Guerz ann Eskop gwenn, ann Aotrou Joseph-Mari Gravran

◄  D’ann Itroun Varia Remengol Guerz ann Eskop gwenn, ann Aotrou Joseph-Mari Gravran Steredenn ar mor   ►


GUERZ ANN ESKOP GWENN[1]

ANN AOTROU JOSEPH-MARI GRAVRAN

MARO E KEMPER, EVEL EUR ZANT,


Ann deiz kenta a viz C’houevrer 1855, d’ann oad
a eur bloaz ha tri-ugent

————

Verbum crucis Dei virtus.
E komz ar groaz ema nerz Doue.

D’ANN AOTROU SANT-MARC, ARC’HESCOP ROAZOUN

————

War don : Gwers Santez Anna Wened.

Rouanez vraz Breiz-lzel, Gwerc’hez vad Remengol,
C’houi zo karet hoc’h hano ha meulet gant ann holl ;
Astennit ho tourn war-n-oun hag e kaninn breman,
Eur werz da eunn den santel, Joseph-Mari Gravran.

Sant Kaourintin ha sant Pol, sant Briek, sant Tual,
Sant Patern, sant Gwenole, sant Herve, sant Gweneal,
Diskennit war ar c’houmoull da rei d’in sklerijen,
Da ziskleria da Vreiziz buez ann Eskop Gwenn.


E Krozon e oa ganet Joseph-Mari Gravran ;
Pa deuaz war ann douar, Doue a ioa gant-han,
Rag a-rok dont er bed-ma, da Werc’hez Remed-holl,
Gant he vamm e oa gwestlet enn Iliz Remengol.

Ha dre ma kreske enn oad e kreske he furnez ;
Dirak Doue hag ann dud oa braz he santelez.
Ann dud koz a lavare, pa vije o tremenn :
« Nep a vevo a welo, he-man a vo eunn den ! »

Iaouank-flamm e oa c’hoaz hag e veze aliez
O studia he-unan harz mor Douarnenez ;
Sevel a re dira-z-han ann amzer dremenet :
Kear Is, ar Roue Gralon, ar burzudou zo bet.
 
Lenn mad a re da dri bloaz ha skriva da bevar,
Hag al latin, da seiz vloaz, a zispake dispar ;
E Kastel-Pol, e Paris en deuz bet meuleudi
Digant ann dud a skiant a gave er studi.

Daoulinet war Mene-Hom e klevaz mouez Doue :
« Va Map, te vo abostol, henvel ouz Gwenole ;
» Enn da vro gaer Brelz-Izel e prezegi ar feiz,
» ’Vel ma reaz gwechall enn-hi sent ganet enn he c’hreiz.


Pebez burzud eo he-man, bugale ann Arvor !
Bezomp holl el levenez, d’hor bro eo eunn enor ;
Kanomp gant daelou a joa, kanomp a vouez huel,
D’ann Eskop Gwenn, er vro man, meuleudi eternel.

’Vel e traon menez Oreb, Moisez a grene
klevet trouz ar gurun, mouez ann Aotrou Doue ;
Joseph a gren, a lavar da Roue ann Envou :
« Ia, Beleg me vezo, trugarez d’e-hoc’h, Aotrou ! »

Enn he zav, war ar menez, e welaz enn draonien
Abati Landevennek, kuzet gant ar spern gwenn ;
Eno, dindan ar vein goz, ann drez hag ann ilio,
Ema brema ar venac’h, kousket enn ho beio.

Hag ann den iaouank a ia war eeun d’ann abati :
Daoulinet war eur bez koz, setu hen o pedi,
O pedi sant Gwenole, eno gwechall abad,
Da c’houlenn digant Doue ma vo eur beleg mad.

Pa wel gant heol ar mintin, o sevel a-uz Breiz,
Tour kaer Iliz Remengol, e sonj e-bars enn deiz
Ma oa gwestlet d’ar Werc’hez, eno, gant he vam vad,
Hag e treuz da vont d’he zi breac’h-vor ar Faou timad.


War he zaoulin enn Iliz karget a vurzudou,
Evel kement a ia di, e rank skuilla daelou,
Hag he galon o tomma e lavar d’ar Werc’hez :
« C’hoant hoc’h euz e venn beleg, bezit ma fatronez !
 
» Santel eo karg eur beleg, ha pouner braz-meurbet ;
» Bezit-ta ma fatronez, Itron ann holl Remed ;
» Henchit ac’hanon bemdez, me a vezo ho map ;
» Roit d’in ar c’hraz da veza bepret eur beleg mad ! »

He bedenn a oe klevet : mont a eure d’ar skol,
Ha d’ann oad a bemzek vloaz, ez eaz a Gastel-Pol,
Pa oe peur-c’hret he studi rag-eeun d’ar seminer,
Kloarek war he dal skrivet e vo eskop Kemper.

Diwar c’hoari e tispak he skiant, he spered ;
Ann Eskop a ioa neuze, den gwiek ha brudet,
A gas Gravran da Bariz, da skolach Stanislaz ;
Hag e seminer Paris e par he spered c’hoaz.

Er bloaz mil eiz-kant seitek, rak-tal m’oe beleget,
Da benn seminer Kemper Gravran a oe galvet ;
Eno, nao bloaz hed-a-hed e prezegaz bemdez,
Koulz dre skouer ha dre gomzou d’ar Veleien nevez.


Balamour d’he wiegez, goude e voe hanvet
Evit Person da Vrestiz ; eur garg diez meurbet !
Rak-tal e kavaz ann tu : ann Eskop a lare :
« Mont a ra ann traou gant-han gwelloc’h ’vit gan-en-me. »

Rei a reaz eur Mision, e Brest pa erruaz ;
War-n-ezhan e kouezaz goude trubuillou-braz.
Stoufa a reaz ho genou d’he holl enebourien,
Hag ho lakaat e berr da zont gwir gristenien.

E kever ar bec’herien e oa karantezuz,
Hag ho fardoni a re, evel ma rea Jezuz ;
Nag a bec’her diouz Doue, pell, pell dispartiet,
Enn hent mad gant madelez, n’en deuz hen distroet ?

Ann dorfetourien vrasa, e Brest, er galeou,
A zo bet sec’het gant-han aliez ho daelou ;
Desket en deveuz d’ezho meuli hano Doue,
Dont da veza kristenien, ha salvi ho ene.

Ann arc’hant a c’houneze a ioa holl d’ar beorien ;
Gwizket kaer en em gave gant eur goz soudanen ;
Ann dra-ze a zo guirion : n’en doa gwennek e-bed
Da vont a Vrest da Gemper, pa oe Escop hanvet.


E mil eiz-kant daou-ugent, ann Eskop Poulpiket,
D’eur bloaz ha pevar-ugent, e Kemper zo marvet.
Ar pastor a zo maro, hag ann aotrou Gravran,
A zo laket da Eskop, hag en despet d’ezhan.
 
Mont a eure da Bariz hag eno oe sakret
Gant Arc’heskop ar gear-ze, ann aotrou Affr hanvet.
Ac’hano e tistro primm da Gemper adarre,
Da ziskouez d’he Veleien e kare anezhe.

Bezomp holl el levenez, Abostol eo d’ar feiz ;
Komzou Doue zo gwirion, ni a oar-ze e Breiz.
Brema potr bihan Krozon a zo eunn Eskop braz,
War Mene-Hom spouronet Doue hen lavaraz.

N’euz distaga d’he labour : ’vit mad he eskopti,
Aliesa ha ma c’hell, ’za da vale dre-z-hi.
War ar mez e brezonnek, e kar d’ann holl sarmon ;
Ma lavare ann dud koz, vije mad da Berson.
 
Pa deuaz ar Republik oe galvet da Baris,
Da zifenn droajou ar bobl ha droajou ann Ilis ;
Potret Paris a lare : « Eskop Kemper zo goaz ;
» Biskoaz den evel he-ma ne deuz bet ama c’hoaz. »


E Paris e tispakaz he holl dalanchou kaer
Da ober lezennou mad, gant furnez ha douster ;
E Frans hag er broiou all e komzet anezhan ;
Gant ann holl e oa meulet Joseph-Mari Gravran.

Ar jeneral Kavagnak, potr stard ha den a feiz,
A fallaz d’ezhan vije Arc’heskop e Paris ;
Refuzi a reaz a-grenn, ’vit dont da Vreiz-Izel,
E-touez he vugale da veva, da vervel.

Distro enn he Eskopti, e kare adarre,
War ar meaz hag er c’heriou, prezeg lezenn Doue.
Hentcha a wie brao-braz ar pinvidik, ar paour ;
Evit he holl vugale en doa eur galon aour.

Biskoaz ne laraz eur gomz da ober droug na poan ;
Karout a re he nesa evel-t-han he-unan ;
Evit ann holl karantez, madelez ha douster,
Setu penn-da-benn buez hon tad, hon Eskop ker.

Touriou katedral Kemper, abaoe pevar c’hant vloaz
A oa mezuz da welet, ne oant ket achu c’hoaz.
Eunn devez e lavaraz, ker brao, enn eur c’hoarzin :
« Savomp holl, ma bugale, touriou sant Kaourintin. »


Kerneviz ha Leoniz ha Tregeriz ive
A ro d’ann Eskop santel pep a wennek neuze,
Ha touriou skeduz Kemper en ear a zao huel,
Evit renta testeni euz a feiz Breiz-Izel.

Buez ann den er bed-ma zo poaniuz ha c’houero,
Dre eunn draonien a zaelou e renkomp mont d’hor bro ;
Pep hini a zoug he groaz, war lein Mene Kalvar,
A-dreuz trubuillou ar bed, ann anken, ar glac’har.

Ne oa ket c’hoaz peur-achu touriou ar gatedral,
Ma oe laket gant Doue, enn eur boan vraz dispar ;
Da beur-welc’hi he ene, kent evit mont gant-han,
E tigasaz eur c’hlenved hirr ha poaniuz d’ezhan.

’Vel m’en em santaz skoet, e rankaz mont timad
Da bedi c’hoaz da Grozon, war bez he vamm, he dad ;
Ha goude e Remengol, daoulinet e pede,
O c’houlenn eur maro mad, Baradoz d’he ene.

Enn he gerc’henn ar c’hrign-beo, pe ar c’hanser hanvet,
A ra d’ezhan, ’pad tri miz, gouzanv poaniou kalet.
Gouzanv a eure, hep klemm, ar boan hag ann anken,
Evel enn amzer gwechall c’houzanve ’r verzerien


Evel Jezuz war he groaz, e westlaz, kent mervel,
He vugale d’ar Werc’hez, patronez Breiz-Izel ;
Ha gant feiz hag esperanz, seder evel eunn El,
He ene gwenn d’aiin envou a nijaz enn eur sell.

Pa oe klevet ar c’helou er pevar c’horn a Vreiz,
Kalon ann dud a fraillaz, gant glac’har en ho c’hreiz.
Ann holl a wele dourek, o krial gant anken :
Allas !… maro eo hon tad, maro ann Escop Gwenn !!!…

Beleien ha tud ar bed ha c’houi peorien Jezuz,
Intanvezed, minored, c’houi holl dud maleurus,
Kollet hoc’h euz ho mignon, ho pastor hag ho tad,
Evid-omp-holl, Bretoned, ô pebez kalonad !

’Vel eur zant en deuz bevet Joseph-Mari Gravran,
Evel eur zant eo maro, Doue a ioa gant-han ;
Ann holl a lavar eo sant : vox populi vox Dei.
Gloar da Zoue ! mouez ar bobl eo ive he hini.

Enn deiz ma oe diskennet enn ho wele douar,
Ar bobl a Gemper, beuzet enn eur mor a c’hlac’har,
A zougaz he gorf santel e kear dre ar ruiou,
Hag ann dud keiz a heulie hag a skuille daelou.


He gorf a zo e Kemper, he skevent e Krozon,
E Brest, enn Ilis Sant-Loiz, emedi he galon ;
Ar bobl euz a Vreiz-Izel, enn Iliz-veur Gemper,
Dre garantez deuz savet evit-han eur bez kaer.
 
Demp eta, va c’henvroiz, da Iliz-veur Gemper,
Da bedi gant karantez war bez hon Eskop ker.
Eno, bemde e weler, daoulinet war he ve,
Tud ann Arvor o c’houlenn grasou digant Doue,

’Vel Joseph-Mari Gravran, bezomp gwir gristenien,
Bugale vad da Zoue, bezomp mad d’ar beorien ;
Karantezuz ’vit ann holl ; er beo hag er maro,
Kalonek ha stard er feiz, evel tud koz hor bro.

War douriou sant Kaourintin, euz ann env diskennet
Pastor mad, roit ho pennoz d’ar vro oc’h euz karet,
Roit ho penediksion d’ar belerined holl
A ia bep bloaz da bedi da Iliz Remengol !

Roit ho penediksion d’ann dud paour, ankeniet,
D’ann dud a vor, a vrezel, ha d’ann holl Vretoned ;
Roit ho penediksion ive d’hor berejou,
E pe-lec’h e kousk e peoc’h hon tadou, hor mammou !


Goulennit digant Doue ma kendalc’himp ar feiz,
Feiz Gralon, feiz Gwenole, feiz ar Sent koz a Vreiz ;
Ha deiz ar varn diveza, e vo c’hoaz Bretoned,
Enn Iliz sakr Remengol, o pedi daoulinet !!…

Ha brema, ma c’henvroiz, kanomp holl meuleudi,
Kanomp holl gant levenez, gloar da Joseph-Mari ;
Eur Zant neve zo savet, en hor bro Breiz-Izel,
JOSEPH-MARI eo hanvet, gloar d’ezhan, gloar eternel !!..


————
  1. S.o. pajenn 150