◄ Kérez Sant Pezr | Eun Amzer a zo bèt | Fanchik ha Janik ► |
D’am mignon
Arzur de la Borderie. —
Eùn amzer a zò bèt, ha na vijé klewet
Hon touez nemed iez Breiz : war ar maès vel en kèr,
Holl ’komzemb ar iez kòz gant hon zàdò komzet,
En Gwened, en Kernew, Leon ha Landréger.
Eùn amzer a zò bèt, oamb gwisket ’n eur chìz-all ;
Peb-hini ’n dòa tòk-braz, bragou-braz ha chùpenn,
Ha na oamb ket henvel barz en Breiz eùz ré-C’hall,
Ha na oa ket touzet hon bleò-hir war hon fenn.
Eùn amzer a zò bèt, ’vel hon boa hon dillad
Dishenvel eùz ré C’hall, oa iwé hon giziou,
Hag en mesk kant neuzé é kavjac’h eur Breizad,
Heb poan a-bed, raktàl, ébars ann holl broìou.
Eùn amzer a zò bèt, ’weljac’h hon ilizou,
En kèr ’vel war-ar-maès, leùn a dut daoùlinet,
Beb-zul ha beb-gouel berz : — Neuzè er pardoniou
Na vìjé ket danset a-raog beza pédet.
Eùn amzer a zo bèt, ’vìjé klewet en Breiz,
En hentchou, el lannek, ha war lein ar ménez,
A beb-tù, da guz-heol, war drò ann abardeiz,
Kànan ar gwerziou kòz hag ar zòniou newez.
Eùn amzer a zò bèt, zoudarded Breiz-Izell
’Oa doùjet en peb-lec’h, hag ar Saoz milliget
A dêc’hè dira-z-hè, pé é renkè merwell,
(Rag ré Vreiz ha ré Zaoz biskoaz n’int ’n em gàret).
Eùn amzer a zò bèt, na garriemb ket, a grenn,
Gwelet tud dìvròët, — ré Zaoz, pé rè bro-C’hall,
(Rag ni, a-beb amzer, zò bèt kaled hon fenn),
O tont da werza d’imb eur iez hag eur feiz all.
Eùn amzer a zò bèt, hag ez oa eùn énor
Beza gànet en Breiz, beza c’hanvet Breizad,
Hag è vijè làret : — paotred-vad ann Armor !
Ha kément-zé oa gwir. — Henès oa ’n amzer vad !
Pé-lec’h ’ma n amzer-zè ? Pélec’h éma, siouaz !
Ha ni dlé beza holl Saozon pè Gallaoued ?
N’eùz ket a Vreizaded bars en Breiz-Izell c’hoaz,
Ni ar mibienn héna, martézé, eùz ar bed ? —
Marw èz éta Armor ? — Nann, ar paotr kòz, m’hen goar,
Karget hé izili a liammou c’houarn,
’Zò astennet hé gorf brema war ann douar,
Eùz hen diwall Iann Zaoz, ha Gallik al Louarn.
Trò-drò, kornandoned louz ha fall, a vàgad,
A lamm, a dans, a làr : — « Marw ez ar paour Armor !
« Setu-han diskaret ! oh ia, marw eo, marw mad !
» Marw eò ! marw eò! marw eò ! — Taolomb he gorf er mòr ! »
Piou a gomz er gìz-zè ? — Paotred Saoz ha ré-C’hall ?
Nann, nann, n’hen d’è ket marw, med kousket eùn tamik ;
Kànet, kànet izell ; m’hen gwelfac’h ò finwall
He vìz bihan heb kén, gant spont e varwfac’h mik.
Dìwallet ! dìwallet ! mar kànet ré-huël
E c’helfé dishunvi : n’och eùz-c’hui ket gwelet
Klézé braz ar Gwesklen, ar paotr mad er brézel,
He zorn-deò warn-ez-han ? — M’hen làr c’hoaz : diwallet !
Mar dishunv ar paotr-mad (òber rei martézé)
Neuzé hò pezò keuz, neuzè vò eùn dans-all !
Saozon, c’hui hen goar mad, eò poùner he glézé,
Ha c’hui na c’hoarzfet kén er gìz-zé, paotred Gall !
Neuzé vezò klewet : — « Iou ! iou ! dir en awell !
» El lannek, er menez, war-zav, war-zav dré-holl !
» Arzur ’gerzò ganeomb, paotred-vad Breiz-Izell !
» Arzur, Doue ouspenn, kerzomb, n’hellomb ket koll ! »
- Plouilliau, miz Eost 1863.