Godest - Dastumaden 04



GWERZ diwar-benn an hegas a rer deuz ar

brezonek gant gouarnamant Bro-C’hall.


――――――


(War don Santez Genovefa pe Ar Roue Salomon).


Krouer an ne hag an douar
Ar stered, an heol, hag al loar,
Doue kement a zo krouet
Roet sklerijen d’am spered.

Da ziskleria ar venjanso
Zo dre-holl en Frans en peb bro
Eneb an holl relijiuzed,
Beleien, breudeur, seurezed.

An holl c’hongregasionou
Pere ra eurusted hon bro
Na glaskent ’med ober ar vad
Pephini anê ’barz e stad.

Hi zo servijerien Doue :
Outê hen an neuz karante :

Pa resevomp grasou Doue
Deuz an ne e teuont dreizê [1].

Dre o finijen, o feden,
Tennont gras Doue war hon fenn
Trei diwar Frans ar gwalennou
Chechet dre nerz hon fec’hejou.

Mar kendalc’h ar Frans da bec’hi
Mar chom an dud-se hep pedi,
Serten buanegez Doue
A gouezo warnê hep dale.

Sethu ama ar skouer a ze
Arru gwecball en gwirione.
Pe kredfet pe na gredfet ket
Ar wirione eo, asuret.

’N Aotrou Doue a lavare
Da Abraham eun de a oe,
O komz demeuz ar gwalenno
Oa prest da stlapa war ar vro :

« Mar be en Sodom ha Gomor
Dek den a rafe d’in enor
Dek den santel am zervijfe
Pardonfen holl ablamour d’ê. »


An dek den na oant ket kavet.
Ar gourdrouzou oa sevennet.
Glo-tan-foëltr deuz krec’h a gouezaz
Hag an diou gear fall a loskaz.

Ouspenn, ebarz en hon amzer,
Zo arru c’hoaz eun ekzempl kaër
Asur war ar memez zujed :
Hen komprenet mad, me ho ped.

Ar Martinik hoc’h euz klevet
Zo kalz anezi distrujet
Dre ma ’deveuz, en gwirione
Gret disprizanz vraz euz Doue.

Mene Peillet aboue kant lâ
Na daole na tan na netra,
Pa ’deuz tud ar vro melitet,
Doue, dreizan, neuz o devet !

Doue, mestr ar meneiou-tan
Ha da beb tra, braz ha bihan,
Pa gomzo, peb tra a vo gret
Vel m’an deveuz gourc’hemennet.

Mar kendalc’h tud ar Frans ive
Gwaska servijerien Doue,
Pa vezo ar muzul baret
Gant gwalennou e voïnt skoet.


Doue an neuz pasianted,
Mez ankouaus, sur ne n’eo ket,
Mar kendalc’her ar blasfemou
Tigaso warnomp gwalennou.

Allaz, allaz, ar Fransizien
Gant Satan eo touellet o fenn,
Ho laket an neuz en maliz
Deuz Jezus-Krist hag e iliz.

Gwechall ive, Israelis
Pa oa war ar bed Jezus-Krist
En deuz han laket d’ar maro
Evid e holl vadobero.

En Frans, memez tra a c’hoarve
Gant gwir servijerien Doue.
Ober reont vad en dro d’ê
Ha bepred e zo droug outê.

Ar re zo karget da brezeg,
Heul lézen Doue o deuz gret.
Gret ’deuz brezel d’an holl siou
Da beb bro roet avizou.

Ar re zo karget deuz studi
Bepred deuz roet mad ali.
O skolajou a zo mad sur
Neb o hennto a vezo fur.


Ar breudeur, seurezed ive
A ra skol reiz d’ar vugale,
Roet d’ezê kelennou mad,
Disket d’ê senti deuz o zad.

Vit netra labouront bepred,
Ar gouarnamant n’o faë ket,
Paëa rent zoken truajou
Vid o zier, o skolajou.

Piou n’en divije ket kredet
E vijent dre holl Frans karet ?
Mez ar c’hontrol krenn a rer d’ê :
Er meaz a Frans kaser anê.

Ha petra zo kiriek da ze ?
An holl hen goar kenkoulz ha me.
Dre m’o deuz c’hoant en o c’halon
Da ziskar ar relijion.

Gout a ret dour ar feuntennou
A gas dour ’barz ar rivierou,
A ra d’ar pesked dond nombrus
Ha kreski diskoill ha founnus.

Mar be sec’het ar feuntennou
E vanko dour ’barz ar steriou,
Ar pesked zeui da berisa
Hep dale ’c’h efont da netra.


An dud santel zo feuntennou
Zigas d’emp dour ar gwir grasou,
Mar bent er meaz a Frans kaset
Ar fe gristen vo diskaret.

Sethu e krozmol tud dife
Eneb ar galloud a Zoue !
Mez gwënn ar fe a zo plantet,
He griou na voïnt ket tennet.

Doue a bermet ze, ouspenn,
Vid amprou e zervijerien,
Nep vo fidel bet’ ar maro
A vo kurunet en nevo.

Doue denno e c’hloar ouspenn
Deuz poaniou e zervijerien.
Rag pa na ve ket a gombad
N’ouzer ket piou zo soudard mad.

Ha mar be diskaret ar wënn
En he flas a zeui dek planten,
Hag ar plant ië-ze a raio
Joa da galon roue ’n nevo.

Goude ze ’taolfont bleun skeudus
Gant eur c’houez ken dilisius.
Joaüsaet e vo peb bro
Gant ar c’houez dous euz ar bleunio.


Goude e taolfont kalz freuz mad
Da ginnig da Zoue An Tad,
Da Jezus, ar Mab eternel
Hag ive d’ar Spered Santel.

Da c’hortoz ma tigoueo ze,
Kimiadomp brema gant true
Deuz kement hini zo forset
Da vond ’meaz a Frans hep sujet.

Kri vije ’r galon na ouelje
En tier-ze neb a vije,
O weled gouarnerien kri
O vouta ’nê demeuz o zi.

Et int d’ar broiou estranjour
N’ouzon pelec’h tu-all d’an dour,
Kalz anezê en eur vro goue
Renko achui o bue.

An holl dud keaz-ze gimiade
Deuz kement hini o c’hare,
Mantret o c’halon gant glac’har
Oant prest da zempli d’an douar.

Ar re oa beo o zad, o mam,
D’o c’havout ec’h eent buan,
Gant glac’har braz ha huanad
An daërou en o daoulagad.


— « Salud, ma zad ha ma mam geaz,
Deut on da ober d’ac’h enkrez.
Dond ran siwaz, d’ho klac’hari,
Red eo d’emp ober disparti. »

An tad, ar vam, p’o deuz klevet,
Zo chomet o c’halon mantret,
Semplet int eno d’an douar,
Ha fatiket gant ar glac’har.

— « Ni zonje d’emp, o bugel mad,
C’houi a zerrje hon daoulagad. »
— « Lezen heuzus, barbar ha kri !
Red eo d’emp en em zepari ! »

— « Keno, breudeur, c’hoarezed keaz,
Deut on da ober d’ac’h enkrez ;
Ennon e oa hoc’h holl fianz,
Red eo d’in mond er meaz a Frans. »

Ar breudeur hag ar c’hoarezed
Da ouela hi zo komanset,
Glebia rent eno an douar
En eur skuill daërou a c’hlac’har.

— « Keno, kerent ha mignoned,
Ha kemend am c’har war ar bed,
O ma Doue, roet nerz d’in
Pe war ar plas ama varvin ! »


Brema ’man tro ar vugale
D’ober kimiad ar garante
Deuz ar frered, ar seurezed,
Pere ’devoa o skolaet.

An holl dud paour-ma a boke
Da bephini ar vugale,
Gant glac’har braz ha huanad,
An daërou en o daoulagad.

— « Keno, emê, bugale geaz,
Deuz ho kuitaat ni ’meump enkrez,
Ni garche chom ganac’h ama
Vid ho kelenn hag ho skolia.

Eul lezen ’n hon eneb zo gret,
Er meaz a Frans renkomp moned !
En gras Doue bevet diflam,
Sentet euz o tad hag o mam. »

Ar vugale p’o deuz klevet
Zo chomet o c’halon mantret,
Darn anê zemple d’an douar
Dre an nerz demeuz o glac’har.

Pa oa ’r vugale dizemplet
Da grial hi a zo kroget :
Sklasa rea ar c’halono
Demeuz o c’hleved o ouelo.


— « Ha posubl e ve, tud santel,
Ve gret eul lezen ken kruel ?
— « Lezen heuzus, barbar ha kri !
Red eo d’emp en em zepari ! »

— « Mil bennoz Doue d’ac’h bepred
Da veza bet hon skolaet,
Hon disket da garet Doue
Hon zud hag hon nesa ive. »

Biskoaz kimiad sur na oa bet
Muioc’h estlammus da gleved.
Gant ar gri, tistone ar vro
Vel an hekleo ’barz ar c’hoajo.



Goude kemend deuz a enkrez
Kemeromp eun tam levenez,
Red eo d’emp raog en em guitat
Doned holl d’en em joaüsat.

Ha pedi an Aotrou Doue
Da joaüsat kemend zo bev,
Da bardoni hon fec’hejou
Evid ma iemp holl d’an nevou.


[Mil nao c’hant tri, ’barz en miz Est,
Er c’houlz ’ma ar Republik mestr,
Dre gloeier braz war ar bed
Am meuz ar werz-ma kompozet.

Eun den dister on, asuret,
Juluan Godest on hanvet,
Ha oajet ec’h on skleramant
Deuz a bemp plâ ha hanter kant.

Mez mar am meuz, deuz hi laret
Eun den bennag drouk-kontantet,
Iskuz, pardon a c’houlennan
Ha gras d’emp holl da vond d’ar joa. Amen]



————



  1. Ar barz a lavar amploc’h ’vid just marteze. (Ar c’hempenner).