Gouel Nedelek
D’ar mareou-ze ann impalaer Aogust a roaz urz da niveri ann holl dud euz ar bed. Syrinus, gouarnour ar Syrii eo a reaz al labour-ze. Ann holl a iea da lakaat ho hano, peb hini er gear el leac’h m’oa ganet. O veza euz ti hag euz lignez David, Joseph à ieaz ive euz a gear Nazareth, er Galilee, da gear David, galvet Bethleem, er Judee, evit rei he hano gant Mari, he bried, a ioa dougerez. Epad m’edont eno e teuaz he foent da c’henel, hag e lakeaz er bed he mab hena. Goude he veza mailluret hen astennaz er c’hraou ; rak n’oa ket a blas evitho enn hostaliri. Hogen, var-dro Bethleem ez oa mesaerien à jome enn noz bep eil pennad da zioual ho loened, Ha setu eunn eal enn ho c’hichenn hag eur sklerijen euz ann env o para enn dro d’ezho, hag hi skoet gant eur spount vraz. Hag ann eal a lavaraz d’ezho : N’o pezet ket aoun ; rak me a zigas d’ehoc’h eur c’helou kaer hag a rai d’ar bobl holl eul liouenedigez ar vrasa. Ganet euz d’ehoc’h hirio, e Kear David, eur Zalver, a zo ar Christ hou Aotrou. Ha setu diouz petra hen anavezot : Kaout a reot eur bugel mailluret hag astennet enn eur c’hraou. Ha ker buhan gant ann eal en em gavaz niver a sperejou euz ann env o veuli Doue hag o lavaret : Gloar da Zoue enn huela euz ann envou, ba, var ann douar, peoc’h d’ann dud a volontez vad.
Enn nebeut komzou-ma tennet euz ann
Aviel e kavomp eleiz a genteliou evit
kement kristen a gemero ar boan da evesaat
outho.
O rei urz da niveri holl dud he rouantelez, Sesar-Aogust a glaske tro d’en em fougeal, pa c’helje lavaret ped milion ha ped all c’hoaz a blege d’he lezennou. Ne c’houzon ket ha dont a reaz morse abenn da anaout ar gount anezho. Eunn dra zo sklear avad, ann urz-se a lakeaz ginivelez Hor Zalver da ziguezout el leac’h hag enn doare m’oa diskleriet a ziaraok gant ar bropheted. Skrivet oa e tlie genel e kearik Bethleem, ha koulzgoude ar Verc’hez Vari, dija varnez hen lakaat er bed, a jome c’hoaz pell ac’hano, e Nazareth, er Galilee. Ha n’eo ket e kreiz ar goanv, er stad m’en em gave he bried, e vije eat anezhan he unan Joseph da vale keit all. Mes, ret oa senti ouz ann impalaer, ha setu hi ho daou enn hent. Dre galzik poan hag amzer e tigueschont e penn ho beach, e Bethleem, hag eno e teuaz Jezuz var ann douar ec’hiz m’eo merket enn Aviel oc’h euz nevez lennet.
Evel-se e c’houarn ann Aotrou Doue pep tra er bed-ma. Pa gaf d’ann dud emaint oc’h ober ho fenn ho unan, pa zonj d’ezho enebi ooz roue ann envou, neuze eo int kaset ha digaset ganthan hervez he volontez ; hag heb gouzout d’ezho, enn despet d’ezho, meur a veach, e roont ann dourn d’ar mestr holl-c’halloudeg evit kas da benn kement a felle d’ezhan a vije great. Rak-ze n’en em jalomp ket evit guelet ann traou o c’hoarvezout dishenvel diouz ar pez a glaskemp hag a c’hortozemp evel ar guella. Gant ne raimp netra eneb hor c’houstianz, bezomp dinec’h, o c’houzout, evel a lavar sant Paol, e kavo Doue bepred ann tu da reiza ar bed evit he vrasa gloar hag evit mad he vignouned.
Petra bennag ma’z oant paour, sant Joseph hag ar Verc’hez o devoa eunn tiik e Nazareth, hag ho bara a c’hounezent ive var boez labourat aketuz. O chomm er gear-ze ar Mabig Jezuz a gave eta toen vad d’he c’houdorri. Mes, e Bethleem, kement a dud a ioa deuet da lakaat ho hano, ne c’hellet ket rei lojeiz d’ann holl, hag ann hostizien, eaz eo gouzout, a zigemere ar re binvidik a baëe ann hirra. Ann daou bried santel ne gavjont digor e neb leac’h, ha pa deuaz ann noz, en em dennchont enn eur c’hraou diaveaz kear. Eno e c’hanaz ar Verc’hez he mab benniget, ann hini a zo perc’henn ann env hag ann douar. Ma vec’h souezet a gement-ze, dalc’hit sonj e teue Jezuz da zeski d’eomp ober pinijenn ha disprizout danvez hag henoriou ar bed-ma. Rak-ze e c’hoanteaz rei ar c’henteliou-ze azaleg ar penn kenta, hag oc’h en em lakaat izeloc’h eged ann distera ac’hanomp. A galz traou oc’h euz dienez marteze ; mes, n’eo ket lavaret e ve hini ac’hanoc’h ganet enn eur c’hraou. Piou a gredo eta hiviziken en em glemm euz he baourentez ?
Eunn eil digarez en devoa Jezuz da c’henel er plas-ze. Ouspenn staga ho c’haloun ouz ar madou, ann dud oc’h heulia ioulou direiz ar c’horf, a ioa kuezet e stad al loened mud. Comparatus est jumentis insipientibus et similis factus est illis. Ret oa eta d’hor Zalver diskenn beteg eno d’hor c’hlask ; hag abalamour da ze e falvezaz d’ezhan genel enn eur c’hraou. Pebez karantez, o va Doue, oc’h euz bet evit ar pec’her !
Eur burzud all a velomp c’hoaz enn Aviel hirio. Jezuz a ioa euz lignez David, ha pa deui rouaned ar Zao-Heol d’hen adori e c’houlennint e pe leac’h ema ar roue zo nevez ganet d’ar Iuzevien. D’ann noblans, d’ann dud e kargou huel e tliet eta kas ar c’henta kelou euz he c’hinivelez. Mad, peorien geiz, diouallerien denved a glevo araok ar re all ann nevezinti gaer-ze. Ha piou e vezo ar c’hannad kaset d’ezho ? Eunn all dibabet etouez ar sperejou tosta da Zoue ; kredi a rer oa ann Arc’hæl Gabriel, ann hini a ioa bet dija o saludi ar Verc’hez evel Mamm Salver ar bed. Ha klevit gant pebez madelez e komz ouz ar bastored a ioa spountet o velet ann eal hag ar sklerijenn a lugerne enn dro d’ezhan. « Nolite timere ; n’o pezet ket aoun, emezhan ; rak, me zeu ama gant eur c’helou dudiuz ; e Bethleem, enn noz-ma ez euz ganet d’ehoc’h eur Zalver. » A dra zûr, Jezuz zo diskennet euz ann env evit ann holl, hag evit prena kement hini a ioa var hent ann ifern. Mes d’ehoc’hui, mesaerien baour, d’ehoc’hui, var a lavar ann eal, e vezo he c’hrasou kenta.
C’hui holl a lenno ar gentel-ma, hag a zo peurvuia tud a boan, micherourien ha labourerien douar, digorit eta ho kaloun d’al levenez ha digemerit gant feiz ha karantez ar Zalver a zeu hirio daved-hoc’h. Ha ma n’oc’h ket chomet ato didamal dirak Doue, kemerit hiviziken ann hent ehun evit m’o pezo perz er peoc’h kinniget d’ann dud a volontez vad. Evel-se-bezet-great.