Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ur son kloareg.


EUR ZON KLOAREK.


Da Varz Koat ann-Noz,
Y.-M. ar Iann. —


EUR ZON KLOAREK.


————


Pa oan ò studian er gèr a Landreger,
Ez oa digasset d’in lizer da vònt d’ar gèr,
Da vònt d’ar gèr buhan, ma karrienn gwelet c’hoas
Ma dous, ma c’harantez, Genovefa Kerloas.

Ma karrienn gwelet c’hoas, eur wech a-raog merwel,
Genovefaïk paour d’ann Env prest da nìjel.
Doue, pebeuz kezlò ! pa glewiz kement-man,
Ma c’halonik ’zemplas, setu me da ouelan.
 
Me ò paka neuze ma levriou tri-a-tri,
Rè latinn ha gallek, ma c’haïerou studi,
Ha kerkent ’vònt en hent, en trezeg Plouaret,
Lec’h ma oa ma dous koant gant ar c’hlenved dalc’het.


Trist ’oan ’vel ar Màrò ; — pebeuz da galounad !
War ann hent e ruille daerò ma daoulagad.
— « Ha penaoz goude-zè bewa war ar bed-man,
» Mar d’è marw ma Genò, ann hinin a gàran ! » —
 
War-drò ann abardaez, pa oan war ann hent braz,
’N tàl chapel Sant Ervoan, me klewet sòn ar glaz !
Ma c’horf-holl a grénas neuzè, ’vel eùn delienn,
Pa c’houez ann awel-nord er faou pe en derwenn.

Ma Doue, ma Zalwer, na petra a glewan ?
Ar zòn-ze a laka ma c’halon da rannan.
Mar d’eo Genovefa, ma dous koant ’zò marwet,
Me na vìn ket iwè pel-goudè war ar bed.

« — Na lavaret-c’hui din, plac’h iaoùank, me hò peed,
» Da biou e sòner glaz, ha piou ’zò tremenet ? »
« — Genovefa Kerloas, allas ! koanta plac’hik
» ’Oa er vrò, ’zò marwet gant keùn d’he c’hloaregik ! » —


Ha ma sempliz kerkent ar gomz-zè d’ann doùar,
Beuzet bars ma daerò hag iwè ma glac’har :
Ar plac’hik ma zavas, hag a lavaras dìn : —
— « Kloarek, ioùl Doue eò, ar gwella ’vè pedin ! —

» ’Vel ar steredenn gaer a luc’h en anter-nòz,
» Ema-hi en liorz Doue, er baradoz ;
» Kloarek, na ouelet ket, pa varwfet en douar,
» Goulennet mònt gant-hi, dreist ann heol hag al loar ! » —

Ma klewenn ann evned bars ar gwez, uz d’am fenn,
Drè ma ’s een gant ann hent, ò lavaret ’vel-henn : —
— « Kaera rozenn ez oa trò-war-drò er vrò-mà
« A zò bet kutulliet ; gant Doue ’ma bremà ! » —

Pa arruiz en toul ar porz, en Keralsi,
A weliz ar c’horf paour doùget e-maès ann ti :
War eur penn ann archet ez oa eur garlantez
A vleuniou ar parkou, spern-gwenn, bruk ha bleûn-laès.


War ann hent ’gass d’ar bourk ’kànè ar véleïenn,
Ha me c’heuillè iwé dré ’r parkou penn-da-benn :
Ann daerò a strinkè stank eùz ma daoulagad,
An drez a diròge ma zreid ha ma dillad.

En pàd ann òferenn, pa oa ’r c’horf en iliz,
En penn ann aoter-vraz, ’wit pedi, ’taouliniz ;
En penn ann aoter-vraz ez oùn bet daoulinet,
Ha war ma dousik koant gwalc’h kalon ’meuz gouelet.

Ha pa oa en douar he c’horf paour diskennet,
Beteg ann anter-nòz war ar bez oùn chòmet,
’Oùn chòmet war he bez, da bèdi, da ouelan,
Ma c’hoantaën he c’heuill ha mont eùz ar bed-man.

Hag am eùz goulennet neuzè digant Doue
M’he gwelljenn c’hoas eur wech, ’vel pa oa en bue,
M’he gwelljenn c’hoas eur wech ha ma komzje ouzin,
Neb-zè, ò ma Jezuz, gant glac’har e varwin ! —


Na pa oan ò retorn d’ar gèr eùz ar verred,
Ar marò ’n em c’halon, eur skeùd am eùz gwelet ;
A weliz eur skeùd kaer, ’vel ma saven ar ròz,
Ha drem-doztik dar ster, war drò ann anter-nòz.

Hag é sklérijenné ’vel ann heol beniget,
’Bars ann newez-amzer, ò para war ar bed :
Evel Genovefa ’oa gwisket holl en gwenn,
Hag e c’hoarzè ouzin, hag e laraz ’vel-henn :
 
— « Tawet, ma dous Kloarek, tawet, na ouelet ket,
» Me ’zo bet gant Doue lamet di-war ar bed
» Ewit hon mad hon daou, ma vefet bèleget,
» Ha bars ar baradoz ma hellfomb ’n em welet. » —

Neuzé pignas d’ann Env, ken kaer hag ar stered,
Ha ma c’halonik paour kerkent oe frealzet.
Ioul Doue da vò gret, dre-holl ’man he lagad,
Ar pez ’deù da ober, ’wit-omb ’dlè beza mad ! —


Me zò bremà Person en paròz Plouaret ;
War vez Genovefa lec’h ma ’zè douaret,
Am eùz hàdet roz ruz hag iwe lili gwenn,
Hag enò am gweler aliez en pedenn.

C’houez-vad ’zò gant ar roz, kaer èz al lili gwenn,
Uz d’he bez ann estik a gàn en ivinenn ;
Hag he gàn zò ken kaer ma seblant d’in, beb-nòz,
Klewet mouez ann èlez a gàn er baradòz ! —


*