Le Dault, 1950  (p. 222-223)




Eul laeronsi


Tri den a oa vont d’ar foar. War an hent e tigouezas ganto eur c’houer pignet war gein eun azen, hag ouz lost hemañ e oa eur c’havr, eur c’hloc’h ouz he gouzoug.

« Me ’bari laerez ar c’havr, » eme ar c’henta.

« Me, an azen, » eme an eil.

« Me, dilhad an den-se, » eme an trede.

Hag ar c’hentañ ha distaga ar c’hloc’h diouz gouzoug ar c’havrig, staga anezañ ouz lost an azen, ha kas ar vouchig gantañ. Ar c’hloc’h a son evel a-raok, hag ar c’houer ne oar seurt.

Pemp munud goude e teu an eil.

« Sell ’ta, » emezañ, « perak ac’h eus staget eur c’hloc’h ouz lost da azen ? »

Ar c’houer a dro e benn hag a wel eo aet e c’havr kuit.

« Aet eo va gavr gant eul laer bennak. »

« A ! » eme egile, « ho kavr marteze eo am eus gwelet o vont er c’hoad du-ze gant eun den, tres laer warnañ. »

« Eur c’havr vriz, neketa, baro hir ouz he chiñk ? »

« Eeun, unan e-giz-se. »

« Derc’hel a rafec’h va azen e-keit ha ma vezin o vont war-lerc’h al laer ? »

« Ober a-walc’h. »

Hag ar c’houer kaez d’ar red war-du ar c’hoad, hag an eil laer d’ar red kuit ivez gant an azen.

Pa zeu va den mat en-dro, gavr ebet gantañ, ne gav mui e azen.

« Allas ! » emezañ, « setu me tapet adarre ! Marteze koulskoude n’oun ket. An den-ze a oa skuiz o c’hortoz ac’hanoun hag a zo aet atao. Deomp ivez… »

Tremen a ra e-kichen eur puñs. Eno ez eus eun den o ouela. Hag ar c’houeriad d’ezañ :

« Perak emaoc’h o leñva e-giz-se ? »

« Va yalc’h a zo kouezet er puñs aze. »

« Petra ’root d’in, ha me a yelo d’he zapout ? »

« An hanter eus ar pez a zo enni.

Pa vezer e tro da goll,
Gwelloc’h hanter eget holl. »

« Gwir eo. Mont a ran eta, »

Hag heñ a ziwisk e zilhad hag a ziskenn er puñs.

P’emañ er goueled, egile a dec’h, dilhad va den gantañ.

Tapet eo ar c’houer adarre. Penaos e teuas er-maez ha petra a reas da c’houde, an istor n’hen lavar ket. N’ouzon ket kennebeut petra e teuas an tri laer da veza.


Steredenn Boulvriag,
mae 1905.