Eus an izel d’an uhel 1910

Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1910  (p. 101-107)



Eus an izel d’an uhel


————


Pa zimesjont an eil d’egile, paour e oant ken ma oant paour awalc’h. Eur zon a lavaras ar wirionez diwar o fenn :

Kenta ma voent dimezet
Allo ! va mignon ! Alo ! gê !
Kenta ma voent dimezet
En eur stad trist oent laket.

Mes eurus e oant evelato, rak n’eo ket ar binvidigez hag an arc’hant eo ar re a lak al levenez hag an eurvad en eun tiegez. Holl e c’houzomp ar pez a lavar Furnez ar Geiz eus a Vro-Vreiz :

Gwelloc’h karantez leiz an dorn
Eget n’eo arc’hant leiz ar forn.

Neuze ’ta e oant eurüs, Yann ha Katellig, daoust d’o faourentez. Evit ti, eul lochenn tôet gant drez ha raden ha blenchou gwez diskouret, mes

Gwell eo eun ti bouedek
Eget eun ti bras avelek.

Evit arrebeuri, eur gwele, eur podhouarn, eur skudel ; o daou e vezent o tibri e-barz, egiz daou labousig en o c’haoued a zebr boued en eun hevelep krogen. — Yann a c’houneze pevar gwenneg bemdez ; abaoue ez eus pell ! Mes, o veza m’edo eur gwaz fur ha tamm ebet dispignour na boesounier, an daou bried a deuas buan a-walc’h da espern peadra da brena eun daol ha peb a skaonv mar plij. Abenn pevar pe bemp bloaz dimezi, o doa gellet prena e foar Bouldahud eun danvad, tudou, ya, eun danvad ! Mes ar pez na brenjont ket eo ar pez en dije dalc’het ar muia ar garantez etrezo, da lavaret eo evit ar re na ententont ket, eur mab pe eur verc’h, pe zoken an eil hag egile, pe c’hoaz meur a hini anezo. Nann, siouaz ! disher e oant, rak Katellig, red eo lavaret ar wirionez e-lec’h hag e-giz m’eman-hi, Katellig n’oa nemet eur c’haonac’hen anezi !

Eun nozvez, war an diskar-amzer, pa oa hi eat en he gwele, Katellig a lavavas d’he gwaz : « Ah ! Yan baour, me oar petra n’am eus ket great, me… »

— « Oh ! me ’oar ivez, me, petra n’out ket gouest da ober ! » eme Yan, a oa o tiwiska e lavreg.

— « Nann, Yan baour, n’ouzout ket ! Sonj ’ta, chommet eo er meaz ! »

— « Piou ’ta ? »

— « Hon danvad, Yan baour ! Ha ma vefe eat e kof Gwilhou ar Bleiz ?! » Setu Yan, didrous, d’en em adwiska, ha dao kuit da glask an danvad. Skler e oa al loar en he c’hann. Mes daoust da ze, Yan ne gave na roud na tres ebet eus an dianket. Oanig paour ! Ar bleiz digoustians a dra zur en doa sammet anezan ha koaniet gantan ! Ha setu hor paour kez Yan, diberc’hennet diouz e zanvad, eur zon trist o sevel d’e envor :

Kaonv d’am danvad pengornik !
Me ’m eus keuz d’am danvad !
Kaonv d’am danvad pengornik !
Kaonv d’an danvadig mat !

Emichanz, goude envori e zon, en doa he c’hanet ivez, rak, pa oa o tostât ouz park an Tri-Ferson, e klevas eur vouez adrenv e gein o c’houlen outan : « A ! va den paour, d’it-te eo e oa an danvad ? »

Yann en eur zistrei a respontas : « Ya, d’in-me ; ankounac’heat er meaz en abardaez-man gant va hini goz. » Hag e welas eo eun aotrou a gomze outan ; ya, eun aotrou, hag unan a feson c’hoaz ! ha d’e heul daou gi-bleiz, o bleo garo savet pik warno, hag int dielc’het, o zeod eun hanter goured er maez eus o beg, daoulagad en o fennou egiz daou gef tan war enaou. Sentus koulskoude e chomment unan a bep tu d’ar mestr.

— « Basta ! neuze n’eo ket didamall da hini goz : rak bremaïk, p’edomp o tremen dre aman, hon deus gwelet eur bleiz o taga eun danvad. Buhan va chas war e lerc’h ha me ivez ; eun hanter-eur goude e oa lazet Gwilhaouig ganeomp a-hont, en tu all d’ar stanken. »

— « Mat eo ho chas neuze, aotrou », eme Yann, glac’haret-holl.

— « Mat-dreist int, va den ; ha, mar kares o c’hemeret, e vezint d’it, rag em maner em eus c’hoaz n’ouzoun ket kaer ped anezo. »

— « Marc’had great ; ho trugarekaat a ran. »

Goude kenavo, setu int pep-hini da zacha diouz e du : an aotrou e-unan etrezeg e vaner, ha Yan war-zu e lochen, krog en e chas. Digouezout a reas er gear pa zigoueze ivez Katellig, savet ha bet diouz he zu o klask ar paour kez danvad.

— « Debret eo gant eur bleiz lontrek ! »

— « Ha da biou ar chas-se ? »

— « D’in-me int breman ; digant eun aotrou em eus o bet ; int eo o deus kaset d’ar bed all tager hon danvad. Chas dispar int, a lavare o mestr. » — Hag int en-dro da gousket hep muioc’h a drouz nag a gomzou.

Siouaz ! N’ouzer ket pe gant an anoued he doa paket o c’haloupat en noz er-meaz, pe gant keuz d’he danvad pengornik, marteze an eil hag egile, Katellig ne zavas ken diwar an taol-ze ; ha, tri pe bevar devez goude, e oa intanvezet ar paour kêz Yan !…

— « Feiz ! emezan, goullo e kavan aman an ti breman ; kenkouls tra eo d’in mont ac’halen ! » Hag hen en hent, bepred eün dirazan, hep gouzout kaer betek pelec’h ez aje, e zaou gi d’e heul, Krogmad ha Pegstard. Gant penôs kaout boued n’edo ket nec’hed an distera ; rak, pa veze naon o tont d’ezan, gant e chas e c’helle beza dizoursi : eur c’houlin, eur c’had bennak a golle kerkent o buez, hag hep kaout anezi zoken endro, ar pez a oa ar gwasa evito, pe ar gwella marteze.

Eun devez, en eur dremen dre ar gear-benn eus ar vro, e klevas enkanti e oa kouezet merc’h ar roue dindan galloud eun aerouant a zeiz penn, en eur palez e-kreiz eur c’hoad doun ; an hini he zennfe ac’hano, en defe anezi da zimezi, pe, mar kavfe gwelloc’h, he fouez en aour.

— « Setu aze hag a rafe brao a-walc’h va stal ! a zonjas Yan ; ne ket ankounac’hât Katellig eo a ran, ar baourez kez ; koulskoude, p’eo gwir oun intanv, ha mar gallfen, ne vefe ket eur pec’hed bras evidon dimezi gant merc’h ar roue. »

Ha diwar ar zonj treut-ze, hen war-zu ar c’hoad, da glask ar plac’h yaouank, e zaou gi d’e heul. A-boan er c’hoad, setu Krogmad oc’h harzal, ha Pegstard o c’hrognal, ha Yan o welet dirazan, en eun taol, dor-borz eur palez kaer… Hag hen difoutre kaer o pouta war an nor, hag ebarz, e goun d’e heul. Dioc’htu e paras sellou Yan war eur plac’h yaouank, eur gened dispar d’ezi, strafuilhet gant an aon ; hag e penn pella ur porz, e welas an aerouant. Kerkent al loan spontus a loskas seiz blejaden euzus dre e zeiz penn. Charikat a rea e zent en e vuhanegez, hag ouz mein al leur e lemme e skilfou kamm, eur vogeden flerius o strinka diouz e zeiz gourlanchen ; ar skant glas a strake war e gein torgennek egiz bili war an aod pa vez trec’h bras, hag e lost forc’hek a c’houibane en ear.

Gant eur vouez roc’hellus e c’houlennas ouz Yan :

« Petra ? prenvig-douar, pe debret pe evet e vi ? »

Met Yan n’en doa ket c’hoaz c’hoant da veza na debret, nag evet, na lounket ; evit pep respont e flouras o c’hein d’e goun. « Skis ! Skis ! » emezan. Ha Pegstard da zailha war ar flerius seiz pennek, ha Krogmad da lammet war ar c’hein skantennek, ha da daga an eil penn warlerc’h egile, ha Yan ivez da zikour e chas eus e wella hag o lopa a dro-chouk war an aerouant.

Ne badas ket pell ar c’hrogad. Yan ne oe ket evet na debret, mes an aerouant divalo a dremenas d’ezan ar c’hoant lonka diwar an taol-ze. Gant e gontell-laz, Yan a droc’has prim ar seiz penn, a zammas anezo en e visac’h, ha kuit ganto, e zaou gi-bleiz d’e heul, en eur gimiadi a bell diouz ar plac’h yaouank a rede war e lerc’h, en eur c’hervel anezan he zalver, he mirour, he fried. Mes Yan a rede araozi hag a zonje : « Aon ho peus c’hoaz, merc’h ar roue ; divezatoc’h m’ho peus c’hoant e gwirionez d’am c’haout da bried, c’houi am c’hlasko ; ha neuze hon daou ni a welo. » Koulskoude, dre ma rede dre ar c’hoad e kave ar seiz penn pounneroc’h-pounner.

Hag e tanfoeltras anezo ouz eur sklosen goz, goude beza troc’het ar seiz teod diouto. Ha skanveat d’ezan, e kerzas d’ar gear-benn da welet petra ’c’hoarvezfe.

Ha petra a c’hoarvezas ? — Setu aman. Merc’h ar roue, goude he zalvedigez vurzudus, ne oa ket pell evit digouezout er gear, e lez he zad. Heman evel m’en doa roet e c’her, a lakeas klask war ar zalver, evit dimezi d’ezan e verc’h.

Hogen, e-pad ar c’heit-amzer-ze, eur glaouer beg-du, o tremen gant e garrad glaou dre gichen ar sklosen goz, a gavas ar seiz penn hag a zammas anezo en e garr. Pa zigouezas er gear-benn, ne oa ken meneg nemet e oa salvet merc’h ar roue, ha ne deued ket a benn da gavout he zalver. Ar glaouer neuze ne voe ket pell evit mont d’al lez, great e zonj gantan : « Aotrou, emezan d’ar roue, me an hini en deus savetaet he buez d’ho merc’h muia-karet ; goulenn a ran he fouez en aour ; rag evel n’oun nemet eur glaouer ha ma ’z eo du-pod va c’hroc’hen, ne c’hellan ket dimezi d’ho merc’h ; panefe ze… »

— « Penôs, te, beg louz ? » eme ar roue diskredik an tamm anezan.

— « Me, aotrou ; ha, mar karit o gwelet, seiz penn an aerouant a zo aze em c’harr. »

Goude beza great eur zell ouz ar pennou euzus, c'hoaz o tiwada :

— « Mad ! mes n’eo ket awalc’h, eme ar roue deut ar fizianz ennan. Nan, n’eo ket gant aour e c’heller paea servijou evelse ; kent-se, me lavar, me, e timezi d'am merc’h abenn warc’hoaz vintin, ha me eo ar mestr ! »

Hag an tad-kaer, evit ma vije ar glaouer dereatoc’h da vont dirag e verc’h, a c’halvas pewar zoudard d’e walc’hi : nao lur saon du ha seiz broust koad a voe uzet war e dro evit e gempen. Antronoz vintin e oe lazet al leueou bihan, an denved hag an oc’hen lard ; dare ar zouben, ha poaz ar sklipou. Taoliou hir a oa savet n’ouzon ket ped warn-ugent. Hag er porz a enor merc’h ar voue a dlie bremaïk lavaret ya dirag he zad. Hogen pa welas-hi da biou e felled he dimezi, e lavaras eun nann dicheg ha distag : « Nan, nan, n’eo ket heman a zo bet o tiframma ac’hanon diouz tre skilfou an aerouant !… »

— « Penôs, ne ket me ? a c’houlenne ar glaouer. Ha n’ho peus ket gwelet ar pennou aze ganin ? »

Dres ! d’an ampoent daou gi-bleiz Yan a ziskordas da chalpat, ha merc’h ar roue a baras he daoulagad war re he zalver gwirion ; ha Yan, dre douez an engroez a dud a oa eno, a respontas : « Ar pennou, ya ; mes maro edont, pa e teus o c’havet ; elec’h an teodou a zo ganin aman, ne welez ket, glaouer ? » Ha Yan o diskoueze, ar seiz teod forc’hek. Ar glaouer, me lavar d’eoc’h, ne oa ket duze er frikou. Eun tantad a oe savet ker buhan e korn ar porz ; ha gant ar pennou hag eskern ar glaouer e oe great glaou !

Ha Yan ? Merc’h ar roue, dirag an holl, a deuas da boket d’ezan ha d’her briata gant eur garantez divuzul. Ha Yan, intanv ar paour kez Katellig, a deuas da veza mab-kaer ar roue.

An hini a gontas ar gonchen a oa bet ivez er frikou e-pad eiz de. Pa deuas d’ar gear, eo bet pell gant ar boan en e zivesker, kement e tansas jabadao ha gavotennou en enor da Yan savet

« Eus an izel d’an uhel ! »



————