Marvailhoù
Geriadur Brezhoneg-Galleg 1876. Pajennoù 431 da 444
◄   Treiz Plougastel Fillor Sant Per   ►


FILLOR SANT PER


Gwechall-goz, ann Aotrou Doue ha sant Per o veza eat da ober eur bale dre ar bed, a gavaz eur bugel gwezet war ann hent. — Asa, eme sant Per, pec’herien ha tud didruez a zo atao war ann douar, evit doare, kaer hon euz. Mar d-eo mez hag iskiz-meurbed lezel evel-se eur bugelik paour da vervel evel eur c’hi bihan ! Daoust ma kasfemp ar bugel ganeomp ? — Mad ! greomp eta, eme ann Aotrou Doue. — Perik a rank beza he ano avad. — Mad ! eme ann Aotrou Doue.

Hogen Perik a zeuaz da veza braz, hag he baeroun a lavaraz, deiz a oe : — Poent eo kaz va fillor da zeski micher pe vicher pelloc’h. — Kent a ze, eme ann Aotrou Doue, lavar da Berik dont aman ma roinn d’ezhan ar c’hras a garo da c’houlenn, abarzs ma’z ai kuit. — Goulenn ar baradoz evit da ene, fillor. — Ne d-eo ket penmoc’h va leue, eme Berik ; me ne d-ounn ket koz c’hoaz ; divezatoc’h me c’hello goulenn pe c’hounid ar baradoz, mar bez red, pa vezinn oc’h ober va zalarou ha dare da vervel. Evit breman eo gwell gan-en, a gav d’in, goulenn kaout eur marc’h faro d’am dougen.

Hag e eo roet unan euz ar re wella d’ezhan ; ha Perik en hent avad, ken a findalle war gein he varc’h, el leac’h ma karje Doue he gas.

Ar pardaez a zeuaz, ha Perik ne wele, kouls lavaret, berad goulou, pa oe mantret o welet eunn dra evel eur goabrennik a-ispill oc’h skourr eur wezenn, ha ker sklear hag enn deiz enn-dro d’ezhi. Ha Perik ha mont enn aviz tizout peg er goabrennik hag he lakaat en he c’hodel, pa glevaz eur vouez o lavaret : — Arabad mont larkoc’h, paotr, pe as pezo keuz. — Mad ! Mont a reas evelato, ar penn-zot ; ha, goude beza dastumet ar goabrennik en he jakod, ez a enn hent adarre.

Evel dre chans e tigouez kerkent e-c’harz dor porz eur maner hag e oe digemeret eno ha dalc’het da entent ouz ar c’hezeg. Hogen o veza ne zeve ket a c’houlou (rak he goabrennik a lakea ar c’hraou ken sklear en noz evel en deiz), Perik a oe tamallet da veza sorser, rag eur mevell all en doa kemeret gwarisi out-han. — Korn butun ! lavar da Berik dont aman, ma welinn ha gwir a leverez, eme ar mestr d’ann hini a ioa bet o flatra Perik. — N’am-boa-me ket lavaret d’id, fillor ? eme sant Per. — Eo avad, eme Berik d’he baeroun.

— Lavaret ec’h-euz d’in, eme ann aotrou, e wiez ober sklerijenn hep goulou na tan. Ha gwir eo ann dra-ze ? Lavar. — Ia da, eme Berik, dre vertuz eur goabrennik a gavchoun du-ze er c’hoat ouz eur skourr, p’edoun o tont ama. — Mad ! digaz anezhi d’in heb dale ma welinn ha te lavar ar wirionez.

Abenn eur pennad goude, ar mevell trubard a lavaraz d’ann aotrou en doa klevet Perik o lavaret e wie peleac’h edo kastell Biblen, eur brinsez kaer enn-han, hag ez oa goest da vont da gerc’hat ar c’hastell-ze hag a zo a-ispill a-ziouc’h ar mor war beder chadenn aour, ha da zigas anezhan a-bez. — Mad ! lavar da Berik dont ama ma welinn ha gwir eo ann dra-ze. — N’am-boa-me ket lavaret d’id, fillor, lezel ar goabrennik el leac’h m’edo ? — Eo avad, eme Berik d’he baeroun. Me ne ouzounn ket peleac’h ema kastell Biblenn, na biskoaz n’am euz klevet na lavaret menek diwar he benn. — Lavaret ec’h euz, eme ann aotrou, ez oaz goest d’he zegas aman, prinsez hag all, hag enn ober a rankez pe e vezi krouget. — Hag ar paotr en hent enn eur skrabat he benn, ha gwall ankeniet.

Setu Perik o vont, taol da vor, taol da zouar, enn avantur Doue, pa zigouez gant eul leon, hag hen kamm broud hag o vont da bucha e-tal eur wezenn gleuz, hag e oe darbet ha darbet da Berik koueza d’ann douar ken dinerz oa eat he galoun o welet al leon iskiz-ze ken tost all d’ezhan, ha keit he voue war he ziou skoaz evel hini he varc’h faro, ha skrij gwelet he zaoulagad evel daou gef tan enn he benn, ha dent braz enn he c’henou.

Evel kent, pa gomprenaz oc’h he lost o ficha hag hen ken damoezeg ha tra, Perik a zeuaz enn-han he-unan heb dale. Neuze al leon, o veza tost da Berik, a zavaz eur pao er vann evel pa en diviche c’hoant da lavaret ez oa eunn dra-bennak oc’h he bistiga.

Gwir oa, rak kerkent Perik a welaz eur pikol drean e pao al leon. Neuze en em laka, goustata ma c’hell, da lamet ann drean-ze, hag e oe sebezet-maro o klevet al leon o lavaret : — Bennoz Doue, va faotrik mad ; ma es pefe ezomm ac’hanoun-me eur weach bennag, n’es pezo nemet lavaret teir gweach ar c’homzou-man : Roue al leoned, war va ezomm, skoaz d’in ; ha ne zaleinn ket da zegouezout gan-ez.

— Greomp vad atao mar gellomp ; drouk a raimp pa girimp, eme Berik o vont el leo adarre etrezeg ar mor.

Mad ! degouezout a reaz dre chans e-tal kastell Biblen. Perik ne chomaz ket da varc’hata hag heb dale o skei war ann or. — Petra glaskez aman ive, paour-keaz reuzeudik, eme eur barveg koz a zeuaz da zigeri ann or. Emaoud degouezet el leac’h ma varvi. Kea founnuz enn dro raktal, rak truez am euz ouz-id, ken iaouank ma’z oud. — O klask… klask a rann… o klask kas ar c’hastell-man d’am mestr pe e vezinn lakeat d’ar maro, eme Berik o tenna huanadennou hirr, ha beac’h d’ezhan o prezek, rak aoun en doa da veza lazet gant ar barveg koz. — Mad ! ne d-eo ket gwaz d’id mervel aman eget mervel e leac’h all ive ; Kea ’ta da gaout ar brinsez. P’am-eus sonj… ne d-eo ket arabad c’hoari gant da deod avad, mar gouzoud ober.

P’eo eat Perik dirak ar brinsez, hag hen mont ha tenna he dok ha lavaret : — Demateoc’h, prinsez kaera a zo er bed, dont a rafac’h-hu da di va mestr-me ? — Ne d’inn ket avad, paourik-keaz. — Neuze me vezo lakeat d’ar maro, siouaz d’in ! eme fillor sant Per, ann daelou enn he zaoulagad. — Kent a ze, eme ar brinsez, mar gellez dont er-meaz euz ar gampr houarn-ze a vezo alc’houezet war-n-oud, neuze ez inn gan-ez dihana, rak truez am euz ouz-id.

P’oe bet Perik eur pennad er gampr houarn, e teuaz da zonj d’ezhan euz ar pez en doa lavaret d’ezhan al leon koz m’en doa tennet eunn drean euz he droad. — Roue al leoned, eme Berik abenn teir gweach, war va ezomm, skoaz d’in ! — Hag e leal, a-veac’h m’en-doa peur-lavaret he gomz diweza, ma klevaz Perik eur mestaol war dor he gampr, hag hi toullet treuz-didreuz. Neuze e c’hellaz Perik mont er-meaz, ken braz oa ann toull, hag hen raktal da glask ar brinsez, ker laouen hag ann heol. Hou-man, o welet pebez den oa Perik, dre ann taol burzuduz-ze, a lavaraz ez oa mall gant-hi mont da welet he vestr. Hag hi enn hent raktal, kastell hag all. An aotrou a oe laouen he galoun ha en bade ket pa welaz ar brinsez : — Breman, Perik, eme-z-han, n’es pezo labour e-bed da ober hiviziken, ha koulskoude ne vanko ket eunn holl vad dit.

An aotrou a zimezaz d’ar brinsez, na petra ’ta ! Hogen ne vevaz ket pell goude, ha pa oe maro, ar brinsez a lavaraz da Berik : — Petra ’rinn-me breman ha da beleac’h ez inn-me va-unanik ? Mar kerez, ni zimezo ann eil d’egile ha ne vezo ket nemeur a zrouk, rak me gave gwall goz va fried diouz-in, ha te a zo iaouank !

Ker laouen hag ann heol benniget, hag he galoun o tridal gant ebad enn he greiz : — Prinsez vad, eme Berik, seul gent, seul well !

Ann aotrou sant Per, o veza deut da ober eur bale war ann douar adarre, a ieaz da welet he fillor, hag en devoe kant ebad o welet ar vuez kristen e gwirionez a rene he fillor e kastell Biblen gant he bried hag he vugaleigou ; hag abarz mont kuit, e lavaraz d’ezho e rache ho gourc’hemennou d’ann Aotrou Doue hag her pedje da lakaat ho hanvou war al levr a vuhez.

Me eo, eme sant Per, a zo eat da leon evit rei skoaz d’id ha tenna da bried euz a skilfou Satan a ioa bet treac’h d’ezhi.

Kenavezo er baradoz !