Fanch-Cos, pe Perac hac Abalamour ; ha Michel-Pipi pe ar farcer breton/a-bezh
Cetu amâ c’hoas ul Levric pehini marteze, a ello plijout d’êc'h, dre ma ranferm meur a dra agreabl da c’houzout.
Beza e zeus, evit güir, levriou gallec, e pere e zeo ranfermet an traou-ma oll ; mes evit o c’hompren e zeo ret gouzout ar gallec : da c’hortos se, ec’h ellot bepret desqi ar pez so ranfermet en emâ, e Simon a Vontroulez, e Belladegou tud divar ar Meaz, e Guizieguez ar Pautr Côs Richard, er C’honferançou Curius, etc. Rac, evel a leverer : da c’hortos caout boutou un den maro, e renqer bale diarc’hen. Felvezout a ra din lavaret penos e tleer bepret profita hac orni ar speret demeus al levriou mâd a so scrifet e brezonec, da zeport ma vezo disqet ar gallec ; rac certen mad eo en em angravo dounnoc’h er speret, hac e vezo calz muioc’h a blijadur o lenn ar pez a gomprener, eguet o lenn ar pez na gomprener qet.
Dre ma zeo an descadurez un ezom, ma zeo ar studi un dever, e vez mezus nonpas ellout en em renta cont demeus ar remercou simpla a sco bemdez hon daoulagad : a hend all, ha na gaver qet er memes amzer er studi plijadur ha profit ?
Yaouanc ha côs e qestioner, hac e c’houlenner alies Perac ? Rac-se eta, evit ho contanti, hon eus sònjet ober al Levric-mâ, evit ellout amusi ur momentic benac al Lenner.
G. Perac en amzeriou tom, ha dreist oll en un
amzer arneu, e zomp-ni lourd, scuis ha dies ?
R. Abalamour an ear, sqignet dre an domder pe carguet a c’hlebor, na boez miii varnomp gant nerz avoalc’h evit delc’hel ingalamant an hini en em gav en diabars ar c’horf, hac an ear interior-se ouz en em sqigna, a occasion ar genamant a santomp neuze.
G. Perac e crev ar c’histin gant trous ; pa n’o faouter qet qent o laqat el ludu tom ?
R. Abalamour an ear ranfermet dindan ar blusqen, o tont d’en em sqigua dre an domder, a agis gant qement a nerz, evit en em digueri ur passach, ma eprouv qement a resistanç ; evelse ive, pa vez teo ar blusqen, eu em fraill gant trous bras. Na êru qet se, pa ve faoutet ar guistinen ; rac an ear, ouz en em sqigna, a guev ur passach dre behini ec’h achap libramant.
G. Perac, pa laqer dour pe vïn en ur voutaill gant un antonouer, e suill hep m’en em garg ar voutaill ?
R. Abalamour an antonouar a stouf just gouzoug ar voutaill, ha na lez nep passach d’an ear interior, pebini o veza chasseet dre an dour, eus a behini ar poez a so crénvoc’h eguet hini an ear, a so forcet da sortial dre digor an antonouer, hac a bouls an dour.
G. Perac, pa rêr tân, e pign ar mogued ?
R. Abalamour an ear a encern an tân, o veza sqignet dre an domder, en em sav varzu an nec’h, en eur dreina al lodennou vian eus ar mogued, pere a so scànvoc’h eguet re an ear ; evelse un dra scànv, plonjet en dour, a deu atao var gorre.
G. Perac e varv ar pesqet en ur stanc, pa vez scornet stard ar stanc ?
R. Abalamour an ear necesser d’o alanad, ha dre se d’o buez, na ell mui êruout en o bete. Important bras eo eta ober toullou e meur a andret eus ar scorn.
G. Perac na dleer qet laqat an dud beuzet a fenn d’an traon ?
R. Abalamour ma zeo nebeutoc’h an dour o deus evet e deus a asphixiet eguet ar manq eus a droydelladur an ear ; mar laqer eta o fenn d’an traon, e zeo ur güir voyen d’o mouga, en eur brodui un dastum goad etrezec an empen. Ret eo, evit o c’helvel d’ar vuez, essât retablissa troydelladur ar goad dre un domder moderet, dre frotteres, dre implich liqeuriou crén, ret eo c’hoeza, gant ar guenou, en o frounellou, hac en o gueuou memes, ha dreist oll, o zelc’hel astennet en eur situation naturel.
G. Perac, en eur c’hao leun a vïn en goïdiguez, ur c’houlaouen na ell qet chom alumet ?
R. Abalamour ar vorennou pere a achap eus ar güin neuze, hac a ramplaç an ear, ne dint qet a natur na da antreteni nac an tân nac ar vuez ; rac un den pehini a blantle e fri e toul bond ur variqen vïn e goïdiguez evit rufla ar voren, a güesfe reud maro, evel scòet gant ar gurun. Guelet e zeus meur a exempl.
G. Perac, pa bourmener var ar meaz epad nosveziou caer an nevez-amzer hac an discar-amzer, an dillat en em c’holo a c’hlebor ?
R. Abalamour tomder an deiz a sav e morennou, moguedennou, pere, ouz en em yena, adalec ma en deveus achuet action an eol, en em stard hac a goez a nevez en glao meurbet fin : se eo ar pez a c’halver ar gouzien.
G. Perac ar plant hac an deillou a so goloet a vanac’hou dour goude un nosvez gaer a amzer nevez pe a ziscar-amzer ?
R. Abalamour ar voren a so en em savet epad an deiz, seziet dre frescadurez an nôs. en em stard hac a goez dre effet e boesder ; en em staga ra ouz qement tra a so exposet d’an ear libr : se eo ar pez a c’halver ar glizen.
G. Perac na remerqer qet a c’hlizen, peguement benac e vez bet an nôs caer bras, pa vez bet avel bras ?
R. Abalamour action an avel a zissip ar vorennou, hac a ampech o stardidiguez.
G. Perac ar yeot en em c’holo avichou a damouigou scorn guenn epad an nosveziou caer ?
R. Abalamour yender an nôs o sesissa ar banac’hou glizen, pa vez an ên pur bras, ar banac’hou-se en em gonvertis en tamou scorn, pere a hanver reo-guenn.
G. Perac e ra brumen ?
R. Abalamour ar vorennou hac ar voguedennou pere a so en em savet eus an douar, stardet dre ar yenien, ha re bonner evit en em delc’hel re huel en ear, a chom neuze izelloc’h, e pelec’h ec’h alteront transparanç an ear, hac a goez a lodennou en glao munudic.
G. Perac en em dissip ar vrumen ?
R. Abalamour elvennou an eol a dreant anezan, en sqign dre effet o zomder, ouz en renta scanvoc’h, en angach d’en em sevel e form a goumoul, pe en dismant antieramant.
G. Perac e veler réo-guenn pa frim ?
R. Abalamour an objedou da bere en em stag ar vrumen, ouz en era gaout goal yenrtet, ar banac’houigou glao en em scorn qerqent, hac a c’holo evelse brench ar gouez, ar plant sec’h, bleo ha baro ar beacherien, etc.
G. Perac carosennou güer ar prenestou en em c’holo a reo-guenn er gouan ?
R. Abalamour an ear interior, pehini a so tom ha carguet a voren en em doug diouz ar garosennou, hac e coll neuze e domder, ec’h abandon er memes amzer an humidite a zalc’he en dissolvanç ; ar voredennou-se en em stard, en em arrêt diouz ar güer, ha mar teu ar yenien exterior da veza re lem, en em chenchont en scorn.
G. Perac an oll gounabrennou na savont-int qet er memes hueldet en ear ?
R. Abalamour, mar deo clarifiet ar vorennou eus a bere en em formont, e parvenont da un hueldet vras aroc en era starda en gounabrennou ; er c’hontrol, ar voguedennou ar grossiera, o veza pounneroc’h, en em stard qentoc’h hac a flot en ur c’hevren izelloc’h.
G. Perac ar gounabrennou a brodu glao ?
R. Abalamour ar banac’houigou dour a gompos anezo, o tont d’en em unani, a form banac’hou re bonner evit ma elfe an ear o souten ; neuze e coezont var an douar traïnet dre o foez o-unan.
G. Perac e comzer eus a c’hlao goad, souffr, tàn, etc. ?
R. Abalamour ar bobl ignorant a guemer, hep examina evel goad, souffr, etc., ar pez a so control da se. Tad savant o deus prouvet penos ar signou-se a broven demeus a ur seurt poultr plant anlevet ganl an avel ha tolet avichou pell bras. Evit ar glao tan, beza e zint certenoc’h, nies cita a rêr nebeut a exemplou.
G. Perac ar glao a burifi an ear ?
R. Abalamour ma tiscar ar voguedennou a sorti ouz an douar, pere en em dastum en ear epad deveziou a sec’hor. A hend all, ar glao a fresca an ear, rac al lec’h eus a behini e coez ar glao a so atao yennoc’h eguet al lec’hiou a so tost d’an douar.
G. Perac e coez grizill e creiz an hân.
R. Abalamour ar vorennou o veza meurbet distrizet dre an domder, a bign huel bras, e pelec’h ar yenien o c’hemer hac o rent dabord en tacadennou dour, ha neuze en scorn.
G. Perac ar grizill a so avichou qer bras evel ur graouen pe ur vi ?
R. Abalamour ma teu meur a c’hreunen d’en em unani assambles en eur goeza, pe autramant pa o deveus recevet un degre a yender avoalc’h, e scornont an oll beradouigou dour a douchont en eur goeza, hac e teuont neuze da veza evel un dastum demeus a veur a gouch scorn, dre se eo e zeo ar grizill bras atao goal begueg.
G. Perac na glêvomp-ni nemet ur vech hepqen ar memes son, peguement benac m’hon eus diou scouarn ?
R. Abalamour ar son a sco lodennou pere o deus ur poent a union commun en empen. Na eprouvorap qet eta nemet un effet, mes doubl eo demeus ar pez a vez, ma n’hor bez nemet ur scouarn.
G. Perac en deiziou caer eus an hân, an eol o sevel a so accompagnet eus a un avel fresq ha scanv ?
R. Abalamour tomder an eol o sqigna an ear, er forç da occupi ur spaç brassoc’h, ha da chasseal an ear tosta, pehini en em sil neuze etrezec an andrejou e pelec’h e cav nebeutoc’h a ampechamant.
G. Perac en hor broyou aveliou ar Sav-Eol a so peurvuia sec’h ?
R. Abalamour ma treuzont calz a gontreou douar, nebeut a vôriou, ha na ellont dre se en em garga a vorennou gleborec.
G. Perac avel ar Chreis-Dez a so tom ha gleborec ?
R. Abalamour an avel-se a deu deus an Afriq pe demeus a gontreou an domder, a bouls dirazàn morennou tom ; neuze e tremen a uz môr ar Mediterranee, e pelec’h en em garg a vorennou glebor en em chench en glao, pa zint seziet gant yenien hor brô.
G. Perac an avel Nord a so yen hac alies glaoyec ?
R. Abalamour an avel-se a deu deomp demeus a vroyou penn ar bed, e pelec’h e zeus meneziou scorn eternel, pere a sqign ur yenien vras meurbet. An avel-se, a hend all, a dreus calz a vôriou eus a bere ar vorennou a form gounabrennou a zigas gantàn.
G. Perac an avel Gornauc, pehini a dreus an Ocean, ha ro qet atao glao ?
R. Abalamour an avel-se, evitàn da zont eus ar gornauc pe deus a bep poent all e pelec’h ec’h ell en em garga a vorennou, a c’houez avichou en ur seurt direction, mar tissip ar vorennou-se en un hueldet avoalc’h eus a ear evit ma ellint en em starda dre ar yenien, hac en em reduisa en tacadennou glao.
G. Perac an avel a ra trei ar velinou avel ?
R. Abalamour pêvar asqel ar velin a so evel qen alies a linvier, hac e presantont o faç a gostez d’an avel. An nerz a agiss hep cess var ar peder asqel-se, troet a du, o forç da arguila ; hac e zeo en eur guemer ar mouvamant-se e troont hep en em arrêti.
G. Perac certen plant a zivoan var an touriou, var ar vuraillou ?
R. Abalamour an avel a sav, gant ar poultr, an had eus ar plant-se, pere a so laqet da germi dre ar glao.
G. Perac an dour a deuz ar sucr, an holen, etc. ?
R. Abalamour lodennou an dour, ous en em sila er sucr hac en holen, a zisparti al lodennouigou o c’hompos, hac e reduisont anezo qen munut, m’en em sqignont neuze e peb lodennic eus an dour.
G. Perac, pa blonger e fonç ar mor, dre sicour ur poes, ur voutaill gollo ha stoufet mad, en em garg ar voutaill-se a zour e nebeut amzer ?
R. Abalamour ar voutaill, dre forç da zisqen, a so en em gavet en coucbou dour qer ponner, ha dre effet ar stardidiguez, certen lodennou holen munut bras o deveus en em grêt ur passach adreus dre ar voutaill, hac a so antreet enni, gant lodennouigou dour.
G. Perac eo sall an dour môr ?
R. Abalamour ma talc’h en teuz lodennouigou holen a denn deus an ear, ha marteze ive demeus a ur min benac en em gav e fonç ar mor ; mesqet eo demeus a vatieriou (soufrec) pere a ro dezi un c’hoervder disuportabl ; ranfermi a ra ive sustancou anevalet pere a broven eus a digomposition ar c’horfou, hac a vrein bemdez en e c’hreiz.
G. Perac an dour glao, pehini a broven gouscoude eus a voren ar mor, a so douç ?
R. Abalamour an dour môr o scvel en moren a abandon an holen eus a behini eo mesqet, ha generalamant an oll matieriou pouner na ellont qet en em sevel evelti.
G. Perac, pa c’houlonterer ur voutaill leun a zour, an dour a sorti d’abord difficilamant ?
R. Abalamour an ear exterior a ra dabord ampechamant da ziver an dour ; mes qerqent ec’h antre nebeut ha nebeut er voutaill, hac e sicour an dour da sortial.
G. Perac, mu scuiller dour en ur gobelet, ha mar scuiller neuze güin goustadic var un tamic scàn a vara, placet er gobelet, ar güin en em dalc’h var an dour, hep en em vesca gant an dour ?
R. Abalamour ar güin a so un nebeudic scànvoc’h eguet an dour. Ober a rer se memes hep bara. Avoalc’h eo scuilla ar güin a dacadennou ha gant eves. Dabord e veler ar beradennou o vont d’ar fonc hac o pignat qerqent var gorre.
G. Perac, pa vesqer güin gant dour, ha pa blonjer neuze enne beg ul lizieren, pe un tam mezer trempet er güin, ha a ve placet ar beg all en ur vessel gollo, perac en em separ ar güin diouz an dour ?
R. Abalamour ar güin en deus muioc’h a affinite, da lavaret eo, en em unan guelloc’h gant ar güin eguet gant an dour ; en em denna ra eta etrezec an andrejou güinec eus ar mezer, pehini ouz en em gaout souden re c’hleb, a les cueza er vessel gollo ar pez en deus a re.
G. Perac un tam houarn hac un tam coad deus ar memes vent, n’o deus-int qet ar memes poes ?
R. Abalamour an toullouigou meurbet bian en em gav er c’hoad a ro ur golonterez brassoc’h eguet an houarn. An houarn a so c’hoecoc’h eguet ar c’hoat.
G. Perac un den lard a neuz ezetoc’h eguet un den treud ?
R. Abalamour al lard a so nebeutoc’h stard eguet ar c’hig, ha dre se scànvoc’h.
G. Perac ar rivierou o deus o sourcennou e traòn ar meneziou ?
R. Abalamour ar meneziou, dre o hueldet, a denn dezo ar goabrou, a bresant muioc’h a blaç d’ar glao ha d’ar vrumennou, hac e zint a hend all goloet a erc’h a deuz a nebeut, hac a brodu diredadou cuntinuel. An diredadou-se a dreant en calon an douar, a sil adreus d’ar reyer, hac a achap e traon ar meneziou.
G. Perac e teu an dour sac’h d’en em gorrompi ?
R. Abalamour deillou, plant ha traou all en em dastum enni, poulset gant an avel, pe treinet gant ar glaoerier, hac en em digompos; an amprevanet a dol o viou, pere a deu souden da c’hôvi, hac a brodu un niver bras a brénvet, pere, goude o maro, a zoug ar breinadur.
G. Perac en em burifi an dour red ?
R. Abalamour ar mouvamant o deus en o red, a laqa hep cess an ear da antren en o lodennouigou, hac a ampech ar goydiguez ; dissolvi ha morenna a reont an oll matierou breinus hac ar principou a gorruption a deu dezo demeus an douar ; leusqel a reont var ar bordou, dre effet o boujamant, ar sustauçou na ellont qet da zizober.
G. Perac e zeo ret caout nebeutoc’h a dân var ur menez
evit laqat an dour da vervi, eguet var ur blenen ?
R. Abalamour stardadur an ear o veza nebeutoc’h crén en andrejou huel, an domder en em sil en dour a domer en deus muioc’h a facilite evit diblaci al lodennouigou eus an dour.
G. Perac an dour pur a anlev nebeutoc’h an tarchou, eguet an dour lijou ?
R. Abalamour er güelc’hadur, ear beoec an dour en em stag ouz ar mezer hac a deuz ur c’houch scànv e pehini en em gav an tarchou ; an operation a so primoc’h mar cresqer nerz an dour, hac e zeo ar pez a êru pa laqer ludu da vervi pe pa deuzer pe saon pe ar suc eus al ludu.
G. Perac e veler er gouân ur vogueden o sortial deus ar fri pe deus ar guinou ?
R. Abalamour ar voreden a chasse gant an halan en em gav er gouân ractal sesiet ha stardet dre ar yenien ; da lavaret eo, penos an domder a zalc’h ar vorennou en teuz o tremen en ear yen evit en em laqat ingal pe en em sqigna er memes tra dre oll, lodennouigou moren en em dosta, hac o tont da veza brassoc’h, en em disquezont ; qementse n’en deus lec’h, en hân, nemet diouz ar mintin, pa zeo remercabl frescadurez an ear, mes en creiz an deiz, an domder, elec’h achappi diouz ar voren a behini e comzomp, en em multipli er c’hontrol hac o digas c’hoas davantach ; evelse ive e zint oll invisibl.
G. Perac e frot ar c’hicher o diouscouarn gant o
fao, pa dle ober glao ?
R. Abalamour ar c’hlebor en en sqign en ear, ouz en em introdui ivez e bleo an anevaled-se, a ra lec’h da galz a vouvamanchou a ra un drebron pebini a fell d’ar c’hicher laqat tremen, ouz en em grafa. An dud a sant eur seurt effet er memes cas ; a bleo a zigas ivez debron dezo.
G. Perac ec’h aparis an ên glas deomp ?
R. Abalamour an ear a garg ar bed, e deveus ar pouvoar da lonca an oll sæsiou, sepet ar glas pehini a gonserv.
G. Perac, pa seller en dour, e veler ar penn d’an traon ?
R. Abalamour gore an dour a dle beza atao en distanç ingal ouz ar c’horf a bresanter dezàn ; evelse, p’en em seller en dour, dre ma zeo an treid an tosta, e zint merqet da guenta ; ar penn, er c’hontrol, o veza ar pella, a vezo merqet en un distanç ingal eus ar gore hac a baris pelloc’h eguet an treid.
G. Perac e veler avichou ur ganeveden, pe e ra glao, pe ne ra qet ?
R. Abalamour ar ganavedennou en em form dre digomposition sæziou sclêrius an dacadennou glao. Ar burzudou-se na observer nemet pa en em guever placet etre an eol hac an oabren var behini ar ganeveden en em dessin.
G. Perac ar c’hoat brein a baris sclêr en devaligen ?
R. Abalamour ar c’hoat-se en deveus ar vertus d’en em intra, evit el lavaret, demeus an effet sclêrigennus, pehini en em sqign en devaligen.
G. Perac ar c’hicher a voel goelloc’h eguet an anevalet all en devaligen ?
R. Abalamour mab o lagad o veza goal ledan, e recevont epad an nos calz muioc’h a saeziou eguet ar re-all, ar gaouen hac an oil lapousset nos a so er memes cas.
G. Perac al loar, pehini so biannoc’h eguet ur stereden, a seblant deomp calz brassoc’h ?
R. Abalamour al loar o veza tostoc’h deomp, en em bresant d’hon daoulagad dindan ur feçon digorroc’h : ar figuren a verq var fonç al lagad a so eta brassoc’h eguet hini ar stered.
G. Perac an Eol hac al Loar a seblant deomp brassoc’h pa savont pe pa guzont, eguet pa zint savet a us deomp ?
R. Abalamour ar saeziou a deu deomp deus an astrou-se, o treuzi adreussoc’h hon ear, en em sqign un nebeut er vorennou a so a dost d’an douar.
G. Perac eus a fonç ur punç e veler ar stered e creiz an deiz ?
R. Abalamour e fonç ur punç sqeud ar stered a so crénvoc’h eguet hini sclerigen an eol ; rac sæziou ar stered a goez eon var an doulagad , hep beza bet feptêt gant nep sæzen all ; sæziou an eol, er c’hontrel, o veza lancet a gostez, na scoont an daoulagad nemet goude beza bet feplêt dre ar sæziou pere en em oper var muraillou ar punç.
G. Perac e zeo tom an dillat gloan er gouân ?
R. Abalamour an dillat-se a so cunduerien fall a domder, delc’hel a reont, dre gonsecant, hini ar c’horf, hac en ampech da vont er meaz.
G. Perac e zeo dangerus en em abrita dindan ur vezen epad un arneu ?
R. Abalamour ar goez, o veza beguec, a ra effet ur paracurun ; chass a reont eta deze ar malier curun, hac a occasion alies un discarg var an dud imprudant a ya da glasq un abri dindan o deillou.
G. Perac ne zeus nep danger diouz ar gurun, pa vet'en'dour ?
R. Abalamour a re eus a vatier ar gurun en em lès cundui qen buan dre an dour, na ra nemet raza an traou glebiet.
G. Perac na dleer get son ar c’hleyer evit pellât ar gurun ?
R. Abalamour an touriou o veza ordinalamant goal huel ha beguec, a denn dezo ar gurun, dre mouvamant ar c’hloc’h, a form ur red a denn ar gurun elec’h er pellât. Ha c’hoas, ar c’herden o caout ur vertus a gundu, a gommuniq ar red d’ar sonerien imprudant, pere a beris evelse alies, victim demeus o ignoranç.
G. Perac e cresca ar glao ractal goude ar gurun ?
R. Abalamour matier an arneu, eus a behini an discarg a brodu ar gurun, en eur guittât ar gounabren e pehini e voa dalc’het, a bermet d’ar strillou dour a ranferme separet, d’en em unani, hac ar strillou-se deuet da veza brassoc’h, a goüez dre effet o fonnerdet.
G. Perac e veler avichou luc’hed hep clevet nep tars curun ?
R. Abalamour an tarsou-se a broven eus a un arneu pell bras ; rac sclêrigen ul luc’hedon pehini en em form en hueldet un anter-leo en ear, a ell en em appercevi en distanç a 45 leo ; trouz ar gurun, er c’hontrel, n’en em sqign nemet ervez ur sæzen a bemp pe c’hoec’h leo.
G. Perac e clever an aliessa ar gurun ur pennad goude ma vez goelet an tars curun ?
R. Abalamour ar sclerigen a veach gant un hevelep
buander, mar red 70 mil leo dre seconden, a sco hon
daoulagad er moment memes eus an drous ; mes ar son na
red nemeur nemet 8 pas bep seconden : naturel eo eta ma
velimp al luc’heden aroc clevet an tars, dreist oll mar
sco pell diouzomp. Gallout a eller hanavezout pegueit
emâ ar gurun dre an amzer a dremen etre apparition al
luc’heden hac an tars curun. Mar tremen ur seconden,
e zeo ur breuven e zomp en distanç eus a vil pas deus a
gounabren ar gurun ; hac evel ma sco al pouls var dro
ur vech bep seconden, qen alies a vech ar sco en em
neveza etre al luc’heden hac an tars, qen alies a vech e
zoar pell eus a vil pas eus a andret an tol curun.
G. Perac e leverer e zeo util an erc’h d’an douar ?
R. Abalamour, en eur c’holo an douar, e preserv an edou deus ar scorn, en eur gonservi ar memes degre a yenien a so bet necesser d’e formi, pehini eo an hini a c’henta scornadur. An erc’h a brodu ive d’an douar ur glebor pehini en em gonserv pelloc’h eguet hini ar glaoeyer, rac treanti a ra hac en em sil davantach en eur deuzi hac ouz en em renta e dour. Mes un errol eo credi e trua an erc’h an douar.
G. Petra eo na repos na nos na deiz ?
R. Ur rivier.
G. Petra a c’hourdrous ha na lavar guer ?
R. Ar bis.
G. Petra a so just hac ingal e peb tra ?
R. Ar balançou.
G. Petra eo hardissa tra so er bed ?
R. Rochet ur meliner, rac bemdez e paq ul laer dre e gollier.
G. E pez amzer e ra an dent ar muia poan d’ar bleizi ?
R. Pa grog ar chass en o fesqennou.
G. Perac e tro ar c’hi teir guech qent eguet cousqet ?
R. Abalamour ne voar qet pelec’h e mâ penn e vele.
G. Petra na voe biscoas na ne vezo biqen ?
R. Neiz logod e scouarn ur c’haz.
G. Perac e rear forniou er c’hæriou ?
R. Abalamour na ell qet ar c’hæriou beza grêt er forniou.
G. Petra en deus qerniel en e ziadraon ?
R. Ur sac’h
G. Pehini eo propra deillen so er c’hoad ?
R. An deillen qelen eo, rac n’en em dorcher qet ganti.
G. P’eur eo e ra muia a boan d’an dent d’ar mestri eguet d’ar servicherien.
R. Pa zebr re ar servicherien, herves e c’hrat.
G. Perac e laqer qentoc’h ur c’hoq eguet ur yar e beg un tour ?
R. Abalamour en ur laqat ur yar, ha ma teufe da dosvi, ar viou en ur goeza a dorfe.
G. Pere eo an dud na yeont qet d’ar procession ?
R. Ar re a chom da son ar c’hleyer.
G. Peseurt tud a c’honit o buez en eur arguila ?
R. Ar gordennerrien.
G. Petra na vel Doue james, ar roue ralamant, hac ar paysant alies ?
R. E bar.
G. Perac un den bian a so colerussoc’h eguet un den bras ?
R. Abalamour ma zeo tostoc’h e galon diouz e vestl.
G. Pehini eo al loën an hénvela ouz ur c’haz ?
R. Ur gazes.
G. Petra eo an diou galeta tra so er bed ?
R. Calon un avaricius ha penn ur vaouez.
G. Perac en em asten an eugenet ?
R. Abalamour na ellont qet azeza.
G. Petra a so guenn evel an erc’h, glas evel prat, douç evel lèz, c’hoero evel husuill, caled evel coad, ha boug evel aval ?
R. Ur graouen glas.
G. Piou en deus dent houarn, hac en eur debri a gri atao, hac a grog alies er re a ro dezàn da zebri ?
R. Un esqen.
G. Petra eo en em goulonter dre e benn d’an nec’h hac en em garg dre er benn d’an traon ?
R. Ur punç.
G. Piou eo an dud a garfe beza born ?
R. An dud so dall.
G. Piou eo a ya hac a deu, ha na chanch james a blaç.
R. Un nôr.
G. Piou eo ar re a c’hano er bloa-mâ diou vech, gant treid griffou, baro plun, ha guinou corn ?
R. Ar yer
G. En cant goele goarnisset, pet oreiller a vanca ?
R. Nicun, rac na ellont beza goarnisset hep oreiller.
G. Piou en deus e gôf adrén ?
R. Gar an den.
G. Petra a so guelet beo, a so bet guelet maro, hac a so bet guelet beo goude e varo ?
R. Ur c’houlaouen, pehini a lazer hac a alumer.
G. Pehini eo ar men preciussa ha necessera ?
R. Ar men mêlin.
G. Petra a so gollo en nos, ha leun en deiz ?
R. Eur boutou.
G. Me ameus ho quelet e pelec'h ne zoc’h bet biscoas na ne yéloc’h, na ne ellit beza ; lavarit d’in pelec’h ?
R. En eur mellezour.
G. Daouzec lapous a voa var ur branc ; tenna a ris varne , hac e lazis unan : pet a chommas ?
R. Nicun , rac ar re-all a nijas qüit.
G. Mar teuont, ne deuint qet ; ma na deuont qet, e teuint.
R. Ur goas a had piz, hac a lavar : mar teu an dubeet, ar piz na deuint qet ; ma na deu qet an dubeet, ar piz a deuyo.
G. Peseurt differanç so etre ur barner hac ur bazen ?
R. Eleal, ur barner a ra sevel an dorn, hac ar bazen a laqa sevel an troad.
G. Petra a reomp oll er memes amzer, paour ha,
pinvidic, côs ha yaouanq ?
R. Avanç en oad.
G. Petra a vel ur born a vuioc'h eguet an hini en deus e zaou lagad ?
R. Eleal, ar born a vel daou lagad da un all, el lec’h emâ gant e zaou lagad na vel nemet unan d’ar born.
— Eur c’higuer pehini a zougue atao lunedou var e fri, rac bêr-velet en devoa, o veza collet anezo, a guemeras re all, eus a bere ar güer a vrassae calz an traou, ar pez a reas dezàn prena tri lüe evit tri eugen.
— Evit caout ar c’horaïz bêr, e zeo ret caout ur baeamant da ober da Basq.
— Un autrou en devoa ur bern attret etal e dy, hac a lavaras d’e zomistiq ober un toul evit o laqat. — Mes, autrou, eme emâ, pelec’h e laqin-me an douar a dennin ? Imbicil, eme an autrou, gra un toul qer bras, ma ello tout antren ennàn.
— Un devez ec’h ejot da lavaret d’un autrou e voa crog an tân en e dy. — Qerzit, emezàn, da lavaret se [d’am] greg ; me n’en em emellan qet demeus an tieguez.
— Ur mevier bras, prest da vervel, a lavaras da ur mignon rei dezàn ur banne dour, rac felvezout a ra dìn, emezan, en em reconcilia gant va adversour.
— Ur goapaer fall a rancontras ur vreg a voa var guein un azen : bonjour, emezàn, mam an azen : bonjour, va buguel, eme an hini gos.
— Ur paysant a yas da gonsulti un avocat, pehini a lavaras dezàn : Va mignon, chom aze ur pennadic ; bremaïc e teuin d’az caout. Ar paysant a chommas, mes pell-amzer ; scuiza rê, mes an avocat a guemere e amzer rac en e blijadur a voa diouc’h taul. Evit en em disenoui, hon den en em laqas da sellet ouz an traou brao a voa er gambr. Chom a eure dirac poltret ar presidant, e traon pehini e voa ar peder lizeren-mâ : P. P. Q. P., pere a sinifie : Pierres Pochard, Qenta Presidant.
Ac’hanta, eme ar presidant, pehini en devoa carguet mad e gof, hac a erruas neuze : Ha te voar petra a sinifi ar peder lizeren-se ? E feiz autrou : Paysant paour, qemer paciantet. Ar presidant, contant eus ar respont, a guempennas affer ar paysant.
— Un devez un horistal a glêvas lavaret e voa ul lein vras en un ty evit accordi var demezi ar verc’h. E gôf a voa qer goullo hac un tambourin, hac e sònjas trapout e lein marc’had mad. Bonjour, emezàn, en eur antreal en ty. Clevet emeus lavaret e temezit ar verc’h, hac e roit dezi daou vil scoët. Ur broposition ameus da ober dec’h hac ho laqai da c’hounit mil ; mes un nebeudic amzer a rancàn da gaout evit e explica. — Ma ! eme an tad, azezit ouz taul hac e leinfomp assambles da c’hortos se. — Emâ na c’houlenne qet güelloc’h, hac a zebras evel pêvar.
Pa voe leinet, e c’halvas ar mestr a gostez, hac e
lavaras dezàn : — Va mignon, daou vil scoët a roit gant
ho merc’h ; roit-hi dìn-me, hac en em gontantin gant
mil scoët ; evelse e chommo ar mil all ganêc’h.
Trugareqêt e voe, hac er pedjot da sortial dre belec’h ar vaçonnerien n’o devoa qet laqet a vein !
— Ur pautr saout en em gêmas d’e vestr, pehini a voa avaricius meurbet, ne roe ar mevel bras dezàn bemnos evit e goan, netnet un tam bara hac ur batatezen. Galvet e voe ar mevel bras, hac ar mestr en ur goler derrubl, al avaras dezàn : — Fenos, canfard, ha güir eo na roes bemdez d’ar potric qez-mâ evit e goan nemet un tam bara hac ur batatezen ? — Ia sur, va mestr, eme ar mevel. — Eh bien ! eme ar mestr, dre ma fell dìn e ve bevet mad ar potric-mâ , na vanqit qet hivisiqen da rei dezàn bemnos evit e goan… ur penn-oignon hac ur batatezen.
— Un ozac’h a voa eat en qær da gonsulti un avocat, hanvet an A. Ebeul ; mes dre na vouie qet e hano, nemet hini ar ru e pehini e chomme, e c’houlennas gant ur bourc’his pelec’h e voa ty an A. Marc’h. Ar bourc’his a respontas dezàn ne voa den er ru deus an hano-se ; mes penos e voa dirac ty an A. Ebeul, avocat. Justamant, eme an ozac’h, se eo ; mes dre n’en doa qet deut d’e gaout abaoue pemp bloas, en deus bet amzer avoalc’h da zont da veza marc’h deus a ebeul e voa.
— Un hostises a voa o verza gist en eur pardon, hac a grie var boes penn : D’ar gist mad ! d’ar gist mad ! C’hoec’h goennec ar voutaill, c’hoec’h goeunec ar voutaill !… Ur farcer fall a voa en tu all eus an danten, hac a grie ivez eus a nerz e gorsaillen : mignonet, tostait… D’ar gist mad ! d’ar gist mad ! Pevar goennec ar voutaill, pevar goennec ar voutaill. — Ah ! eme ar vreg, ar fripon-se a vezo caus na verzìn banne gist ! Oll e tiredet d’ar gist a bêvar goennec, hac en nebeut amzer e voe scarzet ar variqen. Anfin, pa voe golonteret, e teujot d’ar vreg, da c’houlen eus e gist, o sonjal e voa matoc’h. Mes, ô maleur ! pa zeas da drei an alc’hoez, na sortie strill, hac hi o coll paciantet hac o tenna ar bond… Ne voa mann er varriqen. An hostis all en devoa grêt un toull e penn adren eus e bariqen, ha goerzet evit pêvar goennec gist ar vreg qèz. Sonjal mad a rêr ne voa qet bet o lavarat dezi peur e zeas en e rout, hep laqat e dreid en e c’hodellou.
— Un autrou, o tistrei diouz ar chasse, a voa prest da vervel gant ar sec’het ; caout a reas ur feunteun, ha dre ma en devoa tom bras, ec’h evas dour en tu-all d’e ezom. Mes clàn bras en em gavas en eur êruout en e dy, ha ne zaleas qet da vervel. E heritour, pehini a voa paour aroc, o tremen e qever ar feunteun-se, a lavaras gant ar brassa anaoudeguez, o sellet outi ! Ah ! feuntenn miraculus ! te a c’heus grêt daou dra gaer : te a c’heus yac’het va eontr diouz ar sec’het, ha me diouz an naon.
Cundu an den hac an anevalet a zalc’h calz eus a chenchamanchou an ear en e stat a starderez, a c’hlebor a demps an ear, etc.
Pa dosta an amzer fall, ar rem, ar gouliou ancien, ar c’herniel treid a neveza ar boaniou.
Al lapousset dour en em sav var o fattou, a sco o diou-esqel, a bouls criadennou hac a seblant eu em rejouissa ; ar güenniliet a nich izel bras ; ar c’hegui a gân diouc’h an nos da heuriou digustum. An dubeet a sao prim en ear.
An deillou melchen en em eüna ; an ascolen a stribill ouz un treust, en em stard hac eu em serr, lostou ar c’hivni goez en em dro calz.
An trous a bell a glêver güelloc’h ; ar glebor ha calz a draou ; c’hoesidiguez ar c’hoad ; ar c’hoes crénvoc’h eus-an teil, an tân languissant en oaled ; ar moguet na bign qet eon, an husuil o coeza diouz ar chiminal.
Pa zeo sclêr ha luguernus an eol pa zav ; p’en em disqeuz en eul liou aour ha rus, pa gousq en un eê pur.
Sin a c’hlao, pa zisparis ar gouabrennou goude ar sav eol.
Sin a arneu, pa zeo encernet an eol, gant ur c’helc’h guenn, pa zeo an ear brumet ; var vor, tempest ha corventen.
Ma tigor zæziou an eol ar gounabrennou, en eur formi mercou hir en ea.
An amzer a gommanç gant al loar a so constant avoalc’h epad ul loden eus e zro.
Mar deo neat e c’herniel ar bevare dervez, ec’h eller esperi amzer gaer epad pêvar dervez a roc ar c’hann, hac avichou epad tout ar mis ; mar deo rus ar c’herniel pe encernet eus a ur rus blêm, ec’h eller lavaret e vezo avel pe corventen ; mar dint blêm ha rontic, ec’h eller sònjal en glao.
Disg al loar sclêr a annonç un amzer gaer ; rus, avel ;
tarchet, glao bras, tempest.
An aveliou a êru el loariou nevez hac er c’hannou a annonç ur chenchamant amzer.
Pa baris al loar brassoc’h eguet an ordinal, pa baris oval, pâl, goloet eus a ur voel tenval, hac encernet demeus a ur c’helc’h, qemgntse a so sinou a c’hlao.
Ar bempet dervez eus al loar a so sujettoc’h d’an tempestou, herves remercou ar vartolodet.
Al loar o veza bet cuzet gant counabrennou, mar c’hoez ar bêvare devez avel Su, an amzer a vezo fall epad oll padelez al loar.
Sin a yenien eo :
Pa zeo vif tan an oaled ; pa en em anflam buan ar c’heuneud, hac en em dua en glaou.
Pa zeo nombrus ar stered, brillant ha boujus,
Pa en em dastum al lapousset en bandennou, ha pa dostaont d’an ties.
Pa zeo sec’h ha ridet an daouarn.
Pa zeo divezat ar c’hoez-deillou.
Sin a avel eo :
Pa veler un niver bras a stered o coeza.
Pa zeo rus an eol pa ya da gousqet, pa za ar gouabrennou buan.
Pa zeo guenn an eol en eur sevel.
Ar glao a c’hlebor an douar hac a sqign ar frescadurez hac ar frouesidiguez ; carga a ra an ear a vorennou teo, a denn ar plant dezo, dre o deillou ha dre o c’hroc’hen. N’en deo nemet dre se en em vev ar plant eus ar vroyou sec’h ha sablonus.
Tleout a rer sellet evel sinou a c’hlao :
1 Ar gounabrennou bras, du, gris, spaçus er memes tra, pe dastumet evel meneziou pe reyer berniet.
2 Ur gounabrennic gris foncet pehini en em disqeus en un tol en abardaeziou an hân, var un oabr sclêr.
3. Ar gounabrennou en em dastum d’ar c’hostez control d’an aveliou Su ha Cornauc pe a so poulset dre aveliou control, evel ma-zeo casi oll aveliou arneuec.
Ar gounabrennou a encern ar meneziou pe en em drein en dro dezo ouz en em sevel varzu o lein.
Ar gounabrennou o tont diouz ar Su, hac ar re pere, opposet d’an eol, a bresant liouyou ar ganeveden.
Lavaret a rêr peurvuia :
Deiz gouel Sant Medard, pa ra glao,
E ra daou-uguent deiz atao ;
Ha deiz Sant Gerves, glao pa ve
E pad daou-uguent deiz goude.
Ar ganeveden diouz ar mintin (e cornauc) a verc glao.
Caneveden diouc’h ar mintin,
A so devez ar pelerin.
Ar ganeveden livet caer ha doubl, sin glao.
Ar ganeveden a baris meur a vech bemdez, sin glao abondant ha cuntinuel.
Ar ganeveden goude ur sec’hor vras, sin glao abondant.
Counabrennou disposet en curunennou, hac alies livet a liouyou ar ganeveden, endro d’an eol ha d’al loar, dreist oll pa sav an astrou-se, a so sinou glao abondant.
Nevez-amzer glaoec : calz a foen, nebeut a hed.
Nevez-amzer yen : eost divezat.
Nevez-amzer tom : frouez prénvedec.
Nevez-amzer sec’h : hân humid.
Gouân humid : nevez-amzer humid.
Hân humid : discar-amzer sclêr.
Discar-amzer sclêr : nevez-amzer humid.