Gouel ar Galoun-Zakr
Neuze, o veza m’edo ar guener, evit na jomje ket ar c’horfou er groaz enn deiz varlerc’h (rak hennez a ioa santel dreist ar zadorniou all), ar Iuzevien a c’houlennaz ouz Pilat ma vije torret ho divesker d’ezho ha ma vijent kaset kuit. Dont a reaz eta soudarded hag a dorraz divesker ar c’henta hag ann eil a ioa bet staget er groaz ganthan. Pa ziguesjont gant Jezuz avad, o velet oa dija maro, ne dorjont ket he zivesker ; mes, gant he gleze, unan euz ar zoudardet a zigoraz he gostez, hag ac’hano raktal e tiredaz goad ha dour. Ann hini a velaz eo a ro testeni a gement-ze, hag ar pez a lavar a zo guir.
Ar goad a ziredaz euz kostez Hor Zalver er groaz a ioa, eme ann Tadou santel, eur skeud euz sakramant ann Aoter, a zo, evel a ouzoc'h, ar c’haera testeni euz karantez Mab Doue evit ann dud ; hag e pe leac’h nemed er galoun eo diazezet ar garantez burzuduz-ze ? Deread oa eta lakaat tost ann eil d’egile, gouel ar Zakramant ha gouel ar Galoun-Zakr.
Ho daou, guechall, e vezent great var
ar zizun ; brema ho greomp da zul, rak
m’eo deuet ar gristenien da veza ker piz
var ho amzer pa vez hano euz servij
Doue ! Abalamour da ze, evit ne vezo ket
lezet holl a gostez ofis ann deiz, e lenner,
da fin ann oferen, aviel ar zul ; hag hema,
evit guir, a zo evel dibabet evit rei d’eomp
ar gelennadurez a zell ouz ar gouel ;
evesait eunn nebeut, hag e velot hoc’h
unan.
Ar gentel hirio a gomz euz eur mesaer a ia, n’euz forz pegeit, da glask ann danvad dianket. E leac’h skei pe c’hourdrouz al loen paour, pa vezo kavet ganthan, hen lakai var he ziouskoaz, hag o veza hen douget d’ar gear e c’halvo he vignouned hag he amezeien evit lavaret d’ezho peger braz eo he laouenedigez. Ann danvad dianket-ze eo ar pec’her keaz tec’het pell diouz Doue, hag ar mesaer karatezuz eo Hor Zalver, evel a verk sklear aoualc’h ar c’homsou skrivet varlerc’h gant sant Lukas, hag a ziskuill d’eomp al levenez a zo enn envou pa zistro var ann hent mad eunn ene a iea da goll. Enn daolenn-ze, a dra zûr, ec’h en em ziskuez holl vadelez Kaloun Jezuz.
Aviel ann eil sul goude Pantekost, lennet da c’houel ar Zakramant, a zo hano ennhan euz eunn Aotrou pinvidik a aozaz eur pred kaer, hag a bedaz kalz tud da leina. Mes, pa oue deuet ar mare da vont ouz taol, ar re-ma holl a glaskaz digareziou. Me am euz prenet eur verouri, a lavaraz ar c’henta ; ret eo d’inn mont d’he guelet. Me zo o paouez prena deg eujen, eme eunn all, hag a ia da c’houzout petra int. Me zo nevez dimezet, eme egile, hag evel-se eo brao d’inn chomm er gear. O klevet kement-ze, ann Aotrou, eat droug ennhan, a gemennaz d’he zervicherien gervel re all, n’euz forz piou, da leina ; rak, emezhan, « er pred aozet evitho, nikun euz ar re am oa pedet n’en devezo ann tanva. »
Ha n’efhen ket aze eur skeuden sklear euz ar pez a ra Jezuz evidomp e sakramant ann Aoter, hag ive, siouaz, euz ar pez a reomp-ni e kenver ar pred burzuduz-ze ? Ia, Hor Zalver, perc’henn holl vadou ann env hag ann douar, hor galv ni da leina ouz he daol zantel, hag a ro d’eomp eno he gorf, he c’hoad, he ene hag he zivinite.
Piou a c’houfe niveri ar gristenien a ra skouarn vouzar ouz mouez ho Doue ! Hoc’h unan, ma n’Hen dilezit ket agrenn, ha ne vec’h ket lezireg da dostaat outhan ?
Jezuz ne lavar ket, evit guir, pegen aliez e tleomp kommunia ; mes, o choaz, evit sakramant ann Aoter, ar bara hag ar guin, e ro da anaout hon euz ezom aketuz da gemeret ar pred-ze. He gorf, emezhan,zo eur vagadurez, hag he c’hoad, eunn evaj. Gant ar bara-ze diskennet euz ann env e c’hoanta rei d’eomp eur vuez a bado da virviken.
Mad, pegen maguz bennag e ve eur bouet n’eo ket enn eur vech pe ziou e roi d’eomp nerz ha iec’hed paduz ! Koulzgoude c’hui a jom pemp, c’huec’h miz, bloaz marteze, heb kommunia.
N’am euz ket amzer ! a lavar unan. Hag e kavit meur a zervez ha meur a zizun da goll gant traou didalvez !
N’oun ket din ! eme eunn all. Evit ann dra-ze a zo guir. Mes, mar gortozit ken na vezot din, ne dostaot morse ouz taol Jezuz ! Eunn dra hebken, ar pec’hed marvel, a zifenn ouzoc’h kommunia, ha pa garot c’hui a daolo hennez divar hoc’h hent.
Va c’haloun zo ien sklas ! eme eunn trede. — Mes e pe leac’h ema tân ar guir garantez ? Koulz a zo, Hor Zalver a anavez guell egedomp hon unan e pe stad emaomp. Hag abalamour ma’z omp paour, dic’halloud, skuiz ha klanv pe ankeniet, eo e teu d’hor gervel gant madelez. Venite ad me omnes qui laboratis, etc. Diskiant aoualc’h eo ann neb ne dosta ket ?
Evidomp-ni ma ne gommuniomp ket dre garantez evit Jezuz, greomp-hen gant aoun raok he c’hourdrouzou. Ma lavarfe, siouaz, divar hor c’houst, evel a lavaraz ann tad a famill euz ar re en devoa pedet da leina : Nikun n’en devezo ann tanva euz ar pred am oa aozet evitho !
Ia, boazomp kommunia hiviziken aliesoc’h, evit m’or bezo perz el lein dudiuz a c’hed ann eneou kristen er baradoz. Evelse-bezet-great.