Kroaz ar Vretoned, 1913  (p. 21/12/1913-28/12/1913)


FOAR-BOD
————

— « Allo, plac’h, n’ez ket d’ar foar ? »

— « D’ar foar, d’ober petra le, mamm ? »

— « D’ober petra ?… Fe, da vale, sur ! Foar-bod a zo unan eus kaeran foariou Rostren ha me ’m eus sonj avat, pa oan plac’h yaouank, n’em bije ket manket anei a-bouez nao bac’had. »

— « Me d’ar foar ! N’em eus netra d’ober eno… Den ne vo ouz ma gortoz, mamm baour !

— « Piou ’oar ? »

— « Pa laran d’ac’h… »

Met, ’n eur brezek evel-se, ar plac’h a chanche he dilhad. Mamm a vousc’hoarze.

— « Lakat a rin ma zreo en urz a-benn fenoz, emei, pa oan o vont er-maez an ti ? »

— « ’Vel a garfet, emeon. » — Goût mat a rên e oa mamm oc’h ober gwap ac’hanon. »

Hag ec’h is da foar-bod. Kalz a dud a oa digoueet araogon. Mar doa ar c’hiz gant mamm hag gant tud yaouank hec’h amzer da zarempredi ar foar-man, ar re a hirie a dalc’h d’ei ive, herve gwelet. Bale a reont a vandennou, merc’hed seder, Kernevadezed koant, fichet o zamm marc’hadourez ha leun o c’halon a fizians dirak an devez a zo o tigeri ; pôtred kalonek, leun o dilhad ha ru o fenn, hag a zeblant ober fae ha gwapaat, en eur dremen, an êr truezus a dôl warne Janed ha Marivonig.

— Hola, pôtred ! fier oc’h, met diwallet : marteze ’rôk an noz e tigoueo d’ac’h plega ! —

A-benn nemeur e krog ar marc’had, chansus evit eur rumm, dic’honit ha treut evit darn-all.

Herve kont, e tigoueas d’in, siouaz, bean e renk ar re-man, ha me neuze o trei ma zellou war al loden-all eus ar foar.

Staliou a bep sort a oa renket war ar blasen. Ar varc’hadourien flipiri hag ar werzerien « camelotte » eus pevar c’horn ar vro, o devoa ’n em intentet, a gredan, da zont holl da zivleupa daremprederien foar-bod. Biskoaz, war lavar an holl, ne oant bet ken niverus enni, hag an dourni a gasent a oa gouest da benboemi an den poeleta.

Aman, eur gwerzer kontellou, sizailhou hag all o vouta a-bouez termal en eur c’hoz korn hanter-faoutet ! Pelloc’h eun « accordéon » o franwal dirak eur stal c’houitellou ! Du-ze, e korn ar ru, eur gwerzer livitennou koz, o vlejal evel eul loue, e-kichen eur marc’hadour danve a bemzek gwennek ar metr, o youc’hal evel eun azen ! Ha, dre-oll, an hevelep diskan : « Allons Marie ; approchez Bibi ! Tout a maramad !… Daouenneg an tol !… Daouenneg an tol !… Daouzek kwenneg ar metr ! … Ayou, Mari ! Ayou ! » evel p’o dije en-dro d’ê eur vanden inosanted da beurzodan.

Strafilhet e oan ken n’ouveen pelec’h lampat, met batet-mik e chomis o welet niver an dud a ’n em zastume en-dro d’an alkaned-ze.

Ar mac’hadour flipiri, nag en dije roet e stal evit netra, na vije ket bet muioc’h a drailh en-dro d’ean. ’N em voutan, ’n em chacha a rê ar paour kêz merc’hed o klask gout piou a vije an tostan, ha droug etrede, me ’gomz d’ec’h ! Ar pôtr a hope gwasoc’h-gwaz, hag hen, en eur c’hoapaat houman, en eur wall-gas hounnez, pe ’n eur deurel eur gomz dizereat d’eben, a roe he goulen da bep-hini… hag ar bec’h a greske bepred, Seul-vui e c’hoapae an dud, seul-vui a ze e kouee an arc’hant en e yalc’h.

— Pebez sotoni, a sonjen, — hag e sellen gant poan-spered ouz eur stal, kempenn ha didrouz a oa e-kichen, enni marc’hadourien eus ar vro, da laret eo tud a feson ha savet mat… Ar stal-ze a oa goullo ! Tud o c’horn-bro, o amezeien, a deue dirake da rei o arc’hant d’ar galouper-bro, na ginnige d’eze nemet goaperez ha mac’hadourez fall, e-lec’h rei anean d’ar mignon, en dije o servijet gant lealded ha gouestlet d’eze e anaoudegez vad !

Laret d’in, me ho ped, mignonned ker, eus a be lec’h e teu eun diskiantegez ken bras, krog eur pennad a zo, evel eur c’hlenved e-touez ar Vretoned ?

An dud ne c’houlont ken en em zikour etreze. Ar garante, a rente ken skanv buhe hon zud koz, a zo diswriennet diouz hon c’halon. Pep-hini evitan e-unan ; kasoni o ren dre-oll ! Gwell e kavomp kas hon arc’hant d’ar c’hêriou bras, hen rei d’ar rederien, peurvuian tud divalo ha tud a zizurz evit hen lezel da binvidikaat tud hon bro ha, dre-ze, d’en em binvidikaat hon-unan. Rak, ’pet sonj, kenvroïz ker, karante a chach karante. Roet an dorn d’ar re-all, hag e vezo roet d’ec’h ! Prenet ho traou er vourc’h e lec’h ma vevet : ho para e ti baraer ho parrez, ho poteier e ti ar c’here, ho tilhad e ti ar marc’hadour danve, hag ar re-man a rento d’ec’h pae evit pae. Int o devo d’ober, hep mar, eus ar pez ho pezo da zizamma ; evel-se, hon arc’hant a chomfe en hon zouez, ne rafemp nemet prestan an eil d’egile, hag ar vad diwarnan a vefe etrezomp.

Gwechall e oa kont evel-se ; breman petra ’welomp ? An diavezourien, o vale gant temzerez, danve hag all, o lac’han gwerzerien ar bourc’hiou. « Magazinou », « bazariou » ar c’hêriou bras o rei ar maro d’an tier bihan.

— Marc’hatmatoc’h int, a vo lavaret, ha muioc’h a ve da choaz. —

Marc’hamatoc’h !… Sur oc’h a gement-se ? — Me am eus poan o kredi. Lakomp o devez, — dre an niver e c’hellont kaout, — o marc’hadourez gwelloc’h priz evit ar re-all, an truajou o devez da baean a dle bean ponneroc’h ive, moarvat ! Ar ficherez, an ton bras a ren el lec’hiou-ze, ne veont ket dalc’het gant netra. Ar re a vale gant o marc’hadourez o deus kalz a dud dindane hag holl da bean evel just. N’eo ket kredabl, eta, e c’hallont rei o zraou evit nebeutoc’h eget an dud all. Mar paeet nebeut, ho pezo falloc’h. E nep lec’h ne vezo roet d’ec’h pevar real evit eur gwenneg, ha bezet sur penaos ar « bon », pe ar « prim », a vo tôlet ganec’h evit ho touelli, a zo diwar ho koust. Kement-se a zo sklêr da gompren.

Muioc’h a ve da choaz. Kement-se a zo gwir marteze. Ha goude ? Petra ez oc’h gwell, evit kavout ugent giz diragoc’h, mar n’ho peus d’ober nemet gant unan ? Pemp pe c’houec’h a rafe kont kenkoulz-all, ha c’hoaz e vefe êsoc’h d’ec’h ober ho choaz.

Ha kement-se holl hep komz eus ar gentan rezon, ar garante gristen, hep komz eus gourc’hemen Doue a lavar d’imp : « En em zikouret en eil egile. » Met, piou a zikourfomp mar n’eo kerent ha mignoned, mar n’eo etre tud an hevelep korn-bro ? Re ar broiou all d’ober kemend-all etreze. Evel-se al lealded a renfe en pep lec’h ha ne vefemp ket tromplet ken lïes evel ma tigoue d’imp bean.

Setu ar zonjou a deue ’n em spered dirak an dristidigez a welen skrivet war dremmou ma c’henvroïz tra ma oa kelc’hiet an divroad a dud doujus d’e c’houlen hag aonik ouz e c’hoaperez. Hag e zonjen gant glac’har eo Bretoned a oa an dud-ze ken enk a spered, ken êzet da douelli.

Ah ! mar bije bet grêt diouzin eno, klaoustre, kanfarded, ho pije paouezet da dremen ma broïz da loueou !

E oan o tanzen distrei d’ar gêr, leun ma fenn a zonjou tenval, pa goueas ma zellou war eur blokad-all, pôtred ha merc’hed ar wej-man, ha tud yaouank dreist-oll.

— Bon ! emeon, eur gwerzer soniou gallek, eun hader loustoni ! Ne fell nemet se evit kloza ma foar. —

Tremen a rên ebiou ha petra a glevis ? Brezoneg, ma zud kêz,… ha toniou koant, sort ma klever war ar pave… Selaou a ris pisoc’h, hag ec’h anavis neuze mouez ar « Barz Labourer » o kanan ’barz ar « fonograf». Ankouaz a ris ma hunvreou du, dreist-oll o welet al levenez a bare e sellou ar selaourien. Eur « fonograf » o kanan brezoneg ! Kement-se a oa neventi evit an darn-vuian, hag an neventi a veze digemeret gant plijadur !

Mes, piou, eta e oa paotr ar « fonograf » ? Yaouank e oa ; gwerza a rae limajou kaer, kartennou-post, hag all. Daoust ma oa eun divroad, da heman e roïs eur gwenneg bennak gant kalz a blijadur. Piou eo ar barz a reas kement a vad hag hen er foar-bod ?

Hag e kemeris hent ar gêr, kalonekaet kalz en nebeut amzer.

— Ba ! emeon, ma zonjou a oa re fall ; n’eo ket ken izel stad ar Vretoned evel m’hen lakeen breman souden. Eur blijadur eo gwelet penaos e tridont ouz eur zonig vrezoneg, ha, p’eo ken beo en o c’hreiz an elven vroadel, ar menoziou mat all n’int nemet morgousket marteze. O boazamanchou fall a deu, moarvat, eus an dallente hag an dizanaoudegez. Dihuni anê ha rei d’ê sklerijen setu eta petra a zo d’ober.

Hag e sonjen em bije roet lod da lennerien « Kroaz ar Vretoned » en kement-se.

Setu aze ive ar pez a digasis d’am mamm eus ma baleaden foar-bod…

Koulmig Arvor.