EURUSTED
(Sonet)
――――――
(Psalm 126.) Ar c’housk d’e re vuia-karet, |
Pa vez achu an deiz hag e bennad labour
Ar pen-tieg laouen a zistro en e di,
Ha seder en em ro d’ar c’housked flourik-flour
O c’hortoz an heol kaer da zont d’hen dihuni.
E vuez c’hlan a red evel eur oazig-dour ;
Sonj ar maro a zo evitañ eun dudi :
N’en deus ket aoun da gaout dirag an Enebour,
Ha gant e vap hena ’lezo e vereuri.
En ti m’eo bet ganet e tremen an den koz,
Doue e yaouankiz p’her galv d’ar baradoz
En ehan gwenvidik ar zent hag an elez ;
E baotred a garo ivez parkou e dad,
A boanio kalounek evel kristenien vad
Hag o vont d’an iliz a bedo war e vez.