Kaër en deuz ma fenn bout kaled,
Ha bout braz ma fazianted,
Birvi a ra ma banac’h goad,
O klevet bourc’hijen bek plad.
Klevet bourc’hijen direvret,
’C’hober faë war ar baïzanted :
Eun tol bek broud en o zac’h c’houe,
Gwel ê bout kiger ’vit bout leue !
Gant ho tokou lost hir, pôtred,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
Dindan meur a dok hir-lostek,
’Zo spered ber azen gornek.
Gant plu ho tok, Itron doket,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
War lost hon c’higi ’zo ive,
Plu ken faro evel ho re.
Ma lugern sklêr ho plev poultret,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
Ezen rouz hon milinerien,
A zo ive livet en gwen.
Ma ve gwen-gwen ho tent bepred,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
D’ar marc’hadour ê eun dra vad,
Rag alïes ’c’het d’ar marc’had.
Moezik dudiuz da glevet,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
An evned a gan ’n hon meziou,
A zo c’hoaz flouroc’h o zoniou,
Louzou a c’houez vad a brenet,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
Ar bleun a zigor war ar mez,
A zo gante kalz finoc’h c’houez.
Glazur ’leiz ho pek a lonket,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
Mar oarjec’h penôz veint temzet,
Ho kenoiou na lipfec’h ket.
Tamou friko gante ’debret,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
Ni zo koulz liou en hon c’herc’hen,
Ha ken pouset n’e ket hon fenn.
Ho pec’hiou o gik a sklijet,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
Paneved hon zaout, hon farkou,
E koac’hfe buhan ho kofou.
Gant ho kirri bra goloet,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het ;
Gagnou ve ebarz alïes,
Kenkoulz evel en diavez.
AN EUN.