Feunteun Santez Dwinen


Feunteun santez Dwinen


skrivet gant Ceiriog Hugues


troet gant Anatol ar Braz
Annales de Bretagne 8-11 - 1892



Deuz feunteun Santez Dwinen an dour atô a réd ;
Coulzcoudè ar garantez atô zo bew er béd,
Ha caer ho deus caoud vertuz holl spéréjou an dour,
N’am zispartifont biken ouz va mestrezic flour.

Mont a ris da Landwinen, eun dévez, ’n creiz an anv,
Ken zodet gant ar verc’hic ken a oan striz ha clanv.
Efan ris deuz ar feunteun, mes caer am boa efan,
Na renn met caroud muioc’h an hini a garan.

Goull a ris petra d’ober digant eun den a oad :
— ’N em dôl en dour, emez han, hac as-po da vennad.
Me war ma fenn er feunteun, mes arôc dont e-mês
Diou véch gwassoc’h evit kent e carrien ma mestrès.

Mont a ris da eureuji, en hanv, eur mintin caer,
D’iliz parrez Landwinen… hac, evit laret bêr,
’N espet d’hoc’h, santez Dwinen, ha d’ar reuz am eus bet,
Hirio mui evit biscoaz va c’halon zo zordet.

Enor vraz da Landwinen ha d’he feunteun dour-réd !
Met c’hui, iaouankis da zont, ho pezit zonj bépréd
Penôs n’hen eus na Zantèz, na dour, cap da droc’han
Derjen coz ar Garantez ec’h a daou d’hi c’hrénan.

Ar Braz.

__________