I
Me ’meus eul lïorz penn ma zi,
Hag eur gaer a fleuren enni.
Eur rozen en bleun, eur boked,
Dudi d’am lagad hen gwelet.
Eur boked koant, eur boked ru,
Hag a deul c’houez vad en pep tu.
An avel yud n’hen zuilho ket :
Ma lïorz a zo kloz ha kled.
Na zizec’ho gant ar zec’hour :
Me lako d’han banac’hou dour.
Da vroudan an amprevaned,
Drein hen deus, drein lemm ha kaled.
II
Anaout ran eur fleuren-all,
Kizidik, dies da ziwall.
Eur boked kaer, eur boked flam :
Ar yaouankiz fur ha dinam.
Ar furnez evel bleun digor,
A ra he lufr hag hec’h enor.
C’houez vad a deul endro d’ezi,
Skouer vad e ro da bep-hini.
Avel yud, avel ar pec’hed,
N’he zuilho, mar be diwallet.
Evit derc’hel beo ar rozen,
Ar gwellan dour eo ar beden.
Ouz ar gwall-dud d’en em ziwall,
Eun tammig spern nan e ket fall.
An Eun.