Armorica, 1935  (p. 55-56)



EVID AR BEORIEN
___________


D’am mignon Y. Rolland, skolaër.


Daou grommet war e ben-baz derö,
Ar c’hlasker boued hed an hentchou,
A zant e zac’h leun a draou c’houerö,
Naon dû bemdez, aon avechou.
Ken lent a vez rok an archerien,
Ma wel o skeud ebarz peb korn.
Vit an urz vad eo grêt al Lezen.
Difennet eo astenn an dorn.

Pa dremen er c’hêriou, a boan
Ma c’houlen eun tamm kreun bara.
Eul lonkad dour da ziskenn koan.
Er c’hoad a gousko peurvuia.
Ar chas ’n eur stenna krenn o chaden
A razaill war ar paour kez koz.
An aotrone, o c’hov diroufen,
Gant eur sell fall, hen kas er foz !

Hir eo an de ha braz ar blenen,
D’an neb an euz naon ha sec’hed.
Da gov goullo pounner ar chaden,
Deuz ar zav-hëol tre d’ar stered.
Truez out-han ? Mes an hospital
Na n’eo ket savet vit ar chas.
Gwelloc’h e kav c’hoaz chomm da redal,
Ar c’hefelek a zant al las…


Daou grommet war e ben baz dëro,
Ar c’hlasker boued hed an henchou,
A zreb ar mouar hag ar c’hraon fô,
A dremen moan biou d’ar skoliou.
Anvezout’ra ar zon a gan,
An avel barz ar c’hoajou dôn.
Ankounac’had a ra e boan,
O repren eun tamm war an tôn.

Eun devez e ene zilammo,
Ouz e glor bars an êr sklintin,
Hag a lavaro zur kenavo,
D’ar bed fallakr hag heb ijin.
Ebarz an draonien, ar c’hornandon,
A davo neuze e Sabad,
Hag a lavaro, giz orêzon :
« Ar c’hlasker boued oa eur paotr mad. »

Va zud vad, ma zeo leun o ialc’h,
D’ar paour kez koz, war an hent braz,
Digorit anei frank awalc’h,
Evit ma trebo bara c’hoaz.
Kemerit truez ouz e vizer.
Dibrennit d’ezan dor ho ti.
Grit aluzen a galon seder.
Trugarekeet veoc’h evit-hi.


_______________