Savet he deus parrez Taole
Eur mén éñvor d’ he bugale,
Da zerc’hel koun da virviken
Ez int koueet vel merzerien,
Vel gwir vibien da Vreiz-Izel
Chomet feal bete mervel.
Ar mén a strink, vel eur bennoz,
Diwar ludu zakr o zud koz,
D’o meuli, d’o zrugarekât ;
Hag a ginnig en oabl Breizad
D’o eneou glan divarvel
Gopr burzudus ar groaz vrezel.
Oh ! gant ped ha ped poan kuzet
Eo bet ar groaz-mañ gonezet !
Gouzañv ’deus graet hon fotred kêz
Naon, riou, skuizder ha dienez,
Ankeniet diwar benn o zud,
Lojet e-giz al loened mud !
O gwad dre holl en deus redet ;
O c’horfou paour zo beredet
Dumañ, duhont, pell diouz o bro ;
Met, kréñvoc’h eged ar Maro
Karantez ar re veo a chom
Evito birvidik ha tomm.
Biken n’hellimp ankounac’hât
O deus serret o daoulagad,
Rôet digeuz o yaouankiz
Evit préna d’eomp-ni frankiz,
D’ar re war hon lerc’h eürusted,
D’ar bed holl péoc’h ha sioulded.
Ha, pa vefomp-ni diskaret,
Ar mén zalc’ho da lavaret :
« Soñjit en dud vad zo maro
« Evit silvidigez o bro ;
« Soñjit e stourmerien Taole
« Bet penn-da-benn feal d’o le ! »
Eun dra bennag ez eus er bed
Trec’h d’ar galloud ha d’ar spered
Gwelloc’h eged aour nag arc’hant,
Brasoc’h eged réñk na skiant :
Kalon an hini ’oar mervel
Evit difenn gwiriou zantel.
Ar galon-ze ho peus c’houi bet,
Taoleziz : tra m’ ho peus bevet,
Soudarded dispont ha pennek,
C’houi ziskennas en brezoneg
Lorc’h ar Prusian milliget ;
« Aman, Boch, ne dremeni ket. »
Hag ar Boch n’eo ket tremenet,
O veañ ma oa astennet
A-dreuz d’an hent Brezoned vad,
Ruziet an douar gant o gwad ;
Ha birviken ne dremeno :
Brezoned all hen difenno.
Kouskit, harozed Breiz-Izel,
Sioul en ho kweleou brezel :
Ho puhe, vit m’eo bet re verr,
A zoug eur gentel hag eur skouer
A verko don a oad da oad,
Skrivet e lizerennou gwad.
|