Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 9-10)



Emgann ar Releg
————

D’an Aotrou Loeiz Lautrou.

Releg « abbaye de l’ordre des Citeaux, qui dans le ixe siècle eut ce nom à cause du grand nombre de corps morts qu’on y enterra après le sanglant combat que les Bretons avaient eu, dit-on, avec les barbares du Nord, dans la montagne, d’Arrê, près de cette abbaye. »

LE P. GREGOIRE,

de Rostrenen.

Meneziou ar Releg, mengleuziou a vein glas,
O bezit benniget ! En hon Bro pa zeuas,
Breman ez eus mil bloaz, an Normaned drastus
Da glask lakat o yeo garo ha glac’harus
War douar Breiz-Izel, e kavjont ouz ho troad
Mibien leun a galon da stourm a briz o gwad,
Da ziskouez e choment Kelted yac’h hag ampart,
Prest da rei taol ’vit taol, direbech, dizaon, start.


War o c’hezeg kalet, ’binviou en o daouarn,
Goafiou ha klezeier, filc’hier, horziou houarn,
O askre skouedennet, o lagad lugernus,
E kanent unanet eur c’han beo ha skiltrus :

« Bretoned, setu deut an deiz
« Evidomp da zifenn hon Feiz
« Hon Frankiz, hon Gouenn, hon douar !
« War zao ! heuliomp roudou ar Gloar !

« Kentoc’h mervel eget kila !
« Beza dishual da genta…
« Malloz war an den na oar ket
« ’Vid ar Vro koueza pa vez red !

« Ni a dle holl en em zouten
« Da bellât diouzomp pep chaden,
« Ha mervel aman mar bez red.
« Malloz war an neb n’her goar ket !


« Sonit, biniou ha kerniel-bout,
« ’Vit rei dal laeron da c’houzout
« O bazataïmp mar bez red :
« Gwad hon Tadou ne nac’himp ket !

« D’eomp hon menez, hon c’hoad, hon mor !
« Ouz pep estren prennomp hon dor.
« Dirag Doue, dirag ar Bed,
« O touomp mervel mar bez red !

« O Arre santel, hon sikour !
« ’Vit diwall pinvidig ha paour
« Ni ’vo gouest da zevel bepred.
« Hirio ni ’varvo mar bez red !

« War-raok, war-raok, you, hou, hou !
« War-raok, war-raok, you, hou, hou ! »

Neuze, en eur youc’hal, bugale ar Gelted
’Ziskennas en draonien war eul linenn renket,
E-keit ma tasone beteg doun ar c’hoajou
Strak ar varc’hegerien ha son an trompilhou…

An emgann a voe stard. E ledander ar c’han
Astennet rag Arre ez oa red, heb ehan,
Douara ar c’horfou kouezet war an dachenn,
Ha dre gant ha dre vil, rag aon ouz ar vosenn…

Ha, goude, me ’gav d’in klevet war e c’horre
Esus, mestr ar brezel, en e zourn eul lore :
« Drouïzed enoret, gwisket ho mantell wenn,
« Kemerit ho falz aour, lakit ho kurunen.
« Kelted ho ene taer doujet dre ar broiou,
« War-zao, affo, affo ! Er-maez eus ho peziou !
« Breiz-Izel a chom sounn ha bepred galloudus.
« Miret an darvoud-man ’n hoc’h Istor burzudus ! »