En penn ann ale
Jannedic a lare, en penn an ale :
— Me n’on ket deut aman ’bars ma c’haëra gre ;
Me n’on ket deut aman ’bars ma c’haëra gre,
Me am eus ’bars ar gêr cotillon newe ;
Me am eus ’bars ar gêr cotillon newe,
’Zo tric’huec’h kemener hi ’c’hober ’n eun de :
C’huec’h a zo o tailla, ha c’huec’h o wriad,
Tri o polissenni, ha tri o plenad,
Ha c’hoaz a zo manet na dimeuz ho zrenv
Da staga tri c’hlochet war ann diadren ;
Ha c’hoaz a zo manet deuz ho zren ouspenn,
D’ober toull ar godel da dapout ar c’huenn.
Ha c’hoaz ho deus laret teufont hep dale,
D’ober ann hadvancho (manet ’zo danve) ;
D’ober ann hadvancho lienn gwenn friset,
’Wit ma ’c’h allin bale ’touez ann holl verc’hed ;
’Wit ma ’c’h allin bale ’touez ann hol verc’hed
Ma ’c’h allin well a ze debauch ar werzed.