D. Derrien, 1902  (p. 147)

EUNN TECH HUDUR
————

Malloz, malloz war-n-oud, ia, malloz da-viken,
Euz a berz kement den en deuz ar feiz kristen,
Mezventi, mezventi, mezventi milliget,
Binim gwasoc’h eget binim ar chas taget,
Poezoun deuet, a zaillad, euz a buns ann ifern,
A zev ar boull-galoun, a vrein mel ann eskern !
Ar grevusa vosenn, ar gwasa brezeliou,
A zo pell-braz da gaout niver da c’hwall-euriou ;
Te laz goaz ha maouez araok hanter ann oad,
Hag ar pez zo skrijuz, da vinim, eat er goad.
Euz eur rumm d’egile grisiennet er gwazied,
Euz ar vugale geiz a ra kornandouned.
N’eo ket ebken d’ar c’horf ann tech hudur, siouaz !
A ra drouk, heuz ha spount, d’ann ene gwasoc’h c’hoaz,
D’ar re zo war ho tro, kerent ha mignouned,
Pere gand ho skouer fall enn enkrez zo bepred.
Nag a diegeziou kaer, n’euz ket pell c’hoaz brudet,
Gant tech ar vezverien a zo buan diskaret !
Nag a vugale fall, enn eur en em vezvi,
A ra mez ho c’herent enn amzer ho c’hozni !
Rag tan ar gwin-ardant, a-boan ma sao d’ar penn,
Ma c’houez ar ioulou louz e kov ann den oc’hpenn.