Al Liamm, 1957  (p. 49-61)



GOUEL AR SAKRAMANT


An hañv nevez ganet a dride a gaouadoù e liorzhoù Breizh-Izel. An avel a drouze er gwez. Porzh Pennavern a oa moredet en heol klouar. E gwasked ar skiber, ur vamm-yar, puchet er boultrenn, a c’houdore un torrad labousedigoù dindan he eskell c’hwezhet. Bep ar mare ur poñsin a zic’houzouge a zindan un askell, hag a c’hoarzhe d’an heol gant perlez e zaoulagad yaouank. An hini gozh a gloche, ha, kerkent, ar pennig melen a zistroe d’ ar goudor, e baradoz ar pluñv.

Ar c’hleier a sone ar gousperoù, gousperoù gouel ar Sakramant.

Herve Bogion, mab Pennavern, en doa douret e gezeg, ha lakaet foenn en o restell. Gant palm e zorn e floure blevenn skrivellet ar gazeg c’hell.

Ar c’hleier a davas ; ar c’hloc’h bihan a dintas daou daol. An eil son.

— Poent eo din, a soñjas Herve.

Dastum a reas un dornad foenn strewet dindan al laouer, hag e serras an nor war e lerc’h.

Daou baotrig, gant bep a vriad brulu, a c’hortoze, er porzh.

— Ni a zo bet o kerc’hat brulu evit ho c’hoar, a lavaras an hini brasañ, war e bouez.

— Sell aze daou baotrig koant, eme Anna, o tont, d’an ampoent, diouzh al liorzh, ur boutegad bleunioù roz dindan he c’hazel. Brulu kaer avat, hoc’h eus kavet.

— O ! er Waremm, du-se, ez eus c’hoazh re hir, hir.

— Mat ! lakait ar brulu war ar bleunioù roz-mañ, kemerit unan e pep dorn d’ar baner, ha dougit anezho diouzhtu d’ar groaz. C’hwi a zeuio en-dro, goude se, da gerc’hat bep a zaou wenneg.

Ar baotred a sammas ar boutegad. Kerzhout a raent buan ken na redent, hag e c’hoarzhent gant ar blijadur.

— ’M eus aon, Anna, eme Herve, hoc’h eus kutuilhet kement boked a oa el liorzh.

— Warc’hoazh, Herve, e tigoro bleunioù all. Ne vo ket re fichet ar groaz.

Herve a yeas d’en em gempenn evit ar gousperoù. Bruzunachoù geot kras a roe krafign dezhañ, en e gerc’henn. Kelorn ha chadenn a ziskennas er puñs en ur strakal, ken na lamme an ahel.

Herve a skuilhas dour fresk en nev-vaen. Diwiskañ ’reas e chupenn hag e roched.

A ! nann, n’edo mui liv ar c’hleñved war gorf Herve Bogion. Ouzh e welout korfet-kaer dindan heol mezheven, n’en dije kredet den e oa bet war e wele adalek ar foennoù, warlene, betek an diskar, bet nouennet div wech, ha chomet mizioù ha mizioù etre gwellaenn ha fallaenn. Gant mizioù o tremen edo tremenet ar c’hleñved, ha paret en doa adarre ar yec’hed gant an hañv o c’horiñ. N’oa ket bet an tomm ha yen evit e yaouankiz. D’ar falc’hadegoù ez aio adarre, hag e teuio gantañ ar reutañ tenn ; d’an eost e youc’ho war al leurioù-dornañ, hag e winto forc’hadoù plouz d’ar bern, ker sonn hag ar reutañ douger. Bagol eo da zegas avi d’un den yac’h. Anvet eo bet, en oferenn-bred, da zougen banniel a bras sant Tei, ha plijadur a ra dezhañ soñjal eo bet lakaet Mari Vazele da zougen ar Werc’hez. Diwar o fenn, o deus merc’hed Landremel kavet da abegiñ. Hervezo evelato, e kendereont o-daou, an eil ouzh egile.

Ur vaouez gozh avat, a gav sklaer ha gwall-gizidik daoulagad Herve Bogion.

Herve, stouet a-us d’an nev, a daole dour dreist e choug.

…Keit ha ma oa chomet war e wele, klañv ha klañvidik, e-oa bet Mari aketus da zont da gerc’hat eus e geloù. Alies e teue d’an abardaez, hag e sikoure Anna Bogion da wriat pe da feriñ ar c’hoefoù, digarez da chom pelloc’h. Ur wech zoken, e oa bet en ti ur penn-devezh leun, hag he doa skoazellet da vugadiñ. Pa gemere he stamm, e veze azezet war ar skaoñ, hag ouzh e wele. Flour ha sioul e oa he mouezh pa c’houlenne digantañ pe naon pe sec’hed en doa, ha petra a c’hoantae, evel ma vije bet e c’hoar.

… Hag Herve a skuilhe dour war e benn, a vozadoù.

— ’M eus aon e plij deoc’h an dour, eme Anna, diwar dreuzoù an ti.

— Vad a ra ! emezañ. Hag e kemeras an toailhon a-dre daouarn e c’hoar, en ur strilhañ e bennad blev.

Edo e vamm o vont d’ar vorc’h.

— Sec’hit mat ho plev, Herve. Blev gleb n’int ket yac’hus.

— Ba ! eme Herve en ur c’hoarzhin. Hag ez eas d’en em wiskañ.

Kreskiñ a reas lammoù e galon yaouankaet ; klevet en doa e c’hoar, er porzh, o lavarout : — Emaoc’h o vont, Mari ?

— Ya ; amañ eo aet an dud ?

— Mamm a zo aet, hag Herve a zo oc’h en em wiskañ. Poent eo hastout ; pell-oc’h e vo ar son diwezhañ.

— Goloiñ a ra an oabl…

— Gant ma ne ray ket glav ?

— Glav ne vo ket gant an avel a c’hwezh war ar menez.

Herve, dre brenestr e gambr, a daolas ur sell er porzh. A~benn neuze avat, Mari Vazele a oa aet e-biou.

Ur vargedenn a guzhas an heol, hag a bourmenas he skeud, goustad, war borzh Pennavern. Ar yar gozh, gant he labousedigoù, a ziskrape e poultrenn ar skiber ; ar polezi, kludet war rod an drailherez-lann ha war dalioù an tumporelloù, o doa souchet o fenn dindan o eskell, hag, arneuet o gwad, a vorede, o c’hortoz ar glav.

Herve a stardas e c’houriz glas en-dro d’ e zar- greiz, hag a wiskas e chupenn zu neudennet. He c’hoar a zegasas dezhañ e dog nevez, a roas tro d’ar vlevenn hag e tispilhennas ar voulouzenn uhel, stardet a-dreñv gant ur bloug aour.

— Kaer e viot, emezi.

Ya, edo adarre deut da waz. Mezheven en doa degaset dezhañ an nerzh diframmet digantañ e mezheven warlene. Par-eeun en em gave d’ar barrekañ Lotead.

…Ne welas ket Mari Vazele o vont gant an hent, dirazañ. Mari, aon ganti emichañs degouezhout diwezhat er gousperoù, he doa astennet he c’hammedoù.

E Landremel, e-tal an ostalirioù, ar wazed a vutune hag a zivize diwar-benn an amzer hag an ed.

— A ! salud, Herve, deut oc’h ! eme Jakez, mevel bras ar Runigoù.

— Ya ; pelloc’h e vo an taol diwezhañ…

Mouezh ar c’hleier a yeas war e gomzoù.

Dre ma tostaent ouzh an iliz, Jakez a lavare da Herve :

— Klevit !… deut oc’h da zen en-dro… N’oc’h eus ket soñj ?… P’hor boa gonezet ar banniel diwar re Bleiben, da zeiz an tenn ? Tud reut e oamp. Bremañ, pa oc’h pare, paotred an tenn o deus plijadur. Hag ez omp en em glevet. Ar c’hleier, d’ar brosesion, a vo brallet gant paotred ar c’hlaz. Ne bigno den all en tour. Hiziv a vo devezh bras.

Herve a vousc’hoarzhas.

— Mat, emezañ, en em gavit holl, goude ar gousperoù, en ostaliri ar Saliou. Hiziv ar sonerien a ranko distreiñ mezv d’ar gêr… Ha brall d’ar c’hleier, ken na vrallo an tour !

Hag e tennas e dog war dreuzoù an iliz.


Anna Bogion a gare he breur gant karantez ur vamm. Evit ober plijadur dezhañ he doa kutuilhet bokedoù bravañ al liorzh da vleuniañ ar groaz hag aoter ar c’hroazhent. Karantez evit he breur savet a varv da vev. Karantez he ugent vloaz.

Ar baotred o doa plantet, neizheur, saprennoù yaouank en-dro d’ar groaz. Matezh an aotrou person, skoazellet gant dimezelled pinvidik ar vorc’h, a wiske korf ar groaz a giñvi, hag a spilhenne enni bleunioù roz, ker ruz ha gwad ar Salver. Stummet o doa war al leurenn, gant geotoù ar Werc’hez, ur steredenn c’hlas-wenn, ha merc’hedigoù, gant brulu hag elestr, a ballenne an hent.

Ar c’hleier a sonas. Echu e oa ar vleuniadeg.

— Biskoazh n’eo bet ker fichet ar groaz, eme unan eus dimezelled pinvidik Landremel.


Merc’hed a lavaras, goude gouel ar Sakramant, en doa Herve Bogion taolet ur sell ouzh Mari Vazele, p’edont o tostaat ouzh an aspled evit mont da zegemer ar Werc’hez ha banniel bras sant Tei a dre daouarn ar c’hloc’her. Nemet n’eo ket bet gouezet hag e lavaras ur gerig dezhi, na merzet he doa stouet he daoulagad d’an douar.


Ar c’hleier, kaset taer en-dro gant paotred an tenn, a strew war ar barrez o galvadennoù drantañ. Nijal a ra o mouezh d’ar menez, a-dreuz rozioù ha gwarimier, diskenn a ra d’ an draonienn dre girnier gwaskedet, heuliañ ’ra an hent bras, er c’hroazhent e kildro, hag e trid er gwezigoù ha war iliav an targosioù, hag en em sil er mengleuzioù, el liorzhoù, e leurioù tommheoliet ar c’hêriadennoù, ken habask d’ar sulvezhioù d’abardaez. Ar c’hleier a voud er foenneier touz, hag e kanont a-gor gant ar stivelloù ha gant skluz an Avon, evit distreiñ hag adpignat e gant an avel d’an torgennoù, a-dreuz ar balanegoù ha dreist ar c’hleuzioù, kribennet a raden yaouank, evit mervel e menez Krulo, war gorre ar segal glas.

War blasenn Landremel e skedas ur barr-heol. Al lid-ambroug a oa deut er-maez. Ar bannieloù, seiz an tavañjerioù, voulouz ar c’horfennoù, ar c’hoefoù gwenn-kann, pluñv an del, ar Sakramant a daolas o lufr. Merc’hed ha gwazed a gane :

D’ hor mamm santez Anna…

Mouezh ar varchigoded a skiltre dreist an holl mouezhioù. An aotrou kure a roe an ton ; e zivrec’h, savet d’an nec’h, a heje milginoù ledan e sourpiliz gwenn, evel eskell digoret.

Evel ar varchigoded, ar c’hleier ne oa ket berr o anal. O bazoulennoù a skoe ouzh an arem gant imor ha levenez. Er c’hirnier, mammoù o vont d’ar groaz, ur bugel war o brec’h, hag ur paotrig tri bloaz, o sunañ e viz meud, krog ouzh o zavañjer, a gerzhas buanoc’h.


— Dalc’h ’ta ! eme Jakez ar Runigoù, en ur sachañ war gordenn ar c’hloc’h bras. Ur c’hwezenn gaer da baotred ar c’hleier. Paotred ar c’hloc’h bras a gane :

— Binbaon d’al laez !

Paotred ar c’hloc’h bihan a ziskane :

— Binbaon d’an traoñ !

Hag holl :

— Sa…a…ach… ’ta !

Brall d’ar c’hleier ! Ar sonerien hiziv a ranko mont mezv d’ar gêr.

— Brall dezho ! Oc’ho !

Biskoazh n’en doa krozet kement tour nevez Landremel, ha biskoazh n’en doa gwelet en e solier kement a yaouankizoù bagol.

Lorañsig, niz da Jakez ar Runigoù, a rae ivez « binbaon ! Oc’ho ! » en ur bignat d’an tour. En em laeret en doa diouzh al lid-ambroug o vont dre an nor dal, hep gouzout dare d’an aotrou kure. Astenn a reas e fri dre an nor damzigor, hag e sellas gant daoulagad bev.

— Amañ ! Lorañsig.

Lorañsig a lammas war ar plancheiz, hag en em istribilhas ouzh kordenn ar c’hloc’h bihan. Ar soner a lezas ar gordenn da vont, ha setu Lorañsig sachet d’al laez. Al lakepod, paket genaouek, a ziskrogas trumm hag a gouezhas war e benn adreñv. Ar sonerien a zirollas da c’hoarzhin.

— Binbaon d’al laez ! binbaon d’ an traoñ !

— Emañ ar vicher o sankañ don, eme unan. Aet e oa al lid-ambroug a ziwar weled. Ar c’hleier a davas. Ne gleved mui diouzh an tour nemet mouezh ar varchigoded.


E hanter hent, e-tal park melchon ar Joleg, banniel bras sant Tei a chomas a-sav. Herve Bogion he degemere digant Renan Kerhoaz, an douger kentañ.

…Biskoazh ne oa bet banniel bras sant Tei douget ken uhel war hent bras Landremel.

Ur vaouez kozh, fur baourez, penndaoulinet e-kichen ur gloued, a reas sin ar groaz pa dremenas Herve. Marteze e oa degouezhet dezhi, er goañv tremenet, astenn he dorn ha goulenn un tamm bara e toull dor ar Bogion, hag he doa, goude he aluzen, lavaret ur bater hag un ave evit tud an ti. Hag Herve a oa deut yac’h en-dro.

— N’eo ket re bonner, Herve ? a c’houlennas Ronan Kerhoaz.

— Ponner, emaon-me, a respontas Herve.

Ma oa ponner ar banniel, eñ a oa kreñv.

Eo, skuizh ez eas a-raok m’en devoe graet dek metrad zoken. Ur pistig a santas en e gostez. Barradoù avel a skoe a gaouadoù war ar seiz ledan, ma ranke Herve chom a-sav bep ar mare, reutaat e izili, ha treiñ ar banniel war e gant evit mont a-skoaz gant an avel.

An aotrou person a selle gant nec’h ouzh sant Tei hag ouzh an oabl, hep un eil tro. N’oa ket avat, gant aon ouzh ar glav ; keuz ennañ da vezañ anvet Herve da zougen ar banniel ne lavaran ket. Anna Bogion he doa anken ivez, ha hep barr-avel a skoe war he c’halon.

— Gwall avel ez eus, eme Renan Kerhoaz, evit divankañ e gomzoù kentañ.

— E c’hell c’hwezhañ, a respontas Herve, gant ur genou prennet.

Ha banniel bras sant Tei a yae gant an hent, sonnoc’h eget an holl vannieloù all. A-dreñv, Mari Vazele, o tougen ar Werc’hez, a oa he daoulagad o parañ warnañ.

Al lid-ambroug a dostae goustad.

Ave, maris Stella…

Andorennet e oa bremañ an hent ouzh ar c’haouadoù avel gant ar c’hleuzioù uhel hag ar c’hreskoù derv nevez. Herve a oa mall gantañ degouezhout ha harpañ fust ar banniel ouzh mein an hent. Ar mammoù, war o daoulin dirak ar groaz, a ziskabellas o bugaligoù.

— Peoc’h ! bugale. An Aotrou Doue !

Neuze avel ar menez, war e api er parkeier, a lammas er c’hroaz-hent, a hejas an tavañjeroù seiz, a skoas ouzh ar brozhioù ponner, a ziframmas ar bannieligoù koton gwenn a dre daouarn merc’hedigoù ar skol, a vrallas an del, a sarac’has er gwez, a razailhas, fuloret, a ankelc’hias ar bannieloù ha, p’edo ar Sakramant, meulet ra vezo, o tegouezhout er groaz, a stlapas d’an traoñ, war vein an hent, banniel bras sant Tei.

P’en devoe ar beleg graet sin ar groaz a-us d’an dud penndaoulinet war an hent, e loc’has adarre al lid-ambroug war-du Landremel. Ar merc’hed, bodet a~dreñv ar wazed, a gilas d’al lezoù evit reiñ frankiz, o c’hortoz o zro. Ar groaz Wenn a dremenas, ha goude ar groaz aour, banniel ar Galon Sakr, banniel an Itron-Varia, banniel bras sant Tei, ar Werc’hez, Santez Anna, ar Sakramant, meulet ra vezo, ar barrezianiz.

Renan Kerhoaz a zouge banniel sant Tei.

An avel a grogas adarre da c’hoari e benn fall dreist ar c’hleuzioù izel ha dizolo. An aotrou person avat, a gerzhe dianken.

— Herve, eme Renan, arabat mont ken buan.

Herve a glaskas ingalañ e gammedoù ha kerzhout gorrekoc’h, hag e oa atav e gerzhed dizingal. Mall en doa tremen e-biou d’ar merc’hed ha bezañ erru en iliz. Glas e oa e liv. En aner e klaske gwiskañ un dremm dizeblant ; edo krizet ha roufennet e dal. Ne sellas nag a-zehou nag a-gleiz, e-doug ma tremene e-biou d’ar barrezianiz. N’ouie ket petra ober gant e zaouarn, ha keuz en doa da vezañ lezet e dog en iliz. Hep gouzout dare dezhañ e valee adarre buanoc’h.


En tour ar sonerien a gane :

— Sa…a…ach… ’ta ! O…c’ho !

— Binbaon d’an traoñ !

— Binbaon d’an laez !

— Oc’ho !

Lorañsig, puchet ouzh aspled ar solier, a selle ouzh ar brosesion o tremen dre an nor dal, hag a doc’helle en-dra ma c’helle, evit bezañ gwelet gant paotred ar skol.

Pa voe echu ar gousperoù, matezh an aotrou person ha dimezelled pinvidik Landremel, deut da zivleuniañ ar groaz, a lodas ar bokedoù etre ar vugaligoù. Tiez, war ar maez, ne vezont bleuniet nemet ur wech ar bloaz da heul gouel ar Sakramant, hag e vez ar bleunioù miret betek gweñviñ, ha klozet delioù roz etre pajennoù al levrioù oferenn. Bleunioù ar groaz o deus ur frond santel dreist da frond an holl vleunioù all.

Herve a zistroe d’ ar gêr. Ur pennad dirazañ ez ae Mari Vazele gant ur vignonez ha gant Ronan Kerhoaz. Anna he doa lavaret da Herve chom d’he gortoz ; respontet en doa e kave gwelloc’h mont d’ar gêr, diouzhtu, Ken dezhañ bezañ sentet ouzh e c’hoar !

A-raok kuitaat Landremel en doa tremenet dre ostaliri ar Saliou, hag en doa gourc’hemennet da Ber reiñ d’ar sonerien ar pep gwellañ a oa en e gav, ha kement ha ma karent.

Er c’hroazhent, paotredigoù a en em dage a-zivout ar bokedoù taolet dezho diwar an aoter gant an dimezelled.

— Me ! me ! ur boked din !

— O roit unan din ivez !

— Amañ !

— Piv n’ en deus ket bet ? a c’houlennas, en ur c’hoarzhin, unan eus an dimezelled.

An holl vugaligoù a hopas :

— Me !

— Maivon, en tu-mañ n’eus ket bet stlapet !

Maivon a vannas bokedoù diouzh o zu.

En ur dremen, Renan Kerhoaz a bakas ur rozenn hag he c’hinnigas da Vari Vazele.

Ar sonerien a zeuas d’an ostaliri.

— Hiziv, eme Ber Saliou, an ostiz, ez eus bet ton bras gant ar c’hleier.

— N’oc’h ket aet bouzar, Per ?

— Feiz ! bet darbet din.

— Ha bet darbet d’ar c’hloc’h bras kouezhañ en traoñ a dammoù !

— A ’ta ! paotred, petra ’vo evet ?

— Gortozomp, eme Tin Ar Gouerou. N’eo ket degouezhet Herve.

— Herve ne zeuio ket, eme Ber Saliou. Tremenet eo dre an ti, ha lavaret en deus din diskargañ deoc’h, diouzh ho c’hoant. Aet eo d’ar gêr, war-eeun.

Tin Ar Gouerou a hejas e benn.

— D’ ar gêr ! Gwir, n’en em gav ket c’hoazh gwall yac’h. Er groaz, bremaik…

Mari Bogion a zeuas en ti da brenañ holen. Ne reas nemet mont ha mont.

— …Ar reutañ den a oa e Pleiben, da zeiz an tenn, a lavaras Tin.

— Ba ! evelse emañ ar bed, eme Jakez ar Runigoù. Un den o sevel diwar gleñved n’en do morse nerzh un den yac’h. Evomp atav, ha yec’hed dezhañ !

— Petra a gemero pep hini ? a c’houlennas an ostiz.

— Ar gwellañ eo lakaat dimp eizh gwerenn hag un hanter boutailhad rom.

— Nann, dek kwerenn, Per ; unan evidoc’h hag unan all evit Lorañsig. Gounezet en deus ul lipadenn. Bremaik, en ur glask pignat d’ar c’hleier, ez eo kouezhet war e reor, ken en deus graet bek en ur gouezhañ.

Lorañsig a c’hoarzhas dre zindan.

— Alo ! eme mevel bras ar Runigoù, ar sonerien hiziv, a ranko mont mezv d’ar gêr.

Tin Ar Gouerou a dufas, war daroù al leurdi, e zaou wennegad butun sunet.

Anna, o tegouezhout er gêr, a welas war skaoñ ar gwele, hanter bleget, dilhad mezher he breur, ha, war an daol, an tog nevez gant e voulouzenn uhel hag ar bloug aour plaen.

Didrouz e oa porzh Pennavern. Er skiber hag el liorzhoù, e sarac’he an avel ; ar gwez evlec’h a vrañsigelle o skourroù uhel, melenet gant ar c’huzh-heol.

War-dro serr-noz, e tistroas Herve d’ar gêr.

— Oc’h ober un droad oc’h bet ? a c’houlennas he c’hoar digantañ.

— Ya ! Ar Mokaer en do ed brav, ar bloaz-mañ.

Herve a azezas ouzh taol.

Klevet e voe un den o vont e-biou en ur ganañ.

Tin ar Gouerou, mezv, war hent ar gêr.

— Skuizh oc’h, Herve ? eme Anna.

— A ! oah ! Mouezh Tin ar Gouerou a chomas berr e-kreiz un diskan.


— Anna, bleunioù ez eus en ti ?

— N’ eus ket, Herve ; perak ?

— A ! Me grede din e kleven en ti c’hwez vat bokedoù ar groaz.

Anna a sellas outañ.

— Gouelañ ’rit ? emezi.

Hag, evit ar wech kentañ en he buhez, Anna Bogion a bokas d’he breur.