Enor d’ar Groaz, zin ar c’hristen

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Enor d’ar Groaz.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 150-151)


N° 121. — Enor d’ar Groaz, zin ar c’hristen !.
War don N° 121.


Diskan.
Enor d’ar Groaz, zin ar c’hristen,
Ha da Jesus Krist hon Roue !
Heuillomp ar Groaz e pep tachen,
E-neb d’an diaoul, evit Doue !

1. Gwejal ar baïanet paour a dec’he pa gavent
Eur groaz benag en he zav dirak-he war o hent :
Outi ar bourrev hepken a doste, a hers kaer,
Pa vije red dioadan eur muntrer pe eul laer.


2. Aboe m’ema bet Jezus o vervel warnezi,
Aboe m’ema bet ruet gand goad ar pemp Gouli,
Uz d’ar bed kristen e par splanoc’h eget an heol,
O c’hortos paran spontus er varn dirag an ol.

3. Kement a gar hon Zalver a gar e Groaz ive ;
Mes biskoas n’eo bet karet gant an diaoul hag e re :
Dal m’o lezer en o rol, na weler a bep tii,
Nemet kroajou bruzunet pe tolet el ludu.

4. Jezus, evit eun amzer, ne ra van na zebiant,
Poner e pouezo e vrec’h da skei, p’en devo c’hoant :
Hag eun deiz e tibabo e re deuz re Satan,
Darn evit an eürustet, ha darn evit an tan !

5. Epad ma vo Kroaz Doue gant an ol enoret,
Maget dinec’h ho tiad hag e peoc’h labouret :
Mar kouez, e vrallo ar vio hag e kreno bep ti ;
Netra na bad er bed-man hep bezan harp outi !

6. Laket ar Groaz beg an tour uhelan ma helfet,
Da ziskouez eman tio kèr da Jezus goneet :
Laket-hi harz an henchou ha laret ’n eur dremen,
War ho taoulin mar gallet, da Jezus ho peden.

7. Staget ar Groaz en ho ti, ha kreiz hoc’h ankeniou,
Elec’h pec’hi ha damant, zonjet en ol boaniou
A c’houzanvas ho Salver pa oe e pign outi,
Epad teir heur, hep zevel e vouez enep hini.

8. Gret zin ar Groaz war ho tal ma vo deün ho speret,
War ho kenou d’hen prennan d’ar c’homjou difenet,
War ho kalon d’he zomman gant ar gwir garante,
War ho tiskoa d’o c’hrenvat didan bec’h ar vue.

9. Na groget ket ’n eur benvek, n’azeet ket ouz tol
Heb bezan gret zin ar Groaz, gant fe, dirag an ol :
Bep noz o vont da gousket o tihun, d’ar beure,
Zaludet Jezus ha gret zin ar Groaz adare...

10. Mar enoret Kroaz Jezus e keit ha ma vevet.
War ho pe lerc’h ho maro eur Groaz a vo zavet :
Tro-war-dro dezi bep sui ho tud a daoulino,
Ha Jezus er Barados hep dale ho tougo.

K. G.