Ewit ar vro


skrivet gant Fañch an Uhel


Revue de Bretagne et de Vendée
1870




EWIT AR VRO


Pep-hini d’he vrò a em dle.
Ezom’ deûz euz he bugale,
Hag hirie e teu d’ho gerwel :
Demp, rèd eo trec’hi, pe verwel !

War-za ! war-za ! potred-vad Breiz,
Wit harpa ho prò hag ho feiz !

Ann daero en hor daoulagad,
Kimiadomp diouz mamm ha tad,
Hag ar gêrig lec’h omp ganet,
Hag iwe hor muia-karet.
War-za ! war-za, etc.


Pedomp ur wez c’hoaz, kent monet,
En iliz m’omp bet badeet,
Ha war beïo hor zado koz,
’Zo gant Doue ’n he Varadoz.
War-za ! war-za ! etc.

Eomp brema, leun a fianz,
D’emganna ewit Breïz ha Franz,
Rag Doue a harpo bepred
Ar Fransijenn, ar Vretoned.
War-za ! war-za ! etc.

Hep keun ec’h ouveo merwel,
Ann hini ec’h a d’ar brezel
Ewit he vro ha fe he dad ;
Doue hen digommerro mad.
War-za ! war-za ! etc.

Duhont a vefomp kalonek,
Ni holl a gomz ar brezonek,
Holl a em harpfomp ’vel breudeur,
Bars ar gonid, ’vel ar gwalleur.
War-za ! war-za ! etc.


Ha mar tigwez d’ur c’hamarad
Santoud he galon o fallàd,
Ra grogo stard ’n he vuzello,
Ra vô ann tan en he zello !
War-za ! war-za ! etc.

Rèd eo trec’hi ! rèd eo trec’hi !
Skoët, kroget evel ur c’hi ;
Mar na lac’het, vefet lac’het ;
Béed ’vel bleizdi kounnaret !
War-za ! war-za ! etc.

Penoz kredi distroï d’ho prò ,
Mar kollet ? Gwell’ è ar maro.
Sevel ho penn na gredfac’h ket,
Da zellet ann heaul binniget.
War-za ! war-za ! etc.

Pa zistrofet euz ar brezel,
Goude gonid, da Vreiz-izel,
Ann holl neuze ho pinnigo,
Ar re-goz, ar vugaligo.
War-za ! war-za ! etc.


Kanet ’vefet bars ar gwerzio,
Ha dre-holl, bars ar pardonio,
’Trofet penno ar merc’hed koant,
Hag holl, holl, ho defo d’ac’h c’hoant.
War-za ! war-za ! etc.

Mar marwet, ho maro ’vô kaer,
Hag ho hano, en peb-amzer,
Ebars ar vro ma’z oc’h ganet
A vô meulet, a vô kanet.
War-za ! war-za ! etc.

Hag a-benn kant vloaz, ha pelloc’h,
Evelhenn ’komzfer ac’hanoc’h :
— « Ar re-ze a oa potred vad !
» Ar ré-ze ’wie roï ho goad ! »
War-za ! war-za ! etc.

Hag evel gwez-all hon tado,
En gwerzio kaer hag a bâdo
Ebars ar vrò keit hag ar bed,
’Vefet kanet gant ar Barzed.
War-za ! war-za ! etc.


Ah ! kent ewit bewa gant mez,
A rofemp hor buhe kant gwez !
Emgannomp ’ta ’vel ar re goz,
Doue da roï d’imp he vennoz ! —

War-za ! war-za ! potred-vad Breiz,
Wit harpa ho pro hag ho feiz ! —


F.-M. Ann Huel.


Plouaret. 22 Eost 1870.


————