Eostik ann anaoun


skrivet gant Gab Milin


1872





EOSTIK ANN ANAOUN

————

Labousik keaz, petra glaskez
Er vered, enn dro d’ar besiou ?
Ienn ann amzer, krena a rez,
Ken a stok da askelligou.

Evel labousigou ar vro,
Ma n’es peuz, siouaz ! neiz e-bed,
Deuz gan-en, me da c’houdoro
E poull va c’haloun digoret.

Pe mar kavez guelloc’h, evnik,
Kaout mignouned dioc’h da zere,
Denz, em zi ez euz tri elik,
Deuz, te vezo ar pevare.

Etre-z-ho, bugaleigou geiz,
Evel-d-oud-te emzivaded,
N’es pezo riou na noz, na deiz,
Karet a reont al laboused.

En eur c’hoarzin en ho c’havel,
Ho deus desket a vihanik,
Ez eo kalounik ar bugel
Evel kaloun al labousik.


E-touez ho bleo, ’vel aour melen,
Deuz ’ta, mignoun, da heana,
Oc’h ho bruched d’harpa da benn,
Evel ho mamm, enn eur gana.

Mouez ho mamm ne glevint ken,
Ne c’hoarzint mui gant he fokou ;
Evel a rea he dournik gwenn,
Askellik paour, sec’h ho daelou.

Gouela a reont hag hirvoudi,
O klask hag o c’hervel bemdez
Ho mamm, ho mamm a garge ’nn ti,
Hag ho c’haloun a garantez.

Pep korn ann ti a zo goullo,
Arc’h ho c’haloun zo dic’houlc’her,
Digor ledan ha dizolo,
Gant glac’har rannet dre ’nn hanter.

Deuz ’ta, evnik, na zale ket,
Deuz gan-en-me d’ho frealzi ;
Mar ho c’harez deuz d’ho gwelet,
Deuz da gomz d’ezho anezhi.

Te zo, elik, va map karet,
Dre greiz ann erc’h euz ann Envou,
War bez da vamm ama nijet,
Da zigas d’in-me he c’helou.