Godest - Dastumaden 02



BARZED AR BOBL : JULUAN GODEST


————


N’am meuz ket santet biskoaz brasoc’h lawenidigez, evid an deiz-ze ma tigouezaz ganin war leur-gear Kallak eur c’houër arru war an oad, hag a lavaraz d’in : « C’houi n’anveet ket ahanon, Aotrou, mez me oar mad piou oc’h-hu ha pesort labour e ret evid ar brezonek. C’houi hag ho seurt eo ho peuz harzet hon iez da vond da goll… »

Souezet e oan o klevet eul labourer-douar o komz evelse, ken nebeut boazet emomp-ni, siwaz, da gleved tud ar bobl izel o kemeret aket en traou o mam-vro hag o mam-iez.

Mez an den koz a oa diragon na oa ket deuz niver al labourerien a lavar eo awalc’h d’ezo « turc’hial o douar » ; heman, daoust d’ezan da veza eur mêrour hag eur poanier, a zave a vare da vare e ene war zu krec’h, hag a daole e zellou tresek an amzer gaër dremenet. E galon, entanet gant karantez e vro hag e iez, en nevoa great d’ezan ober gwerziou kaër.

Lavaret a reaz d’in e vije gret anezan Juluan Godest. E oad ? Pemp bloaz ha hanter kant ! Er bloavez 1849 e oa ganet en keriaden Mene-Houarnek, parroz ar Chapell-Neve. Mab hena oa deuz a c’houec’h a vugale. E dad na oa nemed eur mêrour paour, ha dre ze na oa bet nag amzer, na peadra, da gas Juluan d’ar skol. Mez dre ze ive, biskoaz « skol gallek » na labeaz e natur breton !

Dre ma kreskaz, Juluan Godest a droaz war ar rimou, ha meur a wech, moarvad, en amzer e iaouankiz, e tiduaz e genvroiz gant e zoniou hag e zisputou, e-pad ar festou-noz hag an nëadeier. Donezonet e oa d’ezan gant Doue eur memor ledan-dreist, hag a vire ar zonj piz deuz kement rimell a zave.

Dimezi a reaz Juluan da eur bloaz warnugent : (iaouank e timezer en Breiz !) hag e diegez a greskaz buan betek kaout dek a vugale — war bere n’euz brema nemed daou veo. — Flamm Godest evid ar varzoniez brezonek a greske ive mui-ouz-mui. Evid gallout lenn Gwerziou en e iez, e lakeaz en e benn diski al lizerennou. Dond a reaz e daol gantan, hag eun nebeud bloavejou goude e briadelez e c’halle lenn ar c’hanaouennou poblus-ze a ve kavet da brena war leuriou ar marc’hajou hag ar pardoniou. Pebez nerz-kalon e oe red d’ezan kaout evid dond a-benn deuz e venô ! Ni, tud bet disket er skolajou, ha staget abred da ziluia levriou, n’hon euz ket zur eun ide deuz ar boan a dle kaout eun den great, evid diski lenn, hep sikour na kentel eur mestr.

Ahanta, bravoc’h c’hoaz a zeuaz gant hon barz. Pa oe deut da labourat mêredi Ar Marouz Braz, en kommun Kallak, e fellaz d’ezan diski skriva brezonek. An noz, deuz sklerijen al lutik rousin, e komansaz esa formi war eur paper lizerennou-moull henvel deuz ar re a wele war e levr. Tammik ha tammik, e c’hallaz lakaat skritur-moull en e zao. Goudeze, ha gant eur basianted dreist-ordinal, e teuaz a-benn da chench e c’hiz-skriva ha da baka an tu da gaout eur skritur-plean, dam henvel awalc’h deuz skritur unan bet er skol !



AN NOZ OUZ SKLERIJEN AL LUTIK…[1]


Neuze e oa lawen braz Juluan Godest ! Brema ’ta e c’hallje, da vihana, skriva ar bern gwerziou a oa red d’ezan miret anezo en e empenn ! Brema e c’hallje, ouspenn lenn oberou ar varzed hag ar c’helaouennou, rei e oberou e-hun da lenn d’ar re-all ! Beza en neuz en e di eun dousen bennag a gaïerou war bere en neuz skrivet e werziou, e zoniou, e zisputou hag e gantikou. Rag beb sort zujedou a zeu gant ar barz poblus-ma — petra bennag na gavo al lenner e-barz al levrik-ma nemed eun nebeudik bihan euz e varzoniezou.

En 1895, Juluan Godest a zeuaz da chom da vêredi Kerlaë, tostik da Gallak. Eno ’ma o chom brema, o c’honid e vara gant c’houezen e dal — pez na vir ket outan da gaout amzer da zevel rimelladennou hir en hon iez karet.

Aze ’meuz lavaret ar gir rimelladennou. N’eo ket gwirion ar gomz-ze. Kemm braz a zo etre eur rimeller ha Godest. Juluan Godest a zo eur barz, gret war batrom ar re-goz. En e greiz, a-dreuz d’ar c’hantvejou, eo beo an hevelep tan hag a lake da zaillat evit o iez hag o bro kalonou barzed evel Gwic’hlan, Aneurin, ha war o lerc’h ar C’hloareien a deuz skrivet ar mysteriou, an nouelou, hag ar c’hanaouennou koz a lenner er Barzaz Breiz.

Evit gwir, e rimou n’o deuz ar stum gwiziek o divije bet, mar vije bet Godest eur barz disket : awechou int hir eun tam, awechou na ve ket pell evit trei diwar e vam-skrid, awechou ec’h adlavar ar memez traou, awechou eur gir gallek bennag a zo sklabeet ama hag ahont en e vrezonek... mez daoust da gement-se, ar Vretoned a gavo plijadur ha diduamant ouz lenn gwerziou poblus eur c’hoziad ken dister ha n’en neuz ken c’hoant nemed meuli e vro, ha lakat ar re all d’hi meuli.

Skouer ha frealz da galz a dud a vo ar gwerziou-ma. Diskouez a refont n’eo ket maro war ar meazou an tan-zakr a lak da c’henel an ebestel en pajen izella an denelez ; diskouez a refont d’ar varzed, d’ar skrivanierien ha da gement hini a labour evit mad hag interest Breiz, n’eo ket poan gollet hon hini hag e kouez hon had en meur a galon e-lec’h ma tic’hoan founnus, diwarnan awechou eur c’haër a eost.



Fanch « Taldir » JAFFRENNOU.




————



  1. Skeuden tennet euz An Delen Dir, levr gant Jaffrennou.