A. Chevalier, 1885
Skrid a-bezh







EN BREIZ-IZEL








J. CADIOU





EN BREIZ-IZEL







MONTROULEZ
A. CHEVALIER, MOULER
————
1885


DA



DIELLER AN DEPARTAMANT


E KEMPER


————



D’id, va c’henderf ha mignoun,
Kinigan a greiz kaloun
Va leorik kenta e iez
A garaz vel da vuez.

A da betore den all
Oufen me paourik sonjal ;
Ha n’eo ket te da genta
Deuz va laket d’hen penta ?


C’hoant ker em boa da c’hwarzin
Paz gleviz o larad d’in :
Perag lipad iod gallek
P’eo gwelloc’h ar Brezounek ?

Mez… lariz d’in va unan :
Ze zo gwir, m’en gred hep poan…
Ken lard vezin marteze
Ganthan ha gant egile.

Ha setu me laouen braz
War varch war eun tam pennbaz
Ha dio arog a strag foet
Vel kuré o klask he voed.

Vel hemâ, tam ha tamik
Am beuz paket va zamik.
Hep chipotal gimeromp
Allaz ! pez ve roët deomp.


Gwel dister é va leorik,
M’hen oar, mez eur mestr furik
A oar ive dle krenvad
Diskibl ziskouez he ioul vad.

Eur roue Franz a lare
N’eur rei kement a c’helle :
Oh ! M’am bize c’hoaz ouspenn
Kalounek d’ech hen rofenn.

Me zaoun, na velin biken
Kurunenn Franz war va fenn.
Mez, n’euz fors ; me a gano
Em iez beteg va maro.


————


PA OAN BIHAN


————


D’AN AOTROU M. AN DANTEK


va mestr kenta ha muia karet


HIRIE BARNER E PORS-LOÏS


(Morbihan)


————


PA OAN BIHAN



Ne garien, siouaz d’in nemed c’hoari gwechall,
Ha brema, pa z’oun griz setu eur c’hoari all :
Krog enoun an debron da frita pez a rean
             Pa oan bihan.

Raktal, d’ar zul vintin, pa vijenn kempennet,
Da di va mammik koz, blije deï bout poket,
’Vit tapout liardik, me lamme ’vel eun oan,
             Pa oan bihan.


E trog eun eil liard, ouz mamm va zadik koz
Me strinke eur pog all ; setu neuze penoz
En em gaven zeder ha pinvidik kenan.
             Pa oan bihan.

Ho, nag a blijadur p’arrue meurlaje !
O klevoud ar vombard ma c’haloun a dride,
Hag o welet dansal me zanse va unan.
             Pa oan bihan.

Mez, paket al ludu, beuzet meurlaje gez,
Gant tamou vijel flask oe red peuri bemdez,
Vel eur paourik Lazar me renke bale moan,
             Pa oan bihan.

Eur wechik me weliz eur sklisenn gar ponsin
Istribil ouz baro eur pikol kabusin :
« Oh ! an dra ze ne deo nemet fars emezhan. »
             Pa oan bihan.


Mes c’hoarvezoud reaz din gwelet lost an askorn ;
Velkent ne goueaz ket e viz bihan ’nhe zorn :
« Toc’hor oun hag ouzpen tri skoet d’ar pap dlean.»
             Pa oan bihan.

Ouc’h he werenn leun raz laouen ’mbize tenet :
« Ar gwin, e lâre din, na dor ket ar zec’het…
Ev hini ar pesket, hennez eo ar c’hosan. »
             Pa oan bihan.

An dud lâre penoz Itron-hanter-koraiz
A stlape rubannou deuz beg an tour a leiz.
Nag a wech oun bet skuiz o klask kaout eur ruban !
             Pa oan bihan.

Etal an tan, er goan, paotr ar c’hontadellou
Zalc’he digor hon beg o tibun marvaillou.
Med gwasa oa, paourkez, me ho lounke hep poan
             Pa oan bihan.


Diwal, kriz an amzer, ve c’huitellet hirio
D’ar marmouzik guisket egiz eur c’hoz aotro.
Diskabel, dierc’hen, peuh ! me gerze, han-goan,
             Pa oan bihan.

Nag a wech o laerez per, kerez, avalou,
Spezad hanter daro ’meuz bet lem em bragou !
Mestr velken n’em pake, ken a reden buhan,
             Pa oan bihan.

Hogen, bep gwech avad renn skolik al louarn,
Vije din astennet va zammik diou-skouarn,
Ha bara sec’h ha dour re goudeze va c’hoan,
             Pa oan bihan.

Mar kleve va zad koz kuzulik an delienn,
Ma kroze va mamm gez enep eur gelienenn,
Vid’oun me ne gleven ar c’hillek o kanan,
             Pa oan bihan.


En amzer-ze zodik c’hoantaen beza koz.
Setu teuzet an de, deut war va chouk an noz.
Peger brao oa beva, lavarin hep ehân,
             Pa oan bihan !


————





KASIMODO








KASIMODO



N’it ket da lakad en ho penn
E teuan, merc’hed, d’ho kelenn
War goanteri Kasimodo
Ker brudet gant Victor Hugo.

Nann ; diwar benn eun draïk all
A fell d’in hirio kaketal.
Ha velken, merc’hedigou kez,
Pa ’zeo ker braz ma vadelez.


Bete-goud e deufe an dour
Da zistrempa ho pegik flour,
Hep dale d’ec’hwi me gounto
Peger koant oa Kasimodo.

Kavet en doa, nez eun aoter,
Eur beg henvel ouz an hanter
Euz eun o rannet en daou damm ;
Eur chouk tort iskiz ; diou c’har gamm :

Eul lagad treuzet, dizamper ;
Eun tal moal ; eur fri tougn ha berr ;
Pemp kant bleven ruz ha melan ;
Peziou treid hir ; plat ha ledan ;

Petra c’hoaz ! Ato, diou grogenn
San Jakez, en peb tu d’he benn ;
Ha, dreist ar marc’had, eur pez dant
Evel m’hen deuz an olifant.


Arabad oe klask manegou
Goest da c’holo he grabanou.
Gwir eo, n’hen doa ezomm e-bet
Vit reï ho stal d’ar friponet.

Robin, Gringoir, an daou Frollo
Oar ervad pegen divalo
Oa koueza dindan he skilfou
Direspet evit ho c’horfou.

Deut oa, war boez son he gleier,
Ken bouzar hag eur bern gevier.
Setu stumm va C’hasimodo.
Marvad, d’ec’hui kalz na blijo.

Kouskoude, me a lavar d’eoc’h :
N’euz bet morse soner kaeroc’h.
Evit netra, e larfenn c’hoaz :
Klaskit ta, merc’hed, bravoc’h goaz.


Diou garantez en doa va den :
Frollo, he vestr koz hag… eben…
Na c’hoarzit ket… Esmeralda.
Eur baotrezik euz ar c’hoanta.

M’en defe lavaret he vestr :
« Skramp prim d’an huella prenestr
Ha dizpleg da dort en avel »,
Hen pize gwelet o nijel.

Hogen pa wel tud digernez
Dare da grouga he vestrez,
Ha Frollo iud o c’hoarzin,
E trog baz war he daboulin ;

Kregi ra enhan, didruez,
Dre lec’h lédanna he vragez,
Vit deski d’ezhan béa kriz
Hen stlap diwar lein an iliz.


Distrujet he Esmeralda,
Ne fellaz ken d’ezhan beva.
Den na wie pelec’h oa êt…
Ho daou kevret int bet kavet!

Ac’hanta ! Lavarit d’in-me
Hag-hen eo stanka seurt tud-ze ?
Hag hen, ouc’h penn, na garfet ket
Ken meür paotr evit pried ?



Breman, c’hui wel, rankan redeg,
Rak pell m’an lan ouz he gazeg.
Mar kirit dont em berr en dro,
Ni a dorro ar c’hoz podo ;


Rag hounnez eo ar c’hoari goant
Pehini, tudo, em boa c’hoant
Mijemp grêt kevret eun tammik
Vel pa vijemp c’hoaz iaouankik.


————





SUL AR C’HASIMODO








SUL AR C’HASIMODO


I


« Felix qui potuit rerum cognoscere causas. »
Apez zo bet a vo, a vezo da viskoaz.
          Eurus an hini zeu a benn
          Da ziluia mad he gudenn.

Nep zo, dre c’hraz Doue, em bro Treger ganet,
Hep mar, evel d’oun me, meur wech en euz gwelet
          Da zul lirzin Kasimodo
          C’hoari terri ar c’hoz podo.


Eur pennadik arog deu ar re vihanna,
Mesk-e-mesk, dorn-a-dorn, da c’hoari n’eur gana :
          « Va bojik mae a ia en dro,
          Diwal! da piou a zigouezo »

Ar re vraz, lorc’h enho n’eur lipad tamm baro
E disheol ouz ho fri dioannet nevez so,
          Zastum daou a daou, tri a tri,
          Ar podo grolliet da derri.

Pep marmouz n’euz stlapet he voutou koat a goste,
Lardet he voutou ler, he gof kar marteze,
          Ha plijadur é hen gwelet
          Oc’h ober he baotr diliket.

Emaint brema renket e rount kreiz ar blasenn.
Tad ha mamm, tal ho zor, zell stard ouz pep chupenn.
          Ar verc’h, c’hwi gred, ne zalc’h ket pell
          Hi lagad lemm en he c’hodell.


Deut ar mare : flip, flap, setu ar pod en dro
Ouz an eil d’egile. Tec’h ! d’an neb hen doro :
          Hennez hell n’em lakad e stad
          Da baka souden eur choukad.

Evit gwir, kenta tra zonj ar reuzeudik kaer
Ne ket choum da zellad, mez kerzoud vel eul laer.
          Ker n’euz redeg d’an daou lamm ru,
          Ne hell ket tec’hel a bep tu.

Tapet ha digaset, barnet ha kondaounet,
Vel eur glazard etouez eur stroll verien kouezet,
          Ne dal netra d’ezhan gwinka.
          Neb a dor ar gwer rank ho faea.

Daou grog en he golier, pevar en he zivreac’h,
Kement all en he dreid. Eman he.. fri d’an neac’h,
          Gwintet war an tom ha stropet
          Nao gwech war an douar kalet.


Arabad eo lenva, Fantik, na c’hwi, Jannet…
Pep hini n’euz he dro ; bremaïk e welfet
          Talier Job, Filip hag Alar
          O pokad ive d’an douar.

Iniennou velken zo ken tano ho fri
Mar gouzont n’em denna flamm pesk ouz ar c’hoari.
          Eüruz ar re a zeu a benn
          Da ziluia neat ho gudenn.

Hed ma ia ar re vraz d’ar gear hep kasoni,
Ar re vunud a zeu da beur grizillonni
          An nemorant hanter draillet.
          Biken skoer vad ne ve kollet.



II


Brema pevar c’hant vloaz, e welomp da genta
Ar c’hoari man etre Gringoir hag ar c’hoanta
          N’euz finvet dindan ar steret.
          Evelhen zigoueaz ar bed :

Skrivagner Gringoir zo er stad divaloa ;
Eun tamm c’hoaz hag e vo lipet gant han he loa.
          Esmeralda zell a druez,
          Ha dre eur gir harp he vuez.

« N’oud ket c’hoaz tre emeaz da afer, emez’hi ;
Barnet oun bet, te oar, ganez da zimezi ;
          Terri renkaz ar bodez-ma ;
          Anez, ne vezo great netra. »


Kerkent ar bodez pri zo laket e dek tamm.
« Eun heur ouspenn oan mik, setu me pried flamm !
          Na brava kegin, emez’han !
          Ma afenn brema da goanian ? »

Neteet ganthan an daol, rinset meur a werenn,
Pad m’en deuz bec’h va goaz vit dastum eun neudenn,
          Va merc’hik, vel eur logodenn,
          Hep choum da grignal, en em denn.

Oh ! n’euz fors, me vac’hez, brao vo d’inme c’hoaz,
Mar gallan en ti man roc’hal bete warc’hoaz !
          Kement a ra o turiad,
          Ma kav erfin eur gwele koat.



An diou c’hoari, marvad, zo kenitervezet
Eun all gav marteze int zoken c’hoarezet.
          Vit sur, nag an eil nag eben
          Na ziskaro hi c’hoarz da zen.

Hag an eil hag eben ro kuzul d’ar baotred
Da lakad evez mad kent ober eun torfed,
          Ha da choum hep c’hoari a grenn,
          Ma nouzont sacha ho spillenn.

Da b’hini rei ar maout ? Nebaon, ze ne ket eaz.
Lod gar beza ebarz, lod kaout ho.. fri emeaz.
          Velken, me gav d’in, Tregeriz
          Ro lamm da aotrounez Pariz.


————





DJALI








DJALI



Djali, va gavrik ker karet,
Oh, petra oud deut da veza ?
Skrapet gant daou zen kounaret,
E pelec’h oud eat da goueza ?

Piou en divize lavaret
Vijent kriz avwalc’h d’am laza !
D’id ouz va c’haloun glac’haret,
A red va sonjou diveza.


Te oa va dousik mignounez,
Va skoazel, va nerz, va buez.
Djali laouen vel eun êlik,

E lec’h tridal n’a ri brema
Nemed da unanik lenva
War Esmeralda reuzeudik


————





KELOU ouz BRO AL LOAR








Chêne, seiz a viz here 1884.


KELOU OUZ BRO AL LOAR


Ar Farizian koz


Disadorn tremenet, epad ma oa al loar
Sioul braz o disheolia dreg keinik an douar,
Tud fur pere, hep mar, gant ho lunedou braz,
A dapo en ifern Satan o c’hoari vaz,
Da c’hortoz, deuz gwelet potik he vonet gwen
Oc’h ober he vrabanz gant eur skeut aluzenn.



Eun drouk gwal reuzeudik, hanvet ar c’holera
A zistruje Selpan, eur ger euz ar c’haera.
Peur mantret he galon, ar roue Lokunber,
Hep damant d’he vuez, a réaz he zever.
Varlerc’h he gomzou mad, evit sikour ar paour,
He zorn gwenn a garrie skuilla fors pejou aour.



Eun all pehini oa eno, « a beurz Doue
Emez’han, » c’hoanteaz gourenn ouz ar roue.
Med allaz, hor goazik oa techet hep mui ken
Da zastum evithan, hep reï netra da zen.
Koulskoude setu hen o kommans fougeal.
Sonjal a ra marvad tremen evit leal.



Allaz ! he c’huizigel abaoue pel amzer
Zo freuzet a bep tu, vel sac’h eur pilaouer.
Daoust da ze, tudo kez, selaouit anezhan :
» Ne n’euz ar c’holera nemed tostad aman !
» Raktal me a zavo eur foeltren hospital,
» Ha ni velo hag hen ne dalan ket eun all. »



Han! larit d’in, paotred, né ket brao ar zon-ze ?
Mar teuit da gweza klanv fall en ho kwele,
Va lezit da genta d’ho lakâd em disc’hlo,
Goude me stlapo d’ec’h aour, arc’hant ha kolo,
Ha, ma talc’h mikrobet en ho toul faksion
Trizek evit dousen va benediksion.



Daoust a c’hui lezfe an tan en ho tier,
Alanik al louarn d’ober al lez d’ho ier.
N’eur larad : amzer zo. Pa vezo c’houez arrost,
N’hor zammik ti a dren, hor c’hégi pen ha lost
Lipet, ni zivuno hag a redo d’an dour ;
Mad ; mho ped, pa vin reud da nijel d’am zikour.


Eur publikan.


————





KREIZ-KER








KREIZ-KER



Eur paotrik, o welet
Tour Kreiz-Ker goareet
Hi fenn tal dor an ee,
Evelhen c’houlenne :
» Piou en euz-t’han savet
Bete bro ar stered
Ha ker koant ma lavar
Pephini oud dispar ?


Kerkent seblant d’ez’han
Klevoud ar c’homzou man :
» Savet oun bet, bugel.
Gant ar Feiz ; ken huel
Vit beza eur skouer vad
Da bep kaloun Breizad,
Vit ma savo ive
Hi bedenn da Zoue.

Gwel a ze mar kaver
Ker braouik tour Kreiz-Ker
Ma ne veler eun all
Trec’h d’ez’han e bro gall.
Me garje esperout,
Dre va c’hened, plijout
Awalc’h evit derc’hel
Da zel war Breiz-Izel.


Bennoz d’id mar gellez
Prizoud an dantelez
Gant pere oun gwisket.
Nep m’hen deuz kizellet
Oa leun a garantez.
Te, ive, lak evez
Da boagna vit da vro
Ma vit henvel d’ez’ho. »


————





KARIGEL AN ANKOU








KARIGEL AN ANKOU



Losk aze da besket, eme ar Mestr da Ber,
M’hen tisko da veza, barz nebeut blasvejou
Pesketer ineou. Ha va den mad seder
Kerkent da zilezal he damou rouejou.

An holl a oar penoz an diskibl a galon
A dapaz en eun taol var dro tri mil ene.
Nag a bet kant, araog mervel e Babilon,
Ne lekeaz ket Per war gwenodenn an ee !


C’hui zonj d’ec’h marteze penoz hor c’hureet,
Kollet gant he an tu da c’hounid ineou,
Choum ho divrec’h e kroaz da gounta ar steret ?
N’ouzoun netra tostoc’h d’ar gwalla huvreou.

N’ho gwelomp mui, vit gwir, dizec’het gant ar c’hoant
Da vale warlerc’h Per. Velkent hom beleien
Oar tapout an dud kez, zo koantoc’h, ho arc’hant.
Mar keret ma zilaou, hen gwelfet, kristénien.

Ar re vad zo en ee, lavar ar pap Gregor,
Ar bouc’het o leski e tan gwal an ifern
E pelec’h ne gavont disterra dor digor,
Ma renk pep hini choum da fringa var he vern.

Evel d’oun me, pa oac’h o lounka katekiz,
Marvad o c’heuz ive, kevret gant ho person,
Laket da vouzc’hoarzin ar zent koz en iliz,
N’eur gana kement ma war an hevelep son :


» Neuze gant a spount e renkfomp aparisa
Da renta piz hor c’hount d’ar barner rigourusa.
Eur setans a rezefomp a vuez pe a varo,
Rag er stad en’em gefomp da jamez a bado. »


Kimeret an hent enk, eme Zalver ar bed,
Hennez eo an hini a gas eeun d’ar vuez.
Diwalit, lare c’hoaz, warlerc’h ar Brofeded,
Rag an hent ledan eo hent ar gollidigez.

Neuze ta va zud mad, mar ge gwirion Gregor,
Ma lar gwir ho kantik, ma lar gwir Mestr ar bed,
E pelec’h hell ar pap planta he Burgator,
Gant pehini e touz kement all a zenved ???

Ho ! bezit divorc’hed. — Pa ze ar Baradoz
Ken diez da bignad ; pa n’hellan dispega
An ifern ouz he skrab, me ra, me ar paotr koz,
Eul lezenn ; dindan hi vo red d’an holl plega :


« Piou benag vo ganthan peurlipet he alan,
En eur garigel doun fell d’in e ve kaset
D’an tan ar Purgator. Dre gan ha dre ziskan
Paet mad, ni roio avel d’hor labouset.

E pevar c’horn ar bed, vo stignet ma reolen,
Ha dio ! kenti kenta neuze ken a foultro
Etre ar peziou gwen, dreist holl ar re velen,
Karigel an Ankou a vezo bar bep tro. »


————


Neuze ta me ranko, fluted en dienez,
Rosta er fornigel hag aman hag êno,
Beteg ma vo fresket baroun ha barounez !
Sac’h an dien ! mamm gez, d’ar reolen-ze..keno.


————


Ma, n’euz fors, me rofe laouen bras daou wennek
Vit goud e pe seurt tan ve devet hon ine…
Ha piou werz he geuneud wit se ? — Azen gornek,
War c’hwizigellou zo, arabad gwaska re…


————


An Aotrou, mez aoun braz, mar zo eur « Purgator »,
Pa zono an drompil, dez ar varn jeneral,
N’em gavo gwel nec’het vit digerri an or
D’ar re a vo éno o c’hoari mouchikdall…


————





EUN DRO VALE EN IFERN








EUN DRO VALE EN IFERN



Darn a veler touzet gant ar fals Purgator,
War gement-ze m’euz gret eur pennadik histor.
Rag aoun ouz an ifern darn all zo o vouga ;
Eur gomzik d’ar re man m’euz mall da zisplega.

« Petra, ma mabik paour, petra m’oud a ze c’hoaz,
Hep beza fureet tamm ? Birviken na vi gwaz. »
Biken ! Kléout a rit hu pez a lare an tad
Hast ganthan da velet he baotr ober neun vad ?


Kemennet em boa d’id tregont vi houadez…
Hen hadet c’heuz war hent Tremel da Voutroulez
N’eo ket plijet gannez dougen ervad da vec’h…
Kerz adarre en dro, distro da foar an nec’h. »

Kouls skeï war ar c’herrek a krial « tadik keaz » ;
An or zo moraillet, Iann zo e fri er meaz.
Dispag e viou, ne gav, en distro, nemed nao !
Me vo ta emez’han, eur zodik-naï atao !

— Ia mab, n’az po netra vit labour hanter great ;
Hen gas da benn zo red abred pe zivezat.
Arabad d’id anez huvreal plijadur…
Ama pe elec’h all ranker reï ar muzur.

Setu aze, ma vaotr, petra eo an ifern :
Atao, atao, atao lammad e kreiz ar spern,
Gouzanv, leski etre an naoun hag ar zec’het,
Keit amzer ma vezimp mignounet d’ar pec’het.



Mez neuze, pephini, pa neuz ifern ebed,
C’hel c’hoari he dam paotr ? — Hola kamaladed..
Dalc’hit ho troad er pal ; adren ar arveziou,
Rag o ped sonj, ar Mestr zalc’h kount piz euz ho viou.



An ifern zo toet a c’hoantegeziou kleuz.
Dispignet ho tanvez, ho iec’het, mar ho c’heuz ;
Vit an Aotrou, c’hui oar ne zeuz na de na noz ;
Dre ze he vadelez plij gant’hi ho gortoz.


Dastumit ta, ma plich, holl pabed hoc’h ifern
E pelec’h hom stlapit vel sac’hadou eskern.
C’houi me zaoun braz a zo boazet da c’hweza tan
Ha da c’hoari sach bleo gant ho komper Satan..

It eta, kanfarded hoc’h unan da genta
Da ziskouez deomp penoz e fell d’ec’h hom rosta.
Mar ge brao ar choari, c’hwi hen gemenno deomp
Goude ni n’em denno en doare ma garfomp.


————




EUN
TAOL ZELL ER BARADOZ








EUN TAOL ZELL ER BARADOZ



Bremapa meuz roget he burgator d’ar pap,
Mouget tan he ifern e pehini a stlap,
A boez he zivrec’h foll, niver braz a dud keaz ?
Me gav d’in a rin mad hen lakad el lec’h eaz.

Deuz ta d’am Baradoz, kar pell d’an ebestel.
Oh ! glac’har ma ine ! me wel an Tad Santel
Stouet vel eun el plastr dirag ar burzudou
A strink didan he vek war treuzou an envou.


— Allaz ! ma faotik koz, ne ket er féson-ze,
Evit an taol kenta, en em dalc’her en ee.
Te sonj d’id e marvad m’oud c’hoaz var an douar
O pedi vel eul Labr dirag da werc’hez koar ?

N’heller ket beza bet ha choum pennek atao ;
Evel da genseurded ez poa poan vit anzao
A rede an douar, ha stage ’n’eur prizon
Pep Galilé gomze ervez ar gwir feson

Ker hon doa ioual d’id teurel da voutou koat,
Ha gant re ler skànvoc’h kerzout egiz d’hon oat ;
Lezel ar poullou rod d’an dud eun amzer all,
Kouls planta var he fri lunedou d’eur c’hi dall,

Evel an idolou, ne réez van ebed,
Evelato, p’hen beuz, dre druez, kemeret,
Silaou : eur zon a zo aman, n’en euz ket daou ;
Hen lar : arog, arog, holl sent a hep seurt liou ;


Deuz sklerded d’eur sklerded e ve pignet en ee.
Vel ar c’houmou a lamm an eil war egile,
Levenez war ebat a vo e mor Doue.
Arabad eta d’id stourm aze vel eul loue.

Petra vo an ebat ? Deut mad oc’h d’her goulenn !
Ar Mastr hepken zo gwest d’he rel dec’h da gomprenn.
Evid’oun me na rinn ar bihanna esa
War pez n’euz difriat alies ma nesa.

Pebez min louarn besk reaz ma c’hamarad,
Eur wech savet n’he za, ha digor hi lagad,
Pa hen gwelaz eno sederik brao meurbet
Tud hen doa gwel gaset hag eskuminiget !!

— Brema pa zomp, emeint, krog da genta er skeul,
Pa bignfomp huelloc’h te c’hello dont d’hon heul ;
Braz an tam a c’hanoud a ioa er Vatikan…
Mez brema roomp peoc’h pa zomp e meaz a boan.


Mall braz ganthan da rel d’an tadou dizemez,
« Evel just ha rezon », eur merk a garantez,
…Sebezet krak ar paotr ! Ne gav nikun ebed !
— Er purgator, michans, maint gant ho mignouned ?..

— Ia, ia, me eur vanden paotrezed koantoc’h koant..
Hor fouret doa er forn, siouaz ! kountrol d’hor c’hoant !
Mar gé deut ho mare da danvad ar soubenn..
Bezomp dinec’h var ze, hep ho damal ouz penn.


konkluzion


Pephini n’euz he vec’h, n’euz ket da larat nann,
Hag he dougen ranko arog monet a c’hann,
Pe choumo hep he gopr. Soun, paotred, hon tal,
Poagnomp evit ma vo abretoc’h net hor stal.


————





SKLERIJENN








SKLERIJENN



Eun taol kloc’h c’hoaz, marteze, ne ve ket fall daounet.
Kement hini zon he gloc’h gar beza enoret,
Ha lenner ha lennerez pa glevont boleat,
Pez lavar ho c’hloc’hik kez deuz gwir da intent mad.
Hogen ma zon a laro pez m’euz c’hoant da larad.


Eur c’haz, vid’oun, zo eur c’haz, eur pec’het, eur pec’het,
Hag etre ar pec’hejou ne lakan kemm ebet ;
Rag veniel ha marvel ne zint nemed komzou
Komzou gret evit lakâd e pep lec’h divizou
Gant tud zo ho vlijadur pesketa er poullou.



Ne ket me a vo tapet, e heul ar zaeou du,
O skuilla pec’hejou faoz, vel grizill a bep tu.
Tra ; stard awalc’h e kavan hent an dek gourc’hemen.
Dre gwarimou treuz, marvad, hi flourik oar tremen…
Er pinsin dour biniget, distrempet al lezen…


Ha c’houi ablamour ma rit, d’ar zul, eun obadenn ;
Krabinset kik, eur gwener ; roït eur c’hwarzadenn
D’an dousik koant, eur zac’h du ho stlapo kreiz an tan
Er purgator, en ifern, vel ma plijo gant’han !!
Hen vo ato war ar c’hlud !ha c’houi ato dindan ?..



Da betore den furik roio hen da gredi
N’euz gallout, papo fazi, d’ho netâd, d’ho koualc’hi ?
Doue hepken a hell ze, mez nikun all ébet ;
Kement ze zo ken anat eget an dour a red,
Petra benag c’hwitello kureet ha pabed.


Setu ta penoz vo kount. An noz zo tremenet.
Deut é tro ar sklerijenn. Bezit ganthi renet !
Hirie nep a choum adren red e ve pladennek.
Vit gounid eun tamm gwastel hen veler o redek,
Hag e vouzfe ouz ar waz rostet evit he vek ?



Nan, nan, ze na vezo ket ; na vezo ket laret
Chomo kristenien Tremel, Lanhuon, Plouaret..
Sklavet d’ar berniou gevier zo bet savet er vro
Gant eur vanden romaned, pa ne oé den war dro
Vit difenn ar wirione ; hogen ne ket maro.


Nan, skedi ra a nevez. Krogit en Aviel
Hag he lennit pen da ben. Vit diskar ho baniel
D’an holl tadou dizemez, d’hema tad absolver,
Da hennez rustoc’h, hanvet, vel just tad kivijer,
Gant al leor-ze n’euz netra ezetoc’h da ober.


————





KREIZ-KER








KREIZ-KER



Kreiz-Ker, peger brao d’az kwelet,
Da bennik kuzet er goabren !
Evel bleuniou tan, ar stered
Strink a dreuz da dantelezenn
Ho sked, d’abardaez en han.
Kreiz-Ker, d’id deiz mad a laran.


Pa oan gwechall en da gichenn,
Sempl evel eur perroket bloa,
O klask distaga penn da benn
Rosa Rosæ, templum templa,
Nag a wech e choumen bodet
D’az gwelet ker mistrik brodet !


————


Oh ! eur mintinvez, n’ouzez ket,
Em beuz te kavet koantoc’h c’hoaz,
Koantoc’h eget n’oufenn laret.
Boue zo tremenet trizek vloaz.
A pa vevfenn pemp gwech pelloc’h
Vid’oun na vi nemed kaeroc’h.


War-zu Bro-Zaoz e oamp en hent.
Eun avel blei a strope
Ar gwerniou ken a wigourent.
An noz tenval du hirvoude
Frouden dansal oe pell d’iouzomp,
Ar c’houmou valse ma c’houeziomp.


————


Ar paour kez lestr, vel eur grogenn,
Nije war ar mor fuloret,
Wagenn hen gase war wagenn.
Ar stur vel pa vije torret
N’en doa tamm nerz evit senti,
Nag an ijin-tan ’vit trec’hi.


En hevelep doaré, e lec’h
Rodal e mor du ar zaozon,
Hi n’em gavaz etre divrec’h
Ot glaz Kastel-Paol-a-Léon.
Va joa ! p’arruez goulou deiz
D’az kwelet, Tour koantik a Vreiz !


————


Sellit, mignouned, sellit ta,
Sellit an touriou ker brudet,
Oh ! Sellit, sellit da genta,
Ar gaera heller da velet.
Kreiz-Ker biniget, an ervad
Evaz pez felle d’in larad !


————





DRE AMAN, DRE AZE








DRE AMAN, DRE AZE



Ar pichon koulm o c’hrougousad
D’he barezik a lar dalc’h mad :
        Ro d’in eur pok breman,
        Ro d’in eur pok breman.

Ar vammik koulm, peurliesa,
Gas velhen hi far da vessa :
        Roet em boa d’id dec’h,
        Roet em boa d’id dec’h.


Ian an Dalc’huz a zo paeroun.
He fillor gleo bep tro : « mez aoun
        Ne m’euz gwennek ebet…
        Eur wech all vo gwelet. »

Paeroun had boullik he jardin.
— Oh ! me ar marmouz, me gav d’in
        Hadit re stank ho piz,
        N’heuliet fulenn ar c’hiz.

〰〰〰

Nonnikdiek vit gogeal,
C’hoari poullik, fei bronn d’ar bal,
        A zo dispar er vro.
        Eat he danvez en dro.

〰〰〰

Paotr brao, Daniel mil micher !
Kement tra ouzoc’h oar ober,
        Hag eun dralk ouspenn:
        Iota treut ’nhe grogenn.

〰〰〰

Fant ar Bizen a vergn madou ;
Sec’h è evel eur c’hant tachou ;
        Nemed dastum ne ra,
        Da zen ne ro netra.

Diskrog è eur wech an durkez ;
Brasa joa en ti Fantik kez !
        Ar mab a frink gant lorc’h.
        Goude rastell ar forc’h.

〰〰〰

Henvel beo da Paol-gornek
Eo n’emgavet If genaouek.
        Pez a ra, ne ra ket…
        Raktal er vourc’h a red…

Drol ! he vreg na wel den a gren
Med ar c’haset koat ! daoust hag gen…
        Eun tadik kovesour
        Ve koumer vel an dour !

〰〰〰

Ouz traou nevez zraill ar person
Litik na lounk nemed ar zon.
        Infaillibilité !
        Hi lipfe ar gaou-ze !

Ma velkent, hi vask dap Litik !
« Koll an trebez, sec’h ar billik…
        Ar c’hoari ze ve fall.
        Piou a choumpfe em stall ? »

〰〰〰

Bek flour Jannet zo er pinsin,
An dud n’ehan da c’hwarzin…
        — Kasit ho koap pelloc’h.
        M’euz ket affer ouzoc’h. —

Petra fell d’ec’h ? An drouk ijin
Doa troet hi fenn e tu gin…
        Oh ! nag a baotrezed
        Er puns vel se kouezet !!


Paotret ar vro zo dimezet
Pa grog ar big e fri Jannet…
        Keuz arog ne vez ket…
        Zod ato vo gwasket.


————





TRAOUIGOU








TRAOUIGOU



An ilioenn lec’h ma zè n’em staget
A gar mervel. Ia, mez, lar d’az mignoun,
Bodennik koant, perag ne roaz ket
Da bokejou kevret gant da galoun ?
— Diwal, na ro, ma faotrik, re vuhan
Pez alies vo kavet re vihan.


N’euz, Breiziz, iez war dost par d’hon ini
Deut, Gallaouet, pere glask bokejou
Evit harpa ho kallek n’he gozni,
Deut ha redit eun tam hor marc’hajou,
Hag a velfot ma c’henbroiz o skuilla,
Leiz dorn, ar pez a c’hoanteed ar muia.


————


An den iaouank reud he gar ha lirzin
(M’an deuz eur wech skoet eeun va zad koz)
N’e ket chalet da weloud ar mintin.
Nag ar c’hez koz da welet dont an noz.
Kousket pe nann, hennez ra huvre aour ;
Ato dihun, heman med chasé paour.


————





PESKETAER








EUR PESKETAER



Fanch ar Berr dre hi hano
(Hirra den zo bet er vro)
Disul, da stang Guik oa èt
Da rei ho c’hoan d’ar pesket

Pe ar buzug a oa fall,
Pe an aotrounez meo dall,
Mouzet, dalc’het marteze
’Neureud benag en de se ;

Vit sur, nikun anezho
Ne re min da zont war dro,
Ma kouskaz mik Fanch ar Berr.
Petra ken ’n oa da ober ?


Na drolla tra oe gwelet
Divesker Fanch astennet
Unan ’n eskopti Kemper,
Hebenn ’n hini Landreger.

Kostez-Nord ha Finister
Zo stag-a-stag dre eur ster
P’hini lies en dour koll
En em stlabe vel eur fol.

Eno, kreiz ar mein bili,
Fanchik vit he izili
Doa kavet eur gwele flour ;
A bep tu rede an dour ;

Hag evel ma laran d’ec’h,
Mar goa he geinik er zec’h,
He hellou noaz a dape
Bro zant Mikel ha zant Bre.


Ker kren roc’h ar pesketaer
Ma tizred ar miliner
Da c’houd piou vlej gousperou
D’he danchet, d’he ziliou.

» Mad awalc’h, me hor goazik…
Berr vo soudenn war Fanchik.
Hep mar braz, pa zihuno
Vo gret d’ez’han he varo. »

Ar miliner lare gwir.
Divoreded Fanch an hirr,
He vuzug oe bet prizet,
He bemp gwialen skubet.

Gant piou, marvad e c’houlfot ?
A me oar ! — Gant a refot,
Mar git war dro ar pesket,
Diwalit mad da gousket.


————





KAERA TRA EUR PAEROUN








KAERA TRA EUR PAEROUN !



Dec’h c’hoaz, eme Gabik, ma stad oa trist kenan.
An holl o doa speret, begou lemm ha lirzin.
Me, ma larienn eur gir, vije gret goap diouzin :
» Sell ar balbouzer-ze… petra c’hoari ganthan ? »

Eun taol avel, setu an traou war an tu gin.
An dud a zer ho bek raktal ma kozean ;
Kement hini a priz kement tra a laran ;
Hirie kaffenn ar mear a du da presta d’in ;


War boez eun neudenn brein me dapfe kalonou ;
Ma taolfen ma chupenn, me rafe burzudou.
An abek ouc’h a ze a n’hen velit hu ket…

Va faeroun — furraden ! — n’oa goret eun tenzor ;
Gant he pok diveza hen ledaz d’he fillor.
Hogen, war an danvez zioan ato speret.


————





MAC’HARIDIK








MAC’HARIDIK



A sonj o c’heuz, Mac’haridik,
Gwechall, e pardoun Poullaouen,
Moamp prenet daou wennegadik
Sivi, ma oe leun da barlenn ?

Bouè, aotrou sant Per, me z’aounik,
N’euz gret meur a dro war hom fenn.
Med hor c’haloun, Mac’haridik,
A nè ket choumet ker laouen ?


A c’halenn me wel ar wezenn
E disheol pehini mistrik
Moamp dibabet hor prenadenn ;

Oh ! mar kerez eul labousik
Eno gano deomp evelhenn :
» Kaloun glann na gosa biken !


————





TI-KEAR








TI-KEAR



Peder voger mein benerez ;
Tregont troatet a bep kostez ;
Eun or moan tu an hanter-noz
Enk vel hini ar baradoz ;

D’an traon, nemed eur skalier men,
Eur c’hao, marteze dek plouzen ;
Hag en nec’h, eun tammik prenest
Dre p’hini seller war zu Brest ;


En pevar c’horn, pevar dourik
Tuergnet e rount gwall flourik,
Gant bonedou en ho daou bek
Vel zouge gwechall ar belek ;

Vit kurunenn peder doenn
A sao reud ha gloruz ho fenn ;
Er fin, eur chiminal huel
Vel ma ze dleet d’eur c’hastel.

Nemed e vé beuzet he skiant,
Nep’n euz galoupet hor bro koant,
Wio michans anaout an Ti,
Ha na lakfenn hi dok d’an i.

Rag sur, etre Brest ha Pariz,
Ne n’euz Ti-Kear, Gwerliskiniz,
Par d’hoc’hini. Lakit evez
Da pez a gelenn ho palez.



Darn gav d’he penoz ar « Prizoun »
Zo feret vit an dud a fesoun
Pere divar benn lost eur c’had
Ve red kas e toull da gouskad.

Pe c’hoaz evit eun denik keaz,
Evet ganthan Foeltr-korf, plas leaz,
’Neuz lezet he veud da gweza,
Lec’h eur pok, war fri Franseza.

Ar gampr mad vit an aotrou mear
Pa vez er vro eun eureud kear,
Pa deu eur marmouz er barroz,
Pa lip he loa eur c’hèzik koz.


Mad evit ar c’huzulierien,
Pa dap krog en he an dersien
Da gagetal war eui lezen,
Pe da fluta eur votadenn.

War an traou ze ger da larad,
Ho dever eo, ze zo anat ;
Ha den leal na wigouro
Pa vezo klasket mad ar vro.



Hogen, re deuz savet an Ti
Wie kaerik — c’houi c’hell kredi —
Peseurt de kemmwerz ho doa c’hoant
D’ober éno gant ho arc’hant.


Me z’aoun, ni oar ive penoz
Rede ar bed en amzer goz.
An danvad kez oa en eun tu,
En egile ar bleizi du.

Marvad ar re man frite koan
Pa groge naoun en kouk an oan !
Ha ma stourme eur blei bennag,
An oan eo re iudal ar strag !

En toul du grene ar bleizik !
Hag er zal gane an evnik !
Ha pa vize tan en oalet
Ez oa vit eurvad an oanet !

Ma welit kleuzet eur c’hranel
E kreiz mogerik pep tourel,
Ar bleizi tener n’hen doa gret
Sur, med vit difenn an oanet !



Ouz da vez, lar deomp, oanik kez,
Hag eur vuez ez oa hounnez !
Ato, ato beza touzet !
Ha c’hoaz goude kaout ar foet !



Ha c’hui brema, p’oc’heuz, paotret,
Paeet kement a wer torret ;
Gant daelou, gant ho c’hoad gwalc’het
Folleziou pennou kurunet,


Ma n’ho c’heuz ket c’hoant adarre
Da gaout mistri war ho c’horre,
Lakit evez d’ar votadenn,
Pe gwezfont gwassoc’h war ho penn !!!

Nep en euz evet a evo.
Nep en euz laeret a lero.
Ar re ho deuz dalc’het ar brid
Verv gant ar froudenn da c’hounid.


————




200,000 LIVR
〰〰〰


AOUR DA ZASTUM
A VEC’H RASTEL








200,000 Livr


AOUR DA ZASTUM A VEC’H RASTEL



Nag abet a glever bemdez oc’h hirvoudi
War billik ar mizer zo kouezet en ho zi
Hag a choum vel peuliou, pa n’ho deuz med plega
Evit rastellad aour leiz ar waz o ruilla !


Eun den mad euz Stirlin, Bro-Skos, lavar deomp ni
An aotrou A. Cadot, zo pastor e Chauni,
O veza skuiz marvad gant he sac’hadou aour,
’Neuz laket en he benn rel eun toullad dar paour.

Pemp mil livr warnugent a ginig d’an hini
Ziskouez dre ar Skritur dléomp pedi Mari :
Gavo en Aviel eul lec’h bennag anat
O lavaroud a c’hell Mari hom sovetad.

Pemp mil livr warnugent e ro d’an den gwirion
Ziskouel er bibl penoz gwin ar gomunion
A dle beza liped gant ar belek hepken
Hag e ve eun dra fall he reï da bep kristen.

Pemp mil livr warnugen d’ar mestr pe d’ar vestrez
Ziskwel en Aviel a oa Per dizemez ;
Pe gavo er Skritur eur verset pehini
Lar eo krak difennet d’ar belek dimezi.


Ann holl a oar hon euz dirag tron an envou
Eun alvocad santel evit hor pec’hejou ;
Pemp mil livr warnugent ginig da nep a c’hall
Diskouez, dre ar Skritur, zo unan benag all.

Ar romaned a dou é bet Per escop Rom.
Arog ma kredo ze eur gir ra braz ezom.
Pemp mil lûr warnugent ganthan zo kiniget
Da neb he ziskwello er Skritur biniget.

Te p’hini a gemer ar pap evit vikel
Jesus-Krist er bed man, diskwell, ma faotr, diskwel
E Testamant Nevez eur gir a lavar ze
Pemp mil lûr warnugent a pezo hep dale.


————


Birviken ne z’oun bet gwal dechet d’ar fortun,
Rag anez n’em bije lezet tro da nikun
Da redeg an hini zo kinniget ama
Ha da eun tam begek gousto nebeud a dra.


————


Hag a dud, va Doue, zirollo da c’hoarzin
P’arruo deiz ar pae e palez paotr Stirlin !
Eno vo jabadao entre an azenet
O c’houlen ar butun gavfont bout gouneet.

Mez heman sioulik ker, hep mar a lavaro :
« Mantret oun d’ho lezel da vont gwennik en dro
Va dinerou zo mad, med ho c’hoari zo fall
Pa po c’hoant da c’hounid, klaskit kentoc’h eun dall. »


————





AR C’HIZ








AR C’HIZ



Eur goumer n’en deo hi farez
Eo ar C’hiz. D’an holl é mestrez.
Pe hi vo koant, pe divalo,
Ar bed a lak da vont en dro.

Ker en deuz beza iskiz, skei
Evel eun dall a biou, a glei,
Mar gra van da c’houeza he fri
Flip, zodik kez ra evelthi.


E pep seurt renk tut va c’houmer ;
Pesketa ra er seminer ;
Ouzpenn eur Vari-Madalenn
Grog sioul e bek he gwialenn.

Prezeger goude hen beza
Daounet, n’euz mall d’hen briata ;
Itrounezet, dimezellet
War hi lerc’h dreist holl ve gwelet.

Setu aman, evit diskouez,
Giziou deuz renet en hon touez.
Ervez doare ar Vretounet,
D’ec’h ar primot, itrounezet.

Gwechall, bleo Margot kribet flour
Dalveze brao da vellezour.
Nemed pakadou stoup brema
Na welomp war penn ar goanta.


Eun tok a dri skoet, en he bez,
Pente gwechall eur farodez.
Gant tri c’hant lur plun, eun tamm sei,
En em goef hirie, — Ia, gav d’ehi !

War hi dammik tok, Margodik
A stag eur c’huil, eur penglaouik,
Eur c’haouenn… Oh ! bezit didrous…
Warc’hoaz e welfot eur marmous !

Eun amzer, ar c’hrinolinou
Roe bec’h d’an taboulinou ;
Gant ho c’helc’hiou, gant ho c’hroc’henn
Vije pentet ar verc’hodenn.

Gret he reuz gand ar c’hrinolin,
Ar C’hiz dro ar c’har en tu gin :
Margot blij d’ehi beza gwasket,
He lostenn outhi zo peget.


Hirie, va zud, piou oar petra
Zoug Margot war hi… feadra ?
Darn a lavar eur zac’h biniou,
Darn all eur bern c’huizigellou.

Pa n’ouzomp netra zur war ze,
Gwelloc’h ve tewel marteze
Ha reï ar foet d’an aotrounez
Vit distaga ar wirionez.


————





KONIRI








KONIRI



E pardoun-Fask Koniri
Pephini dap he hini.
Pegen seder ve Plougras
Hag ar zant kalz muioc’h c’hoaz
N’eur welet war he dachenn
Ar iaouankiz ker laouen !


Ar werc’hezet ouz ar vro,
Diou a ter leo diwar dro,
Deu kalounek da bedi
Koniri d’ho zimezi.
Ar baotred c’houi am c’hredo
Skanv ho zroad a red eno.


————


Med, va lezit da gounta
Pez a c’hwarvezaz eur bloa.
Eur flipadenn zo aboue
Ha pell zo gwintet va loue ;
Rag se ta va historik
Ne reio poan d’ar c’hézik.


————


Fanch Begek en doa prenet
Eur vantel. Meurs tremenet
N’hen doa c’hoaz kavet an tu
Da reï avel d’hi bleo du,
P’arruaz ar Zant kenta
Ouz an armel d’he denna.


————


Koniri, ervez he giz,
En enor d’ar iaouankiz,
’Neuz pedet an heol d’he c’hoel
Hag heman, evit diskwel
Ra he vad plijout d’ar Zant,
Strink d’ezhan he zellou koant.


————


Pardounerien a glever
En em glemm ouz an domder
Lod zoken a gemer drouk.
He vantel hirr war he chouk,
Fanch ia digor he c’hinou,
Neur rodal vel eun aotrou.


————


Ann dour a ruil war he vek ;
Ha ! gant-se ’man va Begek !
Ar merc’hedou o tremen
A zistag eur c’hwarzadenn…
Va loue gred en he galoun
E ar maout barz ar pardoun !


————


En hent : « Penoz m’oud distro…
Hep mestrez, goullo, goullo ? »
— Oh ! me Fanch, flour he lagad,
Ne wien pelec’h lammad…
Re sammet a vijen bet
Gant re deuz va c’houlennet…


————





ENOR








ENOR



Enor d’hor zoudardet da d’hon martolodet
A ia ker kalounek beteg ar broiou pell
Da ziskouez d’ar bed holl e ouzont c’hoaz mervel
Evit ar Franz. D’hi c’hlem ? « Va hano ker brudet

Zo bet saotret e Chin ; hen netaad a zo ret »,
Hi bugale raktal deuz kroget ’nhe baniel
Hag en hen dougen soun laront a vouez huel :
» Ra vezo da viken doujet hor Mam karet ! »


Va Breiz-Izel, te c’heuz kaset da lodenn vad
Enep an torfetour vit hen pigosad stard.
Oh ! diouzit en deo sonj ar rouanez trubard,

Ha dre holl adarre vo meulet ar Breizad.
Gounezet an Tonkin, gant lorc’h ni a gano :
Enor dec’houi breudeur, hon deuz venjet eno !


————





TAOLENN







TAOLENN
————


pages

 19
 37
 47
 81
 95
 99
 113
 129
 135
 143