Fantic Bourdel
Fantic Bourdel, ar plac’hic coant,
Zo et da varkizès da Werrand.
Fantic Bourdel a vonjoure,
Bars en Gwerrand, pa arrue:
— Demad ha joa ’bars an ti-man,
Markiz Gwerrand pelec’h e-man ?
Bars en Gwerrand, dindan ar zâl,
A zo eur feunteun dour clouar,
Zo out-hi eur scudel arc’hant,
Ewit debauch ar merc’hed coant...
An dro d’ar c’hastel hi deus grêt,
’N tâl ar feunteun ’c’h ê digwezet ;
’N tâl ar feunteun ’c’h ê digwezet,
Ar scudel arc’hant deus cavet ;
Ar scudel arc’hant deus cavet,
He leiz a dour a deus efet.
Fantic Bourdel a lavare
D’an ôtro markiz, deuz ar beure :
— Otro markiz, mar am c’haret,
d’am digass d’ar gêr e teufet.
’N otro markiz a lavare
D’he bôtr marchossi ha neuze :
— Ekipet d’in ma c’harreos cloz,
Ma ’c’h in da Vontroulès fenoz
Pa oa o tiskenn ru Miniec,
A oe ar c’harreos digorret ;
A oe ar c’harreos digorret,
’Wit vijent gant an hol gwelet,
Ha ma lavare pôtred kêr :
— Arru ê ’r varkizez er gêr.
Fantic Bourdel a lavare
D’an ôtrô markiz on de-ze :
— Prenet d’in eun davanjer glaz,
’Wit ma raïo an dud d’in plas.
Pemp cant scoet arc’hant hi deuz bet,
’Wit mezur he mab, pa vo ganet.
— Tawet, Fantic, na oelet ket,
Me deui a wechou d’ho cuelet...
Canet gant eun néérez a Plégat-Gwerrand.