Eur c’hantik koz, Theophilus
Ar goanv en deus kwiteat gant e frim an douar, |
Piou ’oar pet gwech war ’n-ugent am eus bet kanet pe vouskanet ar c’hantik-se : ha bep gwech e teue d’in da zonj : « War don : Theophilus ». — Anaout mat a reen ton Theophilus, met petra oa gwerz Theophilus ? Aze oa an dalc’h, ne ouien ket : paperiou koz awalc’h koulskoude a oa duman, hanter-roget ha mogedet, saotret ha kramennet, me grede start beza o lennet penn-da-benn : fazi, pôtr. Eur wech ma oa va fri war eul leor kantikou koz, boulzero ! petra welan, unan eus çwerziou diweza al leorig, « Cantic en enor d’ar Miracl carantezus a eure ar Verc’hes Glorius Vari en andret Sant Théophilus ».
Eman Theophilus d’in, abaoue ma oan war e lerc’h ! Eur blijadur. c’houi oar, ne oa ket pebr enni, met evit-se ne oa ket goular. Ha koulskoude ne ket ar pez a greden a gaven, rak anaout a reen, diwar hano da vihana, mirakl Theophilus savet gant ar gwerzier gall Rutebeuf, en XIIIet Ked : nan neket an Theophilus-se a oan о c’hortoz, an hini a veve er c’houec’hvet kantved hag a oa « vice-dominus » e iliz Anada : diskaret diouz e garg gant e eskob, evit dont abenn d’he c’haout endro, en em roas d’an diaoul hag en doa roet d’an drouk-spered eur skrid sinet gant e wad ; met ar Werc’hez a ziwalle hag an diaoul a rankas renta ar skrid.
Danevell Theophilus, am eus desket abaoue, a oa skrivet da genta e gregach gant unan eus e ziskibien hag a lavar beza gwelet ar pez a skriv.
Troet e oa da c’houde e latin, e galleg. Sant Bernard ha Sant Bonaventur en о zermoniou, hag Albert ar Bras ebarz « Bibl ar Werc’hez Santel » a ziskouez beza kredet start kement-se. Ouspenn-se ar Mirakl a zo skeudennet diou wech en Iliz an Intron Varia e Pariz ; livet eo war eur werenn e Iliz Veur Laon, hag e Ilizou Troyes hag ar Mans.
Lavaret am eus ne dape ket va gouiziegez betek keït all : breman goude, va zammig enklask, n’oun ket souezet e vije bet troët « Theophilus » e brezoneg, nan, tamm ebet, rak pa zonjer, ar gelennadurez a ziwan diouz ar werz-se, da lavaret eo galloud ar Werc’hez hag ar fizians a dleer da lakat enni, a dlee skei kalet war spered ar bobl a neuze. A neuze, e lavaran, rak al leor kantikou koz am oa dineizet ennan gwerz « Theophilus », eo dastumaden « Canticou Spirituel » an Tad Maner, diskibl an Tad Mikeal an Nobtletz, diskibl ken brudet eget ar mestr ; kenta dastumaden « Canticou Spirituel » a oa savet er bloaz 1641. A bep seurt ez eus el leor-se : pedennou, kelennadureziou, ha gwerziou egiz hini « Theophilus », hag hini « Katell Gollet », a gaver ive ennan.
Gwerz « Katell Gollet » am oa bet klevet kana ive meur a wech, n’am oa he gwelet embannet nemet e leor Laterre ha Gourvil, « Mélodies d’Armorique » : ar re-man a skriv : « Katell Gollet », kanet gant an Intanvez L…, deuz Keraez, roï a reont ton : Eun Doue hepken a adori », war meur a don all poblek am eus he c’hlevet. Warlerc’h ar werz, e lenner er « Mélodies d’Armorique » ; (p. 91) note : La gwerze ci-dessus a été imprimée et colportée à diverses reprises, en feuilles volantes. L’auteur en doit être un ecclésiastique. L’histoire de la pécheresse est connue dans maints endroits de la Bretagne bretonnante, et les imagiers bretons de la Renaissance s’en sont inspirés pour orner les calvaires de plusieurs paroisses. — M. Anatole Le Braz, dans les « Saints Bretons d’après la tradition populaire », en parle longuement.
Ma ! nemet tri pe bewar ger dishenvel, e kavan « Katell Gollet » ebarz dastumaden an Tad Maner (p. 74 da 78) ; e penn ar werz, eo skrivet : Mellezour d’an dut yaouanc, tennet en (sic) ul Lêvr composet gant an Tat Delrio. War a gredan ar werz a zo bet troët e brezoneg gant an T. Maner diwar galleg (pe latin marteze) an T. Delrio, hag a dlie beza eus Urz ar Jezuisted evel hor Misioner breizad : hor mignon Fanch Gourvil a furcho hag a lavaro d’eomp kement-se.
An T. Maner, e unan, eo a skriv peger brao digemer a oa great d’e
Gantikou e Douarnenez da genta.
Etre 1641 ha 1672, e leor a oa bet moullet wardro tregont gwech ; ne skuized ket da gana kantikou ; e pep lec’h e tregernent, en ilizou, met ive en tier, er parkeier, ha war ar bagou er mor.
Ar vad a reas ar C’hantikou d’ar feiz er vro, n’heller ket hen nac’h ; o oberour a skriv er bloavez 1641 : « Hevlene, evit deskadurez ar vugale hag ar bobl, em eus savet eur c’hantik bennak, e gwerzennou brezonek. Diskleriet hon deus bet an holl frouez o deus douget. »
Egiz brezoneg, ha mat ha fall a gaver er « C’hantikou Spirituel ». D’an ampoent (ha breman daoust ha n’eman ket c’hoaz evelse ?), ar re a ouie eun tammig bihan a c’halleg a vije mall ganto ha lorc’h enno dam-wiska gant o lastez-geriou o c’hals a vrezoneg rik : an T. Maner eta a oa red d’ezan skriva e doare e amzer ; da vihana ma ’z eus draog en e bark, gwiniz flour a zav ennan ive.
Setu aman eur poz eus « Quelenadurez voar ar Burete ».
Limit diouz ho calon |
N’eus ket da gila : gwelloc’h brezoneg a zo aze, eget na vezo skrivet 150 ha 200 vloaz da c’houde.
Nep a lavar kantik, a c’hortoz pe a glask an ton, pe a vouskan dioc’htu an ton, m’her goar. Setu ar pez a c’hoarvezas ganin : rak ton « Theophilus » eo am c’hasas beteg e werz, dineizet dre zigouez ebarz eul leor Kantikou koz am eus gouezet, a-ziwarlerc’h, a oa eun dastumaden savet gant an Tad Maner, evel em eus lavaret.
E touez an toniou merket e penn pep kantik, unan bennak a zo chommet beteg hirio eus ar re merket « voar un ton nevez ». Kantikou all a zo merket da gana war toniou gallek egiz :
Voar un aer galek : Ma pauvre mère me disait, etc.
id. : Sous une vaine gloire le monde est enrôlé.
id. : Astres lumineux…
id. : Destin qui séparez.
id. : Ames qui êtes passées.
Re-all war toniou brezonek, pe da vihana war don gwerziou brezonek anavezet mat neuze :
Itron Varia an Drindet |
Daoust hag eur muziker bennak, dre serr furchal, ne zeufe ket,
c’hoaz hirio, abenn da gaout hini pe hini eus an toniou-se.
Evit diskouez doare skriva an Tad Maner e vouller aman gwerz Theophilus egiz m’eman er C’hantikou, ha, war he lerc’h eun toulladig evesadennou berr.
Glorius Vari en andret Sant Teophilus
1.Clevit ur Verz nevez so nevez composet
|
- (Tennet diouz « an hent da vont dar Barados », p. 128, 129, 130, 131, 132).
1) Evel an hou gwerziou poblek, e kinniger d’eomp « ur Verz nevez
composet-Eus un den… » Ral eo kaout eus, peurvuia e kaver war pe
war sujet ; a oa a gos collet : arabad kredi eman a gos evit abaoue
pell amzer, nag all ; a gos a zo aman evit hogos, presque, damgollet'.
2) Theophilus a zo aman eur ger pewardroadek, evel ebarz ar poziou 33 ha. 38. Koulskoude e kavoc’h anezan pelloc’h tridroadek hepken, egiz er poziou 18, 20, 24, 31.
Kaout a reer ouspenn malisi-us (pewardroadek), glori-us (tri-droadek), egiz ma kaver ive gra-cius, (daoudroadek), melco-niet (tridroadek). — An oberour n’eman ket kals e poan pe e vo e werziou kamm, pe eun : ha ma zo unan kamm bennak, ne ra forz a be gostez, pe e vezo hirr-c’haret, pe berr-c’haret : gwelomp er poz 24 : neba-oun a zo tridroadek, hag e kichen, Theophilus ive tridroadek hepken. — Gwir eo e ranker amzao, evit o mez, meur a oberour-gwerziou eus an amzer hirio n’emaint ket muioc’h e poan war gement-man, al Leoniz dreist-holl : eun troad muioc’h pe nebeutoc’h, bastik, kamm pe jilgamm, o gwerziou a yelo endro.
3) Evelato poziou brao a gaver er werz : heman a zo unan anezo : kengana a ra ar geriou (allitération).
4) Arabad soueza evit kaout kan ar c’hillog wardro an hanter-noz : klota ’ra mat kement-se er gwerziou, dreist-holl pa skeudennont « un Digentil dispos, gracius e visach (an tu brao), nemet tenval eo e wiskamant hag e dreid blevek ha karn (an tu divalo). — Karnek a vije bet a dra zur gwelloc’h eget karn.
7) a boursuif : a gendalc’h : war gement-man, e c’hell beza lorc’h ennomp, gwelloc’h brezoneg a skriver hirio.
8) Voar nich e oue var ur marc'h transportet, kezeg-nij d’an ampoent ! Ne dalv ket d’eomp ar boan beza lorc’h ennomp en tôl-man, abalamour m’ hon deus kirri-nij, hep kezeg.
9) Carguet oa na… : il lui fut fait charge de ne…
11) Treit : daoudroadek. — Craï, unandroadek elec’h daoudroadek er poz 7 uhelloc’h.
13) Azrouant : dragon, diable. — An trede gwerzenn eus ar poz-man a zo re-hirr, 13 troad.
14) An oblige : obligation.
16) Er c’hartou hac er ball : Kantikou an Tad Maner a sko aliez war an tachou-ze.
22) Minic’hi : droit d’asile, asile.
23) Al louedic menargas : le petit gris maudit, détestable, le diable (me hen argas ?)
24) Ar Rouanes an Ee, elec'h ar R. eus an Ee.
25) An trede gwerzenn a zo kamm, 11 troad hepken.
29) Gouiezec, gouiziek. — An trede gwerzenn, 13 troad,
30) Ar werzenn genta a zo 13 troad enni.
32) id.
35) Ar conseil Jesus, evit eus a Jesus.
36) An Orœson, a dra zur, met ar yun, penos e c’hellfe beza boued
zoken d’an ene ?
37) Ar bedervet gwerzenn, 13 troad, met evit gwel hepken, rak ma skrived monet, ne tistagjed nemet mont pa felle.
E roet menargas : son filet maudit. Hano zo bet eus ar rouejou er poziou 3 ha 20.
39) O scuilla ur bannic eus he laes.
Aliez Kantikou an Tat Maner a zeu hag a zistro war gement-man. E penn kenta e leor, en orœson devot en enor d’ar Bassion, e lennomp :
Guerc’hes Vari voar ma fassion |
Yvon CROQ.