Furnez Breiz/Lavarou war meur a dra

Alphonse Lemerre, éditeur, Hep meneg  (p. 230-238)



FURNEZ BREIZ

————

Lavarou war meur a dra

I

Gwell éo furnez évid pinvidighez

Neb na oar a gavô desk.

Al lestr na zent kéd ouc’h ar stûr
Ouc’h ar garreg a rai sur.

Askré glân dioghel éo hé berc’hen.

Ha droug ha mâd
A denn d’hé had.

Mouchet mâd hô kôlé bihan,
Pé hend-all é pô gaou gant han.

Heûdet mâd hô marc’hik divank,
Pé en em veûzi rei er stank.

Ann hini né oar kéd senti né oar kéd gourc’hémenn.


II

Didalvez éo ha koll amzer
Diski ar mâd héb hé ober.

Ann ifern a zô leûn eûz ar vénoziou mâd.

Hennez a venn hennez a c’hall.

Kasid ann éro da benn.

Dén mâd, grit hô sonj

Savid eunn ti pé grid eul lonj.

III

Seûl kentoc’h
Seûl gwelloc’h.

Aliez eûz a furnez
A zeû ar gorréghez.

Gand kolô hag amzer
É veûra ar mesper.

Strinka ann trébez war-lerc’h ar billik.

Teurl ar bonned war-lec’h ann tok.

Enn nôz é kémérer ar ziliou.

Né kéd gand ann taboulin é vé paked ar c’had.

IV

Ne deûz kéd a énébour bihan.

Né c’hoariit kêd gand al lagad.


Pep kî a zô hardiz enn hé di.

Né ked red tôl mein war-lerc’h kément ki a c’harz.

Komps gand eur sod, red éo gwelloc’h
Rei flour gwiniz d’ar moc’h.

Arabad éo lakaad pensel burel oud limestra.

V

Barnid ar ré all ével ma fell d’éhoc’h béza barned.

Ar c’has a vourr o logota,
Hag ar c’hi o koulineta.

Lavaret réer aliez gaou é lec’h gwirionez.

Kant klévet né dléont kéd eur gwélet.

Klask pemp troad d’ar maout.

Ober ann denvad.

Digarez ober al lué.

Em milin né deuz kéd dour awalc’h
Évit mala hoc’h arréval.

Digant mignoun éo gwell kaout dour
Évit gwin digant ann trétour.

Kared a rer ann trubardérez,
Kasoni a zô eûz ann trubard.

Né-d-éô kéd péc’hed némed mâd
Mouga ann aer gand hé c’hofad.

Bréton biskoaz
Trubardérez na réaz.


VI


Gwaz éo ar véven éghed ar vézéren.

Eur mignoun mâd a zô gwelloc’h évit kar.

Bugalé ar ghéfinianded
Gwasâ kérend a zô er béd ;
Ha gwellâ ma vint dimezed.

Hévélep tâd, hévélep mâb,
Mâb diouc’h tâd.

Mâb hé dâd éo Kadiou.

Janned éo matez Janned,
Janned hag hé mestrez a ribod kévred.

Ar mestr mâd a ra ar mével mâd.

VII

C’hoand Doué ha c’hoand dén a zô daou.

Bézâ ann avel é lec’h ma kérô,
Pa ra glaô é gleb atô.

Goudé c’hoarzin é teu goéla,
Goudé c’hoari huanada.

O vont d’ar fest c’hui a ganô,
O tont endrô c’hui a welô.

Gortozid ann nôz évit lavaret éo bet kaer ann deiz.

Eun dén kré, eun dén kréved ;
Eun neuier kaer, eun dén beûzed ;
Eun tenner mâd, eun dén lazed.


Diou, teir amzer en deûz ann dén,
N’int kéd hével ann eil eûz hé ben.

Dalc’het mâd d’hoc’h ar féiz, dalc’het mâd d’hoc’h hô lézen.

Eur feiz, eur iez, eur galon !
Ar c’hiz gôz, ar c’hiz gwirion !

Eul liser wenn ha pemp planken,
Eun torchen blouz didan hô penn,
Pemp troated douar war c’horré,
Sétu mâdou ar béd er bé.

Avel, avelou, holl avel.


————