Eun deiz a viz C’houevrer

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Eun deiz a viz c’houevrer.

A. Prud’homme, 1934  (p. 64-65)



N° LIV. — Itron Varia Lourd.
Ton : XLVI.


1

Eun deiz a viz C’houevrer,
D’an eur a greiste(iz),
Pa sone ’us pep kêr
Kloc’h an teir Ave. Ave…

2

Eur plac’hig yaouank flamm
Merc’h eur micherour,
A glaske koad d’he mamm,
O vont ’hed an dour.

3

Kreiz eur sklerijenn
Dirak Bernadeta
Setu o tiskenn
Eun itron ar gaera.

4

He sae a zo gwennoc’h
Eget lilienn ;
Eget an oabl glasoc’h
Ez eo he seizenn.

5

War he zreid diou rozenn
En aour a weler,
Er Baradoz hepken
’Z eus bleuniou ken kaer.

6

’N he dourn eur chapeled,
Chadenn aour, greun gwenn
Uheloc’h ’vez gwelet
Eur ouel war he fenn.

7

’Kreiz ar roc’h, en he sav,
’Lies evel-se
An Itron dianav
A baras goude.

8

Meur a wech e komzas :
Selaouomp he mouez
Evel m’he selaouas
Bernadeta gaez.

9

« C’houi hag ar gristenien.
Ma merc’h, emezi,
Evit ar bec’herien
E tleit pedi. »

10

Aman ra vo gwelet
Kalz a dud o tont,
Hag eur chapel savet
War ar roc’h du-hont.

11

Eur wech ’lavare
Da Vernadeta :
Ouz dour ar vammenn-se
Tostait d’eva.

12

Dindan ar roc’h eno
Biskoaz ne oa bet
Nemet deliou maro
Ha geot dizec’het…


13

Kerkent e tarzas dour,
Ha diwar neuze
E kav meur a glanvour
Drezan ar pare.

14

Kalon Bernadeta
A dride bemdez
O klask gouzout piou ’oa
Itron ar menez.

15

« Pebez joa d’am c’halon,
D’in ma lavarit
Piou ez oc’h, ma Itron,
Pe ano ’zougit. »

16

Raktal en eur sevel
He sellou d’an nec’h :
« Me eo ar Vamm santel
A-viskoaz dibec’h. »

17

Rouanez an Nenvou
A davas goude :
Met he madelezou
Bemdez a greske.

18

Da Lourd, en eur gana
A-vern e tered
Tud da birc’hirina
A bep korn ar bed.

19

Trugarez d’hon Itron
’Vit an holl c’hrasou
A strink dre he c’halon
War hon eneou.