Explication ar c’huec’hvet figuren
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823) (p. 82)
EXPLICATION AR C’HUEC’HVET FIGUREN.
————
Lectur eus a Lizer Jeremi.
————
Guelet a rêr ar Judevien chadennet, ha var ar
poent da bartia evit al lec’h ma tleont beza exilet.
An dud coz, ar graguez, ar merc’het, hac ar
vugale c’hoaz eus ar vronn, a zo reprezantet en eur
fêçon an hevella. Unan eus ar re ancien, respectabl
dre e oad, a zalc’h en e zorn eul lizer eus ar Profet
Jeremi. Ober a ra publicamant lectur anezi, en eur e
zistrempa gant an daelou a goez eus e zaoulagad. Ar
bobl er zelaou gant un attantion glac’harus. Darn
a zao o daoulagad entrezec an ên ; re-all o fix gant
eur galon mantret var an douar ; ar graguez a c’holo
o bizach gant o daouarn, hac ar merc’het a zeblant
beza mantret gant eur glac’har ar vrassa.
- Jerusalem, Jerusalem, quœ occidis prophetas, ecce relinquetur Domus deserta, et parvuli adducentur in captivitatem.
- Maz. ch.23. v.37.