Envnic Saint-Nicolas
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Evnig Saint-Nikolaz.
Tostaët, tud iaouanc, hac a clevfet canan
Eur zon divertissant ’zo savet er bloaz-man ;
’Zo gret d’eun den iaouanc a escopti Guened,
Gant an nevez-amzer a zo bet glac’haret.
Ec’h an c’hoas eur veach bete ti ma mestrès,
Na pa gollfenn ma foan, gret am eus aliès.
Dimeuz ar proposio a gonclufomp breman,
A rencfomp ’n em guitaad ha ’n em dispartian.
— Salut d’ac’h, ma mestrès, gant guir humilite,
Ennoc’h a esperan, couls en noz ’vel en de.
En defot na allan goûd sclezr ar wirione,
Ennoc’h a gonfian, dre wir humilite.
— O ia, ma zervijer, n’ho pet doutans a-bed,
Hac ho carout a ran gant eur galon barfet.
Kentoc’h vanco ar glao da donet da c’hlebian,
An envnigo er goën da donet da ganan.
— Arsa-ta, ma mestrès, reit hu d’in ma c’honje,
Pa na ven permetet da derc’hel amitie.
— O ia, ma zervijer, me reï d’ac’h ho conje,
Gant ar gondition ma retornfet arre ;
Gant ar gondition arre ma retornfet,
N’am eus ket meritet beza abandonnet.
Pa oan et em guele eun nenbeut da repoz,
Me gred oa tremenet an heur a hanter-noz,
Me ’clevet eun envnic fredoni eur chanson,
War vordic ar rivier, damm-dostic d’an dour dôn.
Ha me hac o sevel war vordic ma guele,
Da zilaou an envn-glaz pehini gane gè.
Ha ma lare an envnic, ken coantic dre he iez :
— « Setu, ma zervijer ker, glac’haret da vestrès ;
Setu, ma mignon ker, glac’haret da vestrès ;
Ar rest deuz he deziou ’vo en tristidigès ;
Ar rest deuz he deziou ’vo en tristidigès,
Na ra met scuill daëro gant glac’har hac enkrés.
Beza ’zo deuz he ligne ho deveus fantazi
Eneb d’he bolonte deuet d’hi dimezi ;
Tud hac a zo d’ezhi certen car alliet,
Gret am eus ma fossupl, me na n’on ket kiriec.
— Envnic Sant Nicolas, te ’zo mad em andret,
Kerz ’wit-on ’n hi bete, ma fossupl am eus gret.
Mar be êt da gousket, antre pront en he c’hambr,
ha ro d’ezhi ma lizer hep ober complimant.
Mont a ra an envnic neuze incontinant
Da brezanti ’l lizer d’am mestrès en he c’hambr ;
da brezanti d’ezhi ma lizer cachedet,
Pehini a oa ganthan dre galz a boan nijet.
Ma Mestrès a oa fur, hen lenne dre douzter ;
An dour deuz he daoulagad a c’hlebie ar paper,
O tont da gonzideri touchanta préposio
am boa me merket d’ezhi ebars en bezr gomjo.
Retorn a ra an envnic evit ma c’honsolin,
lizer ganthan ’n he vec da digass respont d’in.
Pa resivis he lizer, ma c’halon a dripe,
Evcl eun oanic bihan en heol, da viz mae.
Keranborn, 1848.