Fanch Ar C’halvez

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Fanch ar C’halvez.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 296-302)



FANCH AR C’HALVEZ
________


I


  Fanch ar C’halvez, a Bont-Meno,
Braoa den-jentil ’zo er vro.

  C’hoaz ’vile braoc’h un hanter,
Penamet ma ’z eo ur froder ;

  Froder ar butun hag ar gwinn,
A denn peurvia da wall finn.

  Etre Gwengam ha Landreger,
A zo pontjo war ar rivier ;

  A zo pontjo ba gward war-n-hê,
Ewit attrap Fanch ar C’halvez.

  Fauch ar C’halvez a zo tapet,
Ha gant-han tric’houec’h marc’h sammet ;

  Gant-han tric’houec’h marc’h sammet frank
Euz a winn hag a winardant ;

  Gant-han tric’houec’h marc’h sammet finn
Dimeuz a vutun hag a winn.

  Fanch ar C’halvez ’zo erreet,
Da brizon Roazon ’eo kaset.


II


  Fanch ar C’halvez a lavare
Euz prennest he brizon, un dez ’oe :

  — Ar gêr a Bont-Meno zo d’in,
Me garrie ’n tan euz hi dewi ;

  Me garrie ’n tan euz hi dewi,
Annaïg Iakob aman ganin !

  Annaïg Iakob a Loguivi,
Alc’houes ma c’halon ’zo gant-hi.

  Fanch ar C’halvez a lavare
Euz prennestr he brizon, un dez ’oe :

  — Itron Varia a Greis-Kêr,
Na gavfenn ket ur mesajer,


  A gasfe ’wit-on ul lizer
D’Annaïg Iakob da dont en kêr ?

  Ar jeolieres a lâras
Da Fanch ar C’halvez, p’hen klewas :

  — Skrivet ho lizer pa garfet,
Mesajer d’hen kas na vanko ket ;

  Mesajer d’hen kas na vanko ket,
Me ’c’h aïo ma-hunan, mar karet.


III


  Ar Jeolieres a lâre
En ti 'r Iakob koz, p’arrue :

  — Bonjour ha joa holl en ti-ma,
Annaïg Iakob pelec’h ema ?

  Eman ’r sal gant he dijuni,
Jeolieres it da vêd-hi.

  Ar Jeolieres a lâre
D’Annaïg Iakob, p’he gwele :

  — Komerret kador hag azeet,
Setu ul lizer, hen lennet ;

  Setu ul lizer, hen lennet,
Fanch ar C’halvez ’n eûs han skrivet.

  N’oa ket al lizer digorret mad,
’Oa ann dour war he daoulagad;

  N’oa ket al lizer hanter-lennet,
M’oa ’tre he zaoudorn distrempet.

  Annaïg Iakob a lâre
D’he faotr marchosi en de-se :

  — Dibret d’in-me ma inkane.
Ma ’z inn da ober ur bale :

  Houarnet-han gant leton-gwenn,
Laket brid arc’hant en he benn.


IV


  Anaaïg Iakob a lâre
Er gêr a Roazon p’arrue :

  — Demad ha joa holl er gêr-man,
Pelec’h eman ’r prizon aman ?

  — Annaïg Iakob, ma iskuzet,
E-toull ann nor e c’houlennet.

  Annaïg Iakob a lâre
Da Fanch ar C’halvez, p’hen gwele :

  — Alies ’m boa ho kelennet,
Lêzel ar frod, na rajac’h ket ;

  Froder ar butun hag ar gwinn
A denn peurvuia da wall-finn.

  — Me ’m eûs em armel tric’houec’h mil skoed,
Penamet ar frod n’am bije ket ;

  Hag ewit-on bea froder,
’Zo kouls ha merc’h ur c’hevijer.

  — Merc’h ur c’hevijer ’z on bepred,
Me ’c’h a d’ar ger, te na i ket ;

  Me ’c’h d’ar gêr, te na i ket.
Ha mar karjes ’vijes deuet.....


V


  Ha Fanch ar C’halvez a lâre
War ar chafot na pa bigne :

  — Aotro Doue, petra ’m eûs gret,
Annaïg Iakob ’m eus disoblijet !

  M’hi gwel o vont traon gant ar ru,
Gant-hi un abit satinn du :

  Mar karienn n’am boa hi disoblijet,
Na vijenn ket bet distrujet !....


VI


  Annaïg Iakob a lâre,
Ebars ar gêr pa arrue :

  — Fanch ar C’halvez ’zo em dapet
Dre m’hen eûs ma disoblijet ;


  A-benn ma vezo noz fete,
A vô he benn war ar pave !


Kanet gant Anna Mari Tili,
a barous Berhet — Kosteio ann Hanter-Noz — 1868.


_____________