Alphonse Lemerre, éditeur, Hep meneg
Skrid a-bezh



FURNEZ BREIZ

————

Lavarou war meur a dra

I

Gwell éo furnez évid pinvidighez

Neb na oar a gavô desk.

Al lestr na zent kéd ouc’h ar stûr
Ouc’h ar garreg a rai sur.

Askré glân dioghel éo hé berc’hen.

Ha droug ha mâd
A denn d’hé had.

Mouchet mâd hô kôlé bihan,
Pé hend-all é pô gaou gant han.

Heûdet mâd hô marc’hik divank,
Pé en em veûzi rei er stank.

Ann hini né oar kéd senti né oar kéd gourc’hémenn.


II

Didalvez éo ha koll amzer
Diski ar mâd héb hé ober.

Ann ifern a zô leûn eûz ar vénoziou mâd.

Hennez a venn hennez a c’hall.

Kasid ann éro da benn.

Dén mâd, grit hô sonj

Savid eunn ti pé grid eul lonj.

III

Seûl kentoc’h
Seûl gwelloc’h.

Aliez eûz a furnez
A zeû ar gorréghez.

Gand kolô hag amzer
É veûra ar mesper.

Strinka ann trébez war-lerc’h ar billik.

Teurl ar bonned war-lec’h ann tok.

Enn nôz é kémérer ar ziliou.

Né kéd gand ann taboulin é vé paked ar c’had.

IV

Ne deûz kéd a énébour bihan.

Né c’hoariit kêd gand al lagad.


Pep kî a zô hardiz enn hé di.

Né ked red tôl mein war-lerc’h kément ki a c’harz.

Komps gand eur sod, red éo gwelloc’h
Rei flour gwiniz d’ar moc’h.

Arabad éo lakaad pensel burel oud limestra.

V

Barnid ar ré all ével ma fell d’éhoc’h béza barned.

Ar c’has a vourr o logota,
Hag ar c’hi o koulineta.

Lavaret réer aliez gaou é lec’h gwirionez.

Kant klévet né dléont kéd eur gwélet.

Klask pemp troad d’ar maout.

Ober ann denvad.

Digarez ober al lué.

Em milin né deuz kéd dour awalc’h
Évit mala hoc’h arréval.

Digant mignoun éo gwell kaout dour
Évit gwin digant ann trétour.

Kared a rer ann trubardérez,
Kasoni a zô eûz ann trubard.

Né-d-éô kéd péc’hed némed mâd
Mouga ann aer gand hé c’hofad.

Bréton biskoaz
Trubardérez na réaz.


VI


Gwaz éo ar véven éghed ar vézéren.

Eur mignoun mâd a zô gwelloc’h évit kar.

Bugalé ar ghéfinianded
Gwasâ kérend a zô er béd ;
Ha gwellâ ma vint dimezed.

Hévélep tâd, hévélep mâb,
Mâb diouc’h tâd.

Mâb hé dâd éo Kadiou.

Janned éo matez Janned,
Janned hag hé mestrez a ribod kévred.

Ar mestr mâd a ra ar mével mâd.

VII

C’hoand Doué ha c’hoand dén a zô daou.

Bézâ ann avel é lec’h ma kérô,
Pa ra glaô é gleb atô.

Goudé c’hoarzin é teu goéla,
Goudé c’hoari huanada.

O vont d’ar fest c’hui a ganô,
O tont endrô c’hui a welô.

Gortozid ann nôz évit lavaret éo bet kaer ann deiz.

Eun dén kré, eun dén kréved ;
Eun neuier kaer, eun dén beûzed ;
Eun tenner mâd, eun dén lazed.


Diou, teir amzer en deûz ann dén,
N’int kéd hével ann eil eûz hé ben.

Dalc’het mâd d’hoc’h ar féiz, dalc’het mâd d’hoc’h hô lézen.

Eur feiz, eur iez, eur galon !
Ar c’hiz gôz, ar c’hiz gwirion !

Eul liser wenn ha pemp planken,
Eun torchen blouz didan hô penn,
Pemp troated douar war c’horré,
Sétu mâdou ar béd er bé.

Avel, avelou, holl avel.


————


Euz ar Merc’hed
hag ann dimiziou


Gwell éo karantez leiz ann dorn
Évid madou leiz ar forn.

Pa vec’h ken dû hag ar mouar
Gwenn ken oc’h d’ann hini hô kar.

Ann délien gouez var ann douar
Ar c’héned ivé a ziskar.

Ar bleunig a drô wéchigô,
Karantez ar plac’h drô atô.

Évid reiza ar bleiz ez éo red hen dimézi.

Dimez ta vâb pa ghiri
Ha ta verc’h pa helli
Gwelloc’h éo dimizi merc’h
Éghet kaout anken var lerc’h.

A zivar moueng ar gazeg
É vé paked ann eubeulez.


C’hoand dimizi ha béva pell
En deûz péb Iann ha péb Katell.

Dimézed int, pell é vévont,
Holl var hô c’hiz é kéront dont.

Dimézed int, pell é vévont,
Holl var hô c’hiz é kéront dont.

Ann dimiziou a bell
Ne d-int némed touriou ha kestel.

Ne deûz kôz voutez
Na gav hé farez.

Dimézed éo Iann-Billen
Da Janned-Truillen.

Frita laouen ar baourentez
War ar billig ar garantez.

Eunn draen-fuil é vé é ti
Mar deuz kighel é komandi.

Iann-Iann ! Iannik-Iann !
Iann diou-vech Iann !

Goaz mesier ha greg a c’hoari
A skarz ter mâdou eûz ann ti.

Pép stôden ha pép loudouren,
A gav mâd hé c’heûsteûren.

’Vit ma krîsed ann aval mâd
Ne d-éo ket kolled hé c’houez vâd.[1]


Ar bank en tan na laker két
Dré ma vé ann alc’hwé kollet[2].

Lamfet ket ’r c’hok digand ar iar,
Na Iann ar bôc’hik digand par.

Ann durzunel a ra truez
Pa en deuz kolled hé farez.


————


Euz ar gwin


Pa vêz ann dén en hé c’hrouez,
Na zent kéd é vé paour kéz.

Gwell éo gwin névez
Éghét mez ;
Gwell éo gwin bar
Eghét mouar.

Gwellâ tôm d’ann dreid dré ar boutou,
Ha d’ar c’hof dré ar c’hénou.

Dén kôz, gwin kôz en hô kwéren ;
En hô tâs, dén iaouank, dour ienn.

Ann hini a ziwall sec’hed
A ziwall iec’hed.

Greg a ev gwîn,
Merc’h a gomps latin,
Héol a sav ré veûré,
Pé divez a oar Doué.

Lakaad dour é gwîn eunn all.

Muî a win é zispigner er Pardoniou
Éghed a goar.

————


Euz ar brézel


Skrigna ra bleizi Breiz-Izel
O kléved embann ar brézel.

Tec’hed a ra Saôz penn-da-benn
Pa lévéromp-ni : « Torr hé benn ! »

Evel eur bar grizil er môr
Ar Zaôzon a steûz enn Arvôr.

N’am eûz kéd aoun rog ar C’hallaoued
Kriz éo va c’halon, va dir lemmet.

Bez a C’hallaoued pée a garô,
Mé na derc’hann kéd rog ar marô.

Mar vervomb ével ma dléed
D’ar gristénien, d’ar Vrétoned,
Morsé na varvimp ré abred.

Ni zô bépred Brétoned,
Brétoned tûd kaled.


————


Euz ann danvez

I

Gwell éo diski mâb bihan
Éghéd dastum mâdou d’ézhan.

Gwell éo brut mâd da péb-hini
Évid kaout mâdou leiz ann ti.

Doué ouz ar stad na zell ket.

II

Béza paour né kéd péc’hed,
Gwell éo kouskoudé téc’het.

Ann hini en deûz a lip hé c’heûz
Ann hini n’en deûz a zell a dreûz.

Gwelloc’h moghed évid réo,
Gwelloc’h arc’hand évid bléô.

Gwell éo mérer pinvidik
Éghéd dijentil paourik.

Eunn alc’houé arc’hand a zigor
Gwelloc’h eunn alc’houé houarn ann ôr,
Gwelloc’h arc’hand eunn alc’houé aour.


III

Ataô é gaver éost ann amézek
Gwelloc’h évid hon hini.

Ker brâz laer éo néb a zalc’h ar zac’h
Evel néb a lak ébarz

Dibaod dén né pinvidika
Oc’h ober gaou eûz hé nésa.

Paourik pa pinvidika
Gwâz évid ann diaol éz ia.

Hag a vec’h euz ar wenn ar c’hi,
Mar hoc’h eûz mâdou deûd enn ti ;
Hag a vec’h euz ar wenn ar roué,
Mar d’hoc’h paour id é hanô Doué.


IV

Madou zeu ha madoù ia,
Ével moghéd, ével pép tra.

Ann danvez dastumet gand ar ratel
A iélô buhan gand ann avel.

’N hini a viraz a gavaz
Antrônoz beûré pa zavaz.

Ann arc’hand a zeû a-berz ann diaol
A zistrô, vâd, da houarna Pôl.


V

Esoc’h d’ar mâb goulen oc’h tâd
Évid d’ann tâd goulend oc’h mâb.

Pa zeû ar paour da doull hô tor,
Ma na roit kêd d’ézhan, respontit gand énor.


péden o ribotat.

Sant Iouen, sant Iann,
Leiz ma ribod a aman ;
Hag eur bannik bihan a léz
Évid ober d’ar paour kéz.


————


Euz al labour

I

Beg ar zoc’h, beg ar vronn,
Gand hô daou hé vévomp.

II

Laerez hé amzer, hé voéd,
Brazâ pec’hed a zô er béd.

Da louarn kousked
Na zeû tamm boéd.

Ki besk ha kaz diskouarned
N’int mâd néméd da zibri boéd.

Da sadorn éo bet ganet,
A ébat gand al labour gret.

Kamm ki pa gar.

Fallâ gibil a zô er c’harr a wigour da ghentâ.

Eur spréc’hen a zebr aliez kémend hag eur marc’h mâd.


III

Va mâb, ré gôz ann douar évit ober goab anézi.

Deûz kléved ann alc’houédez
Kana hé zon d’ann goulou deiz !

Brâz al labour, bihan ann dibri.

Doc’h hé dant vé gorred ar vuoc’h.

Enn douar fall ma fall ann éd.

Abarz ma vézô fin ar béd,
Fallâ douar ar gwellâ éd.


————


Almanac’h al labourérien

I

miz gwenvar

Avel ar c’hreisteiz
A zigaz glaô é leiz.

Kanévéden eûz ann nôz,
Glaô hag avel hanter-nôz.

Réo gwenn ar c’hresk,
Amzer gaer a fresk ;
Réo gwenn en diskarr,
Amzer gléb héb mar.

Gwell éo gwélet ki oc’h kounar
Évit héol tôm é miz gwenvar.

II

miz c’houévrer

Miz c’houévrer a c’houez, a c’houez,
Hag a laz ar voualc’h var hé neiz.


Gand dillad tomm ha bévans mâd
Pép miz goan a zô déréat.

Da ouel Mathiaz
É choas ar big hé flas.

III

miz meurs

Er miz Meurs glaô hag avel foll
A rai lakad évez d’ann holl.

Meurz gand hé vorzolou a lazô
Ann ohen ’barz kornig ar c’hraô.

Da sûl-Bleûniou, kont ar viou ;
Da sûl-Bask, terri hô fennou ;
Da sûl-ar-C’hasimodo frika ar c’hôz podou.


IV

miz ebrel

Blavez gliz
Blavez gwiniz

Pask pé Kasimodo
En Ebrel, sur, a vézô.

Pask gléb ha môr-larjez kaillarek
A lak enn arc’h da vézâ barrek.


Sant Jorc’hdik diwar hé dorchen
A lak ar vuoc’h da vreskenn.

Pa vé gloô da c’hoel Mark
A goez ar c’hinez er park.

V

miz maé.

Da viz Maé,
Lamm ar ségal dreist ar c’haé.

Glaô bemdé,
Nébeût péb eil-dé.

Pa ganô kaer ar gougou
Va buoc’hik kéz a vévô ;
Ha pa ganô ann durzunel,
M’em bô léz é-leiz va skudel ;
Évid da raned da gano,
Va buoc’hik paour a varvô.

Ann déliou zigor enn derô
Kent évid dighéri er faô.

VI

miz even.

Eur park a zô gwall fall
Mar da viz Even né dall.

Gwalc’h da gorf en divez ann dé,
Bez laouen ha na zèbr kéd ré.


VII

miz gouéré.

Da c’hoel Maria Karméz
Gwelloc’h gaour évid eur vioc’h léz.

Pa véz glaô da c’hoel Madalen,
A vrein ar c’hraon hag ar c’hesten.


Da viz Gouérô
Laker falz war ann érô.

Da gann Gouérô
Eost é peb brô.

Da gann Gouéré, gand hé c’hoastell gwenn,
Ma né véked haff ann éost, é vô panen.

Da zantez Anna néb ia,
Anna n’ankoua.

VIII

miz eost[3].

Pa vé glaô da c’hoel Eost,
Kolled é ar c’hraon kalvé.

Néb a ia da Zantez-Elen
Né a goll kéd hé foen.


IX

miz gwenn-golo[4].

Er miz Gwenn-Golô
En abardé ’ma ann dorno.

Da c’hoel Mahô
Ar frouez holl a zô haô.

Kouls er baradoz hag en douar
Sant Kadô n’en deûz kéd hé bar.

Da c’hoel Mikel, da c’houlou dé,
Ar Tri -Roué vé er c’hreiz dé.

E Foar-ann-Drogherez,
Eunn heubeûl évid eur gwennek.

X

miz héré[5].

E miz Héro,
Teiled mâd hag hô pézô.

Héré, Dû, Ha Ker-Zû
É c’halveur ar miziou dû.

Péd hanvou kaer en deûz roed
Da penn ar bloaz ar Vrétoned

Dibenn-Eost, Dian-Eost,
Raz-arc’h, Misiou-Dû, Rag-Eost,
Diskar-amzer, ha Dilôst-Han,
Skûb-déliou, ha Han-Goan.


XI

miz du[6].

Eet Miz-Héré en hé hent,
Antrônôz, ma goel ann Holl-Zent.

Kala-goan, kaled greûn,
Déliou kouet, lennou leûn.

Mâd éo hada ann douar
War an diskar eûz al loar.

Ségalik Sant-Andrez,
Deût Nédélek pa deui er mez.

Hag o néza é-ma oc’h-hu c’hoaz ?
Goel Sant-Andrez a zô warc’hoaz.

XII

miz ker-zu[7].

Han-goan bêtek Nédelek

Diwar neûzé vé goan kaled
Kén né vezo bleûn en halek.

Earc’h kent Nédelek,
Teil er ségalek.


Eur ghéliénen da Nédelek,
A zô koulz hag eur c’hévelek.

Pa vé loar venn da Nédelek,
É vé lin mâd é peb havrek.

Miz-ker-zû, berr deiz, hir noz ;
Gwénen a dav, broenn war roz.


————


Euz ar vroiou[8]

I

Kant brô, kant kiz,
Kant parrez, kant iliz.

O Breiz-Izel, o kaéra brô !
Koad enn hé c’hreiz, môr enn hé zrô.

II

Môr Kerné a zô peskéduz,
Douar Léoun a zô éduz.

Va Doué, va diwallid da drémen Beg-ar-Raz,
Rag va lestr a zô bihan hag ar môr a zô brâz.

Né dréménaz dén ar Raz,
N’en divizé aoun pé glaz.


Abaoué beûzet Ker-Is,
N’eûz ket kavet par da Paris.

Paris
Par-Is.

Pa ziveûzô Is
É veûzô Paris.

Kastel, Santel. — Kemper ar gaër. — Oriant ar c’hoant.

Ménéz Arré kein Breiz.


Kompéza Brâz-Parz,
Divéina Berrien,
Diradena Plouié,
Tri zrâ dic’halluz da Zoué.

péden ar pirc’hirined

O Sent ma brô, me diwallet !
Sent ar vrô-man né m’anévézont ket.

III

Er barrez a Daolé, entré ann daou dreiz,
Éma ar bravâ brézouneg a zô é Breiz.

Brézouneg Léoun ha gallek Gwenned.

Non ha oui
Sétu galleg ann ti.

Komps brézonek ével eunn Normand.


IV

Eunn Normand en deûz hé lavar,
Hag en deûz hé zislavar.

Sétu eur ghir eûz a wéchall

Skanv a fougher ével eur Gall,
Droug-obéruz ével eur Zaôz,
Rog ha morgant ével eur Skoz.

Sôd ével eur Gwennévad,
Brusk ével eur C’hernévad,
Laer ével eul Léonard,
Trétour ével eunn Tréghériad.

Kléier Sant Iann Voug a lavar

Keraniz ! Keraniz !
Laéroun holl ! laéroun holl !

Kléier Sant Iann Kéran a respount

Ar pez ma zoump, é zoump !
Ar pez ma zoump, é zoump !

Panez ! Panézen !
Eul Léonard na zébr tra kén.

Bara kerc’h fresk amanenned
A blij da Ghintiniz meûrbed.

Iôtaérien, debrerien kaol,
Ar Zant-Briéghiz a zô holl.

Faô rû ha faô briz
Sétu briskez a Lan-Bâliz.


Eur mailh éô eul Lan-Bâlad
Evid ober kleûziou mâd.

Gall brein ! Gall brein[9] !
Sac’h ann diaol war hé c’hein.

Penn-sardinen ar C’honkiz,
Penn-éog ar C’hastell-Liniz,
Ha Penn-Merluz ar C’hon-Bridiz.

Beg meill, bek sall !
Ré Ghemperlé na zébr trâ all.

trivéder kerné

Person Kemper a zô skolaer,
Ann hini Erc’hié-Vrâz marrer,
Ann hini Elliant falc’her.

Person Kong a zô peskéter,
Ann hini Beûzek louzouer,
Ann hini Melven mestr-préegher.

Person Pond-En a zô kérer,
Ann hini Rosporden tôker,
Ann hini Trévou boutouer.

Person Korré a zô gwiader,
Ann hini Leuc’han kéméner,
Ann hini Fouesnant foughéer.


Person Tourc’h a zô barazer,
Ann hini Ker-nével karrer,
Hag ann hini Skaer gourenner.

V

euz ar c’héménérien

Nao c’héméner évid ober eunn dén.

Néb a lavar eur c’héméner
A lavar ivé eur gaouier.

Euz ar vilinérien

Krampoez hag aman a zô mâd,
Ha nébeudig eûz pép sac’had,
Hag ar merc’hed kempenn a-vâd.

VI

A béb liou marc’h mâd,
A béb vrô tûd vâd.

Al laouénan a gar atô
He toen ha kornig hé vrô.


————


Ghiriou

Alleno. — Mâd é kélen é peb amser.
Aot Red, — Dré ar môr.
Bôd-Déru. — Berped krenw.
Bois-Guéhenneuk. — Karantez ha guirionez.
Breiz. — Kent mervel.

Kamereu. — En kichen rei, é ma kéméret.
Charruel. — Kalonek a drec’h beb tra.
Kastel. — Da vâd é tui.
Koat-an-Skours. — A galoûn vâd.
Koet-Ivi. — Bépred.
Koet-Kelven. — Béza é péoc’h.
Koetudavel. — Réd é vé.
Déogher (Ann). — Dléed éo guir d’ann déogher.
Drének. — Né zeûz pesk héb bé zréan.

  1. Evid eur groac’h gôz
  2. Evid ann intanvézed.
  3. Mois de la Moisson
  4. Mois de la Paille-Blanche.
  5. Ce nom est inexpliqué.
  6. Mois noir
  7. Mois très noir
  8. Plusieurs des proverbes qui précèdent ont leurs analogues dans les proverbes français ; cependant on n’a pas voulu les omettre, ignorant si la sagesse française n’était pas héritière de l’antique sagesse des Gaulois. — Dans cette section sur les Pays tout est local : ce sont des épigrammes rustiques et familières, telles qu’en pouvaient échanger les cantons et les petites bourgades de la Grèce, et qu’il serait si curieux de connaître. Les antiquaires et les artistes en sentiront la valeur. C’est surtout dans les choses simples que les mœurs d’un peuple sont vivantes.
  9. Surnom des Gallos ou Hauts-Bretons, lesquels ne parlent plus que le français ; on leur fait dire proverbialement :

    Je suis un sot Breton, je ne sais pas ma langue.