En Bro Dreger a-dreuz parkou


En Bro Dreger

A dreuz parkou
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————
KENTSKRID

An notennou-man a zo bet skrivet wardro ar bloavez 1900. Bet int moulet en galleg war Le Clocher Breton, bloaveziou 1910-1911. Ar gelaouenn kembraeg Cymru he deus roet dioute goude eun droidigez, graet gant ar Barz Thomas Matthews a Llandebie.

Evel m’emaint, an notennou-man a zispleg buezegez pobl Tregor e pad eur vunuten ekreiz e vuez milvedel hag en askont da ze e fell din c’hoaz embann anê en brezhonek…

Mar am bije bet d’o skriva hirie, am bije souzet dirak al labour-ze. Kement a gemm a zo deut er giziou, en neuz ar vuez, er sperejou e pad ar brezel bras ha goude ar brezel, ken em bije kollet kalon !…

Kement a heug am befe breman o sevel notennou nevez war vuezegez ma c’henvroiz, evel am boa a blijadur o skrivan ar re a zo aman. Ma fobl, siwaz ! a ankouez hag a zinac’h e amzer dremenet !

Anavezout a ran c’hoaz va bro ginidik, he henchou treuz, he aochou, he oabl, hogen n’anavezan ken he fobl gouërien. Gwelout ar c’hemmou-man a ra poan din. Marteze ez oun poellek, marteze ez oun diboell. Darn a lavar ez a an traou evit ar gwella er c’haëra Breiz. Hag int a zo furoc’h evidon. Hervez Gwiklan : « Pez a dle beza a vezo !  »

Pleubian 1927.
Y.B.
————


Distroet d’ar vro lec’h m’ez oun ganet, goude eun ezvezans a ugent vloa hag ouspenn, nag a gemmadennou am beus kavet enhi ! Kemmadennou er c’hiziou ! Kemmadennou en darempredou etre ar geveillen hag etre ar c’herent ! Kemmadennou er mennadennou ! Hogen, petra a lavarfe hon tadou koz mar tigouezfe d’eze dihuni raktal en hon touez ? Anavezout e rafent ahanomp, koulskoude, evel ma anavezis va-unan va henaourien, ha va c’hoz kendiskiblien, ha beteg o bugale, zoken, ganet e pad va ezvezans hir. Rak, kaer zo lavarout, an damgemmadennoù en em led muioc’h dre war c’horre eget dre zindan. Dibuna reomp evel o deus dibunet hon henaouerien ha n’ez eus ket lec’h da c’houlenn diganimp eur stabilded ha ne vez-hi kavet neblec’h endro d’imp. E gwirionez, mar ez eus ul lec’h bennak e pehini e weler kemmaduriou doun er c’hiz beva diwar ar maez, beza ez eus meur a lec’h-all e pere ar bobl werin he deus miret holl hengouniou ar Ouenn.


1. — An Tiegezio

E meur a diad, an tadiou a gafe c’hoaz, en e lec’h, ar gwele-kloz elec’h ma oaint ganet. Lavarout e rafent ar beden noz gant tud an ti evel en o beo. Kavout e rafent c’hoazh o loa goat e mesk ar re-all ebars al listrier, a-uz d’an daol. Kement, ma a ra d’in me kaout koun diouz al listrier a oa e ti va mamm-goz, hag ken ken koant, kizellet ha dantelezet. Herie, me a rofe kals a arc’hant evit ken kaout d’in-me. Ar c’hig sal, ar bevin saëson, ar bloneg evit larda ar zouben, a zo bepred istribilhet ouz ar sourinou e-giz gwechall. Ar mestrou hag ar servijourien a ya d’azeza bepred ouz hevelep taol da zinbri ar yod kerc’h d’ar beure, ar yod ed-du da greizteiz, hag ar patatez, gant kig sal, d’an noz. Kaoter ar yod a vez bepred e kreiz an daol war eun dorchen uc’hel ha pep hini a dremp e loaïad en toull an amann. Ar c’hiz-ma a zo amzeread er broïou a vevidigez c’hlan.

Merc’hed yaouank ar vererien a loden bepred o gwele gant ar vatez hag ar baotred yaouank a ra kement all gant ar mevel. Setu eno c’hoaz dilerc’hiou diouz ar vreurëlez a stage gwechall ar mestrou hag ar servijourien. An darnvuia diouz hon gweleou-kloz o deus kemeret hent ar c’haeriou bras ; hogen beza ez eus c’hoaz meur a hini war ar maeziou ; gweleou-kloz ebars an daoliou bras da zibri. Ar re-ma a zo eun dudi evit ar vugaligou.


2. — Lec’h ma vezo gwelet labour douar an ed-du o vont da goll.

Bep sadorn goude kreisteiz e vez graet bepred eur bern bras a grampouez evit koan an deiz-se hag evit koan ar sul, rak ar sul da noz n’ez eus eur ebet evit an dud a zo war vale, evit dond d’o c’hoan ha pep hini a dle gouzout pelec’h e kavo ar bern krampouez hag e skudellad laez kaouled.

E Bro Lannuon ar c’hrampouez a ra eul loden vras eus bevans ar bobl gouerien. Eno oberiadur ar c’hrampouez n’ez eo ket eur c’hoariaden evit ar vatez-tiegez, rak red ez eo d’ezhi labourat war ziou gleurc’h (billigou) war eun-dro. Klevout a ris, n’eus ket pell, e oa labour douar an ed-du o vont war an argoll ebars ar vro abalamour a zinac’he ar vitizien aoza Krampoez ar Sunvez.

Argoulen e reont a vezo divizet war o gobr tremen hep ober krampouez ha setu ar bec’h o koueza war ar wreg ; a nez da ze ez eo red tremen hep krampouez. Hogen e Bro Lannuon ar pred kenta, e pad ar sun, a oa souben grampouez. Eur gelaouen vrezonek a vennege kement-se n’euz ket pell hag en em ziskoueze nec’het war ar poent-ma ; ober a re eur c’halvaden d’an ijinererien evit sevel eur mekanik d’ober krampouez. Ac’hanta perag ne vefe ket graet ? Setu aze eur mennoz ha ne vije ket deut d’hon mammou koz. Ar vitizien en o amzer n’o devoa ket a vleo e pal o dorn ha n’o devoa ket aoun da suilla kroc’hen o dremm. Mestrezed an ti int o-unan a oueze poania, d’an ezom, gwelet am eus va mamm, pa oan bian, oc’h ober krampouez epad eun hanter dervez gant diou gleurc’h kazi ken ledan hag eur rod-karr, war eun tan lann. He rozel hag he sklinsen a re marz. Hogen na oa ken eno nemet eur c’hoari. Red e vije bet gwelout kement en amzer he yaouankiz e ti he zud.

Va zud kez a oa mererien en Ankannaff-Izella en Pleuvian. An ti a oa eur c’hoz maner gant tourigou, en benerez, gant prenechou kroazet e-mein ; ar c’hrinioliou a oa bras, uhel divent ha va flijadur a oa redek ennê pa oan bugel. Rac’het eo bet ar maner-man, a-rêz an douar gant an aotrou, evit kaout nebeutoc’h a zispignou digoll. Ha setu en deus adsavet lojeiz gant ar mein stlabezet. Diaez eo brema gouzout pelec’h e-man lojeiz an dud ha pelec’h e man lojeiz al loened.


3. — Aman e weler eun danvez tan talvoudus

Beza a oa e grinioliou divent ar c’hoz maner-ze berniou levriou paper ha parchimin. Gwelet am eus ar peurrest dioutê. Bep sadorn e vije diskennet briadou eus ar paperou-se-ha moarvat e oa en o mesk, meur a skrid a dalvoudegez. — Setu aze an danvez-tan evit poaza ar c’hrampouez. Bremazounn em bije roet ker evit al listrier, pegement ne rofen ket-me brema evit an tenzoriou losket bep sadorn en Ankannaff ? Va mamm hi hec’h-unan, dall d’an amzer-se war an droug graet ganthi he deus bet keuz divezatoc’h, rak deut a oa da veza eul lennerez aketus ha stag ouz korigellou Breiz-Izel. Siwaz ! d’ar c’houlz ma oa oc’h ober krampouez en Ankannaff, he c’harantez evit al levrou ne oa ket c’hoaz ganet.

Bezomp sonj ne oa ket en An Kannaff hepken e vije graet leskidigeziou e c’hiz-se. Hevelep tra e Trezel, e Pennkrec’h. er Rugellou, e Kervajan, e Kervoda ha dre-holl. Va moereb Senta, c’hoar d’am mam, deus meur a wech komzet d’in diouz kals a levrou hag a zornskridou brezonek gwelet ganthi er c’hoz maner hanvet ar Rujellou, e Pleuvian. Komzet he deus d’in diouz eur vuez a Adam hag Eva eur barzoneg brezonek, diouz eun droïdigez eus ar Bibl ha diouz eur Vuez Sant Erwan, eur barzoneg ive. An hini en devoa troet ar Bibl, emezi, a dle beza eun den meurbet lennek.

Ia ! red eo d’in kaout keuz mar n’ez eo ket bet ijinet abred awalc’h ar mekanik d’ober krampouez. Mar bije bet o labourat d’amzer ar Reveulzi vraz, pegen pinvidik e vije breman al Leordier brezonek ! Ha setu petore darempredou tanus, a zo bet e Breiz, gwechall, etre an dornskridou koz hag ar c’hrampouez ed-du.


4. — Ar Mammennou dour

Pez a zo choumet hep kemm en hon bro ez eo galloud burzudus ar mammennou. Ar feunteuniou a zo bepred en doujans. Azeulerez ar feunteuniou a zeu eus a bell amzer. Daoust ha kollet a vezo pa vezo distrujet pe gant an den, pe gant an oad, ar chapellou a oe savet en amzer goz e kichen d’eur zant koz bennak dishanvezet breman mui ouz mui ha dilezet. Ar chapellou a gouez tamm ha tamm hag o revinou a zo stlabezet. Den ebet, na zoken ar veleien, — ha koulskoude piou a dleje welloc’h o difenn ? — den ebet ne sonj o saveteï.

An holl mammennou-se a zeblant, pe dre wir pe dre c’haou, kaout c’hoaz, pep hini he galloud ha mat e vefe, keit hag e man ar c’houlz, merka doareou pep hini. Rei a ran ar c’huzuilh d’am c’henvroiz, d’ar re a gar hon hengoniou da gutuil kement doare a zeufe d’eze divar benn mammennou marzus hon Breiz koz. Gallout a rafont renka o enklask dindan an hano : « Galloudegez mammennou Breiz. »

— Da bep droug e louzou hag e wellaer — Ar Sent n’o devoa ket, int hepken, ar galloud da wellaat : An noblans, pe o diskennidi, o devoa ive ar galloud-man. An holl a lavaro d’ach ez eo gwellaet ar remmou gant eun Trogoff, pe eur Pluskellek, pe eur C’herangouez pe eur Maezgwenn pe eur C’haerleon, pa raïo unan diouz ar re-man war ar gouli eur zakradur, e zin ar groaz, gant e skeup.


5. — Droug ar Roue

Ar roue Fransez kenta en devoa ive an hevelep galloud, o wellaat Droug Sant Kadou (pe droug ar Roue) e Bro-C’hall hag en tu all d’ar Pireneou. Siwaz ! ar paour kez ! perag n’hallas ket gwellaat d’ean e-unan ! Daoust hag hen ne roas ket e hano da Zroug ar Roue ?


6. — An terziennou

Ar relegennerien bet impliet gant an noblans a zo mat tre evit gwellaat an terziennou.

Eun olifanten (eur vedalen olifant), tammig eus lorc’h an amzer goz, a zo mat evit gwellaat languiz ar vugaligou pa vez lakaet war o bruched.

An itrou vad arru en ti
Ha bennoz Doue ’zo ganti.
Eun olifanten ’n he c’herc’hen
Evit gwellaat an derzien.
Evit gwalgas droug an toc’hor
Ha rei d’ar yec’hed mad digor.

Pedet he deus gant he c’halon
Ha graet he deus eun orezon.

Gwellaet a vez c’hoaz an derzien en eur lakaat war vruched ar c’hlanvour, eur sac’hig hag ennan eun tammik douar kemeret e bez Sant Koneri a Blouvouskan. Red ez eo distrei an douar ze da vez ar Sant, d’ar c’henta beaj. Hag evelse e c’heller lavarout hep mar en eus graet douar bez Sant Konery meur a wech tro ar Bed, dindan jeleten stamm martoloded Bro Dreger.

Eun taol terzien a ya kuit raktal mar ouzer rei an urz-man gant mestroniez.

Pellaet elemant
Aërouant,
Redet e maez ar gwaziou
Diskennet dre ar bouellou.

Euz gor a vez gwellaet en eur lavarout heb alani :

Ar Voerb he devoa nao merc’h
Hag o nao e oaint gwerc’h ;
Eus a nao e teujont da eiz,
Eus a eiz da seiz,
Eus a seiz da c’houec’h
Eus a c’houec’h da bemp
Eus a bemp da beder,
Eus a beder da deir
Eus a deir da ziou,
Eus a ziou da unan.

Hag evelse e vez dalc’het. Ar c’hlanvour a van kousket, hag azalek ma’z eo kousket, an itron Moerb a ya kwit ; kals a dud a wellaa c’hoaz ar gôriou e c’hiz-se, marc’had-mat.


7. — An darvoedennou koll gwad

Eun darvoeden a vez gwellaet en eur lavarout nao gwech heb alani :

Trede darvoed, darvoed, tec’h
Kers ’ta breman en da lec’h
Treuz nao mor ha nao mene
Ha nao gwiaden gelve
Eno ’kavi da wele.

Setu aman an oraizon evit ar c’hollou goad :

Tri mab baleant,
O zri o vont dre an hent
Ha Jesus-Krist, gantê kroazet,
En deus digantê goulennet :
— O ’vont pelec’h ez oc’h paotred ?
— Da liorzig an Olived
Da glask louzou evit gwellaat

Hon breur a zo bet mac’hagnet.
— Chomet, me am eus ar remed :
Laret pemp pater, pemp ave
Graet sin ar groaz ’raog ha goude
Setu aze ar gwir remed
Ha gantan ’vezo gwellaet.


8. — Goanac’hen…

An orezonou a zeu a benn diouz an holl drougou ha zoken diouz goanac’hen (stérilité) ar merc’hed. An deiz a hirio e reder pell en pirc’hirinach d’eur santual bennak. Mont a rer hep aoun bete Lourdes. Aman n’ez eus ket ezom da vont ken pell ; mont a rez d’an Itron Varia a Gelou Mad e Lanmodez. Laret e vez : E ti hen-ha-hen az eus « keloumad » evit displega e man ar wreg evit beza mamm.


9. — Ar c’hezeg

Pirc’hirinach ! Petore parrez n’en deus ket hec’h hini ? Sant Eler Louargat a vez pedet evit rei berz d’ar c’hezeg ha dreist-holl d’an ebeulezed. Mont a rer eno eus pep korn-bro en eur zougen eun houarn marc’h.


10. — Ar moc’h

Sant Anton (Saranton) Pleuvian a zo bepred brudet mad evit ar Sikour a ro d’al loened. Hogen pedet a vez dreist-holl evit kaout gwizadou mad a voc’h munud. Moarvat Saranton a zo kirieg mar ez eo ken mad da zibri kig moc’h hon bro. En askont da ze ra vezo meulet !


11. — Enep d’al loened bulumus

Enez Modez, e kichen Enez Briad, he deus eun douar gwirdreist. Herve an hengoun, Sant Modez a zifennas ouz an holl loened bulumus dont da choum war e enezen. Aman e teuer da gerc’hat douar beniget hag e vez slabezet dre ar c’hrevier evit mirout al loened donv diouz al loened fall. Douar Enez Modez a zo eun douar sabronek.

Beza ez eus koulskoude douarou frouezus ebarz an enezen-man : gwelet am eus eno avalou-douar ha kaol bras divent. Beza ez eus eno eur punz hag e vez an dourennan atao uhelloc’h eget gourlan ar mor. Diouz Enez Modez e tisklaerier Mene Brê. An hengoun a lavar kement-man : Pa oa Modez o sevel e di-pedi, Sant Herve a zave e hini war vene Brê. Gallout e rent en em welout ha zoken komz an eil gant egile. Kaëroc’h c’hoaz, n’o devoa nemet eur morzol hag a skoent heman an eil d’egile a dreuz d’an aër. Beza ez eus daouzeg leo bennag etre an daou lec’h.

Eur pardon a vez bep bloa en Enezen Modez. Mont e rer di pe en bagevel da Enez Lesbron e Plouvouskan, da bardon Sant Koneri — pe war droad, pa vez izel ar mor, an dour awechou beteg ar gazel, — pe war varc’h. Neuze e vez eur genstriverez etre ar varc’hegerien.

Beza ez eus tud e Lann-ar-Roz Pleuvian, greg ar Mareg dreist oll, hag a lavar o deus gwelet eun Aërouantmor keit hag ez eus a hed etre o Gourenez hag Enez Modez. Al loen-ze na vez gwelet nemet pa vez ar mor en traon.

(Da heuil.)

En Bro Dreger
A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————
12. — An daoulagad

Feunteun Sant Yann en Pleuvian, a zo darempredet evit yac’haat an daoulagad. Hogen red eo d’in asanti n’ez eus ket eul lec’h all ken brudet hag an Itron Varia ar Sklerder evit klenvejou an daoulagad.


13. — Drougou heugus

Sant Bleiz ha Santez Klara e Pontreo a wella ar wagrennou ha droug ar Roue, ar c’haledennou-Kig hag ar Goriou. Hogen ’meus aoun n’ez eus ket heuilhet mad o azeulerez rak kals a dud, klanv gant an drougou-man e weler dreist-oll demdost d’an aod. Moarvat ar c’hlevejou-se a vez dastumet gant an dud a vor pa zigouez d’eze mont d’ar broiou pell da aberzi da zoueezed ar Baganed ! Gwalleur d’eze. An dour eus feunteun Santez Klara a zo mad tre evit poaza ar palastrou.


14. — Ar chas klanv

Enezennig Gweltas, pe Yeltrans, e Penvenan, he deus ive eur feunteun vurzudus hag a wellae diouz dantaden ar c’hi klanv araog ma oa ganet Pasteur hag araog savet e Glanvdi. Ar bara beniget deiz ar Pardon e chapel Sant Weltas ne deu ket da louedi ; an hini a zoug eun tam bara beniget eno ne ves ket dantet gant ar chas-klanv.


15. — Ar vouzarded

Ar vouzarded e vez gwellaet e Plouha gant Santez Eugenia. N’ez eus netra welloc’h eget eur strinkaden dour diouz he leunteun en skouarn eur bouzar.

16. — Ar seizadur hag ar remm

An Drinded e Pleraneg a wella droug an ourlou, ar Seizadur hag ar remm. Ar feunteun vurzudus a zo wir ribl ar mor, hag he dour a ro he vertuziou d’ar bili a zo war-dro. N’ez eus nemet birvi ar bili-man ebarz an dour evit ar c’hibelladuriou.


17. — Kenta Santual kristen ar vro

E Planiel ez eus eul lech a birc’hirinach hag a zo brudet dreist : Ar Goz Iliz. Ar birc’hirined a zee eno e pep kouls eus ar bloa. An Itron Varia Goz-Iliz a zo gwaredourez d’an dud a vor. Nos diaraog ar Pardon ar vordeidi pe ar re a zeu evitê en em zastum eus a bep tu hag a ya da gampi endro d’an iliz e kreiz eur c’hoat bian. Setu ama an treuzlavar diwar-benn ar Goz Iliz :

Sant Modez a oa a prezeg, eun devez, war bleg mor Kamarl (war ar pleg-mor-se e man ar Goz Iliz). An aotrou hag e diegez a zeuas d’hen chilaou. Unan eus bugale an aotrou o tastum bleuniou a rampaz hag a gouezaz er mor. E dad a redaz evit hen savetei. O daou e oant o vont da veza beuet pa zeuas sonj da wreg an aotrou da bedi ar galloudou azeulet gante. Sant Modez a zellaz oute, hag a lavaraz : « Pedet kentoc’h an Doue a brezegan d’ac’h rak me hen lavar : hen hepken eo ar gwir Doue ».

An Itron a zentaz ouz Modez hag an tad hag ar bugel’ a zouaraz mad. Ar burzud-man a c’honezaz douarou Planiel hag al loden a Vro Dreger hanvet ar Gourenez, da laret eo ar Vroïg a zo riblet gant Aochou an Treo hag ar Jodi. Eun iliz a oa zavet e Kamarl ; kement ma a c’hoarvezaz er Vd kantved pa oa c’hoaz drouized er vro. An iliz-man a oe an hini gentan goestlet da Zoue ar Gristenien e Bro Dreger. Ar chapel a zo bepred en he zav hag ar re a oa eno kent a zo bet ilizou parrez araog ma oa zavet bourk Planiel.


18. — Klenvejou ar c’hroc’hen

Sant Loranz en devoa gwechall eur chapel e Pleuvian. Hogen kouezet a oa warbenn ma oan ganet. Koulskoude an dud en em vode c’hoaz war c’hlazen ar chapel deiz ar Pardon. Sant Loranz a wellae ar gal. Marteze a oe dilezet abred e santual abalamour ma oa nebeut a dud er vro gant an droug-se. Bepred e vez eun tamnig pardon e Sant Lorans. Gwelout e rer war al lanneg eur roc’hel hag a zo enni merk eur c’horf den : korf zant Loranz. An dud galus en em astenne ebars an arouden-se evit gwellaat.

E parrez Tremeven e ma Santez Radagonda hag a wellaa an darvoeden, hag klevejou all ar c’hroc’hen.

19. — Ar Feunteniou burzudus

A belec’h ez eo savet azeulerez ar Feunteniou ? Moarvat ez eo kosoc’h eget diazezidigez ar Gristeniez. Daoust hag eur vertuz bennag dreist-holl a oa e pep hini dious ar vammennou ? Perag’ta ne vefe ket ? Ar ouizieien goz a c’helle beza taolet evez war gement-se koulz hag a hellfe ober ar ouizieien a herie. Brema hon deus ive mammennoù brudet a c’hiz nevez, mammennou evit Rouane an Arc’hant hag an Ijinerez, lec’h ma ya an dud a blijadur, teuzet gant an dirolladuriou, da demzi bep bloa o nerz kollet. Pep tra ne ra nemet azderaoui.

Pa zeuaz ar feiz Kristen da vleunia war an douar keltiek, Ebestel ar feiz nevez, urzet a hend-all gant Pab Rom, ne gavchont netra well eget lakaat ar feunteuniou vurzudus, koulz hag an holl lec’hiou kenzakret, dindan beli ar werc’hez Vari hag ar Sent. Ar Groaz a oe gwinket war ar Menhir ; eur Santual, eur peniti, a c’houlouaz gant o skeud sioul pep feunteun, gwellaet c’hoaz er c’hiz-se, n’eo ket gwir ?

An dud estren e Breiz a ra goap diouz feiz ar Vretoned ha diouz o loustoni. Penaoz ta ? ar Vretoned a ia da eva dour er vammennou lec’h ma walc’hont o zreid hag o gouliou ? Ec’h ! Tavet, skoueriou a netadur ! Pep feuteun vurzudus he devoa eun aozadur d’ezi hec’h-unan. Beza he devoa he mammen ha ne oa saotreet gant netra na gant den. He feur-leun-barr a ruilhe dre eur c’hann benerez bete lec’h ma vije dastumet an dour da eva. Ac’hane an dour en em daole en eur veol benerez mad evit an emwalc’hadur, ha lec’h ma en em adnevezae dalc’hmad. Ac’hane a c’he da garga ar gwajou eogi evit al lin hag ar c’hanab ; hag ar peur-leun en em golle dre ar prajou pe a rede d’ar mor.

Pa fell da Vreïziz eva dour, int a blij d’eze evel d’ac’h, Pariziz, dour skler...

Anavezet am eus em yaouankiz santualiou maeziek e lec’hiou dudius. Eur c’hoadik dero tenval a guze eur chapel venerez touskanet ; diouz troad he moger a ruillie eur vammen skler vel strink, pehini a rede da vaga gwajou da ganna ha da eogi ; ha goude-ze a ruzelenne dre henchou doun evel torr-gougou, beteg an aod, lec’h ma zigore ar wel war an ec’honder divent. Herie an deiz, an darvuia euz ar chapellou a zo kouezet. Lec’h am beus-me gwelet holl dud ar c’hanton o tont da bedi e kerz lidou kaër ar pardoniou, ar vugaligou ne welont ken nemet berniou mein hag a ya, tamik-ha-tamik da garga an henchou pe da vogeria ar parkeier. Ar personed, a hend-all, n’o deus graët netra evit mirout ar santualiou bian-man. Unan aneze en deus diskleriet-ze d’in. Heman en deus dastumet en e iliz parrez ar Sent koz digingl e koat dero a dalvoudegez vraz evit ar mibilier hag evit ar c’hristen, marteze meur a hini a zo bet troket evit Sent plastr hep talvoudegez.

N’eo ket d’in da zellout piz ouz abegou ar politik relijius-man : lavaret e vefe ne zell ket-ze ac’hanoun. Koulskoude pa’n em lakaan da zellout an traou en eur stum dishenvel diouz hini va person, ne hallan ket tremen hep beza keuziet. Buez ar vro he deus kollet adarre kals diouz he c’haërder, kals dious he uhel-ratoz ha diouz hec’h eurvad. Me gred e vefe hon zud koz a du ganin war gement-man, hint hag a oueze digemer ken brao, o nizien hag o bugale-vian e deiziou ar Pardon. O ineou a zeu da gantreal ha da glemm endro’ d’al lec’hiou lec’h o devoa bet, evel kristenien, hag evel kerent, kement a levenez !

Miret am beus eur c’houn dreist-holl diouz peniti Itron-Varia Brestan e Pleuvian, va farrez. Heman a zo unan diouz al lec’hiou braoa ha sioula anavezet ganin. Ma mam ha ma zad o deus kaset ac’hanoun eno alies en askont d’an darvoud c’hoarvezet ganin em c’hentan oad.


20. — Ar vugale c’hoantaet

Mar ac’h eus taolet evez, ar vugale vian a vez awechou skoet gant eur seurt klenved languis da behini ne weler abeg ebet.

Ar bugelik a zeu da goaza dindan ho lagad ; ne c’houlen ken en em vaga ; pellaat a ra diouz bronn e vamm, n’ez eus netra ken evit hen didui ; ha setu-han o vervel evel eur c’hleuzeur hep ioul. Heman’ zo eur bugel « c’hoantaet ». Nebeut a vugale a zistro d’ar vuez goude beza bet skoet gant an droug kevrinek-se.

Me ma-unan a on « c’hoantaet » pa oen en oad zaou viz. Ne oe ket dre ioul fall den ebet. An hini am c’hoanteaz a oa eur goziadez vad a bleustre an ti, he hano Marjann ar C’hardinal. Miret am eus ar c’houn diouti kaër am boa beza c’hoaz iaouank da goulz he maro. Alies am eus tremenet meur a eur ganti en he zi soul, — me gomz dac’h diouz divezatoc’h, ze’ zo skler — pa dremene hec’h amzer o tidillia kanab.

Diwallet da sellout ouz eur bugrl ha da lavarout : « Pebez bugel koant ! » hep lavarout raktal goude « Doue d’hen benigo ! » A nez se c’houi o peus graët eur « bugel c’hoantaet ». Da c’hras Doue, eur wrac’hig koz all, amezegez an ti, ive, a ziskuilhas al louzou d’am mam glac’haret. Al louzou-ze a zo anavezet dindan an hano a « louzaouen an diwarizi ». Kutuilhet a vez e Sant Nikolas, Tredarzek, pe e Brestan, Pleuvian.

Setu eta e oa laket d’in em c’herc’hen eun dro-goug graët gant an louzaouen-ze, keit ha ma oe laket a ispill eur boked all, dindan mantel ar chiminal. Ha setu argaset ar strobinel. Keit ha ma vez klanv ar bugel dindan droug ar warizi ne zeblant kaout poan, hogen e zaoulagad a zeu da vouga, kredi rafec’h en deus c’hoant da vervel. Ne ra van ebet diouz an ton, ne weler war e zremm na c’hoarz na daëlou.

Me a choumaz e stad-se epad deg devez. Ma mamm he devoa miret ar spi da weld ac’hanon o wellaat, hag en askont da ze he devoa kemeret eur vagaden all evit stourm ouz he laez da heska.

E pad nao devez e tougas ac’hanon da chapel Brestan. Ober e re d’in pokat d’an oan a oa kizellet war ziaraog au aoter. Enaouï a re eur gantel goar dirag Itron-Varia Brestan, displega re e chapeled ha roï a re he frof. Goude a ye d’ar feunteun vurzudus hag o tigerri d’in va genou, a re d’in louka dour fresk-beo ar vammenn…

Goude va faredigez ma mamm, ken lies gwech ma wele unan bennak o sellout ouzin, ne dremene nepred hep lavarout, enni hec’h-unan : Doue d’hen benigo !

Beza hon devoa kerent o telc’hel eur vereuri e kichen chapel Brestan hag en askont da ze hon devoa alies an digare da zont d’ar chapel. Ha me a c’houlenne bep tro mont da bokat d’an oan. Evelse ec’h arruis beteg an oad e pehini e teu ar c’houn da enem stabila. Herie a welan c’hoaz gant teneridigez, e dounder va memor, chapelik Brestan gant he liorzik tenval gant ar gwer glas hag an oan engravet ouz an aoter ha koulskoude n’ez onn ket bet e Brestan aboue an oad a bemp pe c’houec’h vloa.

Ma zad a oa helao meurbet, donezonet evit tresa ha garani, kaër en devoa beza dizesk — ne oueze ket eur ger gallek. — Graet en deus bet meur a Sant koat hag hon daou a gasemp anezê war aoter Brestan. Pegement a rofen herie evit kaout unan diouz ar skeudennou-ze ! Petra’ zo c’hoarvezet dioute ? Meur a ober a vrasoc’h talvoudegez a zo bet, siwaz ! troket hep mez !


21. — Ar Strobinellou : ar gouest

Mar ez oun bet « c’hoantaet » em bugaleach, me gred ez oun bet ive « gouestet » em oad a zen. An hano Goaster a zo ledet e meur a barrez er vro : en Treger hag en Goëlo. Chapel Sant Erwan ar Wirionez e parrez Tredarzek, e tu deou d’ar Jeodi dirak kaer Landreger, a zo bet meurbet darempredet gant ar wasterien. Ar chapel-man a oa c’hoaz en he zav pa oan e skol e kloerdi Landreger. War ma hent e oa pa’ zigoueze d’in distrei d’ar gaer evit an Amzer-Vak. Ranelli a re ac’hanonn, rak klevet an boa meur a dam komz kevrinus diwar he fenn.

Gallout e rer gouesta al loened kouls hag an dud. Eur vuoc’h gouestet ne ro ken a laez. Arriet a zo bet ganin va-unan, e bloavez 1901, e pad ma zouen bet o telc’hel eur vereuri e Pleuvian, prena eun ounner hag a dremene evit beza bet gouestet. An hini he devoa gwerzet anezi d’in a oa eur vaouez kazet gant an holl. An ounner ne denne well ebet diouz he boed hag a oe red d’in hi laza. Red eo d’in lavarout eun draig ouspenn. An deiz a varvaz ar plac’h a werzaz anezi d’in-me, e oe gwelet eun naer, hir divent, o treuzi an hent dirak he zi. An dud a redaz war he lerc’h gant ferc’hier hep gallout he zapout. An amezeien a lare a oa aet ene ar vaouez e korf ar wiber-ze. Chapel Sant Erwan ar Wirionez a vije alc’houet bemnoz. Hogen kement se ne oa ket evit trubuilha ar gouestourien.

O strobinellou a helle beza graët diouz an diavaez mar oa eun toul bennak ebars an nor, pe eur weren dorret war ar prenestr. Hogen biskoaz dor ne oe muioc’h treuzet eget homan. Setu aman penaoz en em gemeret evit gouesta. Ar gouester e vije gantan tri damm bara hag eur pez a zaou liard, merket warnan eur groaz ; taol e re anezê er chapel o lavarout : « Hen-ha-henn a zo kazet ganin. Sant Erwan ar Wirionez gret d’ezan mervel, — pe, grët d’an koll ar gweled, pe ezel pe ezel — rak me hen tou, hennez zo kablus em c’hever ; gret droug d’an pe droug d’in ».

An dud kazus a re ar seurt traou-ze a oa mad d’eze sellout piz ouz o emskiant, rak ar c’hastiz galvet gante war eun den dizroug a goueze warnê o-unan, da laret eo war ar gouester pe war an hini a gannade ar gouester. Lavarout e rer ive e vije gouestet c’hoaz er c’hiz-man : gant eur bod balan glaz e vize dornet ar Sant ha piket e vije gant spillou bete m’en dije roet dre eur sin bennak eun testeni euz e asantamant.

(Da heuil).

En Bro Dreger
A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————


Pell amzer a zo breman aboue m’eo bet rac’het ar chapel diwar he lanneg, dre urz person Tredarzek ; hogen bepred, herve ar vrud, lanneg Sant Erwan ar Wirionez a vez darempredet e pad ar nozveziou tenval.

Eur vaouez koz matez e ti eur c’hoar d’am zad, a c’hoantaas kaout traou va moereb, goude maro houman, hag ober gaou, e c’hiz-se, d’an heritourien. Va mamm a zeuas da zisplega hec’h ioul fall hag evit se a dapas he falloni, ha setu va mamm gourdrouzet meur a wech da veza goastet. Goastet a oe pe ne oe ket ? E gwirionez an hini goz a varvas er bloa he devoa graet ar gourdrouzo, goude beza ruzet eun nebeut miziou, gant eun droug dizanaf. Me va-unan goude beza bet arru mad ganti, a oa deut da veza kazet ive, ha moarvat mesket en he malloziou. E Maro arruas e kerz eur veaj graet ganin en Bro Dreger, pa oan o chom en Havr. Ar wetur-bost — ne oa ket c’hoaz a hent houarn — a ehane e kichen hospital Landreger. Me a ziskennas eta eno gant va greg, ha kentan tra, kouls laret, a weljomp a oe Visanta — hec’h hano — lakaet a-wel, maro, dirak dor dal chapel an hospital. Eun nebeut miziou, araog mervel, a oa aet da veva, war he c’houst, d’ar c’hlanv-di. Ha n’ez eo ket souezus ar c’hendigouez-man ?


22. — An yeoten hag a ziank an dud

Ez oun o paouez komz diouz ar yeoten a wellaa. Beza ez eus ive eur yeoten hag a goll an dud war o hent. Awalc’h ez eo kerzout war ar yeoten-se evit koll skiant al leviadur. Anavezet am eus bet eur vreg a Bleuvian hag a oa bet o welet eur gamaraden e bourk Lanvodez, a zo tri c’hart lev diouz bourk Pleuvian. Dond a reas d’ar gaër d’ar zerr-noz. Moarvat e lakaas he zroad war ar yeoten a goll, rak hepdale e kollas hec’h hent. E pad an noz e kerzas dre ar wiaden henchou treuz a kaver etre Lanvodez ha Pleuvian hep gallout kavout an hent mad. En em gavout e reas koulskoude war dachen bourk Pleuvian pa zonas kloc’h an Anjelus an deiz warlerc’h-beure. Gallout a ret am c’hredi : ar wreg-ma na eve nemet laez, dour, ha kafe.


23. — Ar vugelien-noz

Beza ez eus eul lennegez hag he deus brudet an taoliou-kroug c’hoariet d’al lonkerien dilerc’het gant ar vugelien noz. Ar c’hornandoned a zo arru ankouezet e Bro-Dreger. Ha koulskoude anevezet awalc’h a rer o doareou. Ne laret ket n’ez eus ken a vugelien-noz, rak neuze e vezo lavaret d’ac’h mont da dremen enn nozvez da Gerhoz Kerborz. — E Kerhoz e vevas gwechall Erwan Kerhoz, kelenner Sant Erwan Helouri. — Ar vugelien noz a ra eno c’hoaz taoliou kaër alies.

E Kervel, Pleuvian, lec’h a choume va Zadiou koz ar Berthoued, a oa eur bugel-noz da amzer ar Reveulzi-vras. Kemer e re evez diouz ar c’hezeg e pad an noz, kriba ha blansoni o bleo a re. Neblec’h ne oa kezeg evel kezeg Kervel. Va zad koz Berthou a oa c’hoaz merer e Kervel d’ar c’houlz ma oe gwerzet traou an noblans en em zivroet. Prena e reas an domani evit ugent mil liur. Pa zistroas an divroïdi, hen a zaskoras ar c’hastel hag an douarou d’ar mestrou koz evit ar priz-prena. — Sioaz, me, ar mab bian, ez eo aet ive va madou gant an estren goude brezel bras 1914, hogen n’ez eo ket bet daskoret d’in. Kollet a oa ar greun diouz an dud eeün !


24. — Kenta redadeg kezeg e Sant Briek

Va zad koz, Glaoda Verthou, a redas e Sant Briek e 1805 ar bloa ma oe graet eno ar redadeg kenta [1]. Ar priz kenta ive a zereas gantan. E varc’h a oa eur pez marc’h bras hanvet Kanari — d’an amzer-ze e vije c’hoariet « Buez ar Pevar mab Emon » hag an anoiou Mauji ha Kanari a oa war an holl vuzellou. Evit ober kentrou, va zad koz en devoa staget tachou ouz e votou koat. Kanari a oa ganet e Tredarzek. Ar Prefed a c’hoantaas bale dre gaer Sant Briek kazel ouz kazel gant va moerb Mari Jann, merc’h hena trec’hour an deiz-se. Graet en devoa Glaoda Verthou d’e varc’h lonka eur voutailhad win-ardant.

« O Kanari, lare va zad koz, en eur bokad d’al loen, goude, graet ac’h eus va fortun ! » Kanari a oe gwerzet evit haras’ Langonnet.

Ar berz-man en devoa troet e benn d’ar c’houer. Mond a reas da redadegou Paris, lec’h ma oe sellet outan evel ouz eun dra ranellek. Va zud koz o deus kuitaet Kervel pell a zo hogen brudet ez eo bepred ar vereuri-ze evit he ronseed dispar.

25. — Kannerezed noz hag all

Koz kastel Kervel a zo bet diskaret. Nebeut a dra a van c’hoaz diouz e vogeriou. Va zad a zanevelle a oa en e amzer c’hoaz eun demezel a zeue an noz ekichen ar chapel da astenn eun doubier wenn war al leton, evit leda warni peziou aour hag arc’hant warbere e pare al loar : evel ma laka an dud fao da zec’ha dindan bannou an heol. Hogen mar teue unan-bennak da dostaat, an dimezel hag ar skouedou a ie da get rak tal.

N’ouzoun ket hag hen a weler c’hoaz an dimezel noz e Kervel. Lavarout e rer ez eus c’hoaz dioute er c’hoz kestel hag er c’hoz maneriou.

Va moereb Kato Ravet hag a oueze danevelli flour (marvet eo oajet a dremen pevar-ugent bloa) a oa ganet e Kervoda-Pleuvian, ha beva reaz eno beteg he dimezi. Konta’ re dirazoun — me oa iaouankik neuze — a oa bepred eneou tud varo, en poan, ebars gariden ar maner. Ar gariden-man a ia eus a Gervoda da Roc’h Morvan. Meur a hini a zispleg beza klevet huanadou e donder an toull-man, lec’h e man eneou mestrou koz Kervoda o c’hortoz. Beza ez eus c’hoaz Kannerezed noz en hor maeziou. Beza ez eus unan e Prat-Kazeg, Pleuvian. Ne vez ket gwelet alies ; beza ez eus eun all e Pont Milin en Lanvode. Pa dremenfet e kichen ar gannerezed noz, bezet didrouz ha mud ; rak mar tireizet o labour, c’houi a dleo rei d’eze skoazel da wéa ar gannaden, ha waz d’ho tivrec’h. Me am boa eur spont heuzus diouz ar Gannerezed noz pa oan bugel, ha meur a wech d’abardaez, o tont d’ar gaer gant va zaout, am eus redet pa dremenen tost d’ar gwaziou da ganna. Breman moarvat me a-unan a ra d’eze aoun, pegwir ne gavan nepred lutin ebet war va hent e kreiz an tevala noziou.

Awechou ar spesiou noz a gemer neuz eul loen. Fanch ar Fichous ganet e Brelevenez e kichen Lanhuon, en deus danevellet dizazoun eun digouez e pehini ne oe ket meurbet kalonek. E meureuri al Lezlac’h en Brelevenez a veve breman ez eus pell-amzer eur vaouez hag a daole dour e laez he zaout araog mont d’hen gwerza da varc’had Lanhuon. P’arruas er bed all, an Aotrou Doue evit he c’hastiza diouz he feiz fall a varnas anezi da zistrei d’al Leslac’h e pad kant bloa d’ober pinijen, dindan spes eur giez du vras. Kement den a dremene war hent al Leslac’h etre eunneg eur noz, hag eun eur diouz ar beure, a wele ar giez. Tostaat a re al loen-man goustadik, ha mar galle en em vouta etre diouar an tremener setu-hi o vont gant ar foëltr, ar c’havaliér war he c’hein. Ar redaden a bad div eur endro d’al lec’hiou tost d’an dour.

Fanch ar Fichous goude beza kollet amzer en hostaliriou, a oa eun nozvez o tont d’ar gaer d’ar C’hrec’h Lann, dre eun hent distro pa welas a greiz-holl ar giez du dirazan. Red a oe d’ezan gaolia al loen boëmus : heman hen toderosas e pad diou eur a hed bïe al Leslac’h. ’N em gaout e reas d’an divez war bont an Drinded, e traon ar skalier a dri c’hant-pemp-ha tri-ugent pazen a zav da iliz Brélevenez.

En dro da Lanhuon n’en deus den ha n’ en deve klevet komz diouz taro Pleuveur Bodou. Beza a oa gwechall er barrez-man eur paour kez den klanv perc’hen d’eur vuoc’h, poan dezan beva anezi. Mont a reas eun nozvez e prad eun den pinvidik hag a droc’has eur vriad yeot evit e vuoc’h. Pa oa o tont e-maez diouz ar prad, gant e vec’h, ar perc’hen a oa tont ebars. Heman hep goulen netra a roas d’egile eur pez taol penn-baz war e benn hag hen lazas mik. Pa varvas an den pinvidik man, an Aotrou Doue hen barnas hag a gemmas anezan en taro hag a urzas d’ezan bale bemnoz dre brad an torfed. Ac’hane ar Vlêjadennou a glever bep noz. Mar tigouez d’eur fougaser bennag treuzi ar prad en noz, pa vez an taro o vlêjal, raktal en em gav klozet pep dor ha pep diribin. N’e hall mont e-maez nemet d’ar Zav-heol.

E Kroaz al Lok, e Tonkedeg, a zo eur spes gwreg miret ganti an neuz a zen. Redeg a ra dalc’hmat o skrijal heuzus. Houman en he beo a oa eur Gatel-Gollet o c’helvel ar baotred el lec’h-se. Ne oa nemet-hi oc’h ober an droug. Aboue he maro ne ra nemet kantreal dre eno evit huanadi ha gouela war hi fec’hejou.


26. — Moc’h Marc’harit Gouronnek

Kervoda a zigas d’in eur c’houn diouz ar Roc’h Morvan (Roc’horwan a vez distaget). Gwechall e oa eno eur feunteun, kempennet gant eur skeuden ven a Sant Mode. E kichen ar feunteun e oa eur bel benerez evit gwalc’hi ar vugaligou. Marc’harid Gouronnek — am beuz anavezet reiz-mad — a oa perc’hen diouz eul loden a Roc’horwan. Marteze ne rin ket re a vez d’he diskennidi a lavarout e oa homan eur goz tosten. Ne gavas netra well eget dilc’hia ar bel zantel ha kas anezi da graou ar moc’h evit lakaat o boued d’al loened-man.

Kement pen moc’h a zebras er bel a varvas araog e eur. Eur penmoc’h e man e eur mervel pa vez arru lard. Maro mad ha brao ar pen moc’h ! Moc’h ar Roc’horwan a varve ’ta en o yaouankiz. Red e oe distrei ar bel zantel d’he lec’h kenta.

D’eomp c’hoaz d’ar c’hornandoned ha folliked all.


27. — Strobinellou

Av vugelien-noz a zo arru dibaot. Marteze e tistrofont adarre hep-dale. Tud zo hag a lar ez eo ar vugelien-noz tud keilhet pe kelc’het da laret eo strobinellet. Eun den keilhet en em gav dineuziet evit eun amzer a zo. Gallout a ra choum kousket e pad hanter kant pe kant bloa. Beza ez eus hag a zo o kousket en eur gariden bennak hag a choum beo hep dibri nag eva. Moarvat ar Vugelien-noz a zo er stad-se. Beza ez euz bugale hag a baouez da greski a greiz-holl dre m’ez int keilhet. Mab Marc’harid ar Chevanton deus Pleuvian, a zo er stad-man. Ar bugel-ze — an den ze ! — n’hen deus nemet tri droatad hanter. Aboue an oad a seiz bloa, n’hen deus graet nemet koaza.


28. — Orezon ar binvidigez

Eur iontr d’in, a oa oc’h ober kemwerz al lin e kaer ar Roc’h (Roc’h Derrien) hag a reas eno eur fortun gaer, a oueze eun orezon displeget gantan bemdeiz, hag a oa, emean, abeg e binvidigez. Setu-hi aman warlerc’h. Siwaz ! n’ez on ket bet pinvidikaet ganti bete vreman. Me a ia — evit netra — da leda anezi dirak ho taoulagad, lennerien, va mignoned, gant ar spi a raïo hoc’h eurvad.

Ossocro Deo Domine !
Me ho ped, o Mari ! en ho kalite
A vamm hag a verc’h da Zoue,
Gwir Rouanez an holl ele
Feuntenn konfort mar’ zo, c’houi ê.
Feunteun a garantez, karget a laouene,
Me ho ped, laouene vras,
An Aotrou Jezus am zalvas.
Gwelet ac’h eus, pa oa er Groaz,
E oa glaz an Ankou
Ha faez an aerouantou.
Me ho ped, Gwerc’hez, Itron wenn,
Mar’ plij ganac’h chilaou va feden
Evel hini eun den en lies a stado :
Mar ’goun du, c’houi am gwenno.
Asanti a ran da bardoni.
Doue hag ar Werc’hez bet truez ouzin.

Pa oan antreet em liorz
Me a welas eur goulmig wenn
Hag hano Jezus war he fenn
Ha me da c’houlen diganti :
— Koulmig wenn, pelec’h man al louzou da ziski ?
— E liorz al Lean
Elec’h ma zo tri o skrivan
Ha tri o lenn
Ha tri o laret o feden,
Ha tri o telc’hel ar golou
D’an Itron Varia da laret hec’h euriou.
He mab teir gwech an de
A dremen ebiou d’he gwele :
— Va mamm, ha c’houi a gousk, pe na c’houi a ehan.
— Va mab me ne gouskan, na mui na repozan,
Hunvreal diouzoc’h eo a ran ;
War ar groaz viniget
Me ho kwel krusifiet
Ho koad a zo skuilhet
— Va mamm ar wirionez ho peus hunvreet.

Neb hen gouvefe hag hen lavarfe teir gwech bemde,
Birviken tan na dour n’hen gwallfe.
Nag an Aerouant na c’houvefe
Da bed eur a varvfe.

Sant Yann ha Sant Lukas,
Sant Mark ha Sant Matias,
Pevar Abostol a zo bet
Pevar Abostol beniget,
Bezet en-dro d’am spered
Kouls em dihun hag em c’housked.
Bezet en pevar c’horn va gwele
’Vit na zeuio netra d’am c’hê,
Nemet a beurs Doue e vefe,
Ha mar teu an Aerouant d’am zourmanti
O ma Doue roet sikour d’in.
Aotrou Sant Mikel va El mad,
Laket va ine e stad vad
Ha kement hini a gar va mad.

Aotrou Sant Mikael, va El gwenn.
Laket ho tivrec’h em c’herc’hen
Ma’ c’hin ganac’h pe deiz pe noz
Da repozi d’ar Baradoz.

Va iontr ac’h ê bep bloa en perc’hirinaj da Santez Anna-Wened ha pa veze distroet d’ar gaer, hen a zanevelle an traou burzudusa. Etre kalz a draou all, hen a lavare a zaouline e gazeg azalek ma lakae he zreid war zouar Santez Anna ha kement se teir gwech. An holl hen krede.

(Da heuil).

En Bro Dreger
A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————
29. — An droug dent.

Mar c’heuz droug-dent, aet e perc’hirinaj da Sant Nikolas en Tredarzek. Ar chapel a zo dirak ar vereuri ma c’hanas enni va c’heveil ar barz Nouel a Gerangoue. Eur sijennig livet mad a oa ispilhet ouz ar volz gant eur gorden ha kempouezet. Ne poa nemet loskel ar gorden hag ar santig a ziskenne. C’houi a boke d’ar Sant, c’houi a lakae eur gwennegig bennak er c’hef ha setu c’houi pareet diouz an droug dent.


30. — Eur Sant ha n’ez eo ket marteze eur Sant

Anavezet am eus eur Sant all hag a oa farsus. N’am eus biskoaz anavezet hano d’ezan nemet « ar Sant bian ». Hema a oa e glud war bost ar gloued a roe digor d’eur vereuri tost d’ar Brizilh e Parrez Tredarzeg, tost da Bont-Begou. An ti a oa pell awalc’h diouz ar gloued. Graet am boa anaoudegez gant ar Sant bian en amzer e oan e skol e kloerdi Landreger. Va c’heveil Fransez Benec’h (marvet person e Landebaëron) ha me a dremene war an hent o vont d’ar gaër hag o tistrei d’ar skolach. — Eun tregont bloa bennag goude ez oun bet, oc’h ober « Ti kaniri Breiz » e Landebaëron. Ar Sant bian a oa eur merk taolet evez dioutan war hed hon c’herzaden. « Hepdale e me omp, e tremenfomp ar Sant bian ». Ha pa dremenemp, ni a zalude gant doujans ar Santig benerez, hag a re zin ar groaz, rak evit lavarout gwir, aoun a re d’imp, rak beza en devoa eur vrud er vro : « Te oar, pa vez dilec’hiet hen a zistro e-unan war e bost ». Ne ouezomp piou oa ar Sant bian ; ne oa na bras na koant, bepred hon boa aoun a tremen hag en eur bellaat ni a zelle war hon lerc’h bete pleg an hent.

Eun nebeut bloaveziou goude e teuas ganin tremen adarre dre an hent-man gant eur c’heveil all hag a oa diouz Lanhuon. Heman na reket e studi evit beza beleg evel Fransez Benec’h. Beza oa evit gwir eur seurt kanfard fall. — « Arru omp d’ar Sant bian, e laris me ». — « Petore Sant bian ? eme egile ». Ha me da gonta pez a ouezen. Ar Santig a oa bepred war e bost N’en devoa ket uz da zaou droatad. — « Me, eme Gamilh, a ia da chench lec’h d’ezan ». Ha me da gaout c’hoaz aoun ha da bedi va c’heveil da dremen gant e hent. Van ebet. E pep tu d’ar gloued e oa eur skalier hag eur men plad da c’haoliata evit mont en tu all. Kamilh a zavas war an teir bazan evel eun alouber ha da gemer en e zivrec’h ar Sant bian. Hogen kerkent setu eur bevared gwas a tont war ar c’hoariva. Heman arru diouz ar vereuri, zavet e zorn leun a c’hoardroug. Kamilh a loskas ar Sant da ruilhal war al leton. Ha ni da redeg war an hent bras. Ha setu ni pell hep dale.

N’ouzoun ket penoz a bignas adarre ar Sant war e beul. Hep poan moarvat. Meur a vloavez goude am eus han gwelet eno adarre ha moarvat eman eno c’hoaz.

Me ne oan evit netra ebars an dismegans graet d’ar Sant bian, ha koulskoude e oan blonset gant ar morc’hed. Kamilh a bareas va foan. Daoust ha beza oa heman eur gwir Sant ? Bez ez eus meur a zen, meur a vugel hag a dremen ’vit beza eur Sant hag a zo eun diaoul. Heman n’en devoa hano ebet. Sant bian ! Setu aze eun hano gwall arvarus, e gwirionez. N’en devoa na palmezen na kurunen, nag arwez d’hen rei da anavezout ; kollet en devoa zoken e zivrec’h. Marteze ne oa ket eur Sant. Marteze oa gwechall e kichen ar C’hrist war eur c’halvar e giz eul laër ha moarvat al laër fall.

Ar brezegen-man a oa poellek awalc’h ; ha me da gaout peuc’h va emskiant. Kamilh en devoa miret eur c’houn joaüs diouz e daol kaër. Pa wele ac’hanoun a c’houlenne : — « Beza e teus sonj diouz ar Sant bian ? » Beza oa gwechall pennou drouk e Lanhuon. Beza ez eus c’hoaz.


31. — Ar Sorserien

Ar pedennou hag an ardou kuzet dizanvezet gant al louzouerien testeniet goude studi er skoliou, o deus pareet gwechall klenvejou ar c’hezeg. An Aviez a zo eun entanidigez diouz an nozelennou goug. An droug-man a ya buan hag a ziskar al loen e nebeut a amzer mar ne gaver ket raktal eur gwellaer da laret « oraizonou ».

Fanch ar Fichous, komzet aman dioutan eun tamm uhelloc’h, en deus kontet d’in a oa eur gazeg er C’hrec’h Lann eti e dud — hen oa c’hoas krennard — hag he devoa an droug hanvet « al laerez ». En eur ober eun derwez e oe pareet dre orezon ha dre ardou kuzet. Gant ar c’hlenved man al loen en deve poan gof. Ar c’houerien a lar e teu bouellou al loen da veza plansonet. Ar sorserien oa arru dibot d’ar mare ze. N’ouzoun ket hag hen ez eus c’hoaz dioute hirie. Fanch ar Fichous en devoa daouzeg bloa, pa oe tapet ar gazeg gant al laerez. E Brelevenez a veve d’an amzer ze eur c’houer hanvet ar Baleer. Hema oa eun den en e aez, bezet gantan digant e dad, ar rin da wellaat al laerez ha klenvedou all c’hoaz moarvat. Ar rin-man a oa miret rumm da rumm en tiegez.

Raktal ma ziskouezas ar gazeg a oa klanv, e oe kaset Fanch Vian da vereuri ar Baleer. Heman a c’houlennas da genta : « Aboue pegeit oe klanv ar gazeg ? » — « Aboue diou eur. » « Red buan d’ar gaer ha lavar d’az mamm ez oun arru dioustu war da lerc’h. » Ha kerkent ar Baleer az eas ebars e varchosi. Fanch Vian kaër e oa bet lavarout d’ezan mont d’ar gaër a oa choumet evit ober d’ar Baleer hasta buan. Pa welas na zeue ket e maez ar marchosi, hag hen ive da vont ebars goustadig. Ha setu pez a welas ar c’hrennard souezet.

Dirak eur marc’h koat, ar Baleer a oa daoulinet ha daou bleget. Ober a re jestrou, komz a re eur iez dizanvezet. Eur c’houezen a oa warnan ha seblantout a re beza bourevezet spountus, ken e choumas spouronet ar bugel. Pa ’n devoa echu ar Baleer, int a redas d’ar C’hrec’h-Lann. Pa oant arru, ar gazeg a oa pareet.

Ar vrud a oa e c’houzanve ar Baleer hevelep poan eget al loen keit ma vije o pateri.

An hini a wellae er c’hiz-se en devoa ive ar gallout da rei an droug.

Ar ouiziegez a hirie a zeraou da welout n’ez eus ket en ardou kuzet-man strobinellou, na traou dreist natur evel ma kredet en amzer goz.


32. — Droug Tennadeg ar billed

E gwirionez beza ez eus e Breiz louzou evit pep tra. Droug an dennadeg hen e-unan a zo pareet gant eun had bennak. E ti ar Fichoused a oa kals a vugale paotred ha merc’hed ; pevar baotr mat a oa. Holl e oant divec’hiet diouz ar servich-brezel dre hudou eur Sorser. Heman a choume tost d’ar C’hrec’h-Lann. Ar vamm a roe d’ezan hanter-kant-lur evit lakaat ar paotr da denna eur bilhed mad.

Ar huder a laëre, er vered, askorn bian eun den maro. Tapout a re eun touseg, hag eur vran, ha gant o gwad a frote izili an den iaouank. An askornig e vije roet da heman da lakaat en e zorn deou keit ha ma vije e zorn klei o tenna ar bilhed diouz ar sac’h. Niveren ar bilhed a vije mad bep tro.

An hud diaoulek-man a zo kollet an doare dioutan breman. Marteze n’ez eo ket abalamour da gaout aoun da ober fall, hogen abalamour n’ez eus ken a dennadag ar billed !…


33. — An Diaoul hag Iliz-Veur Landreger

Ar Vretoned, mar o deus aoun rak an Diaoul, o deus c’hoariet meur a daol da heman na pa vefe nemet an hini ez an o vont da zisplega.

E Landreger eneou ar re a varv ar sul pe an deiziou gouel, etre an oferen hag ar gousperou, a zo dre wir d’an Diaoul. Setu perag. Eur c’hevre a zo bet graet gwechall etre an Diaoul hag an arc’hvasoner a oa o sevel an iliz. Heman en em gavas re wasket gant e labour hag a c’halvas an Diaoul d’e zikour. Abalamour da ze e vez deraouet ar gouspero e pad e vez lavaret ar Aviel diveza. Graet e vezo ac’hanoc’h eun den hep feiz mar lavaret ez eo an Deus in adjutorium goude an oferen an hini a zeraou euriou lezennet an Iliz gristen, a zo aman hirie kreisteiz, hag an hini warlerc’h (sexte ha none).

E gariden a zo dindan iliz Landreger dindan an aoter a zo enni dac’hmat eur goulou. « Pa zeuio ar goulou-man da c’houita, ar mor a lonko kaer Landreger ».

Pa oan iaouank ha pa gleven komz diouz tonkadur ker Is e sonjen raktal en diougan-man. N’anavezen ker ebet nemet Landreger. Mont a ren bep bloa gant va mamm da foar vras Landreger. Pebez burzud ! Parruen e korn tro an hent etre Tredarzek ha ker Landreger e kichen ar Vilin Vor en em gaven dirak kaëra gwelva ez eo possubl gwelet. Ar gaerig savet e kelc’henva war ribl ar Yeodi en tu all d’ar pont e-pign ; an tour o peur achui ar bikernen ; ha pelloc’h Krec’h-Priel gant e dourig koant, e barkeier marigellet. Eun hunvre ! ha beteg an distro ha goude c’hoas pell, pell. Bep gwech goude, kel liez gwech e troen korn an hent er vilin vor, bep gwech en em gaven teneraet gant kaëra plijadur va buez.


34. — An tenzoriou kuzet

Douarou Breiz a ra kaëra mantel rouanez a zo dindan an heol. Beza ez int moug hag aour. Hogen beza ez eus ive tenzoliou en o dounder. E kaer Geotaman e Pleuvian, ez eus, en douar, barrikennadou skouedou arc’hant.

Annetig Jord, am euz anavezet, he deus dispignet kals arc’hant o klas anezê. Al lec’h keilhet ez eo ennan kuzet eur tenzor a zo merket gant burlu gwenn. Annetig Jord oa ginidik a Bontreo. Anavezout a re huderien diouz ar vro-ze. Ober a reas d’eze dont da furchal. An dewezourien a devoa graet al labour pounner a zeuas c’hoant d’eze ive da welout treuz an hudou. Ha setu int aotreet da choum e tal ar vengleuz, gant ma ne larjent ger, na diskouez joa pe aoun. Mont ’re mad an traou. Setu arru eur varriken leun a arc’hant. An huderien a c’houeze, gleb dour. An tenzor a zave tamm ha tamm, goustadig. Arru oa rêz an douar. A gréiz-holl flammou tan euzus a zailhas diouz fons ar varriken, speziou spountus, an neuz-den gante, gant kerniou tan ha treid marc’h a zeuas e maez. Bepred e talc’he an hudou, hag unan diouz an huderien a roas urz d’ar speziou da zistrei d’o zoullou. Hogen neuze, unan diouz an dewezourien en em lakaas da huchal, da c’houlen zikour. Raktal, evel eul luc’heden, netra ken, na speziou na tenzor, netra nemet an toull… hag an dud kerseet. Breman vezo red gortoz ken ma vezo adarre diwanet burlu gwenn. E gortoz e oat da adkregi er bloavez 1900 ; hogen warbenn neuze oa maro Annetig Jord.

Evit pez a zell diouzin va-unan, me am eus kollet an esper da gaout eun tenzor ; goude am eus bet koulskoude anean pa oan iaouank. Ar spi-ze oa eun herez deut d’in a beurs kerent koz, kaër o devoa, int, beza kollet esper. Piou eta n’en deus gortozet eun herez tremor ?

35. — Herez tremor

E 1763 ez eus menek diouz eun Aotrou a Gergoz (e Kerbors-Pleuvian) a gollas eur breut a oa etrezan hag eun den hanvet Per ar Pouz. Ar Rouz-man a oa eun dijentil. Kement-man a zo eun envor em c’herentiez, hogen biskoaz n’am eus graet enklask. Unan diouz e verc’hed, Mari Angelik, a oa o choum e Kastelan dren. Eun dewez ma oa o kanna war ar stang e teuas eur bagad soudarded saoz da dremen ebiou eno. Mari Angelik a oa eur skouer a gened. Ar c’habiten he c’hasas gantan da Vro Saoz. Skriva a reas Mari Angelik eul lizer bennak d’he ziad. Hogen mervel e reas gant eur mabpenher. Heman a lezas e vadou meurbet bras da vab eur c’hevarek en heur diveza, mar varvfe heman heb bugale, e zistrofe ar madou da gerent e vamm e Breiz Izel. Hogen mervel e reas al legatour hep bugale. Mamm va mammiou, greg da Ber Guillou, miliner e Kerrac’h, Pleuvian, a oa c’hoar da Mari Angelik ar Rouz. Va zad-koz Bidamant, hag a oa kabiten pell-red war vor, a zo bet meur a wech e Bro Saoz ha tud all gantan o kas paperou hogen eur paper bennak a re diouer bep tro, rak kals a baperou a zo bet losket e pad ar Reveulzi vras. Kement ha kement ken e kleven lavarout pa oan bugel e oa aet on traou gant gouarnamant Bro Saoz. N’euz forz, pell amzer am eus kredet e vijen, eur wech bennak, perc’hen eur c’harter diouz ker Londrez. Ne n’oun ket ken lontrek-ze ken…


36. — Breujou Breiz

Ar Willoued-se, perc’henned stankou ha milinou Kerrac’h, a bere a ziskennan dre va mamm, a oa herve lavar tud kouër, lakeet da noblans eun amzer a oe. Skeudennet am eus unan bennak diouté em levr : « Ames simples ». Herve hengoun an tiad, e oa aet eur wech da Vreujou Roazon unan diouz ar Willoued-man. Marteze ez eo c’hoaz possubl gwiria kement se.

Daoust petore gwiskament oa e hini ? Moarvat en devoa eur re-votou koat, evel meur a zijentil euz koz noblansis Vreiz. Marteze ive en devoa eun dremm deread. Beza am eus eur c’henderv, e Pleuvian, hag a ziskenn ivez diouz ar Willoued-man hag en deus dindan e wiskimant a gouër eun dremm hag eur stum dellezek diouz eun dijentil ha zoken diouz eun dijentil evel ma vez gwelet nebeut. Anavezout a ran e Bro Dreger meur a gouër, perc’henned ha merourien, hag o deus eur spered diouz an uhella, eun neuz dishenvel-dreist, ha na vez ket kavet en neb bro all.

Penn-rener ar Breujou, herve lavar, en em gavas da bleal gant an den mad man hag a c’houlennas digantan doare diouz e dud-koz.

— Ha c’houi, eman, aotrou Gwillou Pichot, a belec’h e tiskennet ? »

Va zadiou moarvat, na oueze ket nemeur a c’halleg, ha dreist holl talvoudegez ar geriou.

— « Diwar va marc’h, aotrou », a respontaz-hen.

37. — Ar werzoniez er milinou

Er bloavez 1880 va moereb Kato Ravet, seiz bloa ha pevar-ugent d’ezi, a zanevelle d’am mamm kement-man : Va zadiou koz Gwillou-Pichot, miliner e Kerrac’h, eur brons diouz an hini a ziskenne ken brao diwar e varc’h, a zave gwerziou keit ma troe e vilin. Gwelet he devoa, emezi, e Kerrac’h ouspenn kant levrad feillennou skrivet gant dorn Pichot koz.

Raktal e teuas sonj d’am mamm he devoa, pa oa bugel, kavet en eun armel, e ti he zud ; eur voëstad paperou — dornskidou — ha ne oa ket kap d’e lenn abalamour moarvat e oant skrivet e brezoneg. Impli vad a reas diouz ar paperou-man oc’h ober gantê war he biz, koeffou poupinelled. Hag he c’hamaradezed vian a zikoure anezi el labour kaër ze. D’ar mare man ne oa ket a gelaouennou dre ar maeziou. Ral e oa ar paper. Pebez kavaden ! Me va unan an eus sonj, kals divezatoc’h, pegement a levenez am bije pa zigoueze d’in kavout eul levr. Tremenet ez eus meur a levr koz, etre va daouarn, levrou koz, moullet gant lizerennou kaër, keinet gant kroc’hen loe, hag an troc’h aneze livet ru. Ar pennlizerennou en deraou ar pennadou a zoueze ac’hanoun, dreist-holl ar seiteg lizeren, kelc’hek evel al loar vraz hag eur pez lost boemus d’ezi. Q, hir evel lost eul loen. Nag a wech am eus lennet, o vesa va zaout, Darvoudou Telemak en eul levr koz elec’h ma zeblante d’in kavout eur bern techou skrivadurez…

Va mamm gez en em dammallas d’he mab gant vuelder, da veza draiïhet, kaset da get, dournskridou he zadiou. An tadiou-man ez eo an hini en doa skrivet ar werz e pehini am eus kavet an danvez evit va levr « Ames simples ». Izabel Kostiou ’oa e c’hoar gaër ; skrivet en doa eur werz all war Kloareg Konairi hag Ivonna Kavcarlan ; diouz ar werz-man am eus dastumet eul lodennig bennag a oa choumet e memor vurzudus va mamm ; rak n’ez eus ket ezom d’hel lavarout, oberou va zadiou a veze danevellet er veilhadegou. Pa c’houlennen diganti konta d’in ar gozigellou man, va mamm, he dremm en he daouarn, a brederie eur pennad amzer hag a denne diouz he fenn kouniou marzus. E c’hiz-se am eus gallet sevel va zaolen-ouenn e giz Breiz, da lavarout gant eur niver bras a gerent pell, kouls hag a gerent tost : choum a ran batet pa zeu d’in dizoloi ar c’hartonniou, elec’h am boa skrivet kement a hanoiou. Setu penaoz ez oun deut da welout a c’helle Barzed an hen amzer mirout ar c’houn a gement a historiou. Ha red-mad ’eo d’in evesaat gant souez, ez eo kemmet memor an den aboue an Hen Amzer. Hogen distroomp da Willou goz. Heman n’en devoa graet moulla netra, ze ’zo sklaer. Kato Ravet a lavare e vije e zornskridou evel tenzoriou. Kana re e werziou d’an nep a gare o chilaou. Ar vilin a vije bemdeiz leun a dud.

(Da heuil).

————
En Bro Dreger
A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————


Ar vilinerien holl a oa Barzed. Amzer o devoa. Me gred ez eo mad trouz an dour-red hag elwachou eur vilindour o font en-dro, da eila ar c’hana hag ar Jestraouerez. Er milinou-avel, elec’h ez eo red gortoz froudennou an avel, en hentou an aër, an amzer vak a ro aliesoc’h lans da brederia war ar varzoniez. P’arrue eur merour pe eur verourez da zigas ed da vala d’ar vilin, ar meliner a c’houlenne doare heman ha hennez ; petra a c’hoarvez aman hag a hont, hag ec’hiz-se a oueze holl keloiou ar vro kaër en devoa beva en e-unan. An danevellou klevet gantan a laboure en e awen ha pa zistroe an dud eiz deiz goude da gerc’hat ar bleud, n’eo ket bleud ha brenn hepken e kasent gantê, hogen ive eur werz pe eur son.

Ne fell ket d’in rei re a bouez da zornskridou va zadiou. Moarvat o devoa talvoudegez eun dornskrid all euz an XVIIIe kantved kavet ganin e Milin Beren en Pleuvian. Heman a oa Buez Moizes dindan stum eur pez-c’hoari. An oberour oa hanvet Loranz an Thomaz hervez an noten c’hallek « fait par moi Laurent le Thomas, 1783 » hadet gwech ha gwech all etre an arroudenno vrezonek [2]. Diskennidi an Thomas-man a vev c’hoaz e milin Beren war an hano Flemm.


38. — An danevellourien

Dinac’herien hon lennegez boblek o deus eur c’hoari aezet. « Nebeut a bouez, nebeut a dalvoudegez ». Ia, hogen ne laront ket ez eo bet distrujet al lennegez-se evit ar vrasa loden. Gwelet a c’heuz pe seurt impli e vije graet gant an dornskridou en Ankannaf hag en Kerrac’h. Pa’ z eo arruet dastumerien ar skridou koz pe ar gwerziou, ar zoniou, an danevellou miret e memor ar re-goz, paperou ha tud a oa aet da get. Red eo bet kaout eurvad eul Luzel pe eur Braz evit lakaat an dorn war eur ganerez evel Marc’harit Fulup, pe eur gonterez evel Liz Belleg. Eun déiz bennak marteze e vezo laret n’he deus bevet biskoaz Marc’harit Fulup. Ne vezo ket kredet a oueze ar goziadez-man tri pe bevar c’hant a werziou hag a zouge en he c’horfen eul levrad-feillennou ha ne oa skrivet warnan nemet hanoïou ar gwerziou man. C’houi a glaske eun hano bennak el levrig : « Kanet houman d’in Marc’harit » ; ha raktal a gane d’ac’h pen-da-benn hep’n em fazia kant koublad, he daoulagad ganti evel er bed-all [3]. Moarvat ez eo marvet araog beza roet d’imp an holl gwerziou pe zoniou a oa en he memor.

Bemdeiz ez eo aezetoc’h-aezet tammal Kervarker, da veza bet eun toueller, peg wir an dud koz o deus anavezet gwerziou ar Barzaz Breiz a ziskenn deiz ha deiz er bez. Me am eus klevet Fanch ar Fichous, ganet en Brêlevenez war dro ar bloa 1825 o kana meur a werz dastumet gant Kervarker en e levr. Koulskoude an den-man n’en devoa biskoaz lennet Barzaz Breiz na zoken klevet komz dioutan. Kement-se a ra d’in kredi ez eo bet Kervarker eur den a feiz vad ; kredi ran ive, koulskoude, en deus meur a wech kempennet eur tammig an oberou poblek ével m’eo troet an dud a ijin kaer d’hen ober alies ; Gallout a ra beza bet touellet hen e-unan. Gallout a ra ive beza eul lies-doare bennag diouz koubladou ar gwerziou dastumet gantan.

Evit an hini a anav reiz-mad ar yez vrezonek ez eo aezet gwelout n’ez eo ket Barzaz Breiz ober eun den lennek : ar gwerziou’ zo ennan a zo oberou poblek. Dishenvel rik ez eo ober un den diouiziek diouz ober eur den lennek. Kaër ez eo kavout ennan alies, pennadou awennet dispar. Ar skrivagnour bras a hell kaout donezonou kaer hogen n’en deus ket kredoni na didroïdellidigez ar barz poblek. N’ez eo ket possubl en em douelli war pez a zell Barzaz Breiz.

Setu aman, e testeni, eur werz dastumet en Goëlo hag a zo ken henvel ouz re ar Barzaz ! Ouz Azenor c’hlaz, Jenovefa, Penherez Keroulas, Markiz Guerand, Emzivades Lanhuon (houman am eus-hi klevet kana gant Fanch ar Fichous).


MENEC’H AN ENEZ C’HLAZ


Me am boa eur c’hoarig vad,
Lac’het eo bet gant eun abad,
Lac’het ec’h eo bet ha gwallet
Gant manac’h ar gouent daonet.
E man du-man war ar bili,
Ar gwad o redek deus he fri.
E man du-man war ar bizin

He c’horf paour glaz evel glizin.
E man du-man, he bleo melen,
Mesket gant fank en-dro d’he fenn ;
E man du-man, en he gourve
Sellout onti’ zo eun drue.
O ma Doue ! ha gwir a ve
A renfe pell ar seurt tud se ?

Arc’heskob Dol a lavare
En e iliz-veur an de-se :
— « War ar gerreg, en Enez-C’hlaz,
’Zo eur manati er mor bras ;
’ Kreiz ar mor bras’ zo eur gouent
Bet savet gwechall gant ar Sent[4]
Mez ar venec’h a zo eno
Ne studiont ken o levro.
O zorfejou, pa o c’hlevan,
A lak ma c’halon da spontan.
Malloz d’ar venec’h’ zo er vro
Evel ar bleizi er c’hoajo !
Malloz warnê…, malloz an dud
Malloz an nenv, al loened mud !
D’ar venec’h ’ zo en Enez C’hlaz
Malloz teir gwech ! ha malloz c’hoaz ! »

Mab ar Roue a lavare
War dor e balez an de-se :
« Mar d’eo me mestr an douar man,
A lararer Breiz anean,
Me disko d’ê, er venec’hi
Lezel en peuc’h ma zujidi.
D’ar venec’h ru, d’ar venec’h gwenn
Lezel en peuc’h ma gwirvijen.
Me a zavo eun arme vraz
’Vit distrujan an Enez-C’hlaz ;
Hag ar Venec’h a zo enni
Ne vezo espernet hini. »

Ar manac’h bras a larare
War lein ar skeul pa’ z arrue :
« Mui a verc’hed am eus gwallet
Nag a zo aman d’am gwelet
Mui a zakrilach am beus graet
Nag a neuden ’bars ma roched.
C’hoaz e c’houlennan, raog mervel,
Ma kouezo gwall war Vreiz-Izel. »

An hengoun lec’hel a lavar ez eo war an Enez C’hlaz e savas Sant Budok e leandi. An Enez C’hlaz a zo loden diouz Morenez Briad. Sant Gwenole a reas eno e studi. Me a meus hanvet an Enezenig-man « Karo enez » en eur barzoneg diouz ma levr, Le Pays qui parle. Sevel a re uz d’ar mor, dirag daoulagad va spered gant he mogeriou ; tammou diouz ar re-man a zo c’hoaz en o sav. (Meur a hini a ra euziadur etre an Enez C’hlaz hag Enez Lare (Lavret). E pad an IXe kantved ar venec’h en em roas da Urz Sant Benead. E pad an XIIIe kantved al leandi a ïeas da Urz Sant Fransez. En 1434 ar Gordennerien a zeas enni. Ar re-ma a oa dindan beli Arc’heskob Dol. Klevet am eus laret e oa leandi an Enez C’hlaz stag ouz Abati « Beauport » e Keriti. (Eur c’hoar d’am zad a oe merourez en Abati Beauport). Dismantrou kaer a zo c’hoaz en o sav el lec’h kaer-man.

Setu aman daou grenn-lavar hag a ziskouez n’ez eo ket dalc’het c’houez vad ar Santellez gant menec’h an Enez-C’hlaz ha re en Abati, evel ma oe gant ar Sent o doa savet, gwechall goz, an tier-man en enor da Zoue.

1) Manac’h ru an Enez-C’hlaz
Ia da logoden ha da raz.

2) An hini ’zo manach en Abati
En deus eur wreg en Keriti.

An Enez C’hlaz a zo en aber ster Lezardreo, tost da Enez Mode, en eul lec’hiadur euz ar c’haera. Ar fiez a gresk eno founnus e-mesk an dismantrou. Keuzius ez eo evidomp n’eo ket kroget adsavidigez Breiz hanter-kant vloaz kentoc’h. Kaera eost hon bije dastumet ! Nag a zanevellour, nag a ganer a zo aet d’ar vered tregont vloaz zo ! Den ebet ken na lavaro d’imp ar c’homzou a gempenne o envor. E gwirionez an Drouized, kement a skiant d’eze o devoa digarez da zifenn an diskamant dre skritur ; gant impli ar skritur, an envor a ya da goll ; n’implient nemet ar reolen dre gomz, gwellaet gantê : da skouer an Triadennou. An dud a herie o deus poan o kredi ez eo barrek envor an den da vernia kement a zanevel, kement a varzoneg, kement a ouiziegez. Koulskoude nag a hini ac’hanomp o deus anavezet Marc’harit Fulup. Gwelet awalc’h ez eo bet e Kendalc’hiou Kevredigez broadel Breiz. Nan, n’ez eo ket possubl dinac’ha he deus bevet. Ar c’houn diouz ar goziadez a labouraz gant Fanch an Uzel a bado pell. Meur a hini e touez an dud o deus hevelep oad ha me, o deus anavezet kals a gonterien diouiziek hag a devoa, evel Marc’harit, eun envor vurzudus ha dihesk.

Pipi Riou hag a oa gwiader, e Pleuvian, a oa unan dioutê. E pad beilhadegou hir ar goan holl amezeien Prad an Eostik a vije du-man, er Poulpont, lec’h ma ’zon ganet, en dro d’an tan, o chilaou Pipi. Pa ’m boa tapet va daouzek bloaz e oan kaset da gloerdi Landreger d’ober va studi. N’ouzoun ket pegouls eo marvet Pipi Riou.

Pa ’z oun distroet da genta da Bleuvian, er bloavez 1900, am boa nao bloaz ha tregont : e zell e oan da choum eno beteg va maro. C’hoant am boa da rei harp d’ar beilhadegou. Sioaz ! ne oa ken a veilhadegou, ne zidilhet ken a ganab goude koan, ne vreoet ken a lin. Ar wiaderien a oa holl maro ; ar milinou-avel a oa holl dispennet hag o dismantrou, klabezet war ar c’hrec’hiou, a vezo aet da get hepdale, ar mein benerez aneze aet da ober savaduriou nevez. Red eo bet d’in distrei d’ar Bariz, da c’honid va bara, araog beza graet eun eost war va Douarou : hep na kar na bugel, ha beza eo potr ha plac’h gouest da zelc’hel eur vereuri, kement a boan hag ez eus enni e pad ar bloaz ? Red eo bet d’in ive lezel eun eost all da vedi, eun eost hag a blije kement d’am c’halon ha d’am spered, da laret eo eost an hengouniou poblus.

Anavezout e ren, koulskoude, eur vaouez goz ha paour a gorf, pinvidik a spered, miret ganti eur bern traou kaer en he spered. Brema ez eo aet d’ar vered ive d’he zro. Gwelet am eus en-dro din, meur a diegez o sevel, meur a diegez o tiskenn ; meur a di-soul o koueza : tier nevez o krapa d’an nenv gant toennou glaz.

An arc’hant a ruilh breman er vro — bet ken paour ! — Kemwerz an avalou-douar abred a lak ar vro pinvidik, kouls ha gonidegez ar vordeidi — mui eget espern an dud, en gwirionez. — Ia, hogen, sioaz ar giziou estren en em led dre holl, ha spered ar ouenn an hini a oa hon finvidigez gwirion hag hon enor, a ya da guz, tamm ha tamm, evel a ya, er goanv, an heol, da guzat dreg ar c’houmoul.


39. — Ar Varzed baleerien : YANN AR MINOUZ.

Beza hon deus e Breiz-Izel, aboue ar bloavez 1900, eur savaden varzek, hanvet ar Gorsedd — da laret eo Azezet war c’horre — Hec’h izili a zo barzed disket hag a blij d’ezê mont daved ar bobl, da gana ha da brezegi. Hogen, ar varzed poblek bet anavezet gant hon tadou, a zo kollet ar greun dioutê.

An hini diveza a oe Yann ar Minouz. An Aotrounez ar Braz hag ar Goffik o deus lakaet eur gurunen lufrus ha fentus war e benn e lec’h e dog begek ha toull.

Kals re eo bet kresket dellidou an den paour man, evitan da gaout c’hoaz muioc’h a dalvoudegez eget rederien ar foariou hag ar marc’hajou deut war e lerc’h.

Anavezet am beus reiz mad Yann ar Minouz em iaouankiz. E Pleunveur-Gaoter, parrez stag ouz Pleuvian, a oa ganet, ha meur a wec’h e tigouezas d’in hen gwelout hag hen klevout e foariou Gourenez Lezardre pe e foar vras Landreger. Kaer a oa d’e skiant-natur beza prizet nebeut, kaer en devoa beza sellet evel eun tarzod, ar bobl en em zastume endro d’ezan. E vouez a oa mantous ha kazus : welloc’h e vije bet d’ezan an hano a Yann ar Mantous eget an hini a Yann ar Minous.

Yann en deus bet eurvat : ar vrud a zo deut d’ezan goude e varo [5], mar ev eobet pell dioutan en en veo.

Me va-unan am eus paeët va frof d’ezan en eur barzonek gallek.




Yann Ar Minouz (1825-1892)
Dessin du peintre Théophile Salaün, de Lannion
mort à Guingamp en 1909).

Eur c’houblad a zo chomet em envor goude tremenet daou-ugent vloaz ; n’ez eo ket kalz en gwirionez, hogen beza eo koublad kentan eur son skolaër. N’ez oun bet biskoaz troet d’ober ar skol Louarn — nemet eur wech hepken, darbet d’in beza bet beuzet er mor ; — eur skolaër troet mad awalc’h d’ar studi ez oun bet. Koulskoude plije d’in kenan ar sonig-man, rak roi a re d’in moarvat evel d’ar re-all, eun aër balc’h (fier) :

Me ’zo eur paotrik yaouank, joaüs ha dizoursi,
Ha ne garan netra well eget c’hoari toupi ;
Ober skolig al louarn ive c’hoaz a garan,
Ha moned da neziata , gourenn ha’ n en gannan.

Awen Yann a oa ken truilhek hag hen e-unan. He giriadur ne oa ket diouz an dereata. Setu aman, chomet em spered diou rimadel fentus awalc’h savet gant Ar Minouz :

Me ’zo evel bugale Goaz ar Zoud ’
Pa vramm o zad, e loufont tout.

N’eo ket possubl ’rei troïdigez c’hallek a gement-se hep diskenn bragou : n’eo ket gwir ?

Eun dervez foar, e Landreger, hen gwelis oc’h ober eur jestr ha ne oa nemed da Yann ar Minouz.

War al « leveen » a oa kana. N’ouzon ket hag hen a oa o kana dre’nenvor. Setu dalc’het en eun taol, chomet dideodet. Beza ez eus eus c’hrennlavar, hag a zispleg : « An nep a zo mic’hiek a c’houez e fri ». Yann a gane diwarbenn eur mic’hieg bennak. Hogen nag en brezoneg nag en galleg ne gave ar gir « mic’hiek ». Ha setu Yann o kemer e fri etre e veud hag e viz-yod… hag o c’houeza. An holl a chomaz meizet.

Er bloavez 1900, pa oan o tistrei d’am bro Pleuvian, am boa da dremen dre vourk Pleuveur-Gaoter. Keit ha ma oa ar jô o tihan ouz dor an hostaliri ha me d’ar vered. Hep nemeur a boan e kaviz bez ar Barz. Ar zavaden douar a oa delc’het en urz vad ha goloet gant bleuniou. Beza oa en he fenn eur groaz vian koad livet e gwenn, uhelder : eun troatad hanter. War ar groaz e oa skrivet en du :

ICI

REPOSE
le corps de Jean LE MINOUS
d. c. d. le 21 Juin 1892
Agé de 67 ans

p. d. p. l.

Er vro-man, holl groajou ar berejou o deus skridou gallek nemed hini ma mam en Pleuvian. Eur mab da Yann a oa izfiser war vor ; e verc’h kaër a oa konvers ganthi er bourk.

(Da heuil).

————
En Bro Dreger
A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————
40. — Yann ar Gwenn

Ar barz Yann ar Gwenn, laket gant Brizeuk en e varzoneg « Les Bretons » a zo marvet war dro 1850. Beza ez eus eta tud veo hag o deus c’hoaz koun dioutan. — Me n’ am eus ket hen anavezet, ganet m’az oun er bloa 1861. Me gred ez eo c’hoaz posubl kaout unan bennak diouz e oberou moullet war baperou distag. An deilhennou-man o deus baleet diouz eur vereuri d’eben, dilezet war ar prenechou pe war vantell ar chiminal, beteg aet war nij gant an avel. Daoust piou en deus an eurvat da veza perc’hen da unanig bennak eus e zoniou, moullet e ti Ledan e Montroulez ? Mad a vije ober gante eur berniad moullet. Moarvat n’ez eo ket eun taol micher a vije al levr-se, rak yez ar barzig tregeriad ne oa ket diouz ar reisa ; koulskoude eur boked c’houez vad a vefe anezan. Awen Yann a oa fresk ha koant, neuziet mad ha dihun ; han gwelout a refet hepdale, diwar nebeut a dra choumet eur envor.

En e zoniou a ra da c’houzout pelec’h e oa ganet : e parrez « Priel war ribl ar Guindi, tost da Gaer Landreger :

Yann ar Gwenn eo ma hano, ganet oun en Plouiel
Privet dimeus ar gweled ’boue moa nao miz bugel.

Koll a reas e dad hag e vamm en e oad tener ha dastumet a oe gant eur paour bennak diwar-dro.

E Breiz an douarou a zo lodennet stank gant kleuiadou gwez ha lann. Holl an hentou a zo bevennet e c’hiz-se. Eun toull, kleuzet e teoder eur c’hleu a re eul lochig gwasket d’ar bugel, eneb d’ar glao ha d’an heol ; hag ac’hanê an dallig bian a aspede kalonvad an dremenerien. Ar vugale all a zeue da c’hoari en en gichen, hag hen, ranel abred, a c’houlenne digante doare diouz an dud ha diouz an traou. Pa dremene unan-bennak war an hent, Yannig a lare d’e vignouned kontan d’ezan pez a ouezent diwar e benn. En despet d’e nam heuzus, ar bugel dall ne oe ket pell oc’h anaout holl dud ar vroïg. Yann a oa barz ginidik. Ar rimadellou a zaille en e spered evel dour ar vammen. Da bevarzek vloa e oa krog da vale dre Vro Dreger, gant e gi, ha gant eur plac’h vian, a oa kresket kenver ha kenver gantan e kichen e doull. Houman n’hen kwitaaz nepred. Den ebet n’hen deus envor da veza gwelet Yann ar Gwenn heb e barez. N’am eus ked gallet gouzout pe a zeuas da veza greg d’ezan, pe ma choumas d’ezan evel eur c’hoar stag outan. Pa’ n devoa Yann pevarzek bloa, e werziou a glemme a-benn neuze war dreuzou-dor ar vereriou bet tremenet ennê an Ankou gant e falc’h ; he zoniou a gane er porziou hag el liorzou epad lidou an dimeziou ; tregerni a re o vouez war dachen ar bourkou gant kleier ar vadiziant. Na oa na gouel na levenez, na glac’har hep Yann ar Gwenn, atao awennet, atao ar gwerziou hag ar zoniou o tont diouz e veuzou evel an dour-red diouz eur feunteunn.

Ar zon a gasas e vrud d’en uhellapoent a oe hini Antonaik ar Rouz. An aotrou Koat-Riou, euz an Treou, en doa laëret merc’h e verour ha kaset anezi gantan d’he gastel : awalc’h da Yann da sevel eur zon nevez. Me a zo bet luskellet em c’havel gant ar ganaouen goant-se, setu aman ar c’houblad kenta :

Deut hu ganin koantennig, deut hu ganin d’am zi,
Ne po man d’ober bemde, bemde met komandi.
Me ho lako da gousked ’n eur gwele ’tal an tan,
Mesk an tapissou voulous hag an niselliou moan.
Hag eun aval oranjez ’vo e pep tu d’ean
Hag eun eostig-lin bian ouz an treid o kanan.
Dre holl e vo lavaret, dre holl ebars ar vro,
Ez oc’h hu, Antonaïk, mestrez en Koat riou.

Ar zon-man a rede euz eur genou d’eun all. Ha setu brud ar barz yaouank azezet mad. Breman e c’halle beva gant e dra e-unan. Trugarekât e reas ar re o devoa hen dastumet bian, ha redek a reas ar foariou hag ar pardoniou, evel am eus lavaret uhelloc’h, eur zac’had kanaouennou moullet war e gein. Biskoaz barz poblek n’en devoa bet kement a dud en-dro d’ezan o chilaou e oberou. Ar Sac’h en em gave buan goullo. Ma oa kazus mouez mantous Yann ar Minouz, mouez Yann ar Gwenn a oa dudius. E-pad ouspenn hanter kant bloa ez eo bet klevet e barez hag hen o kanan hag oc’h eilgeria war dachen ar bourkou, dirag dor an ilizou hag el liorzig ar chapellou. Herve ’m eus klevet, e benn hag e gorf a vranskelle gant muzul ar werzennou ha kement-se a oa eun dra eginel da welout. Ar bobl, hep alan, batet, ha truezet, a oa stag ouz e yeuzou.

Yann en em gave dre-holl evel en e diegez. Dre-holl lec’h ma dremene e vije sellet outan gant souez ha gant truez. Barz ebet na zo bet ken karet hag hini n’en deus dellidet kement hag hen karantez ar bobl. Dall, kouls laret o tond war an douar, n’hen devoa ked a geuz da c’houlou an deiz. E spered en devoa daoulagad d’ezan e-unan da welet ar bed-holl. D’ar mare-man e kavet c’hoaz en Breiz didroïdelligez an amzer goz.

Yann ar Gwenn a oa dalc’hmad joaüs hag hegarat, eun den a wechall, seurt ne vezo gwelet biken. Kement a vloaveziou bet o kantreal euz eur c’hanton d’eur c’hanton-all, azalek an nevez-amzer beteg an diskar-amzer ken a anaveze an holl hentou, ar bourkou pignet war ar meneziou, pe kuzet en traouniennou ; ar geriadennou ; chapellou ar pardonniou ; ar feunteuniou vurzudus ; ar vereuriou ar muia dizanvezet ; an hentou treuz, glaz pe kraz, mouest pe heoliet, digenvez ha bazalmet. E ene glan ha bleuniet a zigore etre e zaou vignon feal, e gi hag e eilez.

Pa welet anezê o zri o tostât, goude beza bet gortozet eur bloavez penn-da benn, ar Moueziou a grie : Yann ar Gwenn ! Arru eo Yann ar Gwenn ! Ha pep hini da redeg d’ar gloued, ha d’hi digerri frank. Hag arru dirag toull ar porz, ar Barz a zialane krenv ; e javed a c’houeze evel hini eun evn o kanan pa gane ive d’an dud vad e c’hourc’hemennou a eurvad. — « Deut en ti, Yann ar Gwenn, deut ebars, da zibri eun tamm ! » Pep hini a felle d’ezan stoka e zorn ouz e vrec’h ; pep hini en devoa sec’hed ha naoun diouz e gomzou. Roët vije krampouez gwinniz gant kals a viou hag a aman. Kaëra deiz ! Stad e pep hini !

Hogen Yann n’ en devoa nemet eur stum da drugarekaat. Sevel raktal eur zon pe eur gourc’hemen. E c’hiz-se e vije paeët gantan an digemer-mad.

Ar vugale a ouele pa c’hoantae kuitaat an ti. An holl a enebe. Red eo gortoz c’hoaz, pedet hag ad pedet eo. Hogen red ober an disparti. Red eo ober an dro hir penn-da-benn hag an amzer a zo berr. Nag a vignouned da ’welout ! Nag a geloiou da gas ha da zigemer.

Nag a wech am eus klevet va mamm-goz ha va mamm o komz diouz Yann ar Gwenn, ha gant pegement a strafuill-galon, pa zeue sonj d’ezê diouz tremeniri ar barz en o zi. Sioaz ! ar c’hanaouenno a gane va mamm-goz a zo aet ganti d’ar bed all. Ha va mamm a oa c’hoaz yaouank pa varvas Yann ar Gwenn. Koulskoude meur a wech am eus-hi klevet o kanan Trifina Keranglaz, Janedik ar Gallig, Erwanig al Liker ha meur a hini all hag a re d’in gouela. Ankounac’het am eus int. Kemeret am boa noten, breman ’zo eur bloavez bennak, o tistrei da vale diouz eun nebeut koubladou displeget d’in gant va mamm, hag a oe graet, eme-hi, gant Yann ar Gwenn. E gwirionez merket int diouz e stum. Setu int aman. Sellet piz pegement ez eo muzuliet mad pep gwerzen, pegen aëzet a gerz, pegen brao ez eo kempennet. Setu aze labour eur gwir varz.

Yvonaïg a lare d’he zad, d’he mamm, eun de :
« Me ’m eus c’hoant da dimezi, mar eo ho polante,
Gant eun artizan yaouank a barrez Sant Jili :
Donet a ra d’am gwelout ha plijout a ra d’in… »

Yann Rezon a lavare da Warin an Treitour :
« Gra d’in kaout ar benherez hag, evit da zikour,
Me a roï d’id kant skoed hag eun habid neve
Hag az miro da vevel epad tro da vue. »

Yann Warin pa ’n eus klevet, n’eus ket kollet e boan
Taolet ’n eus ar c’houistantin [6] e zouben Yvona.
Yvona pa deus debret eun daou damm pe eun tri,
He deus taolet he skudel e kreiz leuren an ti.

He deus taolet he skudel, hag he zaolet hep poan,
Hag eo aet da Gerverzou da beur-dibri he c’hoan.
................................................
................................................

Person Sant Jili ’lare, ar Zul warlerc’h er prôn :
Sant Jiliz laëret, laëret, ’zo eur pichon ;
Laëret ’zo eur pichon, ’lec’h ne oa nemet-han,
Me ho ped Sant Jiliz da oher hen rentan.

Habitanted Sant Jili, en reked o ferson,
A zo aêt da Gerverzou da welet Yann Rezon.
Yvona, d’ê lavare : - « Deud ’hoc’h ’ta d’am c’herc’hat,
Ma lec’h zo aman breman, ha n’hallan ken kuitaat.

Aet d’ober gourc’hemennou, aet d’ober, d’am ferson,
Warc’hoaz me vo eureujet, ha gant Yannig Rezon ;
Ha c’houi ’holl va mignoned a barrez Sant Jili,
Deut da gemer ho loden eus festou an dimi. »

Biskoaz rimadellou Yann ar Minouz n’int aet war hed tost da zoniou Yann ar Gwenn.

Piou eta a glasko gwerziou ha zoniou Yann ar Gwenn ? En darnvuia euz e oberen Yann a rê meneg diouz e vro ginidik : « Ar ganaouen man a zo graët gant Yann ar Gwenn, ginidik a Briel. »

An hini a rafe eur fesken gant oberou stlabezet ar barz, ken c’houek, ken gwirion, ken tener, henez a rafe eul labour talvoudek. Pinvidikaat a rafe hon lennegez boblek ; ha, war eun-dro, taol a rafe kals a sklerijen war giziou koz hon maeziou e mare deraou an XIXd kantved.

Aboue am boa dastumet da gentan an notennou-man, an Ao. Jarlez ar Goïk en eus graet ive enn enklask war Yann ar Gwenn. Trugare d’ar skrivagner gallek ; koulskoude ez eo red d’in sevel va mouez eneb d’eun tammall graët gantan da Yann ar Gwenn. Herve an Ao. Ar Goïk, Yann ar Gwenn a zo bet eur mezvier, kals pe nebeut. Biskoaz kement all n’am beus klevet ha me koulskoude klevet meur a hini hag a bleustras gant ar Barz. Va zud a oa leun a zoujans evitan. Biskoaz koun ken glan n’ez eus bet miret diouz den. An envor a dle mirout hep tech, brud-vad Yann ar Gwenn. Keit ha na vezo testeni all ebet muioc’h talvoudek eget an hini digaset n’ouzoun a belec’h gant Jarlez ar Goïk me a lavar : « C’houi a zo faziet. Yann ar Gwenn a zo bet eun den prizet ha karet ; mar vije bet eun n’hen’ dije bet nemet kaz ha dispriz. »

41. — Ar c’hoariou er Pardoniou

Breman ez eus eun daou-ugent bloa bennak, ar viell a oa bepred en penn ar jabadao poblek en Bro Dreger. Me gred ez eo maro holl zonerien ar viellou. Kernevis o deus c’hoaz o zac’h-biniou hag o bombard. Koun vad am eus ne oa pardon ebet, eureud ebet, hep eur soner viell… Hini Pleuvian oa hanvet Job Even hag a oa kereour. Gwelout e ran anezan pignet war e variken en eun draounien bennak, en eun hent glaz, pe war leur ar vereuri dindan ar Gwez, o skeï ar muzul gant e droad hag hen gwech ha gwechall o krial : « Allê Van deux !… » An tri gir-se, moarvat, a roe lorc’h d’ezan.

Breman ez eo deut an « Accordéon » — giziet gant ar vartoloded hag ar soudarded da gemer lec’h ar viell. E meur a barrez an eureujou a ia d’ar bork gant eun akordéon en penn al lid-kerz. Kement-se a zo kazus evit an nep en eus klevet viellou gwechall ha seier biniou Kerne.

Er pardoniou a vije meur a ziduamand, kollet breman ar c’hiz anê. Beza oa, etre re-all, c’hoari sac’h-baz, dic’houga goazi, hag all.

Ar pardoniou bian a oa dudius meurbet. Ne welet ket ennê marc’hadourien « alcool » evel breman. Beza vije marc’hadourezed kraou, alemandez, berlingos, ha frouez a bep koulz bloa.

Ar merc’hed yaouank a ye d’azeza, an eil e kichen eben, war eur c’hleu, pe war eur zavaden douar endro d’an dachen pe war vogerig liorz ar chapel. Ar baotred yaouank a re o dibab etouez ar merc’hed hag a ginnige d’ezê goude an dibab, daou wennegad kraou pe alemandez. Ha goude vije graet baleadennou gant dereadegez ha peuc’h. Arru an aberdeiz ar paotr yaouank a gasé e vestrez da di he zud elec’h e vije pedet da goania.

An daou c’hoari ar penna, er pardoniou, a oa dic’houga-goazi ha sacha-ar-vaz. Me va unan am eus c’hoariet hema, eur wech bennak e Koat an Eskopti, elec’h ma vije kaset krennarded Kloerdi Landreger da gemer o ebatou an han goude kreisteiz e-kers an han-tomm. Ar c’hoari ze a vije kuzet etre zomp, pell diouz lagad ar mestrou. Diou loden a vije graet, unan etre re eur barrez, unan etre re eur barrez all : pep loden a gemere eur c’heverour. Heman a vije savet war zivrec’h astennet e geveilen, a blad, e gein war-var : d’an ezom unan all bennak a groge en e dreid. An diou loden a dostae an eil d’eben, hag an daou geverour a groge stard en eun drunsen goat kaled. Ha sacherez neuze. Ar vaz a chome gant al loden grenva. Awechou ar sacherez a bade pell hag ar mammou a vije bet o sellout an diduamant man a vije bet moarvat ankeniet gant aoun da welout brec’h pe vrec’h diframmet. Va zad denig bian, glazard krenv, a oa, herve klevout, eur gwall c’hoarier Sacha-ar-vaz.

(Da heuil).

————
En Bro Dreger
A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————


War bez a zell c’hoari dic’houga gwayed pe gwazi ne chomin ket pell. Eun fun a vije astennet en aer etre diou wezen en eun hent treuz tost da dachien ar pardon. Ouz ar funien e vije staget a ispill dre o zreid eun toullad gwayed beo. Gwella marc’hegerien ar barrez en em renke pellikoc’h, ha raktal, roet an urz, ar c’hezeg da vont d’an daoulamm-ru, ha nep a helle a dape eur gway dre he goug. Hon c’hentadou oa hep truez ouz ar gwayed ken didruez ma oant evitê o-unan ? C’hoariou gouez ha kriz, c’houi a lavar. Hag an emgannou prientet etre kigi ? Hag ar redadegou tirvi ? Hag ar gann a daoliou dorn a ro kement a levenez d’ar c’heriadiz ha d’ho gwrage tener ?

E c’hoari sacha-ar-vaz, Yann ar Chevanton lez hanvet « Yann Vras » ne gavas nepred e vestr. Barnit, mar kredet, kement-ma : Yann en em lakae adreg eur wezen, e vruched peget ouz ar c’hef ; eur marc’h a vije sternet ouz ar vaz dalc’het en e zaouarn gant Yann Vras. Biskoaz marc’h n’ hallas sacha ar vaz diouz ’tre e zaouarn.


42. — Eur prestour haël

Tiegez ar Chevantoned a oa hag a zo c’hoaz enoret mad en Bro-Dreger. En tiegez-man a zo bet milinerien a rumm da rumm — evel en tiegez ar Willoued. — Beza a oa dioute e seiz parrez Gourenez Lezardre, ha zoken er « Bord-all » da laret eo en Plouvouskan, hag holl e oant pinvidik. Yann Vras mar boa krenv a oa ive madelezus, eur c’hristen dispar. Gwelet a oe o rei bara d’ar bevien e pad ar bloaveziou a zienez hag e oberou mad ne zeblantent ket paouraat anezan. Prestan arc’hant a re ive hep goulen na diskarg na kampi, fianz ennan en feiz gwirion an dud, en eur heuilh al lezen gristen. Renan Lucas, hag a zo bet tad d’an Ao. Lucas, person Lomikaël-an-Trez, Renan Lucas a emprestas digantan seiz mil liur. Yann Vras ne c’houlle ket klevout komz diouz eur paper diskarg. « Eun diskarg digant Lucas Kervran ! » Renan Lucas-man oa eun den a aër dispar, eur c’houer a oa, henvel kentoc’h ouz eun digentil, graet gantan eur studi vras evel kals a vab a diegez pinvidik a Vro Dreger. An tiegezou pinvidik diwar ar maez a gase d’an amzer-ze o faotred d’ober o studi da Gloerdi Landreger ha meur a hini a rae e studi latin evit dont da veza — nan beleg — hogen labourer douar. Keit-se ar spered nevez, spered ar gwall-c’hounid en emzile er vro. An dud a zeue da veza troïdellek, pez a hall tremen oute da veza gwirion hag onest. Meur a hini emprestet gantan digant Yann Vras, hep kampi, a brene danvez, a zave tier-nevez. Lezen an Iliz ne zifenne ket digemer arc’hant evit gopr an douar pe an tier ha setu aze tud pinvidikaêt diwar goust Yann Vras.


43. — Ar c’hont Plu diouganer

Me a skriv herve digoueziou va envoriou. N’ eus ket nemeur a urz en notennou-man. Ha setu va spered troet war zu arvestourien all c’hoariet gantê o roll dindan daoulagad Tregeriz. Marteze oa dleet d’in heuill an amzeroni evit displega taolen an dud diwar ar maez brudet e touez kouerien Bro-Dreger. Ia, mar am bije bet amzer ! Bah ! Demp bepred a dreuz parkou !

Ar c’hont Plu en deus lezet war e lerc’h, en Bro-Dreger, ha dreist-holl en Gourenez Lezardre, envoriou padus. E varo a c’hoarvezas wardro 1760. E hano a oa Corlouer. Diskouezet am eus ar C’hont Plu em barzoneg « Ames Simples ».

Corlouer en devoa graet e studi evit beza mezeg. E choumadur a oa en Pleuveur-Gaoter en eul lec’h hanvet Avanturus. Beza oa eur mezvier. Pa ’n deve dispignet e holl arc’hant evit eva, hen a werze e zillad. N’eus forz : bepred e vije gwisket kaer meurbet ha gant honestiz. Setu penaoz. E gorf a endue gant mel ha goude en em ruilhe ebars ar plu hag ar marbleo. Aliesoc’h e vije gwelet o vale gwisket evel eun evn eget gwisket evel eun den. Ac’hane’ oa deut d’ezan e hano : ar C’hont Plu.

Va mamm he deus klevet hec’h eontr ar Manac’h, o komz diouz ar C’hont Plu evel diouz eun den awennet, eun den leun a ouiziegez. Ar Manac’h a oa bet manac’h e manati Sant Fransez e kichen Landreger. Pa zigouezas ar Reveulzi Vras, hen a daolas e c’hougoul : graet en deus skodou e kaër Landreger. An tiegez Bourc’hiz, tiegez enoret, a ziskenn diwarnan.

Ar C’hont Plu a ziouganas divez ar Rouelez, ha donedigez ar Reveulzi. Kement se a ziskouez a oa eun den hag a oueze sellout, poueza an traou endro d’ezan, ha diskonta. Renadurez e vuez, kaer he devoa beza dizurzet, ne oa ket evit ober d’ezan koll netra diouz e levezon war an dud na diouz e ouiziegez.

Eur vaouez a Bleuvian a ieaz eun dé bennak da c’houlen e guzuill, evit gouzout ha beza he dije bugale. — « Beza az pezo eur mab, eme ar C’hont Plu ; heman a zeuio d’id pa vezi arru oajet : kals a c’hlac’har a raïo d’id. Beza vezo eur bugel spouron hag eun den spouronusoc’h c’hoas. Hada ar spont a raïo dre lec’h ma tremeno hag ar gwad a lako da ruilhal. Welloc’h e vefe, evidoud, ne zeufe ket war an douar. Hogen da donkadur zo rei buez d’ezan. »

Diougan ar C’hont Plu a zeuas da wir. Ar bugel ganet diouz ar wreg-se a oe hanvet eveldoun-me Erwan Berthou.


44. — Berthou, tammaler poblek

Al lez hano Tobi a oe roet d’ezan abalamour (?) ma en devoa eur penn bras ha dre ma oa ledan e gein. An hano Berthou a zo ledet niverus dre ar vro. Tobi na oa ket diouz skour Berthoued Kervel. Ar re-man, va zud koz, hervez-am eus klevet, a zeue deus Pluzunet. An hano Kerverzou a zo hevelep hini gant Kerberthou pe Kerberthou. Beza zo ive eur Kerberthou en Sant Nikolaz ar Pelem. Me gred e teu Berthou diouz Berth pe Berz. Aberth, e keumred, a dal « gouel ». Gouel berz a dal, gouel miret. Me gred eta e tal Kerberthou da laret, lec’h al lidou kaër, en eun amzer araog ar gristeniez.

Tobi Verthou, hervez ar vrud, a zeuas da veza eun den lennek hag a oe kaset da Bariz d’ar stadou evel ezel diouz an Drived-Stad. Moarvat a oe izelloc’h e garg. Pa strakas ar Reveulzi, a oe hanvet penrener « district ». E roll a oa diskuill an dud a oa disfianz dioutê. C’hoari a reas ar roll-ze gant kals a grizder e stum da harpa diougan ar c’hont-Plu.

Eun deizbennak e roas urz da brizoni eun tiegez hanvet Pivaing o choum e Kerrac’h-Izella Pleuvian. Nao a dud a oa anezê hag eur beleg en o mesk. Gwerzet o devoa o madou en gortoz beza tammallet, hag an arc’hant a oe lodennet etrezê o nao. Pep hini a zouge eur sac’hadig peziou daou skoed. Dont a reas d’ezê kelo e oant o vond da veza serret, ha setu e kemerjont o zu da dec’hel — moarvat dre vor, rak Kerrac’h a zo kouls laret war ribl ar mor. — Re divezad a oa. Ar Soudarded a c’hoarveze ; red a oa en em zistag diouz an arc’hant. Staga ’rejont an nao sac’h an eil ouz egile hag en eur dremen e-kichen Milin Kerrac’h, e stlepchont anezê e liorz va zadiou Guilhou. Kement-ma a c’hoarvezas e kreiz an noz. D’ar beure va moereb Jobenn, c’hoaz bugel a gavas nao sac’h ar skoedou e mesk ar c’hol. He zad a glenkas aneze hag o daskoras d’o ferc’hen nebeut goude, rak maro Robespier a zeuas da zigori d’eze bac’h Gwengamp.

Va mamm he deus anavezet reiz mad Tobi Verthou, rak pa oa arru koz a oa hep tiegez hag en devoa kemeret magadur eti va mamm goz. En em enori a re c’hoaz da veza bet abeg da gals a varoiou noblans ha beleïen. Bepred a gaze an noblans : koulskoude a oa en em daolet da ober pinijen : kaer en devoa beza dall bemdeiz a re Hent-ar-Groaz evit goalc’hi e bec’hejou.

Ar C’hont Plu, diouganet meur a dra hag a zo c’hoarvezet, a ziouganas c’hoaz eun dra. Breiz, hervez e lavar, a vezo, deiz pe deiz, staget ouz Breiz-Veur. An nep a vevo a welo. Hogen petra a zouezus a zo eno ? Hon Hentadou a zo deut a Vreiz-Veur. Perag ne zistrofe ket o Bugale vihan d’ar Vamm-Vro genta ?


45. — Aotroune Rospidou

Ar C’hont Plu ha tud Kerverzou o deus douget va envor war-zu tiegez Rospidou, evel tiegez Kerverzou en karter Sant-Yann Pleuvian.

Unan bennak eus Aotroune Rospidou a oa chomet intanv gant kals a vugale. Dre ma oa paour hen a dlée ober e-unan gant labouriou an ti, skoazellet gant eur goz vatez hep gopr, evel ma oa kals d’ar mare-ze. Bepred e kave Rospidou amzer da gelenni e vugale. Beza en evoa eur verc’h meurbet’ koant kollet ganti ar spi da zimezi rak ar C’hont a Rospidou ne oa ket evit rei d’ezi argoulou a-bed.

Ar C’hont a oe tapet eun deiz o hemolc’hi, e Kervengui Pleuveur-Gaoter. Ar C’hont a oa gwisket gant lien rust ; eur re votou koat en e dreid, evel eur mevel. Diskoueza reas hepdale en devoa ar gwir da hemolc’hi war an douarou-man. Seblantout a ra ne ieaz biskoaz ar Rospidou-man d’ober e gog lore e Palez ar Roue, e Versailhez. E verc’h gant he c’hened he dije koulskoude graet he hent kouls hag eun all. Hogen dre n’ halle ket hep madou dougen pouez eun hano kaër, hi a renkas mont d’ar gouent. N’ouzoun pegement a vloaveziou a vevas er c’hloz. Goude he maro (hervez ar vrud) hi a zeue da Rospidou da strafuilha hunvreou ar re-veo. An noz e klevet huanadennou evel n’ez eus moarvat nemet ar re varo kap d’o zeurel. Gwelet e vije ive tan hep moged o tond e-maez ar chiminalou chomet dic’hôr aboue pell amzer, ha kement-se moarvat n’eo ket stank.

Eun noz e oe klevet eun drouz digustum e porz Rospidou. Eun den ranel a zeuas da zellout. Ha petra ’welas ? Eur wiz o vale, landreant, etre daouzeg porc’hel bian. Hogen aboue pell-amzer ne oa ket gwelet moc’h e porz Rospidou. An darvoud souezus-man a c’hoarvezas adarre an noziou warlerc’h war an taol hanter-noz. Hag unan-bennag da c’houlennata ar wiz ha setu ar respont : « Ne oan ket krouet evit ar gouent ; va galvidigez a oa dimezi. Hervez arz an natur me a dlée rei buez da zaouzeg a vugale ha sevel anezê gant evez. Kement-se n’am beus ket graet. Breman ez eo dleet d’in ober pinijen. Ne deut ken da strauilha va nozveziou, rag va foan a badfe pelloc’h. » Hag e oe lezet ar spes en peuc’h. Ar vrud a gement-man a spountas meur a hini ha setu koz vaner Rospidou ne oe ken dalc’het enstad vad : koueza a reas tam ha tam en dismantrou.

Va mamm, ganet e 1833, he deus anavezet an diveza Kont a Rospidou. Heman a oa evel ma vez lavaret « eun dijentil kouezet diouz lost ar c’har da lavarout eo unan hag a oa re baour evit beza kavet plas ebars ar c’harrons a gase an noblans d’an harlu e pad ar Reveulzi. Klevet am beus alies komz diouz ar C’hont a Rospidou a oa e lojeiz e Sant-Yann Pleuvian, tost d’ar feunteun vurzudus. Arru’ oa koz meurbet pa oe anavezet gant va mamm. Beza oa dioutan eun « enebamzeriaden » veo. Gwisket e vije e c’hiz gwechall : eul liviten lost-pik, eur bragou-berr ; eur re leorou moan hag eur boutou gant izivi arc’hant. Eun tog kern hir en dije war e benn hag e vleo gwenn evel plansonnet, a goueze war e gein. Beza en devoa eun doare eus ar c’haëra, eun dellezegez diouz an uhella. Koulskoude ne veve nemet dre aluzen. (Red eo gouzout ez omp o vale dre Vreiz, evit kredi an traou-man). Gant ar C’hont a Rospidou e vije oc’h ober e dro, hag o veva gantan en e di, eur plac’h yaouank a ouenn izel hag hen kare ; kempennet kaër, e vije gant dilhad a c’hiz koz da laret eo dic’hizet pell a oa, tennet ganthi n’ouzoun a betore arc’h koz. Dougen a re, da viana, eur c’houzougen tuelennet. He hano, Pimpel Riou, a zo choumet poblus e Pleuvian ha stag ouz hini Rospidou. Pa oan yaouank am eus klevet alies komz diouti. Pa zigoueze d’in mont da bardon da Sant-Yann gant va mamm, me a c’houlenne bep gwech mont da welet Kastel Rospidou. Heman n’en devoa ken a doen. Hag ouspenn, ne oa moarvat netra ennan henvel ouz Kastel koz tiegez Rospidou. Setu aman e skeuden graet gant peder rimadell c’houek, savet hep mar gant eur c’houer bennak.

Ar C’hont a Rospidou en deus savet eun ti :
Eur c’hoste a zo mein, hag eun all a zo pri.
War an nor eo skivet an holl armoriou
Da ziskouez a chom eno ar C’hont a Rospidou.

Gwelout a ran c’hoaz en deun va envor moger bri an ti bian o deus bevet ennan diveza Kont Rospidou, koz-koz, ha Pimpel Riou yaouank-yaouank… Daoust ha n’ez eus ket aze pedra da dempti awen eur Barz ? Kals divezatoc’h ez on distroet da Sant Yann, pa oan o vont da aoza « Ames Simples ». E Pontajan, lec’h o deus bevet gwechall noblans Kerverzou, zo breman eur vereuri gaër ; hogen kastel Rospidou, ar C’hastel Pri, ne oa netra ken dioutan ; teuzet e oa evel eur c’hreunen holen dindan dour ar goanv ; an dumen diveza dioutan a oa nijet gant an avel.

(Da genderc’hel).

En Bro Dreger
A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————
48. — Al leuriou-nevez

Al leuriou nevez a oa digareziou a jabadao. An amezeien an em roe zikour evit trêi an douar, hen glebia, hen plenaat, hag hen moustra, hag hen lufra. — Breman na vez ket kemeret kement a boan endro d’al leur. — Mont d’al leur nevez a oa evidoun-me eur blijadur eus ar re vrasa. Hogen plijadur vrasoc’h e oant c’hoaz evit an dud yaouank a gave eno digarez da’ n em dostaat ha da em gerzet war o zreid noaz. Pebez adverniou gant jistr fresk-distan ! Nag a friolerez e touez ar berniou ed ha dindan ar gwez, leun a frouez ! Breman n’ez eus ken a frouez el liorzou : aboan eun avalen bennag ! O Breiz gwechall ! pegen mad ! pegen c’houek e oas te evit da vugale ! Mez pegen dellezek e oa da vugale da veza karet ganid !


49. — Kouignaoua Hegin an ed !

Noz Nedeleg a oa eur gouel meurbed berzet en hon bro. An noz-se den na gouske. Beilhet e veze o c’hortoz an eur da vont d’an oferen. N’ez eus nemet an den hag an touseg a vorgouskfe e noz Pellgent hervez an hengoun. Holl al loened-ti a ve graët-brao d’eze : kaset a vez boed d’eze araog ha goude an oferen hanter-noz. Ar vugale a choume dihun gant aked, o c’hortoz adkoania. Pebez pred c’houek ! Ha p’arrue ar beure, pebez levenez o kaout dindan an trebecher kinnigou ar Mabig-Jezuz !

An deiz war-lerc’h, beure mad, ar vugaligou, a vagad, a rede a-dreuz an hentou, da glask o c’houignaoua. « Kouignaoua » a dalvez dastum kouignou (bara). Ar c’hizman a zo moarvat koz meurbet. Dre holl an toliou a oa leun a avalou, a graou, a flutou, lakaet eno evit ar vugale. Ober dismegans da Salver ar Bed e vefe tremenn hep rei o c’houignaoua d’ar vugale. Roet e vije d’eze ive gwenneien.

Ar bevien a zeraoue an deiz warlerc’h, a vagadou, eur zac’hig war o skoaz. Ama o devo heiz, du-hont avaloudouar, pe ive gwenneien.

Me gred a dle tro ar C’houignaoua beza kemeret ive evit hini an Eginane. Biskoaz n’ am eus klevet an diviz e kaver er Barzaz-Breïz : Tro an « Aguilaneuf » ; hogen klevet am eus kanaouennou pe diviziou dam henvel.

Deiz araog an deiz kentan ar bloa, ar bevien a groaz ar binvidien war an hent, en eur hetan d’eze eurvad e pad ar bloa. Du-man du-hont e klever, war ar c’hrec’hiou hag en hentou-doun, kaniri lec’h m’eman bagadou ar bevien o tremen.

Arruout a reent er porziou en eur gana :

Eur bloavez mad ni a heta
D’an holl dud a zo en ti ma :
D’ar re ’zo koz eur yec’hed mad,
D’ar re yaouank avantur vad !

Hogen goude koan e veze ar muia a blijadur. Bagadou tud yaouank a yê dre ar maeziou, kaout e reent an dorojou zerret. Ar re-man na zigoront nemet pa vez gounezet an trec’h gant spered ar re a zo o c’houlen digor, da laret eo pa o defe boc’het ar re a zo en diabars gant o zeod lemm. Graet e veze d’eze bep seurt goulennou rimadellet hag int a dlee respont ive e rimadellou. Skouer :

Goulen :

Laret d’in, c’houi ’zo plac’h a vek
Ped bouezel zo ’ n eur c’hefelek ?

Respont :

Teir a dreuz, ha teir a-hed
Bouezel an toull-rer a stouvo d’id da vek.

Eun all : Goulen :

Laret d’in, c’houi ’zo eur potr fin,
Petra eo Min-Buas en latin [7]

Respont :

Me ’zo bet er skol gant tad koz da dad
Ha n’en devoa ket disket d’in latinat…
Aman ’zo eur potr koz ebars ar poull
Hag eur bunaouzen ouz e doull,
Mar fell ganac’h dont bars an ti,
C’houi hi distago gant ho fri.

Abaoue m’ eo maro Alcofribas, n’heller ken trei ar seurt traou-man e galleg. Pa vez digoret an nor e vez evet eur podad jistr, hetet bloavez mad an eil d’egile, hag ar bagad a ya kuit en eur gana a bouez-penn :

Doue d’ho miro, ken a bloa,
En kambr an Itron Varia ;
Ha gras d’imp holl d ’en em weled
En nenv, en palez an Drinded.

An Drouized herve ar skrituriou gallek a gutuilhe an uhelvar en eur grial : « Au gui l’an neuf ! » Setu aze eun hengoun fentus awalc’h. Ar geriou-ze a zo galleg hag en amzer goz ma vije kutuilhet an uhelvar gant an Drouized na gomzet nemet ar yez keltiek e Bro ar C’hallianed. Penoz ar foeltr o dije gallet an Drouized komz galleg ? Me gred e vije kriet : « Hegin an ed ! » Er c’houlz-se diouz ar bloa an ed a grog da hegina ebars an douar.


50. — Ar gerentiez

Krog a ver da ankounac’hat ar Gerentiez e Breiz da laret eo ar Gerentiez a bell — e giz Breiz. — Pa oan bugel an dud a zalc’he tost d’ o c’herent pell. War digarez eur gouel bennak, eur c’hanvou, e vije kaset eur c’hannad d’ober an dro d’ar c’hanton ha d’ar c’hantoniou all war-dro, evit kelenni ar c’herent beteg an dekved pazen.

Envor am eus diouz an danevel a re va mamm diwar-benn ar weladen a vloavez mad a re bep bloa gant he zud ha gant kerent-all, d’he mammiou Coutans Nicol.

Coutans Nicol a oa koz meurbet ha ne zave ken diouz he gwele. Dall ha morzet a oa. Hogen miret he devoa he skiantvad hag hec’h envor. Lavaret am eus a oa divent envor hon re-goz. E pad an déiz kenta bloa, an ti a vije peurleun gant he bugale, he bugale-vian, ha bugale he bugale-vian. En em gavout e rent eno dre gantchou, a gevred, ha c’hoaz unan-bennak a choume dilerc’het. A bep m’ arruent, int a bigne war ar bank-dosser evit pokat d’an hini goz. Ha houman diwar mouez mamm ha bugel, hag alies diwar tastonat an dilliad, a anaveze an hini a vije diraki, hag a lavare : Heman eo hen-ha-hen, mab da hen-ha-hen, a barrez pe barrez. Doue d’ az benigou va bugelig ! Ar Seiz parrez a zo breman e kanton Lezardrew en em gave diskleriet e ti Coutans Nicol. Beza vije eno izili eus tiegezou Briand, Bidamant, Berthou, Meudal, Koutellek, Minouz, Raoul, Mazo, Kerleo, Pivaing, Razavet, Riou, Jouan, hag all, beteg Yaouank a Blouvouskan, treuzet gantê ar Yeodi er Roc’h-Velen.

E Plouvouskan, kouls hag e meur a barrez all e Breiz, kaver breudeur a zoug hanoiou dishenvel, evel Yaouank ha Le Jeune, hervez paperou ar maërdi, skrivet a-dreuz gant sekretourien re nebeut a skiant d’eze. E c’hizse e kaver ive daou vreur, unan Ar Braz, eun all Le Grand. Unan diouz ar Yaouanked-man en devoa eul lesano fentus hag a roas e lesano d’ e ziskennidi anavezet c’hoaz dindan an hano ze. Anavezet int eta bepred dindan an hano « Kochon-Sac’h » (ar moc’h bian a vez kaset d’ar foar en eur sac’h). Ar c’hrennard, joaüs, ha c’hoant d’ezan ober eun taol bourdus a zistroas e Landreger, eun devez foar, eur c’hochon-sac’h, hag hen digasas gantan d’ar gaër. Ac’hane ’oe roet d’ezan e lesano : Kochon-Sac’h.

Va mamm a c’hoarze gant eun netra ; biskoaz n’am eus gwelet den o c’hoarzin evelti, hag azalek a zigore he genou evit danevelli tra pe dra fentus, an holl, en dro d’ezi, a zirolle da c’hoarzin. Va mamm a re d’in-me ive dirolla pa zanevelle d’in penoz e vije anavezet ar « C’hochon Sac’h » gant e vammiou Coutans Nicol.


51. — Al les-hanoiou

N’ ez eus bro ebet, me gred, evit rei les-hanoïou d’an dud evel Pleuvian. Setu aman eun nebeut les-hanoïou a zo bet roet da dud hag a anavezan reiz-mat evel m’arruont dindan va fluen : Sakramento, Lichen, Kanou Bras, Petit Pantalon, Kosto, Jezu (eur vaouez), Marianna trioac’h bloa (eur vaouez all), Rayon X, Coeur brisé, Bonbon fondant, Kac’h-e-lard, an Diaoul, an Diaoul bras, Mari Poull en houïdi, Joziaz, Fanch an ti-min, Bord ledan, Bleo gwenn, Lord Pistol, Mari Bistolen, Pitel-Marjob, Le Roi d’Espagne. Ha me oar-me pegement a re-all ! Hag al les-hanoïou a ’zo aet d’o bugale ha d’o bugale vian bete ne oar den ped remzi.


52. — Falc’herien ar Mor

P’ arru kouls ar moradou bras, kedez nevez amzer, e weler an henchou a ziskenn d’ar mor goloet gant sternajou kirri pounner, ha bagadou tud o vont d’an aod : paotred, merc’hed, a bep oad, krennarded, krennardezed, tud yaouank, tud arru war an diskenn. Ha trouz ! trouz ar rojou hag ar strons ; c’hoarz, skrij… Daoust perag kement a jabadao ? Perag lezel an tier, kouls laret, hep tud ? Adreg ar strolladou n’ ez eus ken nemet sioulder. Ha dilezet o defe an dud-man o mereriou ? Evit mont pelec’h ? Da ’n em goll er mor divent ha doun ?

Eur re bennak, koulskoude, a zo choumet en tier : ar re goz amparval hag ar vugale vian.

Eost ar mor a zo darev, ha ne vezo nepred awalc’h a zivrec’h evit troc’ha ha destum an eost. Setu ni e koulz ar miziou garo : Genver, c’houevrer ha meurz :

Meurz hag e veurzi,
’Lak ar wrac’h da gac’hat ’n he zi
Hag he matez kouls ha hi.

Miziou ar gorventen hag an dismantro ! Ar mor a zo dirollet-dalc’hmat ; n’anav peuc’h ebet ken, na noz na deiz. Herie e man awel gwalarn o c’houeza : strapa ’ra war ar rec’hel e zeier du, leun a c’hlao hag a zour-mor ; warc’hoaz e vezo tro awel ar steren, kriz e alan, skornet ken a denno ar gwad diouz daouarn an dudigou war ribl ar mor.

War an aod divent, rak ar mor a zo diskennet pell, ar bobl a zo aet da get. A boan ez eo kap eul lagad lemm da welout an dra-bennak o finwal er pellder : tud o troc’ha, o tougen gant kravazou plen, tud o vernia, hag ar c’hirri bian o tigas ar bizin war ar bili hag an traez, elec’h ma vezo karget war ar c’hirri bras chachet gant tri, pevar ha pemp a gezeg.

An troc’ha bezin, hanvet ar Verz, a bad tri devez dustu hag en em astenn war dri marevez.

Ar bizin a zo eun temps diouz ar c’hentan, ha n’ez eus nemet tud ar barrez da gaout gwir war ar bezin troc’het nemet troc’het a vefe pelloc’h eget an dere izella. (Ar bizin torr — torret gant ar barriou amzer — ha digaset d’an nec’h gant ar gourlanou, a zo klasket ha prenet ker gant tu an douarou).

Ar c’hirri o de kals a boan o kaout o hent mesk ar rec’hel, mesk ar berniou mein, mesk ar poullou dour, hag an dud int-o-unan a renk treuzi gwaziou-mor don ha ledan ; kement se a reont gant fent ha plijadur.

Ar bezin, troc’het tost d’an dere, a vez berniet, ereet gant funiou, keit hag e vez izel ar mor, ha bep ma sav heman, ar bern a zav ive : pa vez war vordo a vez leviet gant perchennou hir ha douaret war an aod epad ar gourlan.

Setu aze labouriou poanius, hag a zeblant gouest da lakaat an dud da glemm ha da veza goulennus. Gwechall koulskoude den na glemme ha den na zirezone. Ar Verz a vije divezet er bourk gant koroll ha jabadao, lec’h e vije red dispign nerz adarre. Hogen gwechall ar c’horfou a oa trempet mad, welloc’h eget hirie. Ar bevans a oa gros ha yac’hus. Breman an dud yaouank, tremenet dre ar c’hazarn hag ar c’haëriou, a zo deut da veza lipous, hogen kollet o deus ive o yec’hed hag o nerz. Ar vro a goll he flijaduriou koz ; an dud a c’hoarz bepred, hogen gant bourdou nevez, gant giziou a ziavaëz.

Lec’h a drec’he hon re-goz, ni a gouezo hepdale, trec’het gant hon lorc’hente ha gant hon digalonder.

Bepred ne fell ket d’in achui ar pennadig-man war eun ton huanad. Mad a oa lakaat dirag daoulagad kaëriz, ar re dioute a zeu bep bloa da ehani en hon maëziou ha war hon aochou, mesk ar bleun, an deillou glas hag an ed o veleni, mad a oa diskouez d’eze taolen boanius ar goanv. Gwelet e vezo pegement a goust an eost d’an hini a zo, hanv goanv, e-maëz o c’houren troad-ouz-troad enep an avel, an dour, an heol hag ar mor.


53. — Person koz Lanvilin

Ne oa den muioc’h madelezus eget koz person Lanvilin, an Ao. Kaër. E ma pell zo e peuc’h an Ao. Doue. Me gav ez eo mad ober enor d’e vemor. An dud a fouge hag ar farizianed a lavare e oa arru en e vugaleach war e vloaveziou diveza : tremen a re evit eun den louad, didroïdel. Hogen sioaz ! nebeut a hini a zo distak awalc’h diouz traou ar bed-man evit gallout beza hanvet eun den didroïdel ! Eürus ar barrozianed a heuilh ar bastored mad hag a ro hep niveri d’ar re ezommek !

Ar c’hoz person n’en devoa netra d’ezan e-unan. E vatez Janned, a oa c’hoaz kosoc’h egetan ha ne oueze penaoz lakaet an daou benn da staga. Nepred, koulskoude, ar bara ne reaz d’eze dienez na d’ar bevien.

Eun deiz bennak an Ao. ’n Eskob a Sant Brieg a zeuas da Lanvilin da c’houzoumenni ar vugale. An Eskob, ar Vikel Vras, kals a veleien, ar Maër, hag ar guzuilherien a oa endro da daol ar person. Heman ’oa eun tammig bouzar hag e gomzou, o tont adreuz, alies, a roe bourd d’an holl. Janedik oa leun a lorc’h enni ; graet he defoa dispignou hag a zeblante re-vras d’an Ao. Kaër. Sonjal a re ennan e-unan : oh Janned ! Janned ! petra c’heus graët ? Mar peuz graët dle, red a vezo o faea, ha gant petra ? Diwar goust ar bevien hag ar vugaligou ?

Hogen arruout a reas eur plad gant Janned hag a lakaas ar person koz en fulor.

— « Na petra, Janned, kollet ac’h eus ho spered ? Aman ’zo eun Eskob hag a zo gouest, hen e-unan, da rivina parrez Lanvilin. Ne zigaset netra aman ken, en hano Doue ! Rak warc’hoaz ni a vezo, c’houi ha me, war ar plouz ! »

Ar person koz a oueze n’en devoa ket an Eskob disket ar brezoneg, hogen ar Vikel Vras a gomze reiz mad hon yez hag heman a droe e galleg, d’an Eskob, rebechou ar potr koz. Hag an Eskob da foëta, herda m’ hall, friko Janedig. Ar paour kez koz a golle e skiant. Hogen pa zavas an dud diouz an daol, Janedig a lakaas pevar billied a gant lur e dorn ar person koz. Pevar c’hant lur evit e bevien !


54. — Eur paour-kaez den a-furnez

An holl dud fur n’ int ket bet Gresianed. Bet a zo ha beza ez eus c’hoaz meur a hini en Breiz-Izel. Pipi ’n Tiek a veve e parrez Pleuvian war-dro kreiz’ an XIXd kantved d’ar mare ne oa ket deut c’hoaz ar c’helaouennou da zivoeda pennou ar Vretoned.

Besa oa en iliz Pleuvian — hag eno aman c’hoaz — eur skeuden gaër a Sant Jord, koat livet — mar n’ez eus ket deut eur sant plastr, a Bariz, da gemer he lec’h. Eun estren bennak a vije bet souezet, o tont-e-maez euz an iliz, o welout eur paour, en e goaze war voger ar vered, henvel mik ouz Sant Jord. Ar paour-ze oa Pipi ’n Tiek. Beleien ar parreziou all, hag an nebeut a veajourien a dremene, a roe aluzen d’ezan daoust d’ezan da dremen hep astenn nepred e zorn. An nep n’ anaveze ket an den-man a lavare moarvat en dije graet welloc’h impli diouz e nerz ebars ar parkou eget war voger ar vered oc’h heolia. Hogen Pipi ’n Tiek ne veve ket dre aluzen ; an aluzenou digemeret gantan a vije rannet etre pevien, muioc’h ezommek egetan. Chom a re ebars ar bourk pa ’n dije netra d’ober, rak eno e vije kavet evit rei dorn d’eul labour bennak n’eus forz e petore ti. Mar vije eun dra bennag a bounner da zougen, dour da gerc’hat, Pipi vije prest raktal. E c’hopr a vije eun tamm bara pe eur gwennek : « Daou wennek a zo re », emean.

Boazet a oa da vutunat dalc’hmat eur c’horn butun pri. Bep beure hen a brene e vutun, hogen ne zispigne netra mui. Parrue divez an deiz, hen a ranne e wenneien etre ar bevien all. Ar re-man, o zac’h war o c’hein, a dremene dre ar bourk, o c’houzout reiz-mad o dije an aluzen wellan digant Pipi ’n Tiek.

Setu eta, pa ’n dije gounezet e vevans, hen a landreante endro d’ar bourk, heuilh a re ive an obidou evit ar Re-Varo, gwelet e vije ive o prederia troet war zu an heol, e gein harpet ouz eur c’hleu bennak. Respont a re c’houek d’an dud a dremene : e gomzou a oa lavariou fur, reolennou diouz an dibab. Hogen ne gredet ket e oa eun den lezourek ha troët war-nan e-unan. E galon vad a oa gouestlet d’an holl : an dud ar paouran a vije bet eürus da ranna gantan. Bepred ne zigomere netra digantê nemet da goulz pred, evit ober d’eze plijadur, eun aval-douar pe daou, diouz ar poud-houarn.

Ha hast e oa da zastum ar foën ? Raktal d’ar bourk da glask Pipi ’n Tiek. Ha beza ez eus ezom diouz eur freill vad evit peur ober al laz-dorna ? Da glask Pipi, raktal ’arruo, ha den na zorno eveltan ; alies, zoken na baouezo ket e freill e pad mern.

Biskoaz paour ne c’houlennas digantan hep kaout ; ar vugale o devoa evitan eur garantez-dreist : c’hoari a re gante. Hogen pez a blije d’ezan ar muia, a oa mond d’an oferen-bred, gant eur bugel war e vrec’h. E pad an oferen, an holl a wele Pipi e kreiz an iliz, en e zav !

(Da heuil).

En Bro Dreger
A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————
55. — Buez Pipi Gamarad.

En askont d’e ioul vad ha d’e garantez, hen a oa ive karet gant an holl. Ac’hane an hano a Pipi Gamarad, roet d’ezan : ne oa anavezet nemet dindan an hano-ze. Kaër en devoa beza paour, beza hep ti, beza hep kerent, den ne re faë dioutan ; den n’en devoa mez oc’h ober hent gantan. Dindan e zillad, kals pe nebeut en truilhou, an holl a wele e Pipi Gamarad eun den a skiant, eun den a zoare, eun den a bouell, eun den fur.

Biskoaz n’ houllas darempredi gant an dud a vrud fall. Beza ’oa eur paour all hanvet Pipi’ n Trefoll hag a oa bet meur a wech diskuilhet gant Pipi Gamarad evel eur skraper. Henez a gemere plijadur o kerzout kever-ha-kever gant Pipi. Heman raktal a gerze war e c’horregez pe a zistroe war e giz. Pa vije goullet digantan : « Pipi klevet a c’heuz petra lavarer diouz hen-ha-hen ? » — « Me, eme Bipi, ne chilaouan ket pez a lavar an hailhoned diouz an dud a zoare. Ne dleer ket mastari brud an tiegezou mad, na zoken chilaou ho kojou fall ; lezet ac’hanoun eta hag et d’ho tra. »

Biskoaz ne zougas dilhad didalvoudus, da laret eo hep ezom : biskoaz ne wiskas loerou e kreiz ar goanv zoken, ha koulskoude an goanviou a oa kriz en amzer-ze. — « Ar paour, eme-zen, pa vez bourrellet e votou koat gant plouz heiz, n’en deus ket da glask welloc’h botou. »

Pa dostae an noz Pipi a gemere eun hent da vont war ar maez. Arruout a re en eun ti bennak hag azeza a re war ar zoulbank tost d’an tan, er goanv, en eur vutunat e gorn-butun-berr ha tomm ha keit ma vije koan o poaza, uz d’an tan lann.

Parrue an dud d’azeza en-dro d’an daol dirak ar gaoter o vogedi, ar wreg a c’houlenne : « Pipi, c’houi a choumo aman da goania ? » — « Ober a rin, emean, en eur dostaat. Hogen pa ’n ije debret e avalou douar pe e skudellad zouben, hen a souze adarre d’e lec’h war ar zoulbank, dizeblant ; ha mar ginniget d’ezan bara ha kig evel d’ar re all, hen a lavare : « Eur paour n’ en deus ezom na bara na kig sall pa zo bet roet d’ezan avalou-douar ha laez ribot hervez e ezom… »

Ha neuze, adenaouet gantant e gorn-butun, ha sachet ar moged diou pe deir gwech, Pipi a hete nozvez-vad d’an holl hag a gwitae an ti.

En eur landreanti dindan bannou ar stered, hen ’arrue en porz eur veureuri all. Mond a re en ti, hep ober neuziou, evel ma vefe aet en e di e-unan. — Pipi n’en devoa ti ebet, Pipi oa ar Paour n’en deus netra d’ezan er bed man. — An dud a vije dastumet endro d’an oaled. Ha setu unan da lavarout : « Arru eo Pipi Gamarad. Hag hen d’azeza war ar bank tosser e kichen ar re-all. Pa vije achu ar gont e vije goulennet : « Pipi, c’houi choumo aman da gousket ? » — « Ober a rin, eme Bipi ». — « Marteze c’houi a zebrfe eun draig bennak ? » Evelkent ! eme Bipi pa zeuer da glask lojeiz en eun ti-bennak, ne zeuer ket da glask boed war ar marc’had. »

Ha setu ar veilhadeg oc’h achui. Breman e oer o lavarout ar paterou ; pep hini ’n euz pedet evit e re-varo. An dud a zo o’ sevel diwar bennou o daoulin. Ha Pipi o vont d’ar c’hardi, mesk ar plouz pe d’eur c’hraou pe marchosi lec’h ’zo gweleou evit ar vevelien — hag ive alies evit ar mestrou pe o bugale. — Biskoaz Pipi ne gouskas war eur c’holc’hed. « Ar paour emezan, a dle kousket war ar plouz ». Pa vije roet d’ezan eur gwele hen en em ruze etre ar c’holc’hed hag ar plouz evit tremen an noz. Dihunet gant kaniri ar c’higi, Pipi Gamarad vije arru pell diouz an ti pa zave ar vevelien da zoura ar c’hezeg.

Eun deiz bennak an Ao. Gouronnek, noter ha den pinvidik-mor, a roas da Bipi Gamarad eur gwiskamant bet en impli. Pipi en devoa aer eun den a zoare dindan e roched wenn, e jileten digor frank war e vruched hag e liviten du. Hogen biskoaz n’ asantas lakaat war e benn tog-kern an Aotrou Gouronnek bete gout da lakaat c’hoarz war an den ar muia prizet ebars ar vro [8].

Pipi Gamarad n’ eve nepred evachou krenv. Truez en dije diouz ar re a gemere o flijadur ebars ar gwall-c’hoantegezou. Deiz ar marc’had Pipi ’n ije labour rak ar marc’hajou a vez graet, evit ar peurvuia ebars an tavarniou. Aët e vije an heol da gousket, tachen ar bourk hag ar straedou a vije arru sioul, arru vije kouls koan ; an tropellou a vije arru en o c’hrevier, pa zigoueze gant meur a ever dilerc’het sonjal sevel ha mont d’ar gaër. Hogen neuze e fallae an diouar : penaoz kerzet sonn, ha respont eün d’an dremenerien ? Streboti a rer war ar mein ; bransellat ra ar c’horf, hag ar penn a zeu da ’n em skarza evel eur goz votez koat. Petra ober ? Pipi Gamarad ne man ket pell. Pipi eo lemm e lagad. N’ez eus ket a zizenor o veza evet eur bannac’h re. Herie ’vezo tro Erwan, warc’hoaz’ vezo tro Yann. Pipi Gamarad an eus anaoudegez evit an holl. Ha Pipi da zamma Erwan pe Yann war e gein, evel eur c’hrennard, ha d’ar gaër buan, en eur redeg, kouls laret, rak Pipi a zo krenv evel Herkul hen e-unan. Ia, hastomp, rak meur a redaden a vezo d’ober herie c’hoaz. Ar re a zo mezus — ar groage, rak beza ’oa d’ar mare ze, ebars ar barrez, eun nebeut groage pinvidik hag o devoa eur gorzailhen en dinaou — a vezo douget d’ar zerr-noz, d’an noz tenval pok. Mar ez eo re hir an hent, Pipi a ehano gwech ha gwech all hep diskarga e vec’h, ouz en em harpa ouz eur c’hleû.

Pipi Gamarad a oa ebars kamaradegez an holl ; en holl dier e oa zellet evel ezel diouz ar gerentiez, evel unan diouz tud an ti. Gwelout a re gant e zaoulagad sklaer a zen-fur techou pep hini. Gwanded heman hag henez a oa evitan digoueziou red ; hogen biskoaz ne walc’has nag an diseeünder nag ar fallagriez. Beza ’oa evel eur Boudedeo skoazellus reizer ar gaou ; milliget ha doujet gant an dud fall, karet gant an dud vad. Seblantout a re beza eun den ien hogen e galon a oa tomm. Gwech ha gwechall eur plac’hik, savet dirag e zaoulagad bemdeiz, a ye d’ar gouent da beurachui he c’helennadurez. Pipi a ouele, sioul, pell diouz an dud pa wele ar vamm hag ar verc’h o vont war zu Landreger war ar gazeg, unan e pep tu en eur bouteg — an henchou oa fall d’ar c’houlz-se — Bep merc’her pa zistroe ar vamm diouz marc’had Landreger Pipi a ye pell war an hent evit goulen kelou diouz ar plac’h yaouank. Va mamm, bet e kouent Landreger, he deus an envor a gement-man. Eur c’hrennard « aet war ar mor » en em veuzas, en eun nozvez tenval, e porz-mor Kaerdiz ; p’ arruas ar c’helou gant Pipi Gamarad, heman ne oe ket kab da dremen hep difronka. Redeg a reas d’ar vered hag eno e choumas e pad an deiz, kuzet en e c’hourvez etre daou vaen-bez.

Alies e vije gwelet an daelou o tivera diouz e zaoulagad hep eun abeg anavezet. Biskoaz ne zisklaerias evit petra. Marteze e sonje er re-varo, er re a c’houzanve en dudigou dister o deus poan o veva gant o labour, ar re ez eo kaled ar vuez evite. Daoust ha gouela a re war ar bevien all dibourve diouz e furnez ? Daoust ha gouela a re warrnan e-unan ?

Pipi, evel am eus lavaaet, ne vire gwenneg ebet nemet pedra da brena e dammig butun. Evit espern eun dra bennak war e vutun hen a veske, gant butun e yalc’h, pennou melchon dizec’het. Kemeret en devoa ar voaz da vont da gass zikour d’eur baourez o choum en eur c’hoz ti bian soul. Evit arrebeuri ne oa nemet eun daol hag eur fled. Pipi ’oa eun den kaër ha bras, e vraventez a choume kuzet evit an darnvuia, hogen ar vaouez-man ne oa ket dall ha setu hi da ober eur mennad. P’ arrue Pipi d’an aberdaez, ar plac’h a ginnige d’ezan choum da gousket war eur staliad plouz ledet ganti war zeul an ti. Hogen Pipi, disfius, a zinac’he. Eun noz, koulskoude, ober a reas ar plac’h kement ha kement, ken e choumas Pipi da gousket war ar plouz. Dihunet e kreiz an noz gant ar plac’h en e gichen, hen a biaouaz anezi. Aboue an nozvez-se Pipi Gamarad ne c’hoarzas nepred. An Droug ’n evoa trec’het warnan. E Zremm a zeuas da veza muioc’h rec’het hag e vuelder a ziskennas c’hoaz izelloc’h. D’ar poent se en devoa tregont bloa. Biskoaz den ne glevas ken ar gir ia o tont diouz e c’henou. Moarvat abalamour en devoa asantet pec’hi o lavarout ia. Biskoaz netra all a fall n’ez eus bet da rebechi da Bipi Gamarad. Ober e reas e binijen dre e youl e-unan ha gant eur youl dreist da hini mab-den.

Ne c’houzanvas ket nemeur en e vuez, gant ar c’hlenvejou. Pa vije klanv en eur stum bennak hen en em lede ebars ar forn-voutin, er bourk, keit ha ma vije c’hoaz eun tamm gor enni goude ar boazaden vara. An deiz warlec’h e yec’hed a vije distroet. Gwele ebet, emean, ne dalveze henez.

Plijout a re d’ezan mont da gozeal bep beure d’an ti-forn : ar merc’hed arrue abred, d’ar zav-heol war bep a gazeg, da boac’hat bara ar zunvez. Eno en em gave e touez ar plac’hed yaouank hag ar gwrage en devoa gwelet o kreski. Aozet e vije, evit Pipi, flutou segal ha gwiniz gant an tammigou toaz a chounie stag ouz al laouer-doaz, ha gant lachennou avalou-trenk.

Eun deiz bennak, en em gavas moarvat morc’hedet ha diaëz, Pipi a c’halvas diou grennardez evit pere en devoa kals a garantez hag a reas d’eze toui d’ezan, neuz forz pelec’h na da bed eur e teuje da vervel, hi a zeuje d’hen sebelia. Er maeziou, skeuden ar maro n’ez eo ket heuzus nag evit an dud nag evit ar vugale. Pep hini a gomz diouz ar maro gant kement a aezamant vel diouz eun darvoud ordinal.

Pipi Gamarad en devoa 65 bloa pa oe skoet gant an Ankou e Kerombrez, e ti Tual Genver, elec’h a dremene an noz. D’ar beure, kenta hini a zeuas ebars an ti-kar a glevas klemmou er c’hoz gwele klos a oa eno. Pipi Gamarad, herve kreden, a dlee beza savet pell a oa. Pa oe lemmet ar c’holc’hed, Pipi a dennaz e huanaden diveza.

Ar c’helou euz e varo a redas e pep tu ken buan hag an avel, ha pep hini a choumas batet evel pa vije digouezet eur gwalleur boutin. An diou blac’h yaouank feal d’o gir, arruas dioustu e Kerombrez. Ebars ar c’hardi, balzamet gant c’houez vad ar loen, a oe graet eur chapel d’ar paour kaez klasker bara, gant an ninselliou ar moana war bere a luc’he ar groaz koueor. Ar brankou meurt ha lore a gempenne ar chapel. Diouz penn-pella ar barrez an dud a zirede da lavarout o fedennou.

Biskoaz den maro, e Pleuvian, ne oe enoret muioc’h o vont d’ar vered, heuilhet gant eur bobl tud o ouela.

A belec’h a oa deut an den-man ? Pelec’h a oa bet o studia ar vuez ? o tiski distervez pep tra ? En petore skol en devoa disket disprizout an dreist-ezom hag en em dranti diouz pez a zo ezommek hepken ? Hervez lezen ar red ? Kretaet a oa diouz e vara pemdeizek ; beza en devoa, evit pep nozvez, eul lec’h gwasket evit astenn e gorf. D’e ene an ec’honder, ar frankis ! Ne oa dleanchour da zen, rak paea ’re e voed gant e labour. Beva ’re hep kasoni, hep c’hoantegez.

N’anavezas ket ar c’houblad tud paour a roas d’ezan ar vuez o lakaat anezan en noaz war c’horre ar barrez lec’h ma greskas, gant gras Doue, ha lec’h a varvas, lezet gantan ar c’houn diouz e furnez ha diouz e vadelez. Ne welan diskleriadur ebed war ar vuez-man nemet e kreden gaër-dreist an Drouized. Houman, a hend-all, daoust ha ne ro ket an diskleriadur a bep darvoud ? An den a zo war ar bed-man evit diski, evit dilenn, evit barna, evit gwellaat hag uhelaat dalc’mat e spered. Pipi Gamarad en devoa, assur, eur spered uheloc’h eget ne oa uhel e stad korfel hag uhelder e spered a zo eun testeni eus milvedou ar stadou tremenet gant spered an den, a dreuz an amzeriou. Dre begement a stadou a dlee c’hoaz e spered tremen araog kuitag kelc’h Abred ha mont e kelc’h Gwenved elec’h e kaver an evrusted peurbadus ?…

Pipi Gamarad a oe toullet e vez e bered koz Pleuvian a oa gwechall en dro d’an Iliz, tost d’ar c’halvar bras — eur gador-brezek — e kichen va zud koz hint o-unan, kousket ive el « Liorz an Ugent Varc’hariden ».

Unan euz an diou grennardez o devoa graet al lê da zebelia ar paour-kaez Den a zo bet mamm d’an hini a skriv an diverra-man euz e vuez.

(Penn diveza).

  1. Ar redadeg-man a oe savet an 31 a viz Eost 1805. Sellet Habasgue : Notes sur le littoral des C.-du-N. Art. II.
  2. An dornskrid-man a zo breman a Leordi broadel Kymru Aberystwyth.
  3. Marc’harit a zo marvet e Pluzunet, ha douaret er barrez se er bloavez 1909.
  4. Ebars an Enez c’hlaz e oan a sonjal pa zavis barzoneg « l’Ile ». Sellet le Pays qui parle.
  5. Barz Pleuveur a zo deud da veza brudet awalc’h pegwir er bloavez 1919 eur gelaouen gelc’h diouz an Naoned a roas dezan an hano a « fameux » hep gouzout netra dioutan na diouz e oberou hep beza lennet eur arouden diouz e ganaouennou netra nemet dre Glevout-Lavarout.
  6. Louzaouen an amourousted.
  7. Min-Buas a zo eur c’harreg vras, ha zoun, er mor, tost da ero an Talbers e Pleuvian.
  8. Anavezet am beus em yaouankiz c’houec’h den e Pleuvian hag a zouge bemdeiz eun tog-kern-hir.