Goueliou kala Goanv
Setu eat ebiou d’eomp an deiziou seder, an deiziou tomm ha skedus, ma’z eamp dindan ar gwez bodennek da glask ar freskadurez, en eur zelaou richan dudius al labousedigou o kana hag o iskana penn-da-benn an deiz meuleudiou o C’hrouer.
Great eo an eost, dastumet eo bet er c’hrignol gant bennoz an aotrou Doue; ar frouez all, per, avalou, kistin, rezin, a zo deuet ive d’o mare da zigas sonj d’eomp eus madelez hon Tad a zo en env.
An diskar-amzer o tremen a zigas war hor c’harteriou derveziou krennet, tenvaleat alies gant ar c’houmoul du leun-zour. Deliou glas ar c’hoajou ker koant d’an nevez-amzer a zo deuet da veza melen ; distaga a reont eus ar gwez, hag e kouezont d’an douar, ’lec’h ma vezint dastumet ha lakeat da ober teil.
Tristaat a ra ar bed o welet ar vantel c’hlasvez se o tizec’ha hag ar yenien o tostaat. Pep-hini e leac’h mont d’ar meaziou, pa deu ar pardaez, a jach war-zu e di, a dosta zoken oc’h an tan, evit lenn pe selaou eur marvailh bennak. Evel douget gant ar pez a wel en dro d’ezan, d’ar poent-ma eus ar bloaz, an den a bleg warnan e-unan hag a ra eleiz a zonjou. Pep tra breman a lavar d’ezan : « Mervel a ri… dizale ! Da vuez a dremeno evel ma tremen an deliou… Koueza ri, ha da gorfa deuio da veza preiz ar prenved. »
Hogen, mouez Doue a zav neuze ive evit lavaret d’he zro : « … Sevel a raio ac’hano eun deiz evit mont d’ar vuez pe d’ar maro da viken ! Da bep hini eo brema dibab !… »
An Iliz a zo bet savet gant Jezuz-Krist; lavaret en deus e vije ganti betek deiz diveza ar bed ! A ! kement se a zo eas da gredi pa jomer a-zevri da zonjal enni.
Santout a reer eo bet c’houez Doue oc’h ober d’ezi lakaat goueliou an Holl-Zent hag an Anaon d’ar mare-ma eus ar bloaz ! E hini-all ebet na vijent bet gwelloc’h…
Goueliou kala goanv eo goueliou an tiegeziou kristen.
Da zeiz gouel an Holl-Zent, lagad ar galon a dreuz an oabl evit sevel d’ar Baradoz, bro an eürusded, ’lec’h ma’z eus meur a hini eus hor c’herent maro er stad a c’hras ha kurunet brema a sked hag a beoc’h gant Doue. Emaint ouz hor gortoz ; asten a reont d’eomp o diwreac’h ; o c’hlevet a reomp en deiz kaër-ze o lavaret d’eomp : « Kemerit kalon ! Rust eo an hent, gwir eo ; hogen, na vo ket hir ar veach… Dalc’hit tost da Zoue ha d’e Iliz, en em virit dioc’h ar pec’hed, bezit trugarezus e-kenver an holl ; en doare ze e teuot dizale da jom ganeomp el leac’h ma eürus en tu-all da gement a oufed lavaret… »
Ouspenn ze, hor c’herent deuet da veza sent e baradoz an aotrou Doue n’ankounac’haont ket ar re o deus lezet war o lerc’h en draonien-ma a zaelou. Pedi a reont evito, ha meur a wech, hep gouzout dare d’eomp, o deus bet evidomp grasou kaer.
Nag a veurded en deiz-ma gant lidou an Iliz ! Gaudeamus, emezi ; bezomp laouen e Doue ! Anat eo ema gouel ar baradoz, mezive gouel an douar, rak gloar ar zent a ro d’eomp da fiziout e vezo hon hini eun dervez !
N’anavezan netra hag a vije muioc’h gouest da deneraat va c’halon eget eun dro vale war ar meaz da bardaez an Holl-Zent, endra m’a ema ar glazou o son kanvou, o c’houlen pedennou d’an Anaon kez ! Ar glazou-ze klevet evel-se, o vont eus an eil kloc’hdi d’egile, pebez kanaouen ankenius ! Nag i a sko ar c’halonou kaleta !
Petra da lavaret eus gouel an Anaon, gouel ar purkator, ma c’helche beza gouel en eul leac’h ker poanius ?
E nep leac’h marteze n’eus muioc’h a zonj eus an Anaon eget a zo e Breiz-Izel. Bemdez, e pep ti breizad, e vez lavaret an De Profundis evito e « grasou » ar pardaez ; o hanoiou a vez lakeat war ar beden-zul, hag, da c’houde an ofisou n’ez eer ket d’ar gear hep beza bet o taoulina war o beziou glaz er vered. Ne vez ket eun eured e Breiz-Izel hep ma ve lakeat eur zervich gant an Anaon kerent, a deu evel-se da gaout evel eun tan va eus ar fest.
O ra zalc’ho start ar Vretoned d’an holl giziou mat-se !
Ha pa gomzan eus an Anaon, me a c’houlen aotre va c’henvroïz evit digas sonj d’ezo eus traou hag a veze great gwechall, hag a zo o vont, siouaz ! war rouesaat. Gwelet em eus bet e meur a barrez ar c’homzou-ma skrivet e brezonek war varv-skaon an ilizou :
« Bezet truez ouzomp, o c’houi da vihana hag a zo hor mignoned ! » Hag ar re-ma-all :
« Hodie mihi, cras tibi, Hirio d’in-me, warc’hoas d’it-te. »
E bered ar Minihi, tost da vez sant Erwan, em eus sonj mat da veza lennet kement-ma :
Kaera skouer !… Ha perak eo ken rouez ar skridou brezonek a-wel d’an holl evel se ? Ar Vretoned a dlefe beza kustum ouz an traou-ma. Petra ! n’eo ket eur vez evidomp na ve kavet en hor berejou nemet unan pezaou vean-bez, brezonek warno… war beziou tud ha na gomzent peur-liesa nemet ar brezoneg ?
Ma karchemp muioc’h hor bro e vichemp ive muioc’h douget da viret ar pez a zo d’ezi, ha d’ezi hebken.
En han Doue, mistri-skol, va c’henvreudeur, deskit Histor Breiz d’ho skolaerien, pe Breiz a zo o vont da veza henvel ouz pastellou distum Bro-C’hall !