Eur bleup divleupet

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Al Louarn hac ar Bouc’h..

Eur bleup divleupet (Al louarn hag ar bouc’h)
Kroaz ar Vretoned, 1910



EUR BLEUP DIVLEUPET
————

Yan ar Boc’h a oa eun de, tro kreizte,
Gant al Louarn o vale,
Yann ar Boc’h a noa eur gwel berr,
Hag Alan, — hag Alan a oa divleuper.

E kreiz miz est, tom e oa, — ken e oa,
Ha sec’hed bras o devoa ;
Hag evit terri o zec’hed,
En ur puns, — en ur puns o-daou int lampet.
 
Eur wech e gante torret, — o zec’hed,
Ma daou gonsort ’zo nec’het,
Ma daou gonsort tapet diez :
Skeul ebet, — skeul ebet evit dont ermez.

« Evit ’n em jacha ermez, — komper kez,
Eme Alan flour e vouez,
Gwelet a ran skler mat an tu,
Pare omp, — pare omp, mar karez, dustu.

Da dreid arôk te zavo, — te harpo ;
Gant gwal da gein me bigno :
Diwar da gerniel me lampo,
Ha warlerc’h, — ha warlerc’h e vezo da dro.

Yan ar Boc’h chom souezet — ha batet,
Dirak kement a spered,
Ha raktal d’en em harpa start,
D’ober skeul, — d’ober skeul dindan ar c’hanfard.

Alan, skanv ha garret êz, — lamp ermez,
Diwar gerniel ar Boc’h kez,
Dreist ar vardel war an douar,
E koue plom, — e koue plom war e beder c’har.

Hag hen d’ober d’e gomper — berr ha berr,
Hen d’ober ur sarmon gaer :
« — Ar skiant an dalvoudusan
« Eo bepred, — Eo bepred ar skiant-prenan.

« Da harz luian da guden, — birviken,
« Dalc’h krog mat ebarz eur penn,
« Rôk ’n em voutan ’n eun toull diez,
« Gwel penôs, — gwel penôs halli dont ermez. »

Alanig a ra ul lamp, — a ziskamp,
Hag adarre d’an daoulamp,
Da glask ur bleup-all da flemman,
Eur penn yer, — eur penn yer bennak da goanian.

Diouz al lern diwallomp mat, — re daou droad,
Digoromp hon daoulagad :
Goude ver bet divleupet mat,
Divezat, — divezat ver da ’n em lipat !

An Eün.