Fanch-Cos, pe Perac hac Abalamour ; ha Michel-Pipi pe ar farcer breton/Michel-Pipi pe ar farcer breton






MICHEL-PIPI,


PE AR FARCER BRETON.


————


G. Petra eo na repos na nos na deiz ?

R. Ur rivier.

G. Petra a c’hourdrous ha na lavar guer ?

R. Ar bis.

G. Petra a so just hac ingal e peb tra ?

R. Ar balançou.

G. Petra eo hardissa tra so er bed ?

R. Rochet ur meliner, rac bemdez e paq ul laer dre e gollier.

G. E pez amzer e ra an dent ar muia poan d’ar bleizi ?

R. Pa grog ar chass en o fesqennou.

G. Perac e tro ar c’hi teir guech qent eguet cousqet ?

R. Abalamour ne voar qet pelec’h e mâ penn e vele.

G. Petra na voe biscoas na ne vezo biqen ?

R. Neiz logod e scouarn ur c’haz.

G. Perac e rear forniou er c’hæriou ?

R. Abalamour na ell qet ar c’hæriou beza grêt er forniou.

G. Petra en deus qerniel en e ziadraon ?

R. Ur sac’h

G. Pehini eo propra deillen so er c’hoad ?

R. An deillen qelen eo, rac n’en em dorcher qet ganti.

G. P’eur eo e ra muia a boan d’an dent d’ar mestri eguet d’ar servicherien.

R. Pa zebr re ar servicherien, herves e c’hrat.

G. Perac e laqer qentoc’h ur c’hoq eguet ur yar e beg un tour ?

R. Abalamour en ur laqat ur yar, ha ma teufe da dosvi, ar viou en ur goeza a dorfe.

G. Pere eo an dud na yeont qet d’ar procession ?

R. Ar re a chom da son ar c’hleyer.

G. Peseurt tud a c’honit o buez en eur arguila ?

R. Ar gordennerrien.

G. Petra na vel Doue james, ar roue ralamant, hac ar paysant alies ?

R. E bar.

G. Perac un den bian a so colerussoc’h eguet un den bras ?

R. Abalamour ma zeo tostoc’h e galon diouz e vestl.

G. Pehini eo al loën an hénvela ouz ur c’haz ?

R. Ur gazes.

G. Petra eo an diou galeta tra so er bed ?

R. Calon un avaricius ha penn ur vaouez.

G. Perac en em asten an eugenet ?

R. Abalamour na ellont qet azeza.

G. Petra a so guenn evel an erc’h, glas evel prat, douç evel lèz, c’hoero evel husuill, caled evel coad, ha boug evel aval ?

R. Ur graouen glas.

G. Piou en deus dent houarn, hac en eur debri a gri atao, hac a grog alies er re a ro dezàn da zebri ?

R. Un esqen.

G. Petra eo en em goulonter dre e benn d’an nec’h hac en em garg dre er benn d’an traon ?

R. Ur punç.

G. Piou eo an dud a garfe beza born ?

R. An dud so dall.

G. Piou eo a ya hac a deu, ha na chanch james a blaç.

R. Un nôr.

G. Piou eo ar re a c’hano er bloa-mâ diou vech, gant treid griffou, baro plun, ha guinou corn ?

R. Ar yer

G. En cant goele goarnisset, pet oreiller a vanca ?

R. Nicun, rac na ellont beza goarnisset hep oreiller.

G. Piou en deus e gôf adrén ?

R. Gar an den.

G. Petra a so guelet beo, a so bet guelet maro, hac a so bet guelet beo goude e varo ?

R. Ur c’houlaouen, pehini a lazer hac a alumer.

G. Pehini eo ar men preciussa ha necessera ?

R. Ar men mêlin.

G. Petra a so gollo en nos, ha leun en deiz ?

R. Eur boutou.

G. Me ameus ho quelet e pelec'h ne zoc’h bet biscoas na ne yéloc’h, na ne ellit beza ; lavarit d’in pelec’h ?

R. En eur mellezour.

G. Daouzec lapous a voa var ur branc ; tenna a ris varne , hac e lazis unan : pet a chommas ?

R. Nicun , rac ar re-all a nijas qüit.

G. Mar teuont, ne deuint qet ; ma na deuont qet, e teuint.

R. Ur goas a had piz, hac a lavar : mar teu an dubeet, ar piz na deuint qet ; ma na deu qet an dubeet, ar piz a deuyo.

G. Peseurt differanç so etre ur barner hac ur bazen ?

R. Eleal, ur barner a ra sevel an dorn, hac ar bazen a laqa sevel an troad.

G. Petra a reomp oll er memes amzer, paour ha, pinvidic, côs ha yaouanq ?

R. Avanç en oad.

G. Petra a vel ur born a vuioc'h eguet an hini en deus e zaou lagad ?

R. Eleal, ar born a vel daou lagad da un all, el lec’h emâ gant e zaou lagad na vel nemet unan d’ar born.

— Eur c’higuer pehini a zougue atao lunedou var e fri, rac bêr-velet en devoa, o veza collet anezo, a guemeras re all, eus a bere ar güer a vrassae calz an traou, ar pez a reas dezàn prena tri lüe evit tri eugen.

— Evit caout ar c’horaïz bêr, e zeo ret caout ur baeamant da ober da Basq.

— Un autrou en devoa ur bern attret etal e dy, hac a lavaras d’e zomistiq ober un toul evit o laqat. — Mes, autrou, eme emâ, pelec’h e laqin-me an douar a dennin ? Imbicil, eme an autrou, gra un toul qer bras, ma ello tout antren ennàn.

— Un devez ec’h ejot da lavaret d’un autrou e voa crog an tân en e dy. — Qerzit, emezàn, da lavaret se [d’am] greg ; me n’en em emellan qet demeus an tieguez.

— Ur mevier bras, prest da vervel, a lavaras da ur mignon rei dezàn ur banne dour, rac felvezout a ra dìn, emezan, en em reconcilia gant va adversour.

— Ur goapaer fall a rancontras ur vreg a voa var guein un azen : bonjour, emezàn, mam an azen : bonjour, va buguel, eme an hini gos.

— Ur paysant a yas da gonsulti un avocat, pehini a lavaras dezàn : Va mignon, chom aze ur pennadic ; bremaïc e teuin d’az caout. Ar paysant a chommas, mes pell-amzer ; scuiza rê, mes an avocat a guemere e amzer rac en e blijadur a voa diouc’h taul. Evit en em disenoui, hon den en em laqas da sellet ouz an traou brao a voa er gambr. Chom a eure dirac poltret ar presidant, e traon pehini e voa ar peder lizeren-mâ : P. P. Q. P., pere a sinifie : Pierres Pochard, Qenta Presidant.

Ac’hanta, eme ar presidant, pehini en devoa carguet mad e gof, hac a erruas neuze : Ha te voar petra a sinifi ar peder lizeren-se ? E feiz autrou : Paysant paour, qemer paciantet. Ar presidant, contant eus ar respont, a guempennas affer ar paysant.

— Un devez un horistal a glêvas lavaret e voa ul lein vras en un ty evit accordi var demezi ar verc’h. E gôf a voa qer goullo hac un tambourin, hac e sònjas trapout e lein marc’had mad. Bonjour, emezàn, en eur antreal en ty. Clevet emeus lavaret e temezit ar verc’h, hac e roit dezi daou vil scoët. Ur broposition ameus da ober dec’h hac ho laqai da c’hounit mil ; mes un nebeudic amzer a rancàn da gaout evit e explica. — Ma ! eme an tad, azezit ouz taul hac e leinfomp assambles da c’hortos se. — Emâ na c’houlenne qet güelloc’h, hac a zebras evel pêvar.

Pa voe leinet, e c’halvas ar mestr a gostez, hac e lavaras dezàn : — Va mignon, daou vil scoët a roit gant ho merc’h ; roit-hi dìn-me, hac en em gontantin gant mil scoët ; evelse e chommo ar mil all ganêc’h.

Trugareqêt e voe, hac er pedjot da sortial dre belec’h ar vaçonnerien n’o devoa qet laqet a vein !

— Ur pautr saout en em gêmas d’e vestr, pehini a voa avaricius meurbet, ne roe ar mevel bras dezàn bemnos evit e goan, netnet un tam bara hac ur batatezen. Galvet e voe ar mevel bras, hac ar mestr en ur goler derrubl, al avaras dezàn : — Fenos, canfard, ha güir eo na roes bemdez d’ar potric qez-mâ evit e goan nemet un tam bara hac ur batatezen ? — Ia sur, va mestr, eme ar mevel. — Eh bien ! eme ar mestr, dre ma fell dìn e ve bevet mad ar potric-mâ , na vanqit qet hivisiqen da rei dezàn bemnos evit e goan… ur penn-oignon hac ur batatezen.

— Un ozac’h a voa eat en qær da gonsulti un avocat, hanvet an A. Ebeul ; mes dre na vouie qet e hano, nemet hini ar ru e pehini e chomme, e c’houlennas gant ur bourc’his pelec’h e voa ty an A. Marc’h. Ar bourc’his a respontas dezàn ne voa den er ru deus an hano-se ; mes penos e voa dirac ty an A. Ebeul, avocat. Justamant, eme an ozac’h, se eo ; mes dre n’en doa qet deut d’e gaout abaoue pemp bloas, en deus bet amzer avoalc’h da zont da veza marc’h deus a ebeul e voa.

— Un hostises a voa o verza gist en eur pardon, hac a grie var boes penn : D’ar gist mad ! d’ar gist mad ! C’hoec’h goennec ar voutaill, c’hoec’h goeunec ar voutaill !… Ur farcer fall a voa en tu all eus an danten, hac a grie ivez eus a nerz e gorsaillen : mignonet, tostait… D’ar gist mad ! d’ar gist mad ! Pevar goennec ar voutaill, pevar goennec ar voutaill. — Ah ! eme ar vreg, ar fripon-se a vezo caus na verzìn banne gist ! Oll e tiredet d’ar gist a bêvar goennec, hac en nebeut amzer e voe scarzet ar variqen. Anfin, pa voe golonteret, e teujot d’ar vreg, da c’houlen eus e gist, o sonjal e voa matoc’h. Mes, ô maleur ! pa zeas da drei an alc’hoez, na sortie strill, hac hi o coll paciantet hac o tenna ar bond… Ne voa mann er varriqen. An hostis all en devoa grêt un toull e penn adren eus e bariqen, ha goerzet evit pêvar goennec gist ar vreg qèz. Sonjal mad a rêr ne voa qet bet o lavarat dezi peur e zeas en e rout, hep laqat e dreid en e c’hodellou.

— Un autrou, o tistrei diouz ar chasse, a voa prest da vervel gant ar sec’het ; caout a reas ur feunteun, ha dre ma en devoa tom bras, ec’h evas dour en tu-all d’e ezom. Mes clàn bras en em gavas en eur êruout en e dy, ha ne zaleas qet da vervel. E heritour, pehini a voa paour aroc, o tremen e qever ar feunteun-se, a lavaras gant ar brassa anaoudeguez, o sellet outi ! Ah ! feuntenn miraculus ! te a c’heus grêt daou dra gaer : te a c’heus yac’het va eontr diouz ar sec’het, ha me diouz an naon.


————