J. Cadiou
Ivona
Eur c’hamarad nevez



III


EUR C’HAMARAD NEVEZ


Evel se peurvuia achue pep histor,
Rak Ivona dije kentoc’h lounket ar mor
Hag he pesket evit mankoud da gaout fizianz
E pep gir ziskoulme hi zadik fur Loranz.

Eun allik abaoue eun toullat deveziou
Wele an daou gristen hag heulie ho giziou.
Hor c’hamarad nevez oa pentet evelhen :
War he gein eur zae du ; tok kampet war he ben ;
Bleo hir ; fas touz henvel d’hini eur verc’hodenn ;
En eul leor alaouret va mab ra van da len,
Mez, d’an distera trouz, krak ! he fri zo en er.

Awechou all a stlap taoliou lagad dre laer
Dreist ar c’hleün ieotennet zisparti ho jardin,
Er gearik ker zeder rer anhei Plougistin.

Evelse oa disket gant he vreudeur hena,
Ar blantenn deut gwezenn vir hi fleg peurvuia.

Perak na choume ket, p’en doa c’hoant da pedi

Sioulik brao en he gampr ?

Oh ! plijo d’ec’h kredi,

Ar paotik doa lennet an Aviel buhan,

Hep gwelet ar rebech gret d’ar farizian ;
Hag ouspen piou gredfe beza divez awalc’h
Da sonjal ve traou faoz dindan lost eur voualc’h ?…

Hogen pep krouadur zo staget d’he vicher,
Pephini ra an neûn eo galvet da ober.
An alc’houeder en deuz vit nijal diou askel,
Hag a nij ; eur c’hure eur brevial vit teurel

Tu man, tu hont d’an dud he bedennou santel,
Hag ar fésoun gwella d’ho skuilla, d’ho leda
Eo pedi en avel, kreiz an drouz, petra ta !

Pa deue ar plac’hik el liors, oh, neuze
Pater, Ave, salmou, Oremus a deuze

War bek teot an Aotrou.

Rak Laouik ne oa ken

Laouik evel diagent. N’ouzoun dare zoken

Hag hen an aotrou mear na denne he dok plouz
Evit larad bonjour da genta d’ar marmouz.
Pez zo sur, tad ha mam, breudeur ha c’hoarezet
Hag an holl koulz laret, nemed ar c’hanfardet
Doa c’hoariet ganthan pikarom, pentoullik,
Re, marplij, an Aotrou euz lostenn du Laouik.

Neuze ta pa lamme an diaoul kreiz he bedenn,
Nebaon ! va goazik ’n doa bec’h kaer gand he gudenn !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Me garje, emezhan, kreiz krignat he vreuvial,
Gouzoud petra a c’hell Loranz koz huvreal.

Ar bik, me z’aoun, en doa kroget en he skouarn.....
Mez, loskomp an abad da c’hoari he louarn.....

Ia debron braz am euz d’ober anaoudegez
Gand an den enoruz welan aze bemdez
Hi benn zavet en env. Mez penoz n’em gimer ?
Ne lar, war a glewan, na Pater na Noster.

Oh ! ar farizian lare ive gwechall :
» Mil bennoz, va Doue, n’oun ket vel an dud all
» Pere a zo laeron. Vit pez a zell ar iun
» Diou wech da nebeuta her ran striz pep sizun.
» An deog a roan euz a gement am euz.....
» Harao, d’ar publikan son he ialc’h ato kleuz ! »
Ha koulskoude heman — c’houi a oar koulz ha me,
N’em dennaz en he di iac’h pesk, neat ha pare.

Ma c’halfenn, lare c’hoaz, gounid an ine ze !
Piou oar, me ve person hep dale marteze…
Pep soudard zoug ’nhe zac’h danvez eur marechal,
Araog’ na pa dapfenn met karg a jeneral.

Marfadik, p’am euz gret eun tam mad a studi,
N’am bezo poan ebet evit c’houeza he fri.

Ma n’oc’h euz ket gwelet, o denik kez Loranz,
Eur maout a seminer goest da frika ar Franz
Dre an théoloji ’neuz plantet en he benn,
Lakit evez, warnoc’h eman prest d’hen astenn…
Ne zeuz den evelthan. Disket ’neuz B-A-BA
E gallek, e latin… rak se diwallit ta.

Ne doa ket echuet an abad he huvre,
Teu eur c’houezadenn sec’h divar lein menez-Bre,
Ha setu eur follen — war pehini meudou

Hon Aotrou o pedi, doa lezet ho roudou
Da nijal ouz he leor ha da vont da Loranz.

» Kaera tra, emezhan ! Oh, na brava taol chanz !
» Pebez digare koant a gouez d’in euz an ee
» D’anaout ar pagan koz, d’hen c’hounid da Zoue !
» Abars nebeut, m’he tou, e teuio d’an iliz… »

Allazik ! nep a gount, Laouik, hep he hostiz,
A renk kounta diou wech ha distrei war he giz.

Hep beza gwel c’hoantek, Loranz e doa sellet
Ar paper ; warnhan oa… fas itron ar Salet
Er gwiskamant iskiz doa ar penn asotet
Lamerlier, vit c’hoari ar Werc’hez, invantet.

Loranz


Dalit, Aotrou kure… deoc’h eo zur ar paper…

An Abad


Benastoue va den.

Loranz


Aotrou, ho servijer.


Sell ta, eme Laouik… ne oan ket e gortoz
Da gaout ken amgraüz ha ker mad ar paotr koz.
Red vo din, a welan, warc’hoaz pa zistroin,
Kemer ganthan an ton jentilla a c’hallin.


————