Enor war an douar evel e lein

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Enor war an douar.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 37-38)


N° 26. — Eur c’hantik-all neve d’ar Galon-Zakr.
War an ton N° 26.


Diskan.

Enor war an douar, evel e lein an Envou,
Da Galon hon Zalver, ken leun a garante :
A bevar c’horn ar bed zavomp uhel hon mouejou,
Kanom oll meulodi Da Galon hon Doue,

Kanom oll meulodi Da Galon hon Doue.

  1. D’e Galon neb a rent enor,
     Nag e ve pec’her
     He c’hav bepret digor
     Vit hen digemer.

  2. Koulskoude, neb a chom amzent,
     Kaer en deus pedi,
     Na gers ket war an hent
     A gondu dezi.

  3. Mar poaniomp ober hon dever,
     Jezuz hon miro
     En e Galon dener,
     Beteg ar maro.

  4. Kalon Zakr, ni fel d’imp bremans
     Ha da virviken,
     Ho chilaou, ha bevan
     Herve ho lezen !

K. G.