Guizieguez ar pautr-cos Richard

Benjamin Franklin
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, War dro 1830  (p. Titl-15)



GUIZIEGUEZ


AR PAUTR-COS


RICHARD.


Troet eus al levr gallec B. Franklin.


————



E Montroulez, eus a Imprimiri Lédan




AVERTISSAMANT.


————


Ar réson eus a bublication al levric-ma, eo da laqat anavezout dre-oll ar reoliou certen (goude re ar Religion) evit en em gundui gant furnes epad ar vuez, ha da inspira an desir eus ar vertuziou civil ha moral d’al loden precius-se eus an dud, hep pehini e vancfemp eus a gazi qement a zo.

Ra deuyo al levric-mâ da zigag sonch dezo eus o simplicite qenta, ha d’o laqât da garout o labour, o famill, hac o demeuranç humbl.

Credi a eller eta gallout esperi e teuyo ar re a zo destinet da rei descadurez d’ar yaouanqis, d’o zicour da anavezout ar pez a zo scrivet amâ, ha da laqât rei anaoudeguez dre vardro eus ar setançou-mâ.

Evit satisfaction al loden qer precius-se eus ar societe eo, ez eus sonjet laqât al labouric-mâ e brezonec, evit ma ello an dud divar ar meaz profita eus ar guentelliou simpl hac a vertus a zo ranfermet ennan.

Ra vezo eta recevet gant joa, ha ra zougo ar frouez precius eus ar vertuz pehini a anseign.




GUIZIEGUEZ


AR PAUTR-COS RICHARD.


————


An deiz all en em arrêtis en un andret e pelec’h e voa calz a dud assamblet evit ur verzidiguez. Dre ne voa qet c’hoas an heur da gommanc, ar gompagnunez a gomze eus an amzer miserabl a rene ; hac unan eus ar vanden, ous en em adressi da un den venerabl pehini a voa gris e vlêo ha güisqet qempen, a lavaras dezàn : « Ha c’houi, tad Abraham, petra a sonjit-hu eus an amzer-mâ ? N’en doc’h-hu qet avis penaus an tellou euzus a laqer var qement a zo, a deuyo a benn da ruina ar vrô en antier ? Rac, peuaus ober evit o faea ? Petra a gonseillfet-hu deomp varguementse ? » An tad Abraham a voe ur pennadic amzer o sonjal, hac a respontas : « Mar fell deoc’h gouzout va fêçon da sonjal, e zàn d’el lavarat e bêr gomzou, rac, evit an den aviset mad, ne zeus ezom nemet nebeut a c’heriou.» Ne deo qet an nombr eus ar chomzou a garg ar boezel, evel a lavar ar pautr-côs Richard. An oll neuze a dostâs evit pedi an tad Abraham da gozeal, hac an assamble en em renqet endro dezan, e talc’has an discours-mâ :

« Va mignonet qer hag amezeyen vad, güir eo penaus an tellou a zo guell grén ; gouscoude, ma n’hor bez da baea nemet ar re a c’houlen ar gouarnamant diganeomp, ec’h alfemp esperi gallout o faea ezetoc’h ; mes beza hou eus un niver bras a re all calz goassoc’h deomp ; dre exempl : hon diegui, a guemer deomp daou c’hement eguet ar gouarnamant ; hou orgouill, teir guech ; hac hon dievestet, peder guech muioc’h c’hoas. An taxou-se a zo eus un hevelep natur, n’e deo qet possubl d’ar recevourien na diminui o foez, nac oun delivra diouto. Gouscoude, beza e zeus un dra benac da esperout evidomp, mar fell deomp heuilla ur c’husul vad ; rac, evel a lavar ar pautr-cos Richard, Doue a lavar d’an den : En em sicour, ha me a sicouro ac’hanout.

Ma vez ur gouamamant hac a obliche an oll da rêi gant reiz an decvet loden eus an amzer evit e servich, e ve a dra sur cavet ar gondition-se guell galet ; mes an darn-vuia ac’hanomp a zo taxet, dre o diegui, en ur fêçon c’hoas muioc’h tirandus. Rac, mar contit an amzer a dremenit en un didalvoudeguez absolut, da lavaret eo, o chom hep ober netra, e cavot e lavaran güir. An didalvoudeguez a zigac ganti diezamanchou, hac a verra en ur fêçon santus ar badelez eus ar vuez. An didalvoudeguez, evel a lavar ar pautr-côs Richard, a zo henvel ous ar mergl, pehini a uz calz muioc’h eguet al labour : An alc’huez a behini en em servicher, a zo atao sclêr. Mes, mar carit ar vuez, na gollit qet an amzer, rac ar vuez a zo gret eus anezàn.

Peguement a amzer na roomp-ni qet d’ar c’housqet, en tu-all d’ar pez a dlefemp naturelamant rei dezàn ? Ancounac’hât a reomp penaus Louarn cousqet, na guemer qet a yer, ha penaus hor bezo amzer aoüalc’h da gousqet, pa vezimp er bez. Mar deo an amzer ar preciussa eus an oll vadou, ar c’holl eus an amzer, evel a lavar ar pautr-côs Richard, a die ive beza ar brassa eus ar prodigaldet, pa zeo güir, evel m’el lavar c’hoas, an amzer gollet n’en em gav james, ha penaus ar pez a halvomp amzer aoüalc’h, en em gav atao re vêr. Courach eta, hac agissomp epad ma ellomp. Gant ma vezimp actif, e refomp calz muioc’h, gant nebeutoc’h a boan. An didalvoudeguez a rent oll poanius, an ingin a rent oll eaz : an hini a sav divezat, en em fourgaç hed an deiz, hac a boan e commanç e afferaou, e zeo dija nôs. Al leziriguez a za qer goustad, ma zeo qerqent tizet gant ar baourentez. Poulsit hoc’h afferaou, ha ma na vezo qet int a boulso ac’hanoc’h. Mont da gousqet abret ha sevel mintin, a zo an diou fêçon guella da gonservi ar yec’hed ar fortun hac ar sqiant.

Petra a sinifi an esperanç hac ar vœuyou a formomp evit amzeriou eürussoc’h ? Renta a rimp an amzer mad, mar gouezomp agissa. Al labour, evel a lavar ar pautr-côs Richard, n’en deus qet ezom a c’hoantjou. An hini a vev var an esperanç, a risq da vervel gant an naoun : Ne zeus qet a brofit hep poan. Ret eo din en em servicha eus va daouarn, pa na meus qet a zouarou ; mar am eus, ez int goall imposed ; hac evel a lavar ar pautr-côs Richard gant rêson, ur vicher a dalvez ur fond douar ; ur brofession a zo un implich hac a unan bepret evidomp an enor hac ar profit. Mes, ret eo labourat eus ho micher ha souten ho reputation, pe autramant, nac ar fond nac ar vagasin na sicourint qet ac’hanoc’h da baea an tellou. Piou benac, eme ar pautr-côs Richard, a zo labourus, na dle qet caout aoun ous an dienez. An naoun a sell ous dôr an den labourus, mes na gred qet antren. Reza e zeo er memes tra respetet gant ar recevourien ha gant an hussierien ; rac al labour a bae an dleyou, hac an disesper a gresq anezo.

Ne d’eo qet necesser e cafac’h tenzonou, nac e teufe qerent pinvidic da renta ac’hanoc’h heritourien dezo. An acqed, evel a lavar ar pautr-côs Richard, a zo mam ar brosperite, ha Doue na refus netra d’al labour. Labourit epad ma cousq ar feneant, hac ho pezo hed da verza ha da zastum. Labourit epad an oll momentchou a hanver hirio, rac, na ellit qet gouzout an oll ampechamanchou a zigouezo ganeoc’h varc’hoaz ; Qementse eo a ra d’ar pautr-côs Richard lavarat : Un hirio mad a dal muioc’h eguet daou varc’hoas. Hac ouspen : Un dra benac hoc’h eus-hu da ober evit varc’hoas ? grit-hi hirio. Ma vec’h mevel da ur mestr mad, na vec’h-hu qet mezec ma teufe d’ho henvel feneant ? Mes, ho mestr hoc’h-unan oc’h. Ruziet eta da gaout d’en em reproch ar feneantis.

Nac a draou oc’h eus-hu da ober evidoc’h hoc’h-unan, evit ho famill, evit ho mam-bro, evit ho Roue ! Savit eta da c’houlou-deiz ; ha na deuyo qet an heaul beniguet, en ur strinqa e sellou brillant var an douar, da lavarat : Cede aze un den lach cousqet c’hoas ! Hep dale, en em laqit d’al labour ; ha bezit sonch, evel a lavar ar pautr-côs Richard, penaus ur c’has maneguet na drap qet a logod.

Lavarat a reot dìn e zeus calz da ober, ha n’oc’h eus qet a nerz evit se, qementse a ell beza güir, mes bezit ar volontez vad hac ar berseveranç, hac e velot burzudou. Rac, evel a lavar ar pautr-côs Richard : an daqadennic dour a guez continuelamant a deu a benn da doulla ar c’halleta men, Gant labour ha paciantet, ul logoden a doull un arc’h ; ha tauliou bian, scoet hep cess, a deu a benn da ziscar ar vezen brassa.

Seblantout a ra dìn clevet unan benac ac’hanoc’h o lavarat dìn : Ha n’en d’eo qet ret ive qemer ur moment a repos ? Respont a rìn deoc’h, va mignonet, ar pez a lavar ar pautr-côs Richard : Implijit mad hoc’h amzer, mar fell deoc’h meritout ar repos ; ha na gollit qet un heur, pa n’en doc’h qet assuret eus ur minut.

An dibres a zo un amzer pehini a eller da implija da un dra benac a util. Ne zeus nemet an den evisiant a ell en em brocuri ar seurt dibres-se, da behini ar feneant na barven james. Ar vuez tranqil, hac ar vuez dibres, eme ar pautr-côs Richard, a zo diou dra meurbed dishenvel. Credi a rit-hu ec’h accordo ar feneantis deoc’h muioc’h a blijadur eguet al labour ? Gaou oc’h eus. Rac evel a lavar ar pautr-côs Richard : ar feneantis a enguehent ar sourciou, hac an dibres hep necessite a brodu poaniou fachus, Calz a dud zo hac a garfe beva hep labourat, dre o speret hepqen ; mes mancout a reont e defot a found. Al labour, er c’hontrol, a zigaç atao an agremant, an abondanç hac ar respet. Ar blijadur a red bepret varlerc’h ar re a dec’h ounti. An nezerez vigilant na vanq james a invis. Abaoue ma meus un tropel dénved hac ur vioc’h, an oll a zalud ac’hanon, evel a lavar ar pautr-côs Richard.

Mes istre carantez evit al labour, ez eo ret c’hoas caout fermder, resolution ha soign vras. Ret eo guelet hon afferaou gant hon daoulagad hon-unan, ha nonpas en em gonfia e daoulagad ar re all. Rac, evel a lavar ar pautr-côs Richard, ne meus biscoas guelet ur vezen, pehini a chancher alies a blaç, hac un tieguez a ziloch ivez alies, o prosperi qement ha re all pere a chom stabil. Hac e lec’h all e lavar : Teir dilojadec a ra ar memes gaou evel un tan-goall. Dioüallit ho stal, hac ho stal ho tioüallo. Mar qerit ober hoc’h afferaou, ît hoc’h-unan d’o ober : ma ne fell qet deoc’h e vent grêt, cassit re-all d’o ober. Evit ma prospero al labourer, e zeo ret e cundufe én e-unan e alazr. Lagad ar mestr a ra muioc’h eguet e zaou zorn. An defaut a soign a ra muioc’h a c’haou eguet an defaut da c’houzout. Nonpas evessât an devezerien, a zo ar memes tra evel reï dezo ar yalc’h e discretion. Ar re a gonfianç er re-all, a zo ar revin eus a galz a dud. Rac, evel a lavar ar pautr-côs Richard, en afferaou ar bed, n’en deo qet atao dre ar feiz en em saveteer, mes dre nonpas caout. Ar soign a guemeromp diouzomp hon-unan a zo bepret profitabl. Rac, evel a lavar ar pautr-côs Richard, ar gouizieguez a zo evit an den studius, hag ar binvidiguez evit an den vigilant, evel ar buissanç d’ar vaillantis hue ar barados evit ar vertus.

Mar fell deoc’h caout ur mevel fidel hac a garfec’h, en em servichit hoc’h-unan. Ar pautr-côs Richard a gonseill an eves mad evit an dra distera memes, rac digouezout a ra alies penaus an neglijanç ar vianna a brodu un drouc bras. E defaut eus a un tach, emezàn, houarn ar marc’h en em goll; e defaut un houarn, e coller ar marc’h ; hac e defaut ar marc’h, ar c’havalier e-unan en em goll, rac e adversour a drap hac a laz anezàn ha qementse oll evit nonpas beza grêl attantion da un houarn marc’h.

Aoüalc’h eo qement-mâ, va mignonet, var al labour ha var an attantion a dleomp da guemer var hon afferaou hon-unan ; mes, goude se, e tleomp c’hoas caout an temperanç, mar fell deomp assuri an issu eus hon labour. Ma ne voar qet un den espern dre ma c’hounit, e varvo hep ur guennec, goude beza bet epad e vuez stagnet var e labour. Sulvui e zeo lard ar gueguin, eme ar pautr-côs Richard, sulvui e zeo treud an testamant. Meur a fortun en em dissip-dre m’o c’honnezer, abaoue m’o deus neglijet ar mere’hed ar gueyel hac an nados, evit ar c’hafe, al liqeuriou, an oll lipouserez, hac an dillad caer ; hac ive abaoue m’o deus ar goaset dilezet o hostillou evit ar guïn, ar guïn-ardant, ar c’horn-butun ha meur a dra all, d’an nebeuta inutil. Mar qirit beza pinvidic, emezàn, na zisqit qet kepqen penaus e c’hounezer ; disqit ive penaus e venager. An Indes n’en deus qet pinvidiqêt ar Spagnolet, rac o dispignou a zo bet trec’h d’o frofit.

Renoncit eta d’ho sotoni dispignus, hac ho pezo nebeutoc’h d’en em glêm eus a ingratiri an amzer, eus a grevustet ar c’hontributionou, hac eus an antretienou foll, eus an oll bombanceres a rit en ho coll hoc’h-unan.

Ar guïn, ar merc’hed, ar c’hoariou hac ar feis fall, a ziminu ar fortun hac a gresq an ezomou, evel a lavar ar pautr-côs Richard. Qerroc’h, emezàn, a goust antreteni ur viç, eguet evit sevel daou vuguel. Sonjal a rit, marteze, penaus un tassadic benac a gafe, ur bannac’hic liqeur, pe ur brizennic vutun, un habit vrao, ur c’hoef dantelezet caer, ur mouchouerou brodet, rubanou alaouret pe arc’hantet, hac un nebeudic re a amusamanchou, na ellont qet beza eus a ur gonsecanç vras ; mes, bezit sonch mad eus ar pez a lavar ar pautr-côs Richard : Un nebeudic repetet alies a ra calz. Bezit var eves eus an dispignou bian. Ne zeus ezom nemet un toullic bian evit carga ul lestr bras a zour hac e laqat da berissa. Al lipouserez a gundu d’ar baourentez. An dud sot a ro ar festou, hac ar re fur o dêbr.

Cetu c’houi amâ oll destumet evit ur verzidiguez a guriosite hac a durubaillou precius. Henvel a rit qementse madou ; ma na laqit eves, e tiguezo un drouc benac gant darn ac’hanoc’h. Conta a rit e vezo guerzet an traou-ze e pris izel, da lavaret eo, nebeutoc’h eguet e zint bet coustet ; mes, ma ne dint qet reelamant necesser deoc’h, e vezint atao calz re guer evidoc’h. Bezit sonch mad c’hoas eus ar pez a lavar ar pautr-côs Richard : Mar prenes ar peza zo dreist da ezom, na zalei qet da verza ar pez a zo an necesera did. Gra bepret reflexion qent profita eus ur marc’had mad. Ar pautr-côs a sonch gant rêson penaus alies ur marc’had mad n’en d’eo alies nemet trompleres, hac ous en em geni en hoc’h afferaou, e ra deoc’h muioc’h a c’haou eguet na ro a brofit.

Sonch a meus e lavar e lec’h all : Guelet a meus calz a dud revinet evit beza bet grêt marc’hajou mad. Un diotach eo, emezàn c’hoas, implija an arc’hant evit prena ur glac’har. Se eo gouscoude ar pez a rer bemdez, faut da veza prenet al levric-mâ. An den fur evel a lavar ar pautr-côs Richard, en em instru eus a valeur ar re-all ; an dud sot a deu raramant furoc’h dre o maleur o unan : Felix quem faciunt aliena pericula cautum.

Anavezout a ràn certen tud pere, evit en em visca brao, o deus grêt d’o c’hôf yuna, hac o deus reduiset o zud da vancout a vara. Ar sei hac ar voulous, eme ar pautr-côs Richard, a yena ar gueguin. Pell da veza ezomou eus ar vuez, a boan ec’h eller o sellet evel traou commod. Ne zoar tentet d’o c’haout nemet abalamour d’al lufr eus o aparanç. Evelse ê e zeo deut an ezomou artificius da veza nombrussoc’n eguet an ezomou naturel. Evit un den realamant paour, eme ar pautr-côs Richard, e zeus cant ezomec. Dre an extravagancou-se, ha calz eus a re-all evelto, an dud a fêçon a zo reduiset d’ar baourentez, hac a zo forcet avichou da gaout recours d’ar re a veprisent diaguent, mes pere o deus gouezet en em derc’hel dre ingin ha temperanç. Qementse a brouv penaus, ur ploueziad en e za, evel a lavar c’hoas ar pautr-côs Richard, a zo brassoc’h eguet an digentil daoulinet.

Marteze ar re en em glêm ar muia, o devoa heritet eus ur fortun vad ; mes, hep anavezout ar voyenou dre bere o devoa o acquisitet, ez int en em lavaret dezo o-unan : Deiz eo, ha na vezo biqen nos. Un dispignic qer bian var ur fortun evel va hini, na verit qet e vez gret attantion dezi. Ar vugale hac an dud sot, eme ar pautr-côs Richard, a zonch dezo penaus uguent scoëd hac uguent vloas na ellont biqen achui. Gouscoude, evel a lavar c’hoas, dre forç da lemel hed eus an arc’h, hep laqat netra enni, e teuer souden da velet ar fonç ; ha neuze, pa vez sec’h ar punç, ec’h anavezer talvoudeguez an dour. Gouezet o devije bet se, ma carjent beza consultet va levric bian.

Ha c’houi zo c’hoantec, va mignonet, da c’houzout talvoudegnez an arc’hant ? It, hac essait da ampresti ous ur re benac : An hini a za da c’houlen ampresti, a ell en em c’hortos da ur vortification. Qementse ive a erru d’ar re a brest da certen tud, pa zeont da c’houlen ar pez a ranqer dezo. Mes n’e deo qet se hor c’hestion. Ar pautr-côs Richard, divar benn ar pez emaoun o paouez lavarat, hon preven gant prudanç penaus orgouill ar paridiguez a zo un dra guell euzus : Arauc consulti ho faltazi, consultit ho yalc’h, emezàn. An orgouill a zo ur c’hlasqer a gri qen huel hac an ezom, mes pehini a zo calz divoalc’hussoc’h. Mar oc’h eus prenet un dra vrao, e vanco deoc’h deg all c’hoas evi ma vezo peur-achu an assortimant ; rac, evel a lavar ar pautr-côs Richard, ezetoc’h eo miret ous ar c’henta faltazi eguet contanti ar re all a deu goude. Qen diot eo da ur paour falvezout dezàn en em henveli ous ar pinvidic, evel ma zeo d’ar ranic en em c’huezi evit dont da veza qen teo hac un eugen, a lavar deomp c’hoas ar pautr-côs Richard. Al lestrou bras a ell risca davantach ; mes arabat eo d’ar vagou bian pellât ous ribel ar môr. Ar seurt follenteziou-se a zo souden punisset ; rac, evel a lavar ar pautr-côs Richard, ar gloar a lein ous an orgouill, a ra e goan ous ar mepris. Ar gloar a zijun gant an abondanç, a lein gant ar baourentez, hac a goaign gant ar vez. Ha goude tout, petra a chom eus ar vanite-se d’en em disqeus, evit pehini em en roer qement a boan, hac en em exposer da guement a chagrin ? Qementse na ell na conservi hon yec’hed, nac hon yac’hat ous hon c’hlénvejou. Control da se : hep cresqi ar merit personal, se a laqa guenel an anvi, hac a brecipit revin ar fortuniou. Petra eo ur balvennic-Doue ? N’en deo, d’ar muia tout, nemet ur prênv-blêvec ornet, ha cetu aze petra eo ur fougueer. Evel a lavar c’hoas ar pautr-côs Richard ; Pe seurt fallentez n’en deo-én qet destum dleou evit ur seurt traou dister ! Er verzidiguez-mâ, va mignonet, ec’h offrer deomp c’houec’h mis termen, ha marteze eo an avantach eus ar gondition-se en deus angaget unan benac ac’hanomp d’en em gaout enni, o sonjal, dre na voa qet ret paea dioc’h-tu, e cafomp amâ an êzamant da gontanti hon faltasi, hep tenna netra eus hor yalc’h. Sonjal a rit-hu erfat er pez a rit, pa guemerit dle ? Rei a rit autorite da un den all var ho liberte. Ma na baeit qet d’an termen merqet, e vezot mezus o velet ho creançour ; e vezot en aoun o comz ountâ ; en em humilia a reot dre excusou mezus hac hep rêson ; nebeut-a-nebeut e collot ho franqis, hac e teuot enfin d’en em disenori dre ar guevier sclêra ha disprisapla ; rac, evel a lavar erfat ar pautr-côs Richard, ar c’henta faut eo da guemer dle, an eil da lavarat guevier. An dleour en deus bepret ar gaou var an talyer.

Ur Breton, ganet libr, na dlefe james rusia na caout aoun da gomz ous nep den, na da sellet ontàn en faç. Ar baourentez n’e deo nemet re gapabl da neanti ar gourach hac oll vertuziou an den. Difficil bras eo, eme ar pautr-côs Richard, derc’hel ur zac’h gollo en e za.

Petra a zonchfec’h-hu ous ur prinç pe ous ur gouarnamant a zifenfe ouzoc’h, dre un edit, d’en em visca evel an autrone, dindan boan a brison? Na lavarfec’h-hu qet e zoc’h ganet libr, oc’h eus ar güir d’en em visca evel ma plich deoc’h ; penaus ur seurt edit a vez un outrach formet a enep ho privilachou, ha penaus ive un hevelep gouarnamant a vez ur güir tyrantis ? Ha gouscoude en em soumetit hoc’h-unan d’an tyrantis-se, pa guemerit dle dre ar faltazi da veza remerqet. Ho creançour en deveus ar güir, mar en cav erfat, d’ho priva eus ho liberte, en ur laqat destum ac’hanoc’h er prison, ma noc’h eus qet peadra d’er paea.

Pa ho poa grêt ar marc’hat-se, a blich qement deoc’h. na sonjec’h qet marteze nemeur er baeamant ; mes, evel a lavar ar pautr-côs Richard, ar greançourien o deus guelloc’h memor eguet an debitourien ; beza ez int ar rum eus ar bed ar muia supertitius. Ne zeus observatour ebet muioc’h acqedus egueto eus an oll poentchou deus an armanac.

An amzer a ruill en dro deoc’h, hep na rit attantion, hac e teuer da formi ar goulen arauc m’ho pe preparet nep tra evit satisfia. Mar sonjit, er c’hontrol, en ho tle, an termen pehini a seblante deoc’h d’abord qen hir, a barisso deoc’h guell vêr. Seblantout a rae en defe an amzer diou esqel ous e dalonou, evel m’en deus ous e ziouscoas. Ar choraïs a zo guell vêr, eme ar pautr-côs Richard, evit ar re a dle paea da Basq. An amprester hac an debitour a zo daou esclavour : unan eus ar prestour ; eguile eus ar c’hreançour ; bezit horror eus ar chaden-se. Conservit ho liberte hac ho tisepandanç ; bezit ingenus ha libr. Mes marteze e sonjit-hu er moment-mâ en ur stat a bermet deoc’h contanti ur faltazi benac, hep risca d’ober gaou ouzoc’h. Mes espernit evit amzer ar gosni hac an ezom, e qeit ha ma ellit. Heaul ar mintin na bad qet epad an deiz, evel a lavar ar pautr-côs Richard.

Ar gounideguez a zo douetus ha passager ; mes an dispign a vezo bepret continuel ha certen. Ezetoc’h eo, eme ar pautr-côs Richard, sevel diou chiminal, eguet derc’hel unan bepret tom ; rac-se, emezàn c’hoas, it qentoc’h da gousqet hep coania, eguet sevel gant dle. Gounezit ar pez a zo possubl deoc’h, ha gouezit menagi ar pez oc’h eus gounezet, Se eo ar güir voyen da chench ho plom en aour. Sur ha certen eo penaus, pa bossedot ar sceret-se, n’en em glêmmot mui eus a rigor an amzer, nac eus an difficulte da baea an taxou.

An doctrin-se, va miguonet, a zo hini ar reson hac ar prudanç. Na zit qet gouscoude d’en em gonfia hepqen en hoc’h ingin, en hoc’h evessa bras, en ho cundu mad. Beza ez int, evit güir, traou excellant ; mes beza e vezint oil evidoc’h inutil, ma noc’h eus, arauc tout, benediction Doue. Goulennit eta humblamant ar venediction-se ; na vezit qet insansibl da ezomou ar re da bere e zeo bet refuset, mes roit dezo consolation ha sicour. Bezit sonch mad penaus an den santel Job a voe paour, hac e teuas goude da veza eurus.

Na lavarin qet davantach. An experianç a zalc’h ur scôl e pehini ar guenteliou a goust qer ; mes enni eo hepqen ec’h ell an den disqiant en em instrui, ha c’hoas na ziscont-he qet nermeur a dra ; rac, evel a lavar c’hoas ar pautr-côs Richard, gallout a rêr rei un avis mad, mes nonpas ur gundu vad. Bezit eta sonch mad penaus an hini ne voar qet receo un avis mad, na ell qet, qen nebeut, beza sicouret, en ur fêçon util ; rac, evel e ten c’hoas ar pautr-côs Richard da lavarat : ma na fell qet deoc’h selaou ar rêson, na vanco qet da laqat en em santout.

An den venerabl Abraham a echuas evelse e ziscours. Ar bobl en selaoue gant attantion ; approuvi a rejot e vaximou ; mes ne vanqjot qet da ober ractal ar c’hontrol just, evel a erru er sarmoniou ordinal ; rac, ar verzidiguez o veza commancet, pep hini a brenas, er fêçon ar muia disqiant, daoust d’an oll remontrançou eus ar sermoner, hac an aoun en devoa an assamble da nonpas gallout paea an taxou.

Ar citationou, repetet alies, en devoa gret eus ar pautr-côs Richard, pehini evit en henvel, a zo ho servicher, a vije bet enouus evit re-all ; mes va vanite a voe meurbet hilliguet, evidòn da veza sur mad penaus eus an oll guizieguez a accordet din, ne voa qet an degvet loden a apparchante realamant din, ha n’am boa destumet o studia var ar squianchou mad eus an oll nationou. Petra benac a vez, en em resolvis d’en em gorrija va-unan, goude ar citationou a glevis ober ; ha dre ma voan en em arrêtet en intantion da brena peadra da ober un habit nevez, en em resolvis neuze da lacat an hini côs da badout.

Lenner, ma ellit ober qement all, e c’honezot qement ha me.


FIN.


————


Benjamin Franklin, ganet e Boston, ar 17 eus a vis guenveur 1706, a voa ar seitecvet buguel da Joseph Franklin, fabricant saon ; hac én yaouanqiq, e vije bepret occupet da lenn al levriou ar muia sqiantus.

Disqi eure an etat a imprimer, ha da 15 vloas e compose scridou mad, pere a laqe imprima, hep en em henvel. Mont a ras da Philadelphi, e pelec’h ec’h êruas gant ur pez a uguent real hepqen. Eno e labouras en un imprimeri, mes tromplet dre bromessaou vean ar gouarner, e teuas da Londres, e pelec’h e vevas gant ur sobriete ar vrassa. Retorn a reas da Philadelphi, hac e roe qenteliou mad d’ar gompagnunez en em gave en e dy bep guener da nôs.

Ur servich bras meurbet a rentas d’e vrô, en ur bublia al levric-mâ, a behini e verze dec mil bep bloas.

Reir e vez comz eus e oll talanchou, hac eus ar servichou hep nombr a rentas d’e vrô. E 1777, d’an oad a 71 vloas e teuas da gaout ar Roue a Franç, da behini en em bresantas gant e vleo dispaq var e ziou scoas, hep poultr, un toc distronç, un habit mezer brun ; anfin eguis ul labourer. An oll a admire e simplicite. Retorn a eure d’e vrô, e pelec’h e varvas ar 17 a vis ebrel 1790, oaget a 84 bloas.


Proprieté de l’Auteur.