’eoc’h ? N’oun ket evit miret ouc’h va spered da vont da reded pa gomzan a draou ker kriz, ken digaloun ha maro ar paour keaz koueriad a ioa o tenna panez enn he bark. Deuomp enn dro da velet petra a c’hoarvezo gant an Aoutrou Coarigou hag an Aoutrou Gall.

Kerkent ha m’o doa great ho muntr, ar zoudarded a en em lakeaz adarre enn hent.

Dirak ar Vadalen, araok mont e kear, e oue great eun ehan. Eno e oue lakeat ar zoudarded var diou renk, a-hed an hent braz, ar c’habiten enn tu kleiz, he gleze noaz enn he zourn ; er penn araok, eur zoudard gand he drompill, hag e kreiz, an daou velek atao stak-oc’h-stak. Kerkent ha m’oue roet an urz da vale adarre, ar zoudard, er penn araok, a en em lakeaz da drompilla ken a dregerne gant-han koajou maner ar Gernevez.

Pa glevaz keriz an drompill o soun, e oue enkrez e meur a galoun ; trompill ar zitoïaned ne drompille nemed evit an drouk. An doriou hag ar prenestrou a oue serret var bep ti ; ar guel epken euz a zoudarded ar Republik, a rea poan ha glac’har d’ar galoun.

Dont a rechont gand ru ar Skolach evit sevel dre ar Ru-Vraz var al leur-gear, el leac’h m’oa bet ar penn kenta euz a emgann Kergidu, deiz an tenna d’ar zort.

Pa glevaz Canclaux soun an drompill, e teuaz buan er meaz euz he di, evit gouzout penaoz o doa ar re-man tennet ho zaol ; abaoue ar mintin edo var c’hed anezho. Ar c’habiten a ieaz d’he gaout, seder ha laouen, evit lavaret d’ezhan ma n’o doa ket gellet paka paotred Treger, o doa da viana, gand kalz a boan evit guir, gellet lakaat ho dourn var an daou velek penn-fall a ioa gant-han.

— Ia, jeneral, emez-han, guelit pegement a boan hor beuz-ni bet ; daou ac’hanomp a zo choumet maro enn hent ; ha, paneved kaloun dispar va zoudarded, e vichemp bet lazet-oll. — Ar gaouiad divez, ni a oar penaoz oa beuzet he zaou zoudard ! — Mez gouzout a reamp e sellac’h a bell ouzomp ; guelet hor boa penaoz e skoac’h e Kergidu var ar goueriaded, ha c’hoant hor boa da ober eveld’oc’h, evit kreski hoc’h enor, hag ive da veza hon-unan deuet mad d’ar Republik.

— Mad oc’h euz great, kabiten, eme Canclaux, hag ar Republik ne ankounac’haio ket nak ho kaloun nak ho furnez. Meur a hini a renk huelloc’h egedoc’h a zo choumet var dachenn Kergidu ; mad, me ho lakaio enn ho leac’h. Kasit breman an daou benn fall-ze d’ar prizoun da c’hedal beza barnet, ar pez ne zaleo ket, a gaf d’ign, rak ne ket red koll bara gand koz-traou er c’hiz-se.

Ar prizoun, d’ar mare-ze, a ioa el leac’h m’euz savet, n’euz ket pell, eur c’hoc’hi nevez. Eno e oue lakeat an Aoutrou Gall hag an Aoutrou Coarigou, da c’hedal beza kaset da Gemper, evel m’her guelimp divezatoc’h.

Bete vreman, evel a c’houzoc’h, n’em beuz kountet d’eoc’h nemed traou tremenet var ar meaz, great pe en em gavet gant tud divar ar meaz. N’eman ket em mennoz dont da gounta d’eoc’h ar pez a zo c’hoarvezet nak e Kastel nak er c’heriou-all. Kouskoude ne ket traou da gounta eo a vank d’ar c’heriou ive. Me gred e teuio unan-bennag, eun dervez, d’ho c’hounta d’eoc’h guelloc’h eged ne c’helfen-me hen ober. Me a zo savet var ar meaz, a blij d’ign an dud hag an traou divar ar meaz. Dudiusoc’h eo d’am skouarn klevet al labous o kana gae var bek he skour, eged iouc’herez paotred kear, savet ar banne d’ho fenn. Muioc’h a levenez a ro d’am c’haloun trouz ar mor braz, a-hed an aot, o ruilla ar biliennou an eil var gorre e-ben, eged klevet taoliou pao marc’h an Aoutrou o krozal var bave kear. Evelato n’oun ket evit miret da gounta d’eoc’h maro an Aoutrou Branellec.

An Aoutrou Jan-Mari Branellec a ioa ginidik a barrez Guisseny. E Kastel edo kure. Pa deuaz re a veac’h var ar veleien, e rankaz, evel ar re-all, pe tec’het da Vro-Zaoz, pe mont azindan-guz, e riskl da veza dizoloet ha barnet d’ar maro. Re a boan a rea d’he galoun kuitaat tud hag oa karget anezho gand he Eskop, a berz Doue. Ha mar dache an oll kuit, piou ive-ta a roche ho zakramanchou d’an dud ? An Aoutrou Branellec ne falvezaz ket gant-han tec’het kuit ; klask a reaz eun ti da guzet enn-han.

Neuze kerkouls ha breman ne deo na kaloun na feiz a vanke e Kastel. Tud ar gear-ze a zo bet, hag a zo atao stag ha stag mad ouc’h ho relijion. — Ra gendalc’ho ar re a zo breman da vale var roudou ho zud koz !

Pa oue klevet e chome an Aoutrou Branellec er vro, tregont e leac’h unan a ieaz da ginnik ho zi d’ezhan. Koulskoude, evel a c’houzoc’h, n’oa ket brao rei golo d’ar veleien. Mont a reaz da guzet da di intanvez an Aoutrou Le Guen. Hounnez, an itroun a galoun-ze, hanvet Anna Roussel, ginidik a Vrest, a ioa bet dimezet d’an Aoutrou Le Guen de Kerneizon, alvokad e Lesneven. Pa varvaz he fried, e teuaz, gand he femp kraouadur, da jom da Gastel. Ne ket red d’ign lavaret d’eoc’h oa eur gristenez vad pa’z eo guir e kuze beleien enn he zi.

Kuzet tud enn tiez, e kear, a zo diez, abalamour n’euz na kreier, na granchou, na sanaillou, na berniou kolo, na grac’hellou keuneud d’ho lakaat enn-ho. Petra a reaz an Itroun Anna Roussel evit kuzet an Aoutrou Branellec ? Freuza a reaz, er zolier, moger he zi ; ober a reaz eun toull doun avoualac’h da eun den da azeza, huel avoualac’h evit-han da zevel enn he za evit diskuiza. Da stanka an toull, e oue lakeat eur pres ledan, daou stalaf varnez-han ; euz a gein ar pres e oue lammet diou banell evit ober eun or vraz avoualac’h da vont er c’huz ha da zont er meaz eb direnka netra er gampr.

An diou banell a oue berreat dioc’h an daou benn evit ma viche eaz ho zenna kuit pa viche c’hoant ; d’ho harpa, enn diabarz, e veze lakeat, var stal ar pres, tri bern linseriou harp-oc’h-harp.

N’euz forz piou a viche eat er zolier, n’en diviche guelet netra, n’euz fors piou en diviche digoret ar pres, n’en diviche jamez sonjet e viche eun den kuzet er voger adren.

Eno oa kuzet an Aoutrou Branellec. Fouge a ioa enn Itroun Le Guen de Kerneizon, o kaout enn he zi eur belek hag a c’helle digeri da veur a hini dor ar Baradoz. Fouge a ioa enn-hi, siouaz ! ne badaz ket pell.

E kerik vian Rosko oa eun den klan, ha dre eno n’oa belek ebed, rak leun oa an tiez a zoudarded. Aoun o doa, paotred ar Republik, na viche kouezet dre eno ar Zaozon varnez-ho. Kouskoude an den klan en doa c’hoant da gomz eur ger ouc’h eur belek araok kuitaat ar bek douar-man. Gouzout a reat dre eno oa chomet an Aoutrou Branellec e Kastel, gouzout a reat zoken edo e ti an Itroun Le Guen de Kerneizon ; mez piou da zigas da Gastel ? Kerkent ha ma veze guelet unan-bennag o tont euz a Rosko, e teue dek soudard var he lerc’h da c’houzout da beleac’h ez ea. Eun den, hanvet Jerom Salaun, a zonjaz skriva eul lizer hag her rei da eur c’hraouadur iaouank, Lan ar Moal, ne viche ket diskredet var-n-ezhan. Her gervel a reaz d’he di :

— Lan, eme-z-han, ha mont a rafez hep aoun ebed da Gastel ?

— Ia, mont a rafen ! Meur a veach dija oun bet o verza pesked e Kastel, ha n’em beuz ket bet a aoun.

— Breman evelse ez euz soudarded dre eno.

— Dre aman ez euz ive, hag, hep aoun ebed, oun meur a veach tremenet a-biou d’ezho hag hep tenna va c’halabousenn zoken.

— Eur paotr a galoun out, Lan ; dont a ri, a gredan, a-benn euz da gevridi.

— Ia, Aoutrou Salaun, pe ne deuio den.

— Mad, sell, setu aman eul lizer hag a gasi da di an Itroun Le Guen de Kerneizon, a zo o chom e ru Karmez. Ne pezo nemed rei al lizer d’an Itroun ha dont kuit dioc’h-tu.

— An dra-ze ne ket diez da ober, hag, abarz eun anter-heur aman, eman ho lizer e Kastel.

— Guell a-ze ! Araok mont enn hent, deuz da gemeret eun tamm bara hag amann ; an dra-ze a lakaio bole enn da zivesker.

— Ne raio ket a zrouk d’ign, evit guir, Aoutrou Salaun, rak moan eo va c’hof.

— Petra ? Ha n’ec’h euz ket debret da lein ?

— Eo, mez ne ket bet eul lein druz evelse.

— Ha perak-ta ?

— Perak ? P’edo va zad, va mamm, va diou c’hoar ha me o vont da zibri hor lein, euz digouezet enn ti pevar zoudard. Ranket euz bet rei d’ezho ho lod, rak naoun o doa, a lavarent, ha ne ket al lodennou bianna a zo eat gant-ho. Me am boa c’hoant da lavaret eun dra-bennag, mez va zad a luche ouzign ; guelloc’h e kave rei peoc’h, rak gant tud ken divergount, n’euz netra da c’hounit.

— Mad, trouc’h eun trouc’had mad a vara, laka amann varnez-han, ha bale da Gastel da gas al lizer-man d’al leac’h ma’m beuz her lavaret d’id.

Lan ar Moal a deuaz euz a Rosko hep na daolaz den ebed evez out-han.

Ken na en em gavaz e Kastel ne oue ket nec’het. Anaout mad a rea ru Karmez, mez er ru-ze euz tiez enn daou du, ha meur a hini a bep tu ; pehini anezho eo ti an Itroun Le Guen de Kerneizon ? M’en diviche c’hoaz anavezet, dre zell, an Itroun ? Siouaz ! ne gouie ket he anaout.

Teir pe beder gueach oa eat ha deuet a-hed ru Karmez hep kaout ar pez a glaske ; kaout a reaz avad ar pez ne glaske ket.

Lan ar Moal n’en doa ket taolet evez ouc’h eur goaz hag a iea var he lerc’h, abalamour ma vele anez-han o vont goustadik a-hed ar ru, o sellet enn dro d’ezhan, hag o chom a-za pa gleve eun or pe eur prenestr-bennag o tigeri. Hennez, ar goaz-se, en doa divinet e ranke Lan ar Moal kaout eur gevridi bennag da ober.

Pedo o vont gand ar ru evit ar bedervet gueach, e teuaz ar goaz-se d’he gaout hag e lavaraz d’ezhan :

— Me gaf d’ign, dioc’h ar guel ac’hanoc’h, va faotr iaouank, emaoc’h o klask unan-bennag hag hoc’h euz eur gevridi da ober.

— Me ? N’am beuz ket da. Me a zo aman o c’hedal va zad.

— O c’hedal ho tad n’emaoc’h ket, anat eo. Ne ket d’in-me eo d’eoc’h dont da lavaret gevier. Selaouit ac’hanoun : c’houi a zo a Rosko, dioc’h ho kuiskamant eo eaz her gouzout ; me a zo euz a Gastel, — n’oa ket, ar gaouiad ! — hag evelse omp euz ar memez bro. Me a c’hoar ervad ne ket brao doare an dud vad dre an amzer a ra, abalamour da-ze lavarit d’ign petra a glaskit ha me a zikouro ac’hanoc’h da zont a-benn euz ho mennoz.

Hag en eur gomz er c’hiz-se en doa ear eur zantik.

Lan ar Moal her c’hredaz. Tenna a reaz euz he vruched lizer an Aoutrou Salaun, hen diskouez a reaz d’ezhan.

— Va bugel, eme ar goaz fallakr, he-man, al lizer-man, a zo d’an Aoutrou Branellec, belek, kuzet e ti an Itroun Anna Roussel, intanvez an Aoutrou Le Guen de Kerneizon. Ti an Itroun-ze eo an hini a zo du-hont, enn tu deou, eur skalier mean evit mont ebarz. Kasit al lizer d’an ti. Arabat eo d’eoc’h lavaret ho pezo komzet ger ebed ouzin-me, rak eur goall dro a c’helfac’h ober d’ign ; breman ne ket brao fiziout e den.

Lan a droaz kein ker buan, hag, en eur vont varzu ti an Itroun Le Guen, e lavare out-han he-unan :

— Mad, mar deuz tud fall er vro, euz ive tud vad !

Ar paour keaz Lan ne gouie ket en doa guerzet he genvroiz.

An Itroun Le Guen a zavaz raktal d’ar zolier, a zigoraz ar pres var an Aoutrou Branellec hag a roaz d’ezhan al lizer.

A veac’h en doa an Aoutrou Branellec digoret he lizer, m’oue klevet dor an ti o tigeri ken na strake, ha bouteier ar zoudarded o toumpal var mein-glaz al leur zi. Kenta a rejont oue prenna an or var ho lerc’h, ha gervel mestrez an ti a gouient da anaout mad, rak pell a ioa e taolent evez out-hi abalamour m’oa bet diskuillet d’ezho evel kuzerez beleien ha noblanz dizent ouc’h lezennou ar Republik.

An Itroun Le Guen, o klevet an trouz, a ziskennaz d’an traon. O komz out-hi, ar c’habiten a lavaraz :

— Te, sitoianez, eo intanvez ar Guen, bet alvokad e Lesneven ?

— Ia, me eo Anna Roussel, intanvez an Aoutrou Le Guen de Kerneizon.

— Les da noblanz a gostez, hag ive da Aoutrou, breman n’euz nemed sitoianed.

— Me a zo bet desket d’ign komz er c’hiz-se.

— Mad, me a ia da zeski d’id traou-all. Aman, enn da di, e kuzez eur belek ?

— Me, Aoutrou, eme an intanvez, glac’haret ha nec’het enn he c’haloun, hep hen diskouez evelato.

— Ia, te ; ha zoken me a lavaro he hano d’id, mar kerez.

— Mar gouzoc’h kement-all a draou, perak dont d’ho goulen diganen-me ?

— Pebez maouez divergount ! Lavar d’eomp raktal e peleac’h ec’h euz kuzet da velek.

— Pa ouzoc’h zoken he hano, e tleit gouzout ive mechanz e pe gorn euz an ti eman.

— Ah! ne fell ket d’id, pez louz, hen ziguzet d’eomp ! Bez dinec’h, ni her c’havo, ha d’id-te e vezo goasoc’h.

An Itroun Le Guen n’oa ket dinec’h, evit guir ; evelato n’oa ket re nec’het ken nebeut ; meur a veach oa bet a-ziaraok, enn he zi, furch ha klask da veleien, ha bep tro e doa gellet tenna he spillen euz ar c’hoari. Enn dro-man e kave d’ezhi e deviche gellet ober ar memez tra. Siouaz ! ne gouie ket en doa Lan ar Moal diskouezet he lizer da unan a ioa var ar ru.

Klasket e oue er gegin, enn diou zal, er pors, etouez ar c’heuneud hag e klud ar ier. Ne oue kavet den, rag gouzout a rit ne ket eno edo an Aoutrou Branellec.

— Ma n’eman ket d’an traon, eman d’an neac’h, eme an hini en doa guelet al lizer, rak enn ti-man eman.

— Savomp d’an neac’h, eme ar c’habiten, ha te, sitoianez, sao araok.

An Itroun Le Guen a zavaz d’ar zolier ; ar zoudarded a zavaz var he lerc’h hag ho zabrinier a ziridigne, dre ma’z eant, enn eur steki ouc’h ho divesker.

Seiz kambr a ioa ; ho zeiz e ouent furchet kerkouls hag ar c’halatrez, hag atao ne gavet den ebed. Koulskoude oa freuzet an oll gueleou, digoret an oll armeliou ! Ar c’habiten a skrabe he benn, nec’het oa...

— Enn ti-man eman koulskoude, eme adarre an hini en doa guelet al lizer. Ne c’hell ket tec’het na dre an doen na dre ar prenestrou, rak soudarded a zo er meaz o tiouall tro-var-dro d’an ti. Daoust hag hen a ve kuzet adren eun armel-bennag ? Distagomp anez-ho dioc’h ar voger ha digasomp anez-ho e kreiz ar c’hamprou.

— Greomp-ta, eme ar c’habiten, ne gouie ket petra da ober ken.

Enn dro-man an Itroun Le Guen a gollaz he liou : he c’haloun a lamme a lammou pounner enn he c’hreiz ; he divesker a blege a zindan-hi ; great oa gand an Aoutrou Branellec, ha gant-hi ive, siouaz !

Er gampr kenta ne oue kavet netra, nag enn eil ken nebeut. Enn drede, p’edot o tiloc’h ar pres m’oa kuzet an Aoutrou Branellec adren d’ezhan, an Itroun Le Guen a rankas azeza var eur gador ; he c’haloun a ioa o vont da vankout d’ezhi ; evel eul luc’hedenn a dremenaz dirak he daoulagad...

— Kabiten, kabiten, eme ar zoudarded en eur grial, aman ema, aman ema ar belek a glaskomp !

— Diouallit na dec’hfe.

— Ne raio ket, eme daou zoudard, en eur sacha an Aoutrou Branellec e-kreiz ar gampr.

— Ac’hanta, den fall, belek milliget, eme ar c’habiten o rei eur buntad d’an Aoutrou Branellec, setu te dizoloet ! Breman e ranki renta kount euz da c’hoall-oberou.

— Euz va goall-oberou ? Ne gredan beza great netra fall e-bed.

— Nec’h euz great netra fall ebed ? Diskouezet e vezo d’id. — Soudarded, stagit he zaouarn adren he gein d’ar belek fallakr-se ha kasit-hen var eeun d’ar prizoun.

Pevar zoudard a grogaz enn Aoutrou Branellec hag her c’hasaz gant-ho.

— Ha te, maouez penn fall, eme-z-han o trei ouc’h an Itroun Le Guen, te a deuio ive ganeomp-ni dirak al les-varn, rak mar d-eo difennet d’ar veieien dizent chom er vro, eo ive difennet d’an oll rei kuz ha golo d’ezho ; al lezen her lavar.

An Itroun Le Guen de Kerneizon e doa pemp kraouadur, c’hoaz iaouank-flamm, pevar map hag eur verc’h. Lammet eur vamm digant he bugale, oh ! na krisa tra ! Gouzout a rea e doa great eun torfet braz hervez paotred ar Republik, ha n’e doa nemed ar maro da c’hedal. Ne falgalounaz ket evit-se. Araok mont kuit euz he zi, e c’halvaz he bugale d’he c’haout evit kimiada diout-ho ha rei d’ezho he bennoz diveza ; mez ar c’habiten ne lezaz ket ar vugale da dostaat ouc’h ho mamm ! Eur galoun houarn ha dirr a ioa enn he greiz !

Prosez Anna Roussel, intanvez an Aoutrou Le Guen de Kerneizon, ne badaz ket pell. He madou a oue lammet digant-hi ha roet d’ar Republik ; hi a oue barnet da veza kaset da eur vro a-bell, hanvet Kaienn, d’al leac’h ma kaser breman ar galeourien.

Edo enn Oriant o c’hedal eul lestr da vont enn hent, pa deuaz ar maro da Robespierre, spountaill an dud vad.

Robespierre a oue diskaret gand re-all n’oant ket kals guelloc’h evit-han hag o doa c’hoant da gaout he gark. Hounnez eo giz ar Republik ; c’hoari kas ar falla er meaz. — An oll a c’hoar peger buan e redaz dre bevar gorn Franz kelou maro an den kriz-se, en deuz lakeat skuilla kement a c’hoad enn hor bro. Kelou ar maro a vez atao eur c’helou a gaon ; enn dro-man oa eur c’helou a laouenedigez dreist-oll enn hor bro-ni, rak edot o paouez dibenna, e Montroulez, Mari-Juliana Jigant, leanez e Landreger ; an demezel Kerlean, a Daole ; Perrina ha Juliana Demaret, he c’hoar ; Barba Jago ha Modesta de Forsanz, evit beza epken kuzet beleien. An Itroun Le Guen a oue laosket da vont kuit euz he frizoun. Distrei a reaz da Gastel da gaout he bugaligou...

P’en em gavaz enn he zi, e leac’h an arrebeuri pinvidik a ioa enn-han p’oa eat d’ar prizoun, ne gavaz nemed tammou koz-gueleou ; evel e ti ar re baour, hag e-kreiz al leur-zi, Mari Toullek, he flac’h, o kas, buanna ha guella ma c’helle, he c’harr-neza enn dro, evit gounid boued d’he femp kraouadur.

N’e d-an ket da esa kounta d’eoc’h distro an Itroun Le Guen d’ar gear, traou a zo hag a zant ar galoun, mez ne c’heller ket ho c’hounta. Goude beza komzet en eur vouela gant joa ouc’h he bugale, stardet anezho var he c’haloun, ha roet d’ezho bep a bok karantezuz, e chomaz eur pennad, evel sebezet, da zellet out-ho. Beac’h e doa kredi he daoulagad. Distro oa adarre-ta da Gastel !!! — Goude-ze e lammaz a dro-vriad enn dro da c’houzouk Mari Toullek ; hag ar plac’h hag ar vestrez a jommaz eur pennad eb gellout lavaret ger, ker gounezet oa ho c’halounou. Na pebez maouez oa ive hounnez, ar Vari Toullek-se !

Evel emaoun o paouez lavaret d’eoc’h, hag evel m’her guelfot bremaik e barnedigez an Aoutrou Branellec, oll madou an Itroun Le Guen de Kerneizon a dlie mont gand ar Republik. Ar zoudarded ne zalejont ket da ober ti goullo. Kerkent ha m’oant eat er meaz euz an ti, Mari Toullec a gemeraz ar pemp kraouadur enn dro d’ezhi hag a lavaraz d’ezho :

— Bugale, ne vezit ket nec’het, me a c’hounezo boued d’eoc’h ken na deuio ho mamm enn dro. Ho mamm a deuio d’ar gear, kredit ac’hanoun, rak ni ne ehanimp da bedi Doue evit-hi, ha Doue a zelaouo ouc’h hor peden. Hen en deuz bet eur vamm ive, ar Verc’hez Vari, hag evelse e c’hoar pegement a garantez a zo e kaloun eur bugel oc’h he vamm. Sec’hit ive-ta ho taelou, hag en em daolomp dioc’h-tu d’an daoulin.

Peger kaer taolen eo taolen Mari Toullek, ha pemp kraouadurik iaouank enn dro d’ezhi, o pedi Doue evit ho mamm, enn eun ti ne deuz enn-han nemed ar peder voger enn noaz !

Araok ma teuaz an noz, Mari Toullek e doa klasket eur guchenn golo hag eur pallenn-bennag evit ober gueleou da vugale an Itroun Le Guen de Kerneizon.

Antronoz vintin, mintin-mad, araok m’oa dihunet ar vugale, Mari Toullek a ieaz da di Renea Riou, he amezegez.

— Renea, eme-z-hi, c’houi a zo eur vaouez a relijion, rak, araok ma rankaz hon Aoutrou ’n Eskop tec’het da Vro-Zaoz, c’houi a veze o renka ar c’hadoriou er gathedral abarz an ofern, hag ouc’h ho destum enn eur bern goude gousperou. Abalamour da-ze e c’hellan komz ouz-hoc’h eb aoun ebed.

— Ia, o va Doue ! eme Renea ; goulennit digan-en ar pez ho pezo izoum. Kement a zo em zi a roign d’eoc’h a galoun vad, rak gouzout a ran ar pez a zo en em gavet gand an Itroun Le Guen de Kerneizon, ho mestrez.

— C’hoant am beuz da c’hounid ho boued d’ar pemp kraouadur a zo chomet gan-en. C’houi a c’hounid ho para en eur neza gand ar c’harr ; mad, me am beuz c’hoant da ober evel-d-hoc’h.

— En eur neza gand ar c’harr n’euz ket kals a c’hounidegez, evelato e c’heller beva.

— Ia, mez n’em beuz karr ebed, hag e teuan da c’houlen unan digan-e-hoc’h mar hoc’h euz daou ; ar falla a vezo mad avoualac’h evidoun.

— Daou garr am beuz, a drugare Doue, ha ne ket ar falla a roign d’eoc’h, rak muioc’h a dud hoc’h euz da veva eged oun-me.

— Doue r’ho pinnigo, Renea Riou, c’houi hag ho tud !

— Ouc’hpenn-ze, digouezet mad kenan oc’h. Deac’h diveza, merour an Aoutrou de Kermoysan, a vaner Kerandraon, a ioa bet o tigas d’ign samm he loan a lin da neza, ar c’henta ar guella. Me gred eo evit ober dillad d’an Aoutrou, a zo kuzet dre eno enn tu-bennag.

— Oh ! roit peoc’h, Renea, gand aoun da veza klevet.

— N’ho pezet ket a aoun, den n’hor selaou. Mad, breman pa vezimp diou o neza, ez ai an hanter buanoc’h al labour enn dro.

— Bennoz d’eoc’h, Renea, ha meuleudi da Zoue, ne zilez ket va femp kraouadurik. Selaouet en deuz dija ouc’h va feden !

Mari Toullek a zammaz he c’harr-neza var he skoaz, a gemeraz eun ordenn lin a-zindan he c’hazel, hag a deuaz d’ar gear.

Pa zihunaz ar vugale, ez ea ar c’harr enn dro, ha dija peder verzid goloet a neud a ioa var marc’h ar c’harr...

N’e d-an ket da gounta d’eoc’h petra zonjaz ha petra lavaraz ar vugale o velet ho flac’h o neza, hag hi enn eur guele ken dister ; re iaouank oant evit gouzout mad ar pez a ioa c’hoarvezet gant-ho. Pa c’houlennent ho mamm, Mari a lavare d’ezho lavaret ho fedennou evit he digas enn dro, hag ar vugale a bede Doue.

N’eman ket em mennoz kounta d’eoc’h ken nebeut deiz evit deiz buez Mari Toullek hag ar pemp minorik. Teir gueach bemdez, d’an nebeuta, e teue ar vugale da zaoulina enn dro d’ar c’harr ; pedi a reant evit ho mamm. Mari a gase atao epad an amzer-ze ar c’harr enn dro ; izoum neza e doa ; ne ehane ken na deue an noz. Neuze d’he zro ec’h en em strinke d’an daoulin hag e pede kalounek evit he mestrez.

Tud fall, tud digaloun, digouezet e Kastel epad an dispac’h, a vele gand poan Mari Toullek o c’hounid bara d’ar pemp kraouadur, hag a ginnigaz d’ezhi brasoc’h pae, guelloc’h bevanz, ma karche dilezer ar pemp minor ha mont d’ho c’hear da labourat. Tud kriz ! N’oant evit barn da boan ebed ar pemp kraouadur, rak re iaouank oant ; c’hoant o doa, a-vad, d’ho lakaat da vervel gant an naoun. Mari Toullek, kredi a c’hellit, ne zelaouaz ket anezho ; kenderc’hel a reaz da neza ha da jom gand ar vugale, ken na en em gavaz ho mamm er gear.

Na vezit ket ive-ta souezet o velet karantez etre an diou vaouez-se. Pa zistroaz d’ar gear an Itroun Le Guen de Kerneizon, ar Republik a zistaolaz d’ezhi eul lodenn vraz euz he madou, hag evelse ne oue ken, ken tenn var Mari Toullek, hag ar vugale o deoue guelloc’h bevanz ha boukoc’h guele.

Dembrest goude m’oa en em gavet e Kastel, an Itroun kalounek-man en em lakeas adarre da guzet beleien, hag e deoue, enn dro-man, an eur-vad da jom eb beza tizet. Ar republikaned a ioa torret var-n-ezho marteze, ho c’hrizder n’oa ket ive marteze ker garo ; mez me gred ar penn-kaoz euz an eur-vad-ze, eo Doue epken he c’hase hag he digase, dioc’h m’oa red, evit he miret dioc’h ar zoudarded, hag a lakea anezhi da veza enn eul leac’h, pa vichet oc’h ober klask d’ezhi enn eul leac’h-all. Ar pez a zo guir eo e talc’haz ar vicher riskluz-se, ker riskluz ma c’helle he c’has d’ar maro, betek ar peoc’h.

An Itroun Le Guen a roaz da Vari Toullek peadra da veva enn he eaz ; evelato, hou-man ne falvezaz ket d’ezhi kuitaat ar vugale e doa bevet ; mont a reaz da Vrest gand unan anezho. Enn he c’hozni, brevet he c’horf gand ar remm, e c’hoanteaz kaout gant-hi he nizez Franceza. Ar pez a c’hoanteaz a oue great. Marvet eo dre gozni.

An Itroun Le Guen de Kerneizon e deuz bevet ive betek ar gozni an hirra.

— N’em beuz ket a aoun rak ar maro, emez-hi, rak an Aoutrou Branellec, merzeriet evit ar feiz, a deuio da zigeri dign dor ar Baradoz.

Nann, ne doa ket a izoum da gaout aoun rak ar maro, rak digor, ha digor-braz, e kafche dor ar Baradoz. — Ha n’oa ket ive hi he-unan merzerez ?

Bugale vian an Itroun Le Guen de Kerneizon a zo, evit an darn-vuia, o chom e Brest. Unan anezho a zo chalouni e Kemper, he c’hoar a zo leanez : ho daou var hent eeun ar Baradoz.

An Aoutrou Branellec ne oue ket pell he abadenn. Ne zaleaz ket da veza kaset da Vrest, el leach m’oue barnet d’ar maro. Merzeriet eo bet, var leur-gear Brest, d’ar Iaou-Gamblid, 17 a viz ebrel, er bloaz 1794. — Kaera deiz evit eur belek da vont d’an env gand an Aoutrou Doue !...

Enn derveziou araok oa bet c’hoaz lakeat d’ar maro e Brest, an Aoutrou Coz hag an Aoutrou Drevez, kure Recouvranz. Var leur-gear Lesneven, er zizun var-lerc’h, e oue dibennet an Aoutrou Habask, kure Plourin, hag an Aoutrou Guillou Petoun, kure Kerlouan.

Ne d-an ket da gounta d’eoc’h merzerinti an Aoutrou Branellec. Leun a nerz hag a feiz, ne grenaz ket dirak ar maro. Ar ganaouen a zo aman varlerc’h, savet gant-han enn he brizoun, enn derveziou araok mervel, hen diskouezo d’eoc’h guelloc’h eged va c’homzou, rak kanaouennou evelse ne c’hellont ket beza savet gant tud hag o deuz aoun.

Mez araok kana d’eoc’h kanaouen an Aoutrou Branellec, ez an da lakaat dirak ho taoulagad he varnedigez d’ar maro. Ar varnedigez-man a ziskouezo d’eoc’h eur veach c’hoaz pegement a garantez o deuz ar republikaned oc’h relijion Jesus-Christ. He rei a ran d’eoc’h ger evit ger, gant he brezounek fall, evit diskouez em beuz c’hoant da gounta ar virionez. Ha mar deuz unan-bennag ha ne gredfe ket va lavar, n’en deuz nemet dont d’am c’haout, ha me he diskouezo d’ezhan, ger evit ger, evel m’eo skrifet aman.


————

BARNEDIGEZ


Rentet dre an Tribunal revolutionner


Etablisset e Brest hevel ouc’h hini Paris, dre pehini a disclœryet Yan-Mary Branellec, bœlecq rebell, beza bet sujed d’an deportacion (casset ha dalc’het en ul leac’h merquet) ; dre gonsequanç a ordren e vezo livryet diouc’h-tu d’an executer euz ar barnediguezou criminal evit beza laqueat d’ar maro ebars ar 24 heur ;

Condaoni a ra Anna Roussel, intanves Le Guen, cuzereus eus al lavaret Branellec, d’an deportacion ;

Ha discloeria a ra o madou acquisytet d’ar Republik.

Eus an 28 germinal (mis ar sean), ar bloas 2 eus ar Republik Franç, unan ac indivisibl.


En hano ar bobl a Franç,


An Tribunal en deveus rentet ar barnediguez a heul :

Guelet dre an tribunal revolucionner, etablisset e Brest, an act a accusasion dresset dre an accuser publiq en e guichen,

A enep Yan-Mary Branellec, bœlecq, oaget a 37 bloas, guinidicq eus a Guisseny, o chomm e Porz-Leon, hag a enep Anna Roussel, intanves Le Guen, oaget a 44 vloas, pehini a vef eus e leve, guinidicq eus a Vrest, o chomm e Porz-Leon, departamant a Finistère.

Eus a behini act a accusacion e heul ama an tenor :

Josef-Frances-Igneau Donzé-Verteuil, accuser publiq e quichen an tribunal criminal dreist-ordinal ha revolucioner asezet e Brest,

A espos penaus, ar C’homite a surveillanç eus a goumunen Sant Pol a Leon, en eur beza bet dalc’het klos an hanvet Branellec, hag intanves Le Guen, varlerc’h un denonciacion great en o enep ; ar c’henta evel bœleq rebell nan deportet ha cavet var terouer ar Republiq ; an eil, evel e beza cuzet en e zy : digouezout a ra eus ar peçziou roet d’an accuser publiq hag a sellont oud an affer-se :

1° Penaus, an decq nivôse diveza (mis an erc’h), ur membr eus al lavaret Comite a surveillanç, compagnunequeet eus eur goard eus ar municipalite, en eur beza antreet e demeuranç an intanves Le Guen, o deveus arretet ur particulier suspedet da veza eur bœlecq rebell, pehini eu deveus disclœriet dezo en em henvel Yan-Mary Branellec, ama diaraucq cure eus ar Minihi, ha beza abavoue tri dervez e ty an intanves Le Guen, en ur gabinet ;

2° Penaus, ebars en enterrogator subisset dre an intanvez Le Guen, yvez diracq unan euz ar barneuryen eus an tribunal, hi e deveus anzavet, ec’h anaveze Branellec abars ar revolucion ; penaus e houye n’en devoa ket great he le ; penaus oa chommet en e zy abavoue ar sadorn, beteg al lun da beder heur diouc’h ar pardaëz ; ha penaus ez oa er moumend-se ez oant bet arretet assambles.

Dioud hac hervez an espos-ma, an accuser publiq en deveus dresset ar presant accusacion, quen a enep al lavaret Yan-Mary Branellec, quen a enep al lavaret Anna Roussel, intanves Le Guen ; ar c’henta, evit, pa voa bœlecq, nan great e le, nan beza oboïsset d’al lesenn var an deportacion, hac en dispris anezi beza chommet var terouer ar Republiq, ha beza hi bet cavet cuzet ebars ty al lavaret intanves Le Guen. Pe evit tra an accuser publiq, en em reserf goude ma en devezo great certenya ar paridiguez, da requedi a enep al lavaret Branellec an execucion eus al lesenn eus an tregont vendemiaire (mis ar vendaich). Hac al lavaret Anna Roussel, intanves Le Guen, evit beza miret dre guz en e zy, al lavaret Branellec, en eur anaoud aneza evit boelecq rebell.

Pe evit tra an accuser publiq a requed penaus, dre an tribunal assamblet, e vezo roet act dezan euz ar presant accusacion-ma pehini a zoug a enep Yan-Mary Branellec, ama diaraucq bœlecq accustumet euz a barrez ar Minihi, euz a Sant Pol a Leon ; hac Anna Roussel, intanves Le Guen, e demeuranç e Sant Pol, dalc’het en ty a arret, lavaret ar C’hastell e Brest ; ha dre gonsequançz, e vezo ordrenet penaus, dre an hucher an tribunal, dougueur eus an ordrenanç da zigouezout, al lavaret Branellec hac intanves Le Guen bez e vezint quemeret dre gorf, arretet hac ecrouet el lavaret ty a arret, evit chomm enna evel en ty a justiç : ha penaus al lavaret ordrenanç a vezo roet da c’houzout quen d’ar municipalite eus a Vrest, quen d’an nep accuset.

Great e cabinet an accuser public, ar pemp var-n’ugent germinal (mis ar séan), an eil bloaz eus a Republiq Franç, unan hac indivisibl.

Sinet : Donze-Verteuil.

An ordrenanç a grog-korf rentet er memès deiz dre an tribunal a enep Yan-Mary Branellec hag Anna Roussel, intanves Le Guen.

Ar procès-verbal eus a ecrou o phersonnaichou e castell Brest, evel ty a justiç.

An disclœracion eus an testou, pehini a zoug penaus an accuset a zo presantet dezo en audianç dindan an hano a Yan-Mary Branellec, a so ervad en eur fesounn real Yan-Mary Branellec ama diaraucq bœlecq e Sant-Pol-a-Leon, ha nan great e le ha penaus ec’h anavezont aneza evit-se.

An disclœracion eus ar jury pehini a zoug ez eo certen penaus epad nivose diveza (mis an œrc’h), ez eus bet coumettet eur c’huz euz a veleyen rebell, ebars communen Sant-Pol a Leon, penaus Anna Roussel, intanvez Le Guen a so quendrec’het da veza autor ha quendorfetourez eus an drouc-ober-se.

An tribunal, goude beza clevet an accuser publiq var an applicacion eus al lesenn,

Disclœrya a ra al lavaret Branellec quendrec’het da veza belecq rebell, hag er c’hiz-se beza bet sujed d’an deportacion ; dre gonsequanç ordren a ra penaus e vezo livryet diouc’htu d’an executer euz ar barnidiguezou criminal evit beza laqueat d’ar maro ebars er peder heur var-n’uguent var plaçzenn Triomphlou ar bobl eus ar goumunen a Vrest, hervez an articlou 5, 10, 14 ha 15 eus a bere eus bet great lennadur, hac ez int concevet en termenyou-ma :

« Art. X. — Bez int disclœryet sujed d’an deportacion, barnet ha punisset en hevelep guiz-se, an esqibyen, an diaraucq-ama arc’hesqep, ar persouned conservet en o fonccionou, ar viqeled eus an esqibyen-se, ar superyoled hac an directored euz ar semineraou, ar viqeled eus ar c’hureed, ar professored eus ar semineraou hac eus ar c’hollaichou, an instituteuryen publiq, hac an nep deveus prezeguet, ebars e nep peb ilis eve, abavoue al lesenn eus ar pemp c’huevreur 1791, pe ré n’o devezo quet great al lé ordrened dre an articl nao ha tregont eus an decred an 24 gouere 1790, ha reglet dre an articlou unan var-n’ugent hag eiz ha tregont eus ha hini an daouzecq eus ar memès mis, ha dre an articl daou eus a lesenn an nao var-n’uguent mis du eus ar memès bloas, pe o deveus en em dislavaret aneza, ha pa o deffe memès prestet ho lé abavoue o dislavar ; an oll tud a ilis quen cloër quen dindan reiz, breudeur licq, pere n’o d’eus guet satisfyet d’an decregeou eus ar 14 eaust 1792 hac 21 ebreul diveza, pe pe re o deveus dislavaret o lé ; hac erfin an nep oll pe re a zo bet dinonced, pe disculyet evit caus a zroug-oberyou a enep ar vam-bro, pa vezo bet cavet mad an dinonciacion, hervez al lesenn eus al lavaret deiz 21 ebreul. »

« Art. XIV. — An dud a Ilis eus a bere ez eus bet parlantet en articl X, pe re, cuzet e Franç, n’int quet bet ambarquet evit ar Guyanne eus a Franç, bez e vezint dalc’het, ebars an decq dervez eus a bublicacion, pe a embann eus ar presant decred-ma, d’en em renta d’an administracion eus an departamanchou a sell oud-ho, pe re a guemero ar musurajou necesser evit o arrestacion, ambarqamant ha deportacion, hervez an articl daouzecq. »

« Art. XV. — An tremen-se achuet, an nep pe re a vezint cavet var an terouer eus ar Republiq, bez e vezint cunduet d’an ty a justiç, eus an tribunal criminal eus o departamant, evit beza eno barnet hervez an articl V. »

« Art. V. — An nep eus an dud a ilis-se pe re a deui da antren adarre, an nep a so dija antreet var terouer ar Republiq, bez e vezint casset d’an ty a justiç euz an tribunal criminal eus o departamant ebarz e spaçz pehini e vezint bet arretet, ha goude beza souffret an enterrogator, eus a pehini e vezo dalc’het remerq, bez e vezint ebars ar 24 heur, livryet d’an executer eus ar barnidiguezou criminal, ha laqueat d’ar maro, goude ma o devezo ar barneuryen disclœryet penaus ar re dalc’het ez int quendrec’het da veza bed sujed d’an deportacion. »

Condauni a ra al lavaret Anna Roussel, intanvez Le Guen, d’ar boan eus an deportacion, hervez an articl 19 eus al lesenn an 30 vendemiaire (mis ar vendaich diveza) eus a behini ez eus bet great lennadur hac a so concevet evelhen :

« Art. XIX. — Holl citoyan pehini a roï diguemer e cuz da ur bœlecq sujet d’an deportacion, a vezo condaunet d’ar memès poan. »

Disclœrya a ra ar madou eus al lavaret Branellec hac eus al lavaret intanves Le Guen acquisytet ha sœziset da profid ar Republiq, hervez an articl 16 eus al lesenn an 30 vendemiaire eus a behini ez eus bet great lennadur, ha pehini a zo concevet evel-hen :

« An deportacion, an dalc’h hirbadus, hag ar boan eus ar maro, prononcet hervez an disposicionou eus ar presant lesenn, a zougo confiscacion eus ar madou. »

Ha c’hoaz hervez an articl II eus al lesenn an 10 meurs, eus a behini eus bet great lennadur, pehini a so concevet evelhen :

« Ar madou eus an nep a so condaunet da boan ar maro bez e vezint acquisytet d’ar Republiq, hac e vezo pourveat da vevanç an intanvezet hac ar bugale, ma n’o deveus ket a vadou a leac’h-all. »

A ordren penaus e diligeançz an accuser publiq ar presant barnidiguezou-ma, bez e vezint executet, da c’houzout : a enep al lavaret Branellec ebars er peder heur var-n’ugent var ar blaçzenn publiq eus a Driomphlou ar bobl eus ar goumunen-man, hac a enep al lavaret intanvez Le Guen ebars ar berra dilès, ha penaus e vezint emprimet, embannet ha placardet e gallecq ebars er Republiq en-oll d’an-oll, hac e brezounecq ebars an departamant a Finistère.

Great ha prononcet an 28 germinal (mis ar séan) eus ar bloas daou eus a Republiq Franç, unan hac indivisibl, en audianç publig eus an tribunal, dre ar citoyanet Per-Loys Ragmey, presidant ; Josep Palis ha Yan-Corneille Pasquier, barneuryen, pe re o deveus sinet an original eus ar presant-ma gand ar greffier.


En hano ar bobl a Franç,


Bez eo ordrenet d’an oll hucheryen, requeret var guement-ma, da ober laqaat ar barnidiguez-ma da execucion ; d’ar goumandantet ha d’an officeuryen euz an nerz publiq da rei sicour pa vezint requeret hervez al lesennou, ha d’ar gommisseret eus ar galloud executif da zerc’hel an dourn varneza. E feiz a be tra ar presant barnidiguez-ma a so bet sinet dre ar presidant eus an tribunal, ha dre ar greffier.


Sinet : Ragmey, presidant.

Quemar, greffier.


E Brest, e ty Audran, imprimer eus ar Represantantet.



————

Setu aman breman kanaouen an Aoutrou Branellec. Ne gaf ket d’ign o defe ar verzerien genta savet kaeroc’h kanaouen araok mont d’ar maro. An Aoutrou Branellec ne ket nec’het gant-han he-unan ; dilenn a ra ar maro, he vuez a ro a galoun vad evit difenn he greden. Ne d-eo nec’het nemed abalamour d’an intanvez e deuz roet digemer d’ezhan : ne d-eo glac’haret nemed abalamour d’he vreudeur o deuz dilezet lezennou an Aviel.

Kanaouen an Aoutrou Branellec a vez kanet var don hymm ar verzerien : Sanctorum meritis.


KANAOUEN


An Aoutrou BRANELLEC


————

Ar varn a zo douget
N’ez euz mui a dermen ;
Dilenn zo d’ign roet
A zaou gand al lezen :
Pe dinac’ha ar felz,
Pe beza dibennet.
O kinnig ha kriz ha kalet !

Me zilenn ar maro,
Euz a greiz va c’halon ;
Ha me a gemero
Ar guir relijion,
Lec’h heuil lezen direiz
Eur Gambr [1] kontammet oll,
Ha mad da gas ar vro da goll.

Va goall ha va zorfed
Dirak an nasion,
Eo ma em beuz prezeget
An Aviel guirion,
Tamallet al lezen
Da veza chismatik,
Hag ouc’hpenn ive, heretik.

Ne brezegan netra,
Ne ket guir, kristenien ?
Gand va goad her sina
Me her raio laouen ;
Mez, enep eur c’hontamm
Hag eur c’hontamm goalluz,
A ro ar maro peur-baduz.


Pobl, ouzit ’m beuz truez,
Eur veach c’hoaz kent mervel,
Kuita da zallentez,
Dalc’h mad d’an Aviel.
Goa ! goa ! ha mil gueach goa !
D’an nep n’hen heulio ket,
Rak, ep mar, e vezo kollet.

Digor da zaoulagad
Kren, ha deuz da euzi,
Me a ia gand va goad
Da ziskouez da fazi.
Ia, ia, evit va feiz,
Difenn ar virionez
Tud direiz, me ro va buez.

Lavar c’hoaz, mar kerez,
Den diboell ha digar,
Ez eo, var digarez
Kaout madou an douar,
Am beuz bet dinac’het
Da doui lealded,
Ha gouzaon poaniou ker kalet.

Mez perak, va Doue,
Klaskout en em venna,
Dirak tud didrue,
Tud an disleala,
Heretiket direiz,
A zismantr gand drougiez
An Iliz hag ar gristeniez.

Selaou, te, breur divad,
Breur difeiz ha diboell,
Krial a ra va goad
Evel hini Abel,
Venjanz enn da enep,
A enep da zis-fe,
Betek tron an Aoutrou Doue.

Breur kri ha disleal,
Ha te c’hell c’hoaz difenn
Eur gelen ker gadal,
Ha ker garo lezen ?
Gand Satan ’out trec’het,
Mar deuez c’hoaz da heulia
Mac’herien a deu d’am laza.

Eur veach c’hoaz, va breur ker,
Saveta da ene :
Heuil Iliz hor Zalver,
Ha dilez prim da le,
Mammen euz da zizeür
Ha da zaonedigez,
Ha kevret dizeür ar bobl kez.


Ped mil a eneou
’C’heuz a vreman kollet,
Dre hoc’h oll goall skoueriou,
Te ha da vignouned !
Touerien fall, direiz,
Dre oll e rit brezel
Da Jezuz, d’he Iliz santel.

Eur veach dilezet
Gant ho kraz, va Doue,
Evel dour ’vez efet
A bep seurt fallente :
Arruet ’barz al lonk
Ar pec’her kaledet,
Ha ! ped goall a zo gant-han gret !

Sklerait ho daoulagad,
Va Doue, d’ar re zall ;
Enn abek d’ar re vad,
Espernit ar re fall :
Lakit, mar plij ganeoc’h,
Mar d’eo ho madelez,
Ar peoc’h en hor rouantelez.

Gand ho kraz, va Jezuz,
Me c’houzanvo laouen,
Pep seurt poaniou grevuz,
Kounnar va bourrevien.
Me a varvo enn Iliz,
Va c’horf ’iel d’ar maro :
Hogen va feiz a c’hounezo.

Ra zeuio va maro,
Jezuz, Salver ar bed,
Da rei ar peoc’h d’am bro
Ha c’hoaz ar sioulded ;
Ma vezo hoc’h hano,
Keit-all ’zo blasfemet,
E pep bro gand an oll meulet.

Ia, dre vir, va Doue,
Me ra gand levenez,
Euz va c’horf, va bue,
An azeulidigez :
Bezet d’eoc’h dudiuz
Pardouni, me ho ped,
Tud kabluz ha tud dirollet.

Va brasa kalounad
O kuitaat ar bed-man,
Eo ma’z oar ken divad
Ma’z eer da gastiza
Va madouberourien,
Va brasa mignouned,
’Vit va beza digemeret.


Kaloun hag habaskded,
Intanvez, bugel paour,
Doue en deuz voestlet,
Evit eur banne dour,
Roet enn he hano.
Gobr kaer ha dudiuz,
Ebarz er vuez peur-baduz.

Kimiad, pobl a Gastel !
Kimiad, penitanted !
N’en em velfomp ken pell.
Dalc’hit d’ar feiz bepred :
Nep a goll he vuez
’Balamour da Zoue,
Hep mar ebed, he zavete.

Kimiad, va breur Guillou !
Kimiad, va breur Biel !
Dalc’hit var ho taelou :
’Barz ’n oll lezen santel
E kafot abegou
A frealzidigez :
Heulit-hi gand guirionez.

Va breudeur beleien,
Na gollit ket kalon,
Labourit da zifenn
Er vro, ar feiz guirion.
’Vit gounit eun ene
Disprizit ar maro,
Ha Doue kerkent ho paeo.

Va breudeur beleien,
Nevez merzeriet,
O deuz ho c’hurunen
’Barz enn env kemeret :
Me ho ped, va Jezuz,
Da rei d’ign ho c’halon,
Ma arruign ’kichen ho zron.

Evel ar Vadalen
Dirazoc’h daoulinet,
Gand glac’har hag anken,
Me a vel va fec’hed :
Va Doue, pardounit,
Ha na zisprijit ket
Eur galon uvel, glac’haret.

Erruet eo eta
Penn va firc’hirinded,
Kuitaat a ran gand joa
Ar bed-man miiliget
Evit monet d’ar c’hloar,
En deuz Doue goestlet
D’an nep en devo kendalc’het.


O dervez dudiuz !
O laouenedigez !
Mont da gaout Jezuz
Enn he Rouantelez !
Beza abarz nemeur
Er Barados gant-han,
Da virviken oc’h ehana !


Ha ne ket gounezet ho kaloun ? Ha ne deu ket an dour enn ho taoulagad o klevet kana eur ganaouen ken doaniuz ?


————

  1. An Deputeed a ioa e Paris oc’h ober lezennou.