Groeg ar c’hivijer
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gwreg ar c’hivijer.
Guech-all a zo bet eun amzer
E carrien me parrous Kemper,
Hac hi c’harrien fidelamant,
Dre ’m boa en-hi eur vestrès coant.
P’oan o retorn a Vontroulès,
Me ’clewet comz euz ma mestrès ;
Me ’clewet unan o lâret :
— Mestrès ’n den-man ’zo dimezet ;
Dimezet è he vestrès coant
D’eur c’hivijer euz a Wengamp [1].
Ha me kerkent hac o lâret
’C’h ajen da Wengamp d’hi guelet ;
Lâret ec’h ajen da Wengamp,
Ewit guelet ma dousic coant...
Pa oan war baveo Guengamp,
Me ’welet ma mestrès ’n hi c’hambr;
Me ’welet ma mestrès ’n hi c’hamhr,
Diraz-hi mezelour ardant.
Ha me da lavaret d’ezhi
N’ajen ket ’n hi c’hambr da gomz gant-hi ;
Ma carrie diskenn war ar pave
Me gomzje out-hi, hep dale...
— Ma mestrès, d’in-me lavaret,
Ha gwir ar c’hezlo ’m eus clewet ?
Ha gwir ar c’hezlo ’m eus clewet ?
Mar d’è gwir oc’h c’hui dimezet?
Mar d’ê gwir oc’h-c’hui dimezet,
Ma goalenn d’in-me a rofet,
Rac an arc’hant, an aour melen
N’int ket ouz groeg kivijerrien.
— Cloarec iaouanc, ma escuzet,
Eun dengentil eo am eus bet.
— Hac a ve dengentil ha nobl,
’Man he lojen war vord an od ;
’Man he lojen war vord ar ster,
Henval ouz hini eur c’hivijer.
... Ar wreg iaouanc a lavare,
Er gêr d’he mamm, pa arrue :
— Itron Varia ar Folgoat !
Penos c’hallo ma c’halon pad ?
Penos c’hallo ma c’halon pad,
’Santout c’houez lezr gant he zillad ?
— Tawet, ma merc’h, na oelet ket,
Perc’hen an aour oc’h eus-c’hui bet ;
Perc’hen an aour hac an arc’hant,
Hac ar c’hloarec n’ê nemet coant !
... Et ê ’r c’hivijer da Landréger,
Me garje biken na deufe d’ar gêr !
Na oa ket he gir peur-lavaret,
Eul lizer ’n he dorn ’zo digasset.
Digasset lizer d’ezhi d’ar gêr,
Da lâret oa marw ar c’hivijer.
... Ar c’hloarec iaouanc a lavare.
En cambr he studi, eun de a oe :
— Eun dra a newez ’zo c’hoarvezet ;
Ter feillen em Ieor a zo breignet;
Ter feillen ’zo couezet d’an douar,
Intanvezet ê an neb am c’har !
Eomp da Wengamp d’hi eureujin ;
Intanvezet ê ’n neb a blij d’in !
- ↑ Setu aze eur c’hloarec kès
A zo dimezet he vestrès.
Set’ aze eur c’hloarec iaouanc
’Zo dimezet he vestrès coant ;
’Zo dimezet he vestrès coant
D’ur c’hivijer euz a Wengamp.