Eur Pater
Emile Bouillon, 1890 (Levrenn II, p. 316-318)
EUR PATER
(DA LARET EN PED AMZER)
____
Eun de ’zo deut ! Hep laked mar,
Na ’neus biscoaz cavet he bar :
Frailla ’r veïn, dizec’ha ’r gwe,
Ha zerri ann noz da greiz-de.....
Judas a zo prim ha buan,
O vale gant ur flammes tan,
O vale ’n heur anter-noz
Gant eur golo ’n eur letern cloz.
Ar Werc’hes Vari ’c’houlenne :
« Piou zo o tremen dre aze ?…
— « E-man Jezus a Nazaret
« Ovoned gant ann tyranted !…
Eur boud spern, eur boudic spern-gwenn
A zo gant Jesus war he benn,
Ha gant Mari eur boud spern glaz
Wit difen he mab deuz Judas.
— « Dalet ma c’hoeff diwar ma fenn
« Wit dizec’ha d’ec’h ho croc’hen !.....
Perjer ann ifern vo zerret,
Dor ar Barados digorret,
Gant gras Doue, n’ vo den collet !
Mac’harit Fulup.
____________