- Eur gontaden
- eus bro ar C’haperien
- Eur gontaden
Gwech-all-goz (abaoue zo ken pell amzer ma n’eus ket mui war an tamm douar-man kalz a dud o kaout envor a gement-se), gwechall eta, ar parreziou tro war dro da Veg ar Raz a oa eur vro dispar, ha ne ket eur vro dizolo, hep brouskoajou, hep disheoliennou, hep laboused evel hirio, ne ket eur vro glac’haret hag henvel awalc’h, dindan he oabl peurvuia du ha leun a vogidel, ouz Intanvez an Enez Sizun dindan he mantel a ganvou. Nan, Beg ar Raz d’an ampoent, (ma ranker da vihana teuler kred war lavarou ar C’haperien, troët eun tammig da fougeal, an darn vrasa anezo), Beg ar Raz a oa eur vroïg koant eus ar c’hoanta, rouanez ar broiou, na petra ’ta ? Koajou bras, prajou glas, steriou a-leiz, hag ar mor dôn oc’h ober evel eur gouriz ledan ha flour tro-war-dro d’he reier dispennet. Ha da neuze, ar mor, morse e kounnar, ne rea dalc’hmat, hep fulor, nemet lipat gant e deod flour bezin druz an aochou. Ar steriou hag ar c’haniou-dour a gane, a hiboude en eur vont gant o hent a dreuz ar foenneier, en eur gildroï dre ar meaziou. Ar c’hoajou a-dreist-holl a oa dispar, eun dudi o gwelet, kement a laboused a richane, a c’houitelle, en em gare enno.
Muioc’h c’hoaz ! loened a bep seurt, a bep liou hag a bep ment, a oa o chomm dre ar vro, loened gouez kouls ha loened donv. Red eo ive lavaret penôs, da neuze, e c’hoarie ar bleiz gant an oan, hep ne vije an distera dispac’h etrezo, ha penôs ne oa ket c’hoaz savet buez fall da ren etre al louarn hag ar yar ; ar c’haz zoken a gave bepred digor e neiz al logoden ; en eur ger, peoc’h a oa e bro dudius Kaperien Beg ar Raz etre al loened, bras ha bihan.
Koulskoude ar peoc’h-ze ne dlee ken padout pell rak, da neuze egiz hirio, eun nebeudig a zo alïes peadra evit hada drailh e-touez ar gwella mignoned, hag evit lakat dispac’h da ziwana etrezo… Ha setu ar pez a c’hoarvezas gant loened Beg ar Raz.
Eur Mintinvez-hanv, epad ma tistage eur pennadig kousket, Roue al loened a oe dirusket d’ezan e vruched : ken leun oa ar zac’had droug a yeas en e greiz ma tihunas eus e gousk, (ha koulskoude n’en doa ket kalz a dra, a boan eun tammig debron), kement eta e kounnaras ma c’hourc’hemennas kerkent mont e-meaz ar vro, pell diwar e dro, d’an holl loened a zouge kerniou war o fenn, rak d’ar re-man eo e tamalle beza great an taol, an torfed. Hag ar re-man a zentas… Ha petra o dije great kentoc’h pa ne oant ket evit herzel ouz ar Mestr !… Daoust ha n’eo ket furoc’h d’ar re dinerz ha dister plega d’ar re galloudus ha krenv, ha pa ne ve ken gant aoun da veza nasket berroc’h ha gwaskaet gwasoc’h ???…
Neuze ’ta ar paour kez loened-korn a reas o zonj, anken leun o c’halon, da lavaret kenavo da vro ar C’haperien, hag int ken buhan d’en em zifreta ac’hano, an dour en o daoulagad, rak gouzout a ret :
« Ouz klenved ar red
N’eus ket a remed ! »
O welet al loened-korn o vont kuit diouz ar vro, ar C’had-Vras (Rouanez ar Gedon) a zavas aoun ganti ; ha gourc’hemen a reas d’he sujidi heuilha anezi. — « Petra, eme unan bennak, mont e-meaz ar Vro ? Ni n’hon deus ket a gerniou war hon tal. » — « A ! diskiant, eme ar Rouanez, hag hon diskouarn hir, keit ha bizïed eur forc’h houarn ? Ar roue, dallet gant e vuhanegez, a gemerfe anezo evit kerniou, hag a rafe hor stal d’eomp. Mes n’her graio ket, rag emaomp o vont kuit ive d’hon tro. Kenavo, bro ar C’haperien ! » Ha hi prim en hent, ha pobl er gedon war he lerc’h. Ne oa ket kalz a vec’h warno, nemet aoun o doa rak roue al loened-gouez, rak sur e oant, a-hend-all, da gaout leun o c’hof kaol hag irvin, geot ha melchon, da zibri, n’eus forz pelec’h ez afent.
Koulskoude broutac’hus, pounner ha lor e oa an amzer, hag an heol tomm-bero ; eur fulac’hen denval a zave diwar an hent a-us da bobl ar Gedon. Dizec’het o beg hag o gourlanchen, kement a boultren o doa lounket, ar gedon a reas o sonj da gemeret eun tammig diskuiz pa zigoueschont dirag eul lenn-vras, eat da hesk koulz lavaret gant gwrez an hanv. E oant eno gourvezet, hep dizerra grik, didrous, pa glevchont eun dra hag a roas d’ezo kalon da c’hoarzin. — Gleskerien eo a groane etrezo. Gant eur vouez raouliet ha toc’hor, e klemment evelhen « Krevi rimp… Krrevi rimp… N’eus ket dour… Krrrevi rimp ! »
Ar re-ze oa dizec’het o foull-dour. Eur ranig hepken, eun tammig pelloc’h, hag a oa dour c’hoaz en e doull, a responte ge ha difoultre-kaer : « O ! Walc’h ! Ne rimp ket !… Dour zo ! Ha ! Ha ! Ho !… »
Ar gedon ne glaskent ket nemeur a dra evit c’hoarzin, ober a rejont ken ma spontas ar raned ganto ; ha kement e c’hoarzjont, ken ma faoutas o muzellou ha ma rogas o begou beteg o diouskouarn…
Hag abaoue kement gad a deu er bed-man, a c’han gant eur beg roget, diwriet, hag eur vuzel faoutet.
Hiniennou marteze a gavo goular va c’hontaden ; d’ar re-ze e lavarin : « C’houi zo boazet da danva gwelloc’h souben ; koulskoude arabad d’eoc’h heugi ; mar ne gavit ket dioc’h ho c’hoant ar gontaden-man, — unan eus ar c’hontadennou a ziwan e bro Beg ar Raz — ha ma tisplij d’eoc’h zoken, ne lavarit ket ho sonj re uhel rak droug e lakafec’h da vont e barz ar C’haperien ! »