Eun dennadeg pato
Houman zo unan eus an diwean soniou savet gant Barzez Kerne : Koulmig Arvor. N’eo bet biskoaz moulet. Soniou all, ar pep kaeran, he deus c’hoaz hag a vo kavet aman, gwech ha gwech, en hon c’hazetenn. Kement ze a lako da advevan envor eur skrivagnerez hag eo bet ar c’holl anezi eur c’hanvou evit Breiz.
Holl skridou manet hep bean moulet war-lerc’h hon barzed maro, kaset-ê da « Vreiz » ma devo ar Vretoned ar blijadur d’o lenn aman bep sun.
1 Tosteit aman, yaouankizou, ma karet c’houi glevo 2 Ar mevel bras, ar mab a di, a wechou daou, tri ouspen, 3 A-dreuz mintiniou miz here, nag a vuhe er mêziou ! 4 Pad an de, ar maout da c’hounit, koantennig a boanio start ; 5 Debret koan, tennet ar groten, distailh an arrebeuri : 6 Hag etre e gonkourezed, heb ober disteran gaou, 7 Meur a wech, zoken, a glevan, ve pakadou chokola, 8 Ha breman, bec’h d’an ebatou, d’ar bal ha d’an dans a dro ! 9 Neve so, e meur a dachenn, lâront zo deut eur c’hiz vrao ; 10 Neuze an holl en em renko war ar pankou tosellek, 11 Red vo lezel tud ar vaz-yod d’ober ive eun tamm krog : 12 Ha goude eun tamm zerr-leuriad, d’ar gêr gant breur pe gant c’hoar… 13 Kenvroïz, miret ho kiziou, miret-ê en han’ Doue ! (Kerdu 1922.) Koulmig Arvor |