Eun taol fin
Al Leonard zo laër,
Ar C’hernevad klapez,
An Tregeriad trubard.
Eur C’hernevad en doa prenet en foar Landi eur marc’hik iaouank. Evit miret na vije ket re skuiz al loanik paour, ne bignaz ket war e gein da vont d’ar gear. Kerzet a reaz en e raog, lost ar c’habestr en e zorn.
Eun Tregeriad hag eul Leonard, leun o zac’h a widre, a erruaz gantan war an hent a gas deuz Pleyber-Krist da Blounaour-Menez. Buan en em glevont da c’hoari d’ar C’hernevad eun taol deuz o doare. Goustadik ha kempen, an Tregeriad a dennaz e vrid d’ar marc’h kez, a lakeaz anezhi en dro d’e benn e-unan, hag a gerzaz er c’hiz-ze da heul ar C’hernevad. Neuze al Leonard a bignaz war gein an inkane, hag a reaz d’ezan galoupad, skara douar, en dro, var zu Lanndivicho
Erruet en kichen roc’h Trevezel, ar C’hernevad a c’hoantaaz lakat eur c’hornad-butun. Chom a reaz en e zav, hag hen o sellet war e lerc’h. Mennout a reaz sempla pa welaz : « Itron Varia Releg ! emezan petra zo ? »
An Tregeriad, atao ar c’habestr en dro d’e benn, en em lakeaz neuze war e zaoulin, ha gant eur vouez dous a lavaraz : « Bennoz Doue, ra vo ganec’h kamarad ! »
Goude e savaz en e zav, hag e c’hazezont o daou war eun torr-kleuz a oa eno. Hag an Tregeriad a gontaz evelhen : « Va zad zo eun den mad hag eun den devot krak. Deuz ar beure, bemde, a vez en Iliz o pedi. Mez me oa eul lampon dioc’h ar penn. Eun de e rachen goap euz va zad paour. Neuze e taolaz varnon e valloz. Ha Doue, dre bedennou va zad, am c’hondaonaz da veza marc’hik inkane e-pad nao miz. Mez am boa o chom er gear, hag e zis da redek bro. Eur miliner a gabestraz ac’hanon, hag am digasaz d’ar foar. An nao miz zo tremenet hirie, hag oun deut adarre da veza den, ia laouen ! »
Ar C’hernevad a jommaz pell-pell da zonjal. Abarz ar fin, an daërou en e zaoulagad, e lavaraz : « Doue zo madelezus ! Kea adarre da gaout da dad, ha ne ra mui goap anezan. »
Miz goude, ec’h en em gave adarre foar Lanndi. Ar C’hernevad en doa manket e dro da genta, a zeuaz c’hoaz da glask eur marc’h.
Var ar blasen, e-touez kalz a re-all, edo an inkane oa bet gwerzet d’ezan er foar diveza. « Sell emezan, mantret holl. Adarre eo chenchet va den en marc’h ! » Hag hen d’e gaout ha lakat an dorn var e benn en eur lavaret d’ezan : « Petra malheuruz, c’hoaz e peuz great goap deuz da dad ? »
An inkane a blegaz e benn hag a fichaz e lost. Hag ar C’hernevad a ieaz d’ober e brenaden en eur c’horn all deuz ar blasen.
Pa ver leüe eo evit bloaz |
Doph an ti-all.